Mont d’an endalc’had

Marvet war dachenn ann emgann

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 167-168)



MARVET WAR DACHENN ANN EMGANN
————


Mignoun, te pehini zo bet test euz va foan,
Pa goueziz mac’hagnet war dachenn ann emgann,
Hag evel eur gwir vreur ec’h euz va dastumet,
Heb aoun ebet, das tro, da veza diskaret,
Araok mervel, mignoun, me da drugareka
Ha da bed da zelaou va c’homzou diveza :
— Euruz te c’hallo war douar Frans diskennet,
Da vihana mervel el leac’h ma’z oud ganet ;
Kerkent ha ma laki war douar hor bro da droad,
Lavar d’ann ekleoiou, da gement tremeniad,
Ounn e-kreiz ann emgann, e gwir zoudard, maro,
Enn eur zalc’her bepred ar zonj c’houek euz va bro.
Ma teufez da dremen eunn deiz dre va farrez,
Etrezek va zi soul e karfenn e iafez ;
Pell da veza maner, bihan eo va lojenn,
Med koantik eo kenan, gand he mogeriou gwenn,
E disheol gwez dero leun a ganaouennou,
E-c’harz troad ar menez ha war ribl ar prajou.
Kea pelloc’h, er jardrin kelc’het gand eur c’harz beuz ;
Tro-war-dro d’eur feunteun a zour iac’huz, ez euz
Eul letonen glaz-kaol, dindan gwez avalou ;
Diou vaouez a weli beuzet enn ho daelou ;
Ann diou vaouez-se n’ho deuz nemed eur zonjezoun,
Nemed eur garantez e gweled ho c’haloun :
Unan a c’hed he map, holl fisians he c’hozni,
Hag he ben ar mignoun dlie beva gant-hi.
O va mamm ken tener ! O va gwir vignounez !

Er Baradoz ebken ho kwelinn eunn dervez.
Med te, va mignoun ker, ma iafez euz va ferz
Evit rei d’ho c’haloun eunn nebeudik a nerz,
Lavar em euz em feiz dalc’het ato fisians,
Hag ounn marvet, enn eur grial : « Bevet ar Frans ! »


————