Merc’h ar boutaouer-koat/Merc’h ar boutaouer-koat — XIII.
E ru Sant-Beneat, ar bed a iee mad gant ar markiz Tampillou, hag e vestrez Kato. Araok goulou-deiz, bemdez, hanv-goanv, ar pillaouer, eur zac’h gantan oc’h e gein, a gerze dibreder dre ruiou Pariz, sioul c’hoaz. Aman e kave eun tam pillou, eur bragou koz, eur vantell hanter uzet, taolet d’an douar dre ar prennestrou. Du-hont, e kave eur bern eskern, louedet hag hanter grignet ha duhont, en eur c’horn all, eun tok kraset gant ar c’houezen. En eur ger, bemdez potr Pluskellek, deut da veza Parizian, a zigase d’e lez-wreg, euz an eil sizun d’eben, eur pez ugent lur d’an nebeuta. Abaoue ma z’eo karget a famill, evel a lavare d’ar billaouerien all, aliez e ranke c’hoaz dougen sammou du-ma ha du-hont.
Mais bah ! a lavare, qu’est ce que ça peut-ben fout, c’est pour une payse et ses mioches que je turbine.
E gwirionez, abaoue ma oa Kato gant ar pillaouer, heman a laboure muioc’h, a eve nebeutoc’h a hini melen, rak bemdez e teue abretoc’h d’ar gear, hag e holl blijadur a oa luskellat an daou vihan war bennou e zaoulin.
Ar vugale a c’hoarze, ha gant o daouarnigou, e chachent war baro griz ho fapa Tampillou, evel a lavarent.
Goulskoude Lizik he deuz pevar bloaz, ha Lomik pemp. D’an oad-ze, ar vugale a oa kaset d’ar skol, da skol ar vugale vihan.
Breman Kato a c’hell mond bemdez da walc’hi dillad, ha da ober al labouriou all, e ti eun itron goz pinvidik a oa ive o chom en ti kaera a oa d’ar mare-ze e ru Sant-Beneat. An itron a oa leun a galon vad evid ar Vreizadez, hag ouspenn ar pezik a ugent real he dije bep sadorn da noz, aliez Kato a vije roet d’ezhi tammou kig, tammou bara, tammou dillad d’he re vihan.
Euz e gostez, Tampillou n’oa ket droug-kontant euz al labour a ree e Gato, hag ennan e-unan a lavare :
— Mad a ra, rak n’euz forz en em gavfe lakomp ar c’hlenved, e vezo eaz d’eomp kaout eur gwennek bennag en espern.
Ar garantez eta, dre an unvaniez hag al labour, a greske bemde e ti an daou Vreizad, hag etretant ar vugale a greske ato.
An daou goz na zantent ket o foan o labourat war an deiz, kennerzet gant ar zonj e vijent dic’haouet em-berr pa en em gavint er gear, dre ar pokou a garantez a roje d’ezo an daou grouadurik.
Pa vije gwelet ar pillaouer koz oc’h en em gaout er gear, pa vije klevet trouz e voutou o pignat ar skaillerou, an daou vihan a leze o c’hoariellou, ha war eün e ient da bokat d’ezan da doull an nor, ha buan e c’houlennent beza laket war bennou e zaoulin, da c’hoari marc’hik, evel a lavarent.
— Petra ri, va Lomik, pa vezi bras ?… Da billaoua e zi ive ?
— Ia, papa, ha pa vezi koz, koz, te na ri netra ebet ken, me a zougo ar pillou.
— Ha me ive, papa, a lavare Lizik, me a lezo maman er gear, hag a ielo da labourat da di an itron goz. Me zigaso va holl gweneien da vaman, evit prena bara.
An daou goz a deue an dour en o daoulagad o klevet komzou kaër o bugaligou iaouank, o c’halon a dride en o c’hreiz gant ar joa, hag e pokent d’an daou vihan, o esperans, o euruzded en o c’hozni.