Mont d’an endalc’had

Merc’h ar boutaouer-koat/Merc’h ar boutaouer-koat — V.

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1910-1911  (p. 6)
◄  Ar Faot Ar gwaleur E Paramé  ►


V. — Ar gwaleur


An dimezell Rosalie a en em gavaz e Sant-Briek d’al lun d’abardaez, ha d’ar meurz vintin e ieaz e gwirionez da welet he moereb goz. Houma e oa mad ar bed ganthi, en despet d’he fevar ugent vloaz.

Kas a reaz raktal m’he devoa gwelet he moereb, eul lizer d’he mam da Roazon, evid lavaret d’ezhi e chome eiz devez e kichen an hini goz evid he c’hennerzi, he dudui.

« Paz eo d’id maman, beza nec’het ganen, rak em flijadur emaoun e Sant-Briek, hag an amzer a dremen re vuan aman, e kichen va moereb. Goulskoude e sonjan mond d’ar gear, ha dimerc’her vintin e kemerin ar wetur evid mond adarre da bokat d’eoc’h holl.

Ho merc’h karantezus :

Rosalie. »

D’ar merc’her da noz, an dimezell Kerbichard a antree en he maner, skanv evel eur bluennik, koant evel an heol da greizeiz. Eiz devez a zo e tec’he euz ar gear, gwen ha gwerc’h evel eur bokedik lili, hag hirio e iee en he maner gant he bokedik kaillaret ha flastret ; ha goulskoude e iee, uhel he fenn, rak he zal ne oa ket c’hoaz merket gant tach ar frouezen difennet.