Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/133

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —


V


Displeg ar vartoloded diwar-benn ar zent koz


Ar vartoloded, en-dro d’ar weenn dilh, a deue da gôzeal, da brezeg, evel gwechall-goz an dud a skiant vras war an henchou, war leuriou kêr evit diski d’o diskibien an traou burzudus a oa diwanet en o spered pe o devoa diwriennet eus hini ar re all.

Bilzig a vije eno gante, digor-frank e ziouskouarn evel gwechall en ti-nean. Eno e tiske al lavariou fur a ziwane war deod ar vartoloded koz, furnez talvoudek d’ar re yaouank evit ren o buhe eeun.

Eno eta, en-dro d’ar weenn dilh, hon zud a skiant a brezege, eun dudi o c’hlevet.

Eun devez, unan anê a welas Bilzig war ar c’haë o tistrei diouz ar Gwennili, hag a lavaras da Zaïg Jelvest :

— Abaoe ma ’c’h a Bilzig ganec’h d’an ôd, eo deut eun tammig war vad. Nan eo ket eur sant, pell ac’hane, nag eun êlig Doue. Evelkent…

— Gras d’ean, eme Saïg, da zont da vea eur gwaz, eur martolod mat.

— Eus ar zent, ha, dreist pep tra, eus ar sentezed, ôtrou Doue, hon diwallit ! eme unan all, leshanvet Petare, pehini an nevoa trawalc’h, ha re, da ober gant e hini, eur zantezig klouar, eur glufan anei, ma oa unan er bourk.

Klevet ’ta ! eme egile, Olier an Treut. Bea evelkent a zo sent ha sentezed… An ôtrou person, pep sul, er gador-zarmon, a lenn d’emp, ha penn-da-benn, buhe eur Sant pe eur Zantez, grêt gante pinijenn galet war an douar, bet merzeriet, hag a zo aet, hep douetans ebet, war nij, ha war-eeun, d’ar Baradoz.

— Met me a zonj d’in, eme unan all, penôs ive gwechall, ar zent a oa gwelloc’h en kenver an dud eget ma int breman. Gwechall-goz ar zent a rê burzudou kaer meurbed : yac’haat a rênt