Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/176

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —

al louarn dont a ben euz al leon var poent da vervel. Koulskoude Paskiten na gredaz ket dont gant neubeut a zoudardet, hag e c’halvaz d’he zikour an Normandet. Gurvand, en despet d’he glenvet, a fellaz dont da gombati a enep enebourien kriz ar Vretoned. Daoust ma n’em gave tost da vervel, a fellaz dezan mont var an dachen. Astennet oe var eur c’holc’het en eur c’hravaz, ha douget oe evel-ze e-touez ar Vretoned. Choum a reaz beo epad an emgann. Pa glevaz iouaden ar viktor euz he zoudar- det, serri a reaz he zaoulagad, ha mervel a reaz. Meur a hini a skuillaz daelou var maro an den a vrassa kaloun a zo bet hag a vezo, e 877.

Jezekel, pe Judikael, mab Gurvand, pe Warfand, a reaz ar brezel da Alan, he yountr, kondt ar Vro-Erech. Koulskoude, red oe dezo en em unani ho daou a enep an Normandet. Jezekel oe lazet ganto en eun emgann e Traut. Mab Erispoe ha breur Paskiten, breur kaer Gurvand, da lavaret eo Alan, a c’hounezaz eur viktor vraz var an Nor-