Pajenn:An Oaled N35.djvu/7

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Tenzor Ar Barz


gant Erwan BERTHOU (Kaledvoulc’h)
————


Eur barz hep eur geriadur klotennou a zo eur micherour hep binviou.

Na vern pegen braz eo mestroniez eur micherour ha pegen kaer eo e awen, mar n’en eus ket a vinviou ne raïo nepred eun « ober-kaer » na, zoken, eun « ober krenn ».

Eur gwerzonier, na vern pegen bastet ha pegen awennet a vefe, evel barz, na raïo nepred ar barzoneg peur-c’hraet, an ober-kaer ez eo barrek d’ober, mar n’en eus ket eur geriadur klotennou ha mar ne ra ket implij dioutan.

En eur glask eur gloten, ha dreist-holl eur gloten binvidik, e rer eun azgwel diouz rollou geriou hir pe verr e pere e heller — nan bepred — kaout ar gloten glasket. Mar ne gaver ket anezi en eur roll, red a vezo ober arnodou all. O klask e c’hiz-se e heller ive kavout geriou all gouest da ziskleria menegennou nevez da staga ouz danvez al labour ha da glokaat ha da gaeraat al labour-ze. Aezet a vefe dazlavaret, etouez gwerziou Viktor Hugo, barzonegou hag e weler enne lavariou kaer digaset eno gant eur gloten.

Red eo evezia e vez nebeut a wech daou c’her gouest da vont an eil elec’h egile, da lared eo, gouest da gaout hevelep talvoudegez. Beza ez eus eur ger reiz, n’ez eus ket daou. Ar Barz ne hell beza laouen diouz e labour nemet kavet en defe ar geriou reiz e pep lec’h. Hogen penaoz e ouezfe kement-se hep kaout dirak e zaoulagad an daolen glok diouz ar geriou e touez pere e tlie ober en dilenn ? Ne dleer ket kredi e sav ar barzoneg en e bez ha peur-c’hraet en empenn ar Barz. Bepred eo gwir hag e vezo gwir reolen Boileau :

« Ugent gwech war ar stern lakaet ho labour, Lintret anezan hep paouez, haq adlintret anezan. » N’eo ket possubl mennegi pegement a boan en devo kemeret ar Barz ar muioa awennet evit sevel ar barzoneg pourc’hraet herve e c’hoant. Nag a enklaskou ! nag a c’houervded ! Eur geriadur geriou dastumet dre urz an abc a zo eur benveg hag a zo eur red evit pep skrivagner iez-plen ; hogen geriadur ar c’hlotennou a zo holl rekis evit ar Barz. An danvez n’ez eo ket awalc’h evit ober eul labour kaer ; red eo ive rei ar stum.

Ar Geriadur Klotennou a zo, war eundro, eur geriadur rimou hag eur roll geriou brezonek gallek. Ken aezet eo klask eur ger dre urz ar c’hlotennou eget dre urz an abc, dreist holl pa vez bodet ar c’hlotennou dre urz o finvidigez.