Mont d’an endalc’had

O Jezus, o Hosti zantel

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Jezuz, o Osti santel.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 15-16)


N° 6. — An o Salutaris.
War an ton latin.


  1. O Jezuz, o Hosti zantel,
    a zalc’h digor porjou an Env,
    Spontus ouzomp e sav brezel,
    Roet nerz hag e vezimp krenv. Amen, amen, amen.

  1. Deut oc’h war an oter aman,
    Elec’h ar bara hag ar gwin,
    Da zigas, evit o magan,
    D’hon ineou eur boed divin.

  2. D’an tri Ferson euz an Dreindet
    Gloar a beurz an oll groadurien :
    Gras d’imp heb dale d’o gwelet,
    En hon gwir vro da virviken !
    Amen, Amen, Amen.

K. G.