Mont d’an endalc’had

Merc’h ar boutaouer-koat/Merc’h ar boutaouer-koat — XVII.

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1910-1911  (p. 24-26)


XVII. — Tapet


Antronoz vintin, Kato, lorc’h ennhi, a wiskaz he dillad, evid mond d’he labour, ha kenta tra a reaz, pa ziskennaz he itron, oa reketi d’ezhi adarre eur bloavez mad hag euruz.

— Ha me, Kato, a reket d’eoc’h kement all, rak gouzout a ran ho peuz kement ezom ha me da gaout eur bloavez mad hag euruz.

— Oh ! evidon-me, avad, itron, nemed e chomin ganeoc’h c’houi, ha nemed e chomo iec’hed ganen ha gant va Lizik, a zo eur vaouez euruz awalc’h, a drugare Doue, p’e gwir ec’h en em gontantan gant ar pezik em beuz.

— Evid doare ho peuz kalz, Kato, p’e gwir e c’hellit prena evid daou c’hant lur a zillad d’ho merc’h, ha p’e gwir e c’hellit he maga, ha lezer anezhi bemdez da bourmen dre gear.

— Petra livirit, itron ? sponta rit ac’hanon pa livirit hano d’in euz daou c’hant lur roet d’am merc’h da brena dillad !

— Ia, ia, Kato, lavaret mad a ran. Da genta, ho merc’h n’ema ket o labourat e ti an aotrou Dumonceau, setu aman eul lizer hag a lavar freaz n’euz dimezell Louise Lochou ebet er vilin baper-ze, ha n’euz bet biskoaz hini ebet en hano-ze en ti. D’an eil, ho merc’h a vez gwelet bemdez o pourmen dre ruiou kear, ha va merc’h, an itron Keramis he unan, he deuz hi gwelet dija diou wech o pourmen, o tond hag o vond e bali Richard Lenoir. Da drede, c’houi, eo ho peuz roet arc’hant d’ho merc’h da brena dillad euz magajen ar Bon Marché. Aman avad, en amzav a rankan, ne c’hellan ket diskouez sklerijen d’eoc’h, p’e gwir n’em beuz ket. Mes piou, a zonjit, a ve diskiant awalc’h da rei kementse a arc’hant da eur plac’h iaouank da lakat en dillad hag en dour c’houez vad ?

— Me, itron, na ouezan netra euz ar pez a livirit, ha war feiz a gristenez, e touan a zirag an Doue a zo o selaou ac’hanon, n’em beuz ket roet eur gwennek d’am merc’h da brena an dillad a ioa en dro d’ezhi deac’h pa oe deut aman. Spouronet oun ive, o klevet ac’hanoc’h o lavaret d’in ne vez ket va merc’h o labourat er vilin baper, e Clichy, ha goulskoude, p’e gwir al lizer a zislavar, ez eo red d’in kredi. Hag e peleac’h e vez ar gluchen-ze neuze, o c’haloupat, en noz hag en deiz ?

— Ho merc’h, Kato, ia, ho merc’h Lizik, a zo eur plac’h fall, kollet eo, ha koll a ra, siwaz d’ezhi, kalz a re all marteze. Kompren a rit, Kato, petra lavaran d’eoc’h ?

— Ia, itron.

— Evid eur pennad, e fell d’in kredi ez oc’h honest, n’ho peuz ket laeret an arc’hant a zo eat e dillad ho merc’h, mez red e vezo d’in gwelet pe c’houi pe hi eo a zo kablus. Ma iafen breman da c’houlen digant Lizik, euz a beleac’h he deuz bet arc’hant da brena an dillad-ze, e vijen kaset da bourmen, evel just. Mes her gouzout a rin, her gouzout a fell d’in, kousto pe gousto. Ne zell ket ouzin pe honest pe laer eo ho merc’h, mes gouzout a rankan pe e teu an arc’hant euz va zi pe na deu ket. E peleac’h ema breman ho merc’h, Kato ?

— Er gear ema, itron, hag em-berr da eiz heur e ielo adarre d’he, d’he… ?

— D’he labour noz, ne ket ta ?…

— Mad ! em-berr da eiz heur, me a vezo e kichen an ti du-ze, ha pa welin anezhi o tond er-meaz, evid mond d’he labour, me a welo pe seurt labour a raio, hag e c’hellit beza sur, ma ra labour vad, e vezo dic’haouet. Hoc’h interest, ho mad d’eoc’h c’houi ive, Kato, eo gouzout petra ra ho merc’h evid beva, hag evid kaout dillad kaer. Mar d’ema war an hent honest, e vezo lezet, mes mar d’ema war an hent fall, ez eo poent lakat an dalc’h diarbenn d’ezhi, araok ma vezo kollet.

Kato, lezit ac’hanon da lavaret an dra-ze d’eoc’h, hag araok m’he devezo kollet kalz a re all ganthi. Rakse ta, Kato, grik ebet d’ho merc’h, pe mar livirit d’ezhi eun dra bennag ne chomfoc’h ket eun heur em zi.

— Bezit dinec’h, itron ! va mad a glaskit, evel ho peuz ato klasket. N’euz forz petra en em gavo gant va Lizik, d’eoc’h c’houi, itron, e fell d’in beza feal a hed va buez. Ne c’houlennan netra ouzoc’h, itron, nemed lezer ac’hanon da vond ive em berr asamez ganeoc’h, evit gwelet pe seurt c’hoari a ra va merc’h.

— Dond a refec’h, Kato, mar ho peuz c’hoant da welet ar vuez fall a ren an hini ho peuz maget gant ho leaz.

— Ia, rezon ho peuz, itron da lavaret :

« Gant va leaz, mes gant va gwad n’em beuz ket he maget. »

— Petra livirit, Kato ?

— Divezatoc’h, itron, pa vezo easoc’h va spered, me a gonto an dra-ze d’eoc’h, mes hirio, va spered a zo eat bihan, pa gomprenan ez euz douetans euz va honestiz, ha pa zonjan en dizenor a ra d’in hirio an hini a zo bet va holl esperans, va holl finvidigez, pa oa c’hoaz bugel eur miz.

— Ne gomprenan netra euz ho komzou, Kato, ha poent eo d’in kemer eur wetur, da vond da di va merc’h, da en em glevet ganthi abenn em-berr.

Eun heur goude, da ziv heur, an itron goz Kerbichard a oa e ti he merc’h, hag a c’houlennaz komz ouz he merc’h hag he mab-kaer, an itron hag an aotrou Keramis. Dek munut goude e oan o zri o tiviz :

— Setu aman petra zo, a lavaraz ar vam-goz : Lizik, merc’h va matez, hag ho matez goz ive, a oa bet du-ma disul o leina, ha gwisket e oa kalz re gaer. Lavaret a ree d’he mam e laboure en eur vilin-baper, ar pez n’eo ket gwir. Me zo sur ez oun bet laeret gant va matez Kato, hag an dra-ze a fell d’in gouzout, kousto pe gousto em-berr.

— Ha penaoz e ouezfoc’h an dra-ze, mam ? a lavaraz Rosalie, en eur c’hoarzin.

— Em-berr e kemerin ar wetur ac’hann, ha c’houi o taou mar kirit, a deuio asamez ganen, hag e welimp neuze pe seurt c’hoariou a ra an dimezell Lizik, evid gounit arc’hant da brena dillad kaer. Ma c’hounit he-unan awalc’h a arc’hant, e lezimp anezhi, mez ma ne ra ket, he mam pe hi a zo laer, ha marteze ho diou.

— Me gav d’in, va mam, a lavaraz an aotrou Keramis, o peuz c’hoant da veska teill. An affer-ze a zell muioc’h oc’h ho matez eget ouzoc’h. Mar d’ema Lizik o c’hoari ar vuez fall, an dra-ze a zell outhi, ha tam ebet ouzoc’h c’houi.

— Ar pez a leverez a zo gwir, Georges. Mez kompren ta, eiz-devez a zo, Lizik a oa gwisket evel eun druillen, ha deac’h e oa bet du-ma o leina, gwisket evel eur brinsez, ha leun a c’houez vad. Evid kaout an holl draou-ze, ez eo bet red d’ezhi a dra zur beza laeret arc’hant euz eun tu bennag, ha difizians vras em beuz na ve he mam he defe great an taol.

— Ia, mam, a lavaraz Georges, pe marteze c’hoaz ez euz eun aotrou bras ha pinvidik bennag, o rei arc’hant d’ezhi da en em glinka.

— An dra ze a c’hell beza gwir, Georges, ha n’em boa ket c’hoaz sonjet en dra-ze. Ma ve gwir an dra ze, neuze Kato a zo divlam, ha red a vezo d’in goulen pardoun outhi, rak, koulz lavaret, evidon-me beteg-hen Kato eo a oa kablus. Mes ar memez tra, ar garantez em beuz evid ar plac’hik em beuz skoliet, a ra d’in eun dever da welet pe seurt buez a ren en he iaouankiz. Ne garfen ket gwelet merc’h va matez, klanv, en hospital gant eur c’hlenved heb pareans.

— An dra-ze goulskoude a en em gavo ganthi heb dale, ma ne daol ket evez, ma ro he c’halon da garet da gement hini her goulenno diganthi, a lavaraz an aotrou Keramis.

— Mad ! em berr e welin an dra-ze, rak c’hoant em beuz da zistrei diwar an hent fall, ar plac’hik em beuz kement karet. Ha mar fell d’ezhi senti ouzin, e talc’hin anezhi em zi, hag e teskin d’ezhi eur vicher vad, evid gounit he bara. Neuze ta, em berr da eiz heur, e vezo ar wetur e toull va dor. Eun den e lakin da veilla e toull he dor, ha pa deuio er meaz euz he c’hambr, hen a raio sin d’eomp da vond d’he heul gant ar ruiou. Mar teufe d’ezhi kemer eur wetur evid mond da gaout he aotrou, ni a heulio ar wetur penn-da-benn, ken a jomo a zav.

— Ia, mam, evelse, e rankimp ober, ha daoust ma kavan diez mond da zifoupa neizou er goanv, ec’h asantin evelkent mond ganeoc’h, dre garantez evid eur plac’hik ken koant evel ma z’eo Lizik, a lavaraz Georges.

— Pec’hed eo, e gwirionez, a lavaraz Rosalie, lezer da wenvi ken abred, eur rozennik ken kaer, hag a zo c’hoaz nevez digorret. Ia, pec’hed eo, ha pec’hed bras !

An noz a oa deut, ha kear Bariz, er goanv da eiz heur, er ruiou paour evel ru Sant Beneat, a vez peurvuia teval. Aman hag ahont, eur goulou bennag, a sklerijen korn ar ruiou. En devez-ze, abaoue teir heur, eur vrumennik a goueze stank, hag an oabl, karget a goumoul, a zigasaz trum an devalijen. Ne oa den war ar ru, koulz lavaret, an holl a oa en em dennet, peb hini en e loch. Goulskoude, en nozvez-ze, eul lakez a deue hag a iee goustadik, ha ne denne ket e zaoulagad diwar eun ti dister, merket warnan an numéro 52. Lavaret e vije great, e vije o klask unan bennag, nemed ne ouio ket just e peleac’h e oa o chom. Goulskoude, prestik e lezaz eur c’houitelladen, hag er memez amzer ive e teue er meaz euz an ti dister, eur plac’h iaouank gwisket kaer. Lizik a oa o vond da gommans he nozvez.

E gwirionez, an daou iaouank ne c’hellent mui en em zispartia, hag Enogat en devoa lavaret d’e vestrez en devez araok e rankfe Lizik dond bep noz d’e welet.

Kerkent hag ar c’houitelladen, eur wetur gaer ha goloet, daou loan outhi, a loc’haz, hag a heuliaz a bell ar plac’h iaouank.