Mont d’an endalc’had

Oberou spered ann dispac’h

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 73-74)



OBEROU SPERED ANN DISPAC’H
————


Araok ma teuaz war hor meziou
Spered ann dispac’h da dremen,
Ni ioa lorc’hek euz hor giziou,
Euz hor iez hag euz hor gredenn ;
Ar bragou braz, ann tok ledan,
A ioa gwiskamant ar goazed,
Ar c’hoef gwenn hag al lostenn c’hloan,
Ebken, a blije d’ar merc’hed.

Brema ne c’hallfet ken anaout ar Vretouned,
Evel ar vourc’hisien ar goazed zo gwisket,
War gern ar penn, m’ar plij ! e weler ar merc’hed
O spillenna tokou gant roz faoz kurunet.

Hor iez koz ha kaer n’oa ket c’hoaz
Gand iez all ebet sklabezet,
Gwenn a ioa gwenn, glaz a ioa glaz,
Brezounek mad veze komzet,
Da bep eured, d’ar pardouniou,
Enn ho za war eur varrikenn,
Ar barzed a gane souniou
Ha gwerziou Breiz-Izel ebken.

Brema Per ne gredfe mui prezek evel Iann,
Abalamour ma c’hoar, eunn nebeud, iez Bro-C’hall,
Lavaret a rei’ta non, kentoc’h eged nan,
Ha lorc’hek braz oc’hpenn eo gand he c’hallek fall.


Ne veze ket ruziet neuze
Euz feiz krenv ar vamm hag ann tad
Nan, biskoaz, rag ar vugale
Ne garent nemed ho skouer vad ;
Evel-se, buez holl ar Bretoun
A ioa didamall ha difre,
Hag enn he dremevan, heb aoun,
E c’hede barnedigez Doue.

Brema gwir ann den zo laket er renk kenta,
Euz hor C’hrouer, avad, e nac’her ar gwiriou ;
Kement azen a gred eunn den gwisiek beza,
Pa ne c’hoar ket ped dant en deuz enn he c’hinou.


————