Otrou Zant Ervoan, klevet

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aotrou Sant Erwan, klevit.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 91-92)


N° 79. — Breiz-Izel da zant Ervoan.
War don Na n-euz ket e Breiz, N° 58.


Diskan.

Otrou zant Ervoan, klevet hon feden,
Euz lein an Envou reit d’imp hon goulen. (bis.)

1. Ni ia da ganan, ol braz ha bian,
Gloar hag enor d’ac’h, Otrou zant Ervoan.

2. Zant Ervoan e Breiz dre-ol zo brudet,
E Treger, Leon, Kerne ha Gwenet.

3. Gant tud a bep stad, uhel hag izel,
E peder Ervoan, a dost hag a bel.

4. Vit an ol e oa leun a garante,
Evel gwir vreudeur o digemere.

5. Eun de e teuas Jezus e-unan
Da c’houl aluzen digant zant Ervoan.


6. Gret en deus ar mad hed e ol amzer,
Breman toug en Env eur gurunen gaer.

7. Bep bla zant Ervoan a deu da welet
Al lec’hiou zantel lec’h ma oa ganet.

8. De e bardon braz pen an den zantel
A ve douget c’hoaz beteg e chapel...

9. Na dous eo pidi, pa vèr barz ar boan,
Er chapel elec’h ma pede Ervoan !

10. Na n-euz ket e Breiz eun ilis ken kaer
Hag an ilis-veur e kèr Landreger,

11. Evit zant Tual, ho tad beniget,
Otrou zant Ervoan, c’houi n-euz he zavet.

12. Eno ’man ho Pe ha n’euz ket er vro
A n-efe gwelet mui a viraklo.

13. Gant fians eta, ho pedfomp bemde,
Hag eveldoc’h-hu ni garo Doue.

14. C’houi oe avokad pa oac’h er bed-man,
Bet hon avokad en Envou breman.

F. G.


————