Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— XIII —

Dont a ree en Armorik eur Roue pe eur Pentiern bennag gant he bobl ; ha dont a ree da jom e leac’h ma touare gant he dud hag e roe e hano d’al leac’h ma oa deuet ; evel-ze a zeuaz da chom el leac’h hanvet breman Ploufragan, da lavaret eo pobl pe vanden Fragan ; Ploeven, leac’h ma jomaz Even gant he vanden, etc.

Goude ma oa deuet Bretonet tre-mor er vro-man, e teujont d’en em veska e touez re an Armorik ; ne oe brezel ebet etrezo ; euz ar memez goen e oant hag eleac’h gwaska tud ar vro, evel m’o doa grêt ar Romanet, ho guellaat eo a rejont en or rei dezo al lezen gristen.

Ar Vretonet euz an Armorik, en or zigemer sklerijen an Iliz, a zeuaz da gompren pegen talvoudek a oa al labour ; ha sikouret gant ar venec’h hag an dud santel deuet euz an enez, en em lekejont da zistroueza ar c’hoajou braz pere a c’holoe neuze ar vro-man.

Ar c’henta etre ar re a zeue evel-ze da hencha ar Vretonet tre-mor a oa lakeet neuze e pen lod euz ar vro ; hag evel-ze var dro pevar pe pemp kant vloaz goude donedigez hor Salver, e oe er vro-man eur c’hondt e Leon, eur c’hondt pe roue e Kerne, eur roue e Domnonee hag eur c‘hondt er vro Erech.

Gradlon-Meur oa roue pe kondt a Gerne e 490 ; Withur e Leon e 520 ; Riwal, roue euz ar vro Sant-Briek, Aleth, Dol ha Landreger, hanvet neuze Domnonee, a zeuaz er vro-man e 513 ; ha Komor oe kondt e Porhoet e 520.

An noblans euz a Vreiz a oe da genta bugale ar rouanet ; goudeze bugale an duget hag ar re a chouarne lod euz ar vro evel kondt, hag ouspen bugale ar re a ouie guella hencha ar brezel.

Kondt Roazon oe duk e Vreiz hag ar vugale yaouanka anezo oe kondtet Penthièvres. Re Gerne a c’houarnaz ive ar Vreiz pell goude maro ar roue Gradlon. Ar c’hondtet a Leon a zo bet remplaset gant an duket a Rohan. En or len Istor Breiz c’hui a lenno kalz euz hanoiou he