Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

holl na vije kemerret bikenn, ken krenv ha ma oa he mogerou. Pa deuaz ann enebourienn en kêr, ann tiez, evit ann niver brasa, a oa pe diskarret gant ar c’hanonou, pe tanet gant ar bombou. Ann dud koz, ar groage hag ar vugale a oa diskennet pell a oa er c’haviou (les caves), hag ar bara hag ar boued all a oa ebret holl.

Ar c’hêlo trist-se na diskarraz ket koulzgoude kalon ar Barisianed : met allas ! ur c’hêlo tristoc’h c’hoaz a dlee dont d’ezhe, hep-dale pell.

Goude emgannou ar c’huezek hag ann dric’huec’h a viz Eost, arme ar gêr a Metz, en penn pehini ez oa ar marichal Bazaine, a oa bet dalc’het (bloquée) indann mogerou ar gêr-se. Meur a wez ho defoa c’hoantaét dont er-meaz (sortir), — epad emgann Sedan a-vad — met n’ho defoa ket gallet. Ar marichal Bazaine, a behini na c’haller ket c’hoaz lâret re a zrouk, ken a vezo anaveet holl he zoare hag a vezo bet barnet mad. — ar marichal Bazaine eta a seblant beza bet re-voak (trop mou) epad seizi Metz. Goude beza chomet re-bell amzer hep ober netra a vad, a teuaz un de, pa oe debret ann holl voued ez oa en kêr, bete kezek ar c’havaliri, ma renkaz em renta, gant he arme holl, da lâret eo 150 mill den. Ann armou ha drapoiou zoken, pere a dleje beza bet torret ha devet, a oe roët d’ann enebourienn, ha kement-se a zo ur garg vraz eneb d’ar marichal.

Rentadek (capitulation) Metz a lakae distak da vont el lec’h-all arme ar prinz Frederik-Charles, pehini a diskennaz neuze e-trezeg al Loire, eneb d’ann arme a oa dastumet eno evit mont da zikour Paris. Netra na c’halle beza gwasoc’h evidomp. Ar c’hêlo-se a lakaaz ar spont er vro holl. Gouarnamant difenn ar vro (de la défense nationale) a sonjaz a-newez goulenn un armistis, hag ann otro Thiers a oe karget da vont da em glewet war-se gant roue ar Prus hag he vinistr kenta Bismark.

Pa oe gouveet en Paris penoz ar marichal Bazaine a oa em rentet gant he arme, ur bagad tud fall, mad da veza krouget, evel ma oe gwelet diwezatoc’h indann ar gommun milliget, a c’hoantaaz diskar ar gouarnamant, evit em lakaad en he lec’h. Mont a rejont gant armou d’ann ti-kér (l’hôtel-de-ville), hag a kemerjont anezhan. Met na oe ket evit pell amzer. Un darn euz ar gard national a diredaz, ha gant ar mobiled breton e kemerjont a-newez ann ti-kêr. Da botred Breiz eta ann enor da veza salvet ar wez kenta Paris eûz a veli (domination) ar gommun milliget.

Lâret hon eûz huelloc’h penoz ann otro Thiers a oa bet karget da c’houlenn un armistis digant ar Prusianed ; met allas ! na oe ket evurusoc’h eget Jules Favr. Na c’houlennemp nemet 21 devez evit henvel deputeed, da c’houzoud pa a vije kendalc’het pe baouezet da ober ar brezel. Ar gouarnamant a c’houlenne c’hoaz ma vije gallet