Nerz eur marvaill

Eus Wikimammenn
◄   Ann Daou Varc’h   ►


MARVAILLOU GRAC’H-KOZ


DARN KENTA


NERZ EUR MARVAILL


DA VARZ-MEUR BREIZ, ANN AOTROU KERMARKER



Enn eur gear ne hanvinn, zo pell dioc’h ar vro-man,
Eur gear a voa enn-hi leun a dud pennou skan,
Eur marvailler brudet, euz ar re wisieka,
O welet edo ’nn drouk a lamm o tirolla,
Hag e teuje a-benn da gas ar vro da goll,
A ieaz war leur gear evit prezeg d’ann holl.
Lavaret ra d’ar bobl digeri he spered,
Selaou ann aliou mad, ho heuilla hed-a-hed ;
Komz a reaz evel dek, ha den n’her selaoue,

Neuze ar prezeger, gant eur vouez a voa kre,
Hag e devoa lakeat krenvan er c’halounou,
Evel a ra’r gurun, pa dregern enn envou,
A groze ’zioc’h ann dud, enn eur iouhal out-ho :
— « Ne d-oc’h ket diwar-wenn ho tud koz zo maro ;
Ar re-ze kalounek ne vezent divezad
Da herzel oc’h pep drouk, ha da ober pep mad ;
Maro int pell a zo, hag e-kreiz ho besiou,
Oc’h ho kwelet diskiant, poultren ho relegou,
Ho eskern o steki dindan-hoc’h a lavar ;
Ez oc’h tud digaloun, tud dall ha tud bouzar.
Evel eur reverzi, drouk ar bed o sevel
A ia enn ho kwazied, ho laka da vervel ;
Eur mergl milliget eo, eur c’hlenved disegar,
Savet da goutammi pep mad zo war ann douar ;
Genel a ra bosen ha kernez tro war dro ;
Oc’h he heul kasoni e pep leac’h, e peb bro,
A laka dre ar bed brezel ha lazerez.
Ama, abarz nemeur, e vo beac’h hag enkrez :
Ha penaoz ne ve ket ? Peb drouk a zo meulet ;
Hirio ann den fallakr zo ar gwella deuet.
An nebeudik re vad, flastret gant ar re fall,
A rank mont da guzet evit en em ziwall. »
Kaer en doe ann den-ze krial a-boez he benn,
Ann dud, heb ober van, eat ho skiant da donen,

’Zelle a gleiz, a zeou : nousped hini welaz
O choum sounn ho fennou, ’vel peuliou eur c’har braz,
Enn dro da vugale voa eno o c’hoari.
Ar prezeger neuze, drouk enn-han a zevri,
A lavaraz d’ezho : Pa’z oc’h holl deut ker baill,
Me ia diwar va c’hraf da gounta eur marvaill.


« Eunn dervez, eme-z-han, ann Aotrou Doue war droad
A voa eat da vale, gant ar c’hi hag ann houad.
En em gaout a rejont d’ar pardaez-noz, ho zri,
E kichen eur ster vraz a rankent da dreuzi.
Ann houad hag ar c’hi-man, hep choum pell da c’hedal,
Ia war ho fenn er ster, hag a neunv enn tu-all…. »
Ar prezeger eno a zav krenn a choumaz.
— « Hag ann Autrou neuze, lavarit petra reaz ? »
Eme ’r bobl en eur vouez. — « Drouk enn-han ouz-hoc’h, c’houi,
Ez eaz kuit ac’hano, dioc’h ann houad hag ar c’hi,
Da zevel ar gurun da goueza war ho penn,
War bennou tud hep skiant ; muioc’h ho deuz ezen.
Oc’h bugale aze e choumit da zellet,
Pa dlefac’h labourat, miret na vec’h kollet ;
Rak mont da goll a rit ha kollet e vezoc’h,
Stourm oc’h kement zo fall pa ne fell ket d’ehoc’h.
Digorit ho spered, ha taolit evez mad
Ez euz eur gwall-arne war-n-hoc’h oc’h horjellat. »

Ar bobl, war gement-man, a zihunaz raktal,
A gasas diout-han ar barrad amzer fall,
Dre glevet eur marvaill.

                                Dre varvaillou aliez,
E teu da galz a dud mui a skiant, a furnez
Evit klevet prezeg, evit lenn levriou kaer.
Ar bed-man a zo koz, koz-koz a lavarer,
Ha koulskoude atao ann den ne ve fureat,
Anez gant marvaillou he gelenna er-vad.
Ar marvaillou a zo hevel oc’h madigou,
A zo koulz d’ar re goz ha d’ar vugaleigou.

Diwar ar marvaillou, marvaillou gwir ha kaer,
Evel ar re a zo e levriou Kermarker,
Tesker, enn eunn dervez, karet gwell Doue ha Breiz
’Vit na rear, e kant vloaz, e levriou all e-leiz.
Skoueriou hon tadou koz, tud vad ha kalounek,
Enn-ho o zo skrivet e gwersiou brezounek,
E gwersiou a laka pep telen da gana,
Pep kaloun da lammet hag ann env da drida.