Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/V

Eus Wikimammenn


CHABISTR V.
Demeus a ingalder an instrumantchou a servich da boeza ha da vuzuri.


An deiz var lerc’h mestr Pierrès ne voa qet c’hoas savet pa erruas e vignon eus an deiz arauc d’e guemer evit mont gantàn da evessât var an instruction a voa bet prometet dezàn.

— Penos e tigüez, eme ar mêr, en ur vònt assambles gantàn, e qemerit un interest qen bras da guement a sell ouz ar Poeziou ha Muzuriou ?

— Eleal, eme mestr Pierrès, ganet on paour, hac e meus labouret evit beva, hep na labouras biscoas den evidòn hep beza paeet. En ur souffr, e meus disqet souffr gant ar re all ; yaouanc e meus gouezet petra a dalveze ar bara a c’hounezer gant poan, ha peguen calet eo güelet anlevi deomp dre ar flauderez un darn eus ar pez zo gounezet. Neuze e prometis ervad ampech, ar muia possubl, epad rën va buez, ober d’ar re all ar gaou am boa aoun a ziguesche ganén va-unan.

— Qementse am nerza er volonte da assuri em c’hommun lealdet debit an oll varc’hadourez.

— Beza e vec’h en effet moralamant responsabl demeus al laeronçiou bian mezus-se pere a elfoc’h da ampech : protection an autorite a laca tud ar gommun d’en em attachi dezi : ur mêr evesiant ha just en devezo atao evitàn moeziou tud e gommun.

— Dre betra, eme ar mêr, e zeomp-ni da gommànç hon examin ? Ma antrefemp e stal ar boulanjer a zo aze, evit güelet penos e poez e vara ?

Mestr Pierrès, en eur abordi anezàn, a c’houlennas outàn daou kilogram bara e pris an tax.

— Cetu aze, eme ar boulanjer, ur baraa 2 kilog.

— Neo qet ur bara eus a ur seurt poez convenet, pehini na ellit qet poaza da boent ; mes bara eus ar poez a c’houlennàn ouzoc’h, en eur e laqat er valanç.

- Er valanç ! er valanç ! eme ar boulanjer, james n’en em servichàn demeus a valançou.

— Fall a rit ; laqit enne ho para a 2 kilog.

An operation grêt, e vanqe un hectogram, a eure mestr Pierrès renta dezàn ouspen. Ur baourez qêz mam a famill a recevas ar bara, gant an appoent, pehini, e-unan, a reas dijuni unan eus e bugale.

— Ar miserabl ! eme ar mêr, pehini a laer evelse bep mintin dijuni cant crouadur ! Ar guentel a zo mad, ha pa vezin distro d’ar guêr, me a ray embann e zeo d’ar pris-ma-pris an anter-kilogram e tleer güerza ar bara ; a hend all, d’ar voulanjerien da ober anè bras pe vian, pa ne voarantis se netra.

— Ma antrefemp bremâ e stal ar varc’hadourez saon, eme mestr Pierrès ?

— Antreomp eta, eme ar mêr.

En eur antren, mestr Pierrès a c’houlennas moneiz deus a ur pez a bemp franc, hac a voa rognet. Goude beza en examinet, ar vreg a lavaras ne roje evitàn nemet 4 franc 50 çantim.

— Ma, eme mestr Pierrès, beza e vezo a rest evit pea ar saon e zit da voerza din.

— Ar vreg, presset bras, a dolas ar saon er valanç.

— Douçic, douçic, eme mestr Pierrès : accord mad omp var ar varc’hadourez hac ar pris ; mes dre ma oc’h eus examinet mad va arc’hant, e fell din ivez examina ho poeziou hac ho palançou.

— Va foeziou ha va balançou a zo reiz, emezi.

— Güelomp ta dabord, ho palançou, pere a dlefe beza stribillet en ur fêçon da laqat anê da voujal facil ; en em assuromp ive ha just eo goalen ar valanç.

Ha mestr Pierrès a dennas deus e c’hodel daou boez absoluamant er memes tra, hac a laqas en diou bladen : an hini e pehini e voa bet laqet ar saon a goezas ractal ; ur poezic laqet en eben o ingalas.

Ho palançou a zo faus, ho palançou a zo foll ; me voar ho truc, ha penos e tromplit indignamant ; mes, güelomp ivez eben, eme mestr Pierrès d’ar vreg.

— Homàn zo bouzard, emezàn.

— Penos bouzard, eme ar vreg ?

— Ia, bouzard, p’eo güir ajoutamant ur milvet [1] eus ar poez ne ra qet dezi soubla er c’hostez ma zòn a paouez e blaci ; ia, goal vouzard, hac er c’hostez opposet d’ar varc’hadourez.

— Hoc’h affer eo qementse, eme ar vreg e coler ? ha c’houi zo verificatour ?

— Muioc’h eguet se, rac consommatour òn ; difen a ràn va arc’hant ; n’eo qet hepqen foll, faus ha bouzard ho palançou ; mes ouspen se : ar poez a meus em dorn a zo diblommet, hac e zeo michanç abamour da ze oc’h eus e zistroet ouz ar poençon. En em c’hortozit d’hon testeni dirac an tribunal, e pelec’h e vezot galvet embêr. [2]

En eur sortial demeus a dy an affronterez-se, mestr Pierrès a garculas ec’h elle an tam fripones-se destum epad ar bloa meur a gassedad saon divar goust Janned ha Guillemet, ha ober yalc’h mad.

— Cont grêt eus a broduou ar c’hontributionou indirect, emezàn d’e gompagnon, me souten penos infidelite ar muzur hac ar poez a zirob muioc’h a arc’hant d’ar bobl !...

— Ne vezo mui em c’hommun evelse, eme ar mêr.

— N’em boa-me qet rêson da lavarat penos ar valanç flaudus a zo un abomination ? Petra c’hoarvesse, ma ve un debitant poultr pe butun en em servichfe dioute ?

— Ne ve qet eta er memes tra ?

— Nan, hep douet ; an dra a zo grevussoc’h. Ar butun a voerzer e rêson a 4 franc ar 500 gram ; ma na fournis qet stat fall balançou ha poeziou an debitant 450 gram d’ar c’honsommatour, en devezo güerzet e vutun e rêson a 4 franc 40 çantim : piou en devezo profitet eus ar som-ze ?

— N’en deo qet an tenzor, mes an debitant, a respontas ar mêr.

— Rac se eta e zeus friponneres, profit injust ; recommandi a ràn dêc’h an debitantet-se.

— Me a evessao anezo, bezit certen.

En eur dremen coc'hi an hed, e pelec’h a hend all e rêt usach eus ar muzur leal, mestr Pierrès a reas observi penos, e lec’h en em servicha demeus ur reolien da rastella, ec’h implijet un dra disingal.

— Mar deo güir, emezàn, e zeo e vean ar poez just, ma n’en deo ar balançou reiz, e zeo ar memestra deus ar muzur, ma n’en deo ar fêçon, d’en implija ar memes hini.

— Convertisset d’an ingalder, ar marc’hadour hed a guendalc’has calz var ar poent-se, hac a zisqeuzas ar pez a ellet gounit pe goll er fêçon-ze da voerza, ouz en em viret d’en em gonformi d’ar reglamanchou.

— Ha n’elfet qet, emezàn da vestr Pierrès, güerza an hed en sier demeus a ur gontenanç leal ?

— Piou a c’hoarantisso ar gontenanç-se dêc’h ? Hac ellout a ra an ingalder depanti demeus ar ur pleg pe deus a un ourled ? Ne zeus a vuzur ingal nemet ar re pere, goude beza bet etalonet ha verifiet, a zo merqet demeus ar mercou ordrenet.

— Ne accordit qet eta ec’h ell ar voqennou represanti ur certen nombr a hectolitrou, a litrou ?

— An dra-se a ve hep douet da zezirout ; mes penos goarantissa an defautou a zepant demeus ar c’helc’hou, deus a ur rabatach, demeus a bep seurt accidantchou, enep pere intervantion an autorite a vez impuissant.

— Neuze ec’h eller recouri d’ar jauch.

— Ounnes zo un operation divoarant.

- Me grede e voa ar jauch ur muzur leal.

— En em drompla a rêc’h. An instrumant-se, composet demeus a ur voalijen diviset, na ell servichout nemet da estimout, dre sicour ar c’harcul, ur gontenanç eus ar voqennou, tonnellou pe barriqennou, ha barillou all. Ur muzur leal, er c’hotrel, en deus e voarantiach ennàn e-unan. Concev a rêr eta penos ar Gouarnamant n’en deus qet ellet receo, evit se, ar jauch hac ar fêzonniou differant a bere an effet ne dint qet accord etrezo.

— Difennet eo eta en em servicha ouz ar jauch ?

— Nan, mar qemer ar prener hac ar güerzer anezàn evel poent font evit talvezout ar gontenançou ; mes mar deus contestation, e zeo ret, evit achui an disput, caout recours d’ar muzur hepqen a ell ar barner anzav, hac e implija evit constati, dre ar golonter, ar gontenanç eus ar variqen en litr ; rac, en repeti a ràn dêc’h, adalec ma tiviser d’ar muzur pe d’ar poez, ne zeus mui nicun nemet ar re anavezet gant al lezen : hep ar princip, na ve nemet confusion ha dizurz ; rac, evel a lavare un deiz ur membr eus ar c’hademi a sqienchou moral : sourcen ar güir eo avantach an oll, ha ne zeus nep güir na impos un dever. Hoguen, Autrou mêr, ar güir hac an dever a dle bale assambles evit douguen o frouez naturel : peoc’h ha boneur an oll.

— Güir eo penos, ma rafe pepini ar pez a dle, an hucherrien hac ar brocuroret na uzfent qet nemeur a liou ; mes, distroomp d’hon afferaou. Guelet a ràn ur payzant o clasq güerza ur c’harad qeuneud ; ha ret e ve dezàn e vuzuri gant ar stèr ?

— Qementsé a zepand eus ar gonditionou.

En effet, eme mestr Pierrès, ellout a rêr güerza a drac pe a estim, ha neuze ar voerz a zo parfet, hep na ve ret conta, poeza pe muzuri [3] ; mes, mar boar convenet eus ar c’hontrel, an traou güerzet a chom e risq ar güerzer, bete ma vezint bet contet, poezet pe muzuret. [4]

— An draze zo mad evit ar varc’hadourez ; mes pa brener douar, hac ober a rêr er memes fêçon ?

— Ia, ma ne c’hoarvez nemet da zelivra ar gontenanç, evel ma zeo merqet er c’hontrat dre verq ar men harz, ar pez a zo hanvet gant an dud a lezen ur c’horf certen ha disclêriet ; mes ma ve bet grêt ar voerz gant disclaration ar gontenanç e rêson a guement-ha-qement ar muzur, ar güerzer a zo oblijet da zelivra d’an acquisitour, mar er goulen, ar gantite merqet er c’hontrat ; ha ma ne deo qet possubl se dezàn, pe ma n’er c’houlen qet an aquisitour, ar güerzer zo oblijet da souffr un diminution a bris. [5]

— Er memes fêçon, eme ar mêr, pa zeo grêt ar voerz da guement-ha-qement ar muzur, mar deo ar gontenanç brassoc’h eguet an hini merqet er c’hontrat, an acquisitour a dle caout ar choas da fournis ar supplemant eus ar priz pe d’en em desista demeus ar c’hontrat.

— Comz a rit evel ar C’hod, eme mestr Pierrès d’ar mêr.

— Penos eta, me am bije devinet al lezen ?

— Ia ; evit caout un nerz real, e tle beza ar rêson scrifet, hac evel ma er zant ur speret ëon ha just ; mes evel ma zeo ret caout reoliou da bep tra, ha nonpas clasq procejou evit traou re dister, ar C’hod, a behini ar but a zo da dec’hel ouz ar procejou, en deveus ajoutet (art. 1618) penos ar faculte accordet d’ar prener da baea an nemorant a vuzuriou, pe d’en em desista, na ve nemet e câs ma ve an nemorand deus a un uguentvet en tuont d’ar gontenanç disclêriet. An disposition just-se en em applic d’an oll goerzou a vadou. (art. 1619)

— Ha güir eo penos, adalec an devez qenta eus ar bloa l840, na vezo mui ellet, memes etre nep den pe dirac noter, merca ar muzur ancien var ar c’hontrajou ?

— Sè eo ar pez a lavar guer evit guer al lezen nevez. [6]

— Pebes ambaras ! ret e vezo eta laqat arpanti ?

— Ia, mar güerzer diouz ar muzur.

— Mes, ha na elfet qet en em servicha demeus a daulennou a gomparêson ?

— Danjer a zo d’en ober ; rac, en lavarat a ràn c’hoas dêc’h : ar muzur original ne rën mui ; hoguen, ar muzur leal, eo ar güir, hac ar gomparêson a deu ar feat differant eus ar güir. A eneb an errol-se eo e zeo felvezet d'an assamble constituant miret an oll. [7] Comz a rit eus a ambaras ; hac én a vez unan brassoc’h, m’en lavar, eguet caout da choas etre meur a gomparêson deus a ur memes muzur ? Pehini eo a eller credi an hini mad, d’an ampoent an titr amprouet, da lavaret eo, ar muzur güirion, ne deo mui nemet ur sonch hep preuven, un histor incerten, hac evel a leverer, un a-dost-da-vad.

— Eh bien, neuze me breno a drac, pe e laqin arpanti.

— Hac e reot ervad. Laqit eves mad, a hend all, da veza laqet en amand a 10 franc, en eur scrifa var ho cayerou an hanoyou ancien. [8] Nep a fell beva tranqil, a dle en em gonformi d’al lezen.

— Neuze eta melinerien va c’hommun a ya da gaout un toullat procejou, ma qendalc’hont da nonpas en em gonformi d’al lezen.

— Beza o deveus-int da viana poeziou ba balançou, evit ellout constati ar gantite a hed a gonfier dezo evit o laqat en bieud ?

— Na fell qet dê caout ; pe mar o deus, e zeo ur meubl inutil.

— Ha c’houi, mêr, protectour d’an oll, oc’h eus permetet an abus-se, d’an ampoent ma zeus tost da 400 bloas ec’h exijet outo ur memes goarantiach, evit o oblija da renta poez evit poez ! [9]

— Ola ! me vouio o oblija da ze.

— Hac e refot a hend all voëll, Autrou mêr, ma zeo qer sacr depot an hed en ur velin, ma ne zeo qet volonter, mes necesser, evel depot effejou ur beacher en un hostaliri. [10]

N’en deo qet avoalc’h, eme mestr Pierrès, accepti cargou, ma ignorer an deveriou hac ar pez a zo ret da ober evit o c’hundui ervad.

— Qement a draou zo da c’houzout, qement a lezennou, qement a scridou a zigasser deomp, m’en em goller. Un avantach bras e ve caout tud afêçon pere, en eur bourmen, a ra laqat ar bis var ar poent necesser : ur paysant ignorant oun ; mes santout a ràn talvoudeguez ar gomzou simpl ha güirion. E feat a boeziou ha muzuriou, e tisqfec’h eta din facilamant ar pez a dleàn da ober evit assuri execution ar reglamanchou pere, deus an eil penn d’eguile deus ar Franç, a rentfe ar c’hommerç qen êzet ?

— Ar pez a dleit ober a vez inutil, ma na vez ar c’honsommatour muioc'h sclêrijennet evit difen e voüiriou : ar voralen public a zo un evessaer excellant ; ret e vez ober en ur fêçon ma felvesse da bepini possedi ur reputation vad ; a hend all, ho protection municipal var lealdet debit an oll varc’hadourez, hervez al lezennou, [11] a gonsist en bisitou grêt alies epad ar bloa, er staliou hac er vagasinou, en hostaliriou, er foariou hac er marc’hajou, evit ma en em assurot demeus a lealdet ar poeziou hac ar muzuriou, hac evit evessât dreist oll bureauyou eus ho commun e pere e poezer hac e vuzurer.

— Hac ebars ar visitou-se, petra rin-me ? rac me anzav dêc’h e meus neglijet anezo bete vremâ.

— Evelse eta, Autrou mêr, ho peorien a zo bet tromplet hep nep ampechamant !

— Oh ! grêt e meus aluzonou.

— Ressourç dister ha sicour dic’halloudus. Ar c’henta aluzen eo ar justiç a brotech ar fêpl enep ar c’hrén ; ar volonte vad ne deo nemet ur satisfaction diouzomp hon-unan, ur seurt plijadur vad ; ar brotection leal eo ar guenta carante ; ar pez a hend all a dleit ober, a zo merqet dre un ordrenanç. [12] Gouezit dabord hac ar poeziou ha muzuriou a zoug ar mercou a assur o lealdet ; da c’houzout eo : pa zint neve, hini ar fabricant ha merq ar poençon d'ar gurunen ; ha pa zint bet soumetet d’ar verification ordinal, al lizeren a vloa a verq se. Neuze en em assurit hac an instrumantchou ne dint qet bet fausset abaoue ar verification-se, pe dre accidant, pe dre frauderes, ha dreist oll, beza certen e ra ar varc’hadourien usach deus ar poeziou ha muzuriou-se, ha nonpas demeus a hini all ebet. Tleout a rit ivez evessat ho poeziou public, evit na rayo qet ar muzurer, deus e benn, demeus a uguent hectolitr greun nontec pe unan-varn uguent, hervez ma vezo gounezet gant ar prener pe gant ar güerzer.

— Evelse, ne meus d’en em occupi autramant demeus ar pez a sell ar poeziou hac ar muzuriou ?

— Nan, pa zeo güir ar Gouarnamant, conservatour eus an ingaldet, en deveus, er verificatourien, officerien spicial pere, dindan surveillanç ar prefet hac ar sous-prefet, a zo carguet deus an examin detaillet demeus an instrumantchou da boeza he da vuzuri. Ma tiguesse dê, en eur vancout d’o dever principal, poençoni, evit güerza, ur poez re fêbl, hac evit prena ur poez re grén, e vent torret a garg, hac ouspen se, traduet dirac an tribunal.

— Gant qementse eta neuze, da betra en em reduis va fonctionou ?

— Hon antretien var ar fonctionou-se a vezo hirbadus avoalc’h evit e gass da c'houde hor lein, ha neuze ec’h ellimp caout amzer da gomz en hon èz demeus va explicationou diveza.

  1. An instructionou ministeriel zo c’hoas rigoriussoc’h : exija a reont e vouchfe ur valanç gant un daou vilvet a bouez.
  2. En defaut a rapportchou, ar breuven dre destou zo recevet dre an articl 154 demeus ar C’hod a brocedeur criminal.
  3. Cod civ. art. 1586.
  4. Cod civ. art. 1585.
  5. Cod civ. art. 1617.
  6. Art. 5 eus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.
  7. Arauc-propos eus a lezan an 8 — 15 Qerzu 1790.
  8. Lezen ar 4 Gouere 1837.
  9. Ordrenanç mis Guenveur 1470
  10. Cod civil, articl 1951.
  11. 24 Eost 1790 ; 22 Gouere 1791 ; 1a Vandémier bloa IV, ha 29 Prarial bloa IX.
  12. 18 Qerzu 1825, tit. 3, art. 25 ha goude.