Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/146

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

manac’h, a zigoraz an or dezan, na hellaz ket anaout deoc’h-tu ar roue a Vreiz. Pa oa gouet piou oa, spontet oe ar venec’h, hogen an abbat a zeuaz da zigemer, gant an doujans dleet, Melar, prins, hag ouspen maleüruz. Neubeut amzer goude, oa klevet iouadennou ar soudardet o c’houlen antreal er gouent gant Rivod hag he heul da glask ar prins Melar. Ar spount oa braz er gouent, ar venec’h a lavare oa deuet an devez diveza evit manaty Landevennek. An abbat hepken na gollaz ket kaloun : ober a reaz lavarout da Rivod, na zigorje ket an oriou er mare-ze euz an noz, pa na oa ket ar c’hiz d’en ober ; pa vije deuet an deiz a helje klaskout an hini a c’houlenne.

Da c’houlou deiz-ta, oa digoret an nor; Rivod na gavaz ket eno he nis. Melar, diskennet gant ar venec’h divar c’horre ar mogeriou, oa er mare-ze var hent Keraez. Rivod a guitaaz Landevennek heb kemer amzer da gastia ar venec’h evel m’an dije c’hoanteet. Redek a reaz varlerc’h he nis. Heman oa digouet e parrez Plouigneau pa glevaz touz ar c’hezek euz ar re he glaske. Ober a reaz eur beden da Zoue hag en

9