Pajenn:An Oaled N35.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



E LOUZOU DA BEP KLENVED


gant


Loeiz Ar FLOC’H (Stourmer),


Barz leoniad, ha Lenner planedennou.


————


CHABISTR I.


1. — AFRON. — LOUZAOUENN SANT-ROCH

Inule fétide
————


Mat eo al louzaouenn-ze da enebi ouz ar fluzgwad (dysenterie). Eva bemdez eul litrad dour bet bervet war an deliou anezi.

————
2. — AGROAZENN. BOD-ROZ
Églantier, Rosier.
————


N’eo mui stank an tiez n’eus ket enno eus ar Roz-ruz-man, leun a zrein, dispar da gaea ha d’ober disheoliennou, e-kerz an hanv. Evid ar boan-c’houzoug, ar boan e kig an dent, gwalc’hit alïes ho kenou gant dour bervet war deliou sec’het ar Roz ruz.

Evid ober eul louzou mat da barea ar gouliou, an trouc’hou, lakit en eun hanter-litrad odevi mat, pouez daouzek gwennek a zeliou roz ruz sec’h mat, e pad pemzek dez. Soubit eun tamm lien el louzou-ze, ha lakit-hen war ar gouliou. Chench peder gwech bemdez pe alïesoc’h. Mirit al louzou-ze evid an ezomm.

Pa vezer gand ar Red-Korf (diarrhée) klaskit frouezen ar Rozenn ruz, flastrit-hi, gwaskit-hi, tennit an dourenn, ar sun anezi, kemeskit an dourenn-ze gant he fouez a sukr malet, poazit war tan bihan, ha lakit e boutailhou bountet mat. Kemerit nao loaiad vras bemdez etre teir gwech, hag e kavfot buan ar pare.

An dud a zo douget da gaout poan gand o boued, ar re o deus stomogou ha bouzellou diegus da labourat, ar re a zo techet da gaout c’hoant kousket goude o fredou, a rafe vad d’ezo debri konfitur graet gand frouezen Roz-ruz (confiture de Cynorrhodons). Ar vugale a chaoko alïes ar frouezenn-ze, n’o devezo prenvedenn ebet morse.

Ret mat eo dastum an deliou hag ar fleur e miz ebrel, pa vezont en o c’haera, hag o lakat e boestou houarn-gwenn.