Merc’h ar boutaouer-koat/Merc’h ar boutaouer-koat — XVIII.
A veac’h he devoa great ar plac’h iaouank tri c’hant paz, ma pignaz en eur wetur, hag e lavaraz d’an toucher : « 5, bali Richard Lenoir. »
Ar wetur gaer a heulie ive war hed kant paz, ha ne golle morse ar gwel euz wetur Lizik.
Goulskoude, Lizik, pa oa erruet dirak he c’hambr, a welaz dija he mignon digouezet, ha gant tiz e pignaz da bokat d’ezan.
Ar wetur gaer a jomaz a zao, ha diouthi e oa diskennet an itron Kerbichard goz, an aotrou hag an itron Keramis ha Kato o matez.
Goude beza gwelet mad e peleac’h e oa diskennet Lizik, o iajont o fevar da gemer eur banne kafe en eun hostaleri en numero 10 euz bali Richard Lenoir.
Eun hanter heur goude, e iajont adarre o fevar da ober ar memez tra en numero 5 euz ar memez ru. En traon euz an ti-ma, e oa hostaleri ha kafe, hag an daouzek kambr a ioa en daou estach, a vije feurmet ugent real an nozvez, da dud iaouank a deue di da dremen nozveziou.
Georges neuze a lavaraz da vestr an ti :
— Bremaik em beuz gwelet o tond en ti, eur plac’h iaouank hag a garfen da welet, rak he mam he deuz ezom da gaozeal ganthi, eun dra bennag a vras he deuz da lavaret d’ezhi.
— Mes aman, aotrou, a lavaraz ar mestr, ez euz eat dija meur a blac’h iaouank d’ho c’hambr, ha n’ouzon ket pehini anezo da c’helver. Pe seurt doare plac’h eo, mar plich ?
— Eur plac’h koant, ment krenn, gwisket e du. Eun hanter-heur a zo, ez eo pignet d’he c’hambr, rak he gwelet hon deuz o tisken euz he wetur.
— Ah ! ia, ia, c’houi m’oarvad a glask an dimezell Lizik, ar plac’h koant a zisken em zi pemzek devez a zo.
— Just avad, a lavaraz Georges, hi eo a glaskomp. Moien e ve d’eoc’h da ziskouez d’eomp he c’hambr ?
— En numero 2 ema he c’hambr, savit da gozeal gant ho merc’h. M’oarvad e ouezit e ve bemdez o heulia eun offiser iaouank.
— Ia, ia, a lavaraz Georges, bezit dinec’h, aotrou, gouzout a reomp he zroiou.
An itron Kerbichard, ha Rosalie he merc’h, na zavchont ket, mes Kato a heuliaz an aotrou Keramis beteg kambr he merc’h.
— Tok, tok, tok ! a reaz Georges war an nor.
Grik ebet ! an daou iaouank, c’houenn en o lerou, a jomaz sebezet ha sioul.
Evid an eil gwech, tok, tok, tok !
Grik ebet ato !
Kato neuze a lavaraz d’he merc’h digerri d’ezhi. Ar plac’h iaouank a anavezaz mouez he mam, hag evel just, na lavaraz grik.
Red e oa bet mond daved eun alc’houezer evid digerri ar gambr. Ha neuze, taolen skrijuz ! an aotrou Keramis a welaz e vab Enogat asamez gant merc’h matez e vam-gaer. An tan en e zaoulagad, hag e c’hwad o virvi e saillaz war e vab, e skoaz gantan, hag ar c’hannou a zavaz er gamb etre an tad hag ar mab.
Pa glevchont an drouz, an itron Kerbichard hag he merc’h Rosalie a bignaz buhan, hag ar vam, pa welaz he mab oc’h en em ganna oc’h e dad, a gouezaz a stok he c’horf war an douar, semplet.
Ar vam-goz, krenvoc’h, ha leun a imor fall a grene, he drem a oa gwen, droug-livet, komz a ree a dreuz hag a hed, ha den na ouie petra lavare.
Mestr an ti, pignet ive, a en em ginnigaz evit mond da lavaret d’ar medisin dond da welet Rosalie. Mes Georges na fellaz ket d’ezan, ha lavaret a ree nompaz bruda ar pez a oa c’hoarvezet.
Kato na ree nemed gouela, ekeit ma oa he merc’h o wiska he dillad, ekeit ma oa an aotrou Keramis, o walc’hi ar skrabadennou great en e vizach gant ivinou e vab.
Goulskoude, wardro unnek heur noz, an daou iaouank hag ar pevar goz, a bigne er wetur evid mond da vali Montparnasse. N’oa ket bet kalz a c’heriou etre-zo, ha nebeud a garantez, a dra-zur, o devoa an eil evid egile. An daou iaouank, paket, evel daou louarn en eur grip, na zavent ket gwall uhel o mouez nag o daoulagad.
Pa oant en em gavet, an aotrou Keramis a lavaraz d’e vab :
— Va mab, me a zo bet ive evel d’oud paotr iaouank, mes va c’houstians ne rebech d’in nemed traou dister, mes te a zo kommanset abred da heulia eun hent fall. Re a arc’hant e lezomp etre da zaouarn, hag e ouezez ober implich fall anezo. Hiviziken e ouezimp penaoz en em gemeret ganez, hag e ouezimp miret ouzid da sklabeza er fank, an dillad kaer a zougez. Pardoni a reomp d’id, daoust ma peuz great kalz a boan d’az mam goz, d’az mam ha d’in me. Tou dirazomp e kemeri hiviziken an hent eün, an hent a lakaio da goustians direbech, hent an enor.
— En toui a ran, va zad, dirazoc’h, dirak va mam ha va mam-goz. Poan em beuz great d’eoc’h holl, mes hiviziken e vezin hoc’h enor, ha divezatoc’h e vezin eun offiser dispont ha direbech. Ar garantez a zougan evit ar plac’h iaouank a welit aman dirazoc’h, eo a zo kaoz euz va buez direolet. Mes en toui a ran d’eoc’h, he c’haret a ran, hag he c’haret a rin a hed va buez.
— Ah ! Enogat ! a lavaraz Rosalie ! hag e c’hellez karet merc’h da vatez ! ar ruzder a zav d’am penn pa glevan da gomzou, va mab.
— Ar garantez, va mam, a zo eun dra n’heller ket da gommandi, evel a vefe c’hoant.
— Hag e karfez eur plac’h hag a ro d’id he c’harantez evid aour, va mab ! eur plac’h hag a zo pell zo, marteze, o skleja he vertuz !
— Hounnez, ar plac’h-ze, a lavaraz neuze Kato, o tiskouez he merc’h gant he biz, hounnez n’eo ket merc’h d’ho matez, itron, n’eo ket merc’h d’in-me, he dianzao a rankan hirio, he nac’h a rankan, p’e gwir, evel a livirit, dre he c’hundu fall, e tizenor ac’hanon, e tizenor ar famill a zervichan pell zo. Hounnez zo eur plac’h kavet gant va gwaz, pa oa boutaouer e Koat-an-Noz.
— Ha ha ! a griaz mam Enogat…, ha kerkent e kouezaz d’an douar a stok e c’horf, hag eur gomz a zavaz euz he muzellou : « VA MERC’H !… »
An aotrou Keramis hag an itron Kerbichard, a frottaz eur banne ether d’ezhi oc’h he zal, oc’h he fri, ha pa oa deut ar vam ennhi he unan, e sellaz oc’h he merc’h, hag e lavaraz d’ezhi :
— Va merc’hik keaz, deus, deus da bokat d’az mam… rag ma foltred out ha red eo d’in da bardoni !…
Mez Lizik na gleve ket. Chom a rea eno, he divrec’h en pign, he daoulagad dislontret, da zellet ouz n’ouie den petra… A greiz tout e leuskaz eur c’hri skrijus hag e kouezaz etre divrec’h he lez-tad hag he mam. Ar paour kez plac’h a oa deut follez.
• • • • • • • • • • • • • • • • • • • • •
Eun neubeud deiziou goude, Enogat a guitae Franz dre Varseill. Ar potr iaouank a oa hanvet da soulutanant, ha dibabet en doa infantiri ar c’holoniou, evid mond ar pella ma c’hallche deuz al lec’hiou-ze, evid lakaat eul lian teo var e vemor enkrezet ha spontet, evid klask ekreiz ar brezeliou ouz ar Sovajed eur maro enorabl da walc’hi visou ar gwad…
Loeiz AR FLOC’H.