Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/174

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

ma oa eet da sikour ar Francisien enep an Normandet, Gurvand oa eet gantan hag o velout en doa roue Frans kemeret aoun dirag ar bobl barbar-ze, a lavaras dezan e teuje a ben euz an Normandet gant he Vretoned hebken. Hastings, unan euz ar re genta euz an Normandet, o veza klevet kement-ze, a c’houlennaz ma raje Gurvand hervez he gomzou a fouge. Gurvand a zeuaz deoc’h-tu var an dachen gant daou c’hant Breton. Choum a rejont eno pemp devez hep na grede an Normandet tostaat outan. Da ben ar c’huec’hved devez oe goulennet ma zeuje Gurvand he unan var an dachen enep an Normandet oll. Dont a reaz heb aoun ebet. Hastings, souezet, a lakaaz lavarout dezan : Ne c’houlennin morse guelet laza eun den ker kalounek ha c’hui. Pa zeuaz-ta, evel meuz lavaret kent, ar c’hondt Paskiten gant tregont mil den, Gurvand ho filaz gant mil den hebken, unan enep tregont, e kichen Roazon. Paskiten oa oblijet da joum e peoc’h. Neubeut goude, o veza klevet a oa Gurvand klan bras, e zonjaz a helje

10*