Pajenn:1240-1940, 700 vloaz a zo ar yuzevien a voe stlapet er maez eus breiz, kemennadurez Yann ar Rouz.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
1240-1940


700 vloaz a zo
ar yuzevien
a voe stlapet er maez
eus breiz


KEMENNADUREZ YANN AR ROUZ

E skridou koz Breiz, n’eus hano ebet eus ar Yuzevien a-raok an XIIIvet kantved. Neuze hepken eo o gweler oc’h en em zila dre ar vro hag o suna evel ma ouezont ker brao hen ober, danvez ar gristenien.

Kement a gounnar a zavas, en o eneb, ma tougas an duk Yann ar Rouz eur gemennadurez evit o stlepel er maez eus Breiz.

Ar gemennadurez-se eo kosa hini douget gand hon Duked ha deuet betek ennomp war ar baperenn end-eeun m’oa bet skrivet warni da genta ; an A. de la Borderie, istorier Breiz en devoe he miret etouez e baperou ; skrivet eo e latin ; setu aman an darn vrasa anezi troet e brezoneg : Yann, Duk Breiz hag Aotrou Richemond a zalud kement hini a lenno al lizer-man. Klevit mat. Ni, war goulenn Eskibien, abaded, tudchentil ha gwizien Breiz, goude beza klasket piz, mad ar vro, a stlap er maez eus Breiz kement Yuzeo a zo enni.

Na ni, nak hon tud war hon lerc’h, ne c'houzanvimp eun unan anezo war hon douarou ha