Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/126

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

vez, rag eme-hen, kollet en doa he hent e Koat-les-Tremeur, Ar brinses Pritella a zigemeraz he roue gant kement a zoujans hag a furnez, ma gredaz Juthael na helje kavout guelloc’h pried eviti.

Epad an noz, en devoa var ben Pritella eun huvre, a c’hoanteaz e vije disklæriet dezan, Evel-ze a reaz gervel ar barz Thaliessin, mab Onys, deuet gant sant Veltaz euz an enez a Vreiz, hag a choume en enez Rhuis. Ar barz koz, o veza klevet goulen ar roue, a choumas eun neubeut sioul ; ha pa gomzaz, a lavaraz e vije mab hena Pritella guelloc’h c’hoaz ha brassoc’h evit he dad, ha na vije ar mab-ze ker braz nemet evit rouantelez an ee. Ar roue, o veza klevet kement-ze, a oa laouen. Gret oe an eured, hag an daou bried a veve e doujans Doue. Ho mab hena oa hanvet ganto Jikel pe Judikael, ha roet oa dezan da baeron ha da vestr er skianchou sant Gouesnou, den gouiek euz an enez a Vreiz.

Juthael, leun a hardizegez, ha Breton a galoun, a gemeraz en dro an oll vro kemeret gant ar C’hallaouet, o doa moustret ar Vreiz epad ar brezeliou