Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/IV

Eus Wikimammenn


CHABISTR IV.
Danjer demeus a usach ar Poeziou hac ar Muzuriou ancien.


Joaus bras demeus an issu vad e zoa o paouez obten dre ar rêson, mestr Pierrès, en eur starda e zorn d’ar mêr, a reas dezàn nn discoursic-mâ :

« An ignorant n’en deo nemet ur feneant pehini ne gred qet, rac ne fell qet dezàn desqi : dispris a ra ar pez ne voar qet, hac e varn qement so evel a ra un dall deus al liouyou. Ar güir anaoudeguez eus ar pez a zo util a assur peoc’h ha boneur an dud. Piou a elfe conta an difficulteou, an discussionou o deus lec’h en Franç en ur bloa hepqen var lealdet ar poeziou ha muzuriou, eus a bere al lezen e deus evit objet da voarantissa an oll ! Mes, sònjal a rit-u, Autrou mêr, e zeo facil obten ar goarantiach-se hep ar sicour, hep ar sclêrijen a c’houlen peb tra evit beza pratiqet utilamant ?

— Ha c’houi elfe, eme ar mêr, va renta capabl d’en em difen va-unan a enep fraudelez ar varc’hadourien, ha da assuri da dud va c’hommun ar goarantiach a zeziràn evidòn va-unan ? rac, arauc tout, da bepini e hini.

— Da bepini e hini, daccord, mes gant condition da nonpas noazout da vouiriou an nessa. Qent mont pelloc’h, touit din ractal e refot terri publicamant, en eur antreal en ho commun, ho poeziou hac ho muzuriou ancien, pere a zo difennet, abalamour ma zint faus, ha contrel d’al lezen.

— Me en tou dêc’h, eme ar mêr.

— Mad evelse ; rac ar güella sermon, ar güella ordrenanç, eo an exempl ha nonpas ar gomz.

— Torret e vezint, m’en assur dêc’h, rac me zo marc’hadour hed, qeuneud hac amann ; hac ar re all a dleyo ober er memes tra qerqent.

— Ervad a reot : an oll a dle en em gonformi d’al lezen : lennit ar C’hod ; pa brononç ur boan pe un amand, ne lavar qet : hen a hen ; mes nep piou benac a implijo poeziou ha muzuriou na vezint qet conform d’al lezen, pe piou benac en devezo tromplet dre usach poeziou pe muzuriou faus. Dalc’hit ar princip-se evit certen, penos an ingalder deus ar moneiz en em liam stard da hini ar muzur. Pebes confusion, ma rafe pepini e boez, e arc’hant ! ar goad a ruillfe souden e peb marc’hat. Princip fondamantal : D'ar Gouarnamant hepqen ec’h apparchant da etablissa ha da gonservi lealdet ar moneiz hac ar muzuriou.

— Ar güerzer gant faus poeziou a eller, hep lavaret re, comparachi ouz ar fals-moneizier, mar paeer anezàn en arc’hant mad.

— Penos eta, Autrou ?

- Dré ur rêson simpl : mar teuer dre ar faus muzur, da receo pemp dre gant a nebeutoc’h deus a ur varc’hadourez a dalvesse cant franc, ha ma teufet evit e baea, da gonta dezàn uguent pez a 5 franc, e zeo certen mad penos nontec eus ar peziou-ze a vije suffisant evit ar baeamant. Dre effet ar flauderez e zeus teuzet unan en dorn ar prener ; hac an alteration-se, an diminution-se euz an dalvoudeguez, piou en deus e broduet ?

— Ar güerzer, hep douetanç.

— Ia, ar güerzer, pehini, deus a ur muzur faus hepqen, en em ra qement all a beziou mad a voneiz. Ar güerzer, e qementse danjerussoc’h eguet ar fals-moneizier, eus a behini ar pez, en difin, n’en em deuz nemet en dorn unan hep muiqen.

Rac-se, Autrou mêr, nep exception ebet en accomplissamant un dever a ra güir an oll ; hac a hend all, ha neo qet bet scrifet : Ne pezo qet ur poez hac ur poez, hac ar balanç flaudelus ha pe deo-hi qet en abomination dirac Doue ?

— Dirac Doue ! dirac Doue ! ia ; mes ar varc’hadourien ne doujont qet nemeur anezàn.

— Ur maleur bras eo ; rac, anes se, n’ho pe netra da ober evit assuri al lealdet en ho commun ; mes, pa zeo autramant, pa zeo güir an nerz just demeus al lezennou ha demeus ar vajistratourien a dle presta e zicour d’an oll, na espernit qet ar poursuou a enep ar feiz fall.

— Nebeut a aoun e zeus diouz an amand, hac ar profitoü a zo en-tuont dezàn.

— He bien ! grit neuze calz a drous, calz a vrud : ra deuyo an hini n’en deus aoun na diouz Doue na diouz an amand, da gavout aoun da goll e reputation a honestis. Pa na eller touch ar speret, e zeo ret en em guemer ouz ar matier.

— Mes c’hoas e zeo ret din gouzout penos, hep re a studi, ec’h ellàn laqat menteni ar reglamanchou var an ingalder. Ezet eo dêc’h sclêrijenna ac’hanòn var se oll ; rac guelet a ràn ec'h ouzoc’h tout.

— Tout ? oh ! nan ; mes un nebeudic eus a veur a dra. Lennet e meus meur a levr, hac e meus dalc’het em memor ar pez necessera, hac a zebitàn gant plijadur vras d’an neb a ra din an enor d’am zelaou. Marteze oc’h eus-u ive lennet Simon a Vontroulez, ar Beilladegou, ar Pautr côs Richard, hac al levric bian grêt evit prepari da zesqi anavezout ar Poeziou ha Muzuriou neve, pehini a dle beza bet distribuet er Finistèr hac e Costez-an-Nord, er bloa tremenet.

— Oh ! ia, ha gant plijadur vras, m’en assur.

— Var ze e sònjàn ec’h ouzoc’h un dra benac eus ar Poeziou ha Muzuriou nevé ?

— Un nebeudic. Beza ho pefe-u ar vadelez da zont c’hoas d’o explica din ?

— Ia, gant joa, varc’hoas, e foar Montroulez, ha var blacen ar Marc’hallac’h memes ; rac var ar c’hamp a vataill eo e tisqer ar brezel. Nep na vel an dud nemet el levriou, na studi qet an den ebars an den, a ello comz, scrifa ervad, mes ne yêlo qet e founç an traou ; dre an œuvrach eo e teuer da veza artizan.

— Qen a vezo eta varc’hoas evit hon experiançou.

— Ia, hon experiançou ; ar guella instruction eo.