Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

kalz a dra. Evidon-me forz ne roan ac’hanoc’h, ha fê a vefe ganen diskouez penôs eur zonig ken dister he deus tiet ac’hanoc’h. Ha m’an neus Bilzig evet eur werennad gwin Bourdel (ha digech mat a ran va giriou), m’an neus Bilzig evet eur bannac’h gwin, ar gwin-ze an neus grêt vad d’e galon, da galon eur paour kêz kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor. Da biou hennez an neus skleraet e lagad, tommet e galon ha sederaet e spered ?

Abaoe, Bilzig, hag a dost, a zo bet heuliet gant ar valtouterien. Met heman n’oa ket eun diod, skanv meurbet a oa e dreid, ha piou ac’hanoc’h a nivero an troiou goullo an neus grêt d’ê pilpazat war an torrochou.

Gargam, eus e du, a ziwalle ha piz gedon e otrou : karet an nije bet ive kregi en skouarn ar pôtr.

Ha Bilzig ac’h ê d’e higennou, da bunseal ; sutellat a rê d’ar valtouterien ton kantik ar Baradoz, difrêzal a rê Gargam. Kroc’hen kurunou ! Eur pôtr ral Bilzig pa lavaran d’ec’h !