Maro Sant Tremeur/Pennad araok kregi da vad
(Ne veler da genta nemed Guenc’hlan var an theatr ; bleo a baro hir a guen, ag o c’hoari gant e delen, harpet ouz an derven.)
Setu an heol o tisken a dreuz ar guez dero,
Droug-livet a glaz e zrem evel drem ar maro,
A ruz koummoul ar c’huz-heol ’vel ar goad tro var dro.
Euz ar c’hoummoul er mor doun setu kouezet an heol,
Ruillet vel eur pen anaoun ’kreiz an tarziou diroll,
Ken a skrij oc’h e velet ar bed oll gand horrol ;
Setu an heol o tisken a dreuz ar guez dero,
Droug-livet a glaz e zrem evel drem ar maro !
|
Dre oll a drid ar meaziou, |
Setu an noz du dre oll oc’h asten e askel,
A dindanhi kousket sioul bugale Breiz-Izel,
Hag evit ho luskellat, mouez ar mor o sevel !
Setu, evit ho spounta, e kleuz ar c’hoz derven,
O sevel a dreuz an noz kri mantruz ar gaouen ;
C’hoant en deuz da lavaret ne zihunfont biken.
Setu an noz du dre oll oc’h asten e askel,
A dindanhi kousket sioul bugale Breiz-Izel !
|
Du-hont, var gern ar menez, |
Taliezin, va mab, na laouen eo da gan ;
Avi en deuz ouzid ar paourkez koz Guenc’hlan ;
Da gan a zo laouen ’vel kan an alc’houeder,
Pa gouez ken fresk var boul ar galon, ma kreder
E kuz, e peb noten, eur berad gliz mintin ;
Sevel ra d’an oabl glaz, ken skler ma gaffe d’in
A strink gant peb noten ’vel eur ban heol beure !
Va c’han a zo laouen, va c’halon zo ive ;
Eun huvre kaer deuet d’in a berz Doue, me gred,
Noz deiz, hun pe dihun, a zalc’h var va spered ;
Seblantout a ra din, dre va huvre, beza
Var eur menez huel : an heol prest da darza
Euz punz an noz a bign gant diri aour e skeul,
Hag eur mor a sklerder a bign, a bign d’e heul !
E kenver an heol-se, an hini a ioa kent
Var zouar Breiz-Izel o tistol sklerijen
Na vezo mui nemed eur c’hlaouen peuz varo,
Outhi eur flammik sked a moged, bep eil dro :
O c’hortoz an heol-se da bara var an dud,
Henvel euz an eòstik a gan var skour e c’hlud,
Tre ma tosta an deiz euz bordik ar menez,
Va c’halon-me a drid, a gân gant levenez !
Evel d’id-de, noz deiz, me a meuz eun huvre ;
N’eo ket, siouaz ! sklerder a dudi ar beure
A zav d’e heul em c’halon-me d’am frealzi ;
Va huvre zav ganthan eur mor a velkoni,
Me, e kreiz ar mor-se, strinket a distrinket,
Gant an tarziou bep eil lounket a dişlounket,
Va spered, kas digas, euz eun eil spount d’eben
E kreiz ar c’hudurun hag an denvalijen !
An heol santel, evel pa vije saouzanet,
Ne hell mui kaout e hent da bara var ar bed ;
Var ar zao-heol e chom an nor-dâl sarret kloz ;
Goude an noz ne zeuz da c’hedal nemed noz ;
Gant ar spount hag an naoun, ’kreiz an noziou du-dall,
An dud evel bleizi en em zreb, ’n eur iudal !
A petra, a gav d’id, a fell d’an doueou
Rei deomp da anaoud dre ar seurt huvreou ?
Hervez ma meuz desket, mestr, en da gentili,
Pa fell d’an doueou rei d’an dud eun ali
E tigassont dezho huvreou burzuduz.
Evidoun-me, ’meuz aoun ’ve darvoudou spountuz
Prest da skei var ar bed ; erru eo, me a gred,
An amzeriou skrijuz merket gant an Drouized,
D’eur freuz a dle beza, — n’eo ket etrezomp-ni,
Krouadurien ’netra, savet euz eun tam pri, —
Mez etre an doueou a zo a-uz d’or pen
E bro ar sklerijen o veva hag o ren !
Daoust d’ar boan a ra d’in ar goumoulen tenval
A bign euz da spered, da zisliva da dal,
Me ne hellan miret va c’halon da dridal ;
Va c’halon ’zo ennhan ’vel pa vez o c’hedal
N’ouzon pe seurt dudi, evel pa vez e kuz
Dourn eun doue, ennhan eur c’halir burzuduz,
O kinnig d’am ene eun evach a c’houez vad !
Tav ! Me glev an Drouized o pignat gant ar c’hoad !
Silaou euz an draonien ho moueziou krenv henvel
Euz trouz ar mor pa vez ar pardaes o sevel,
Pa voud, e skoultr ar guez, mouez an ezennou noz,
Pa lenv, dre ar meaziou, eneou hon tadou koz !
An oll Drouized, a meuz galvet euz a beptu,
Dirag an dolmen sakr bremaïk a vo erru ;
Euz al leac’h santel-man, pa bigno hor peden,
D’hor sperejou tenval a deuio sklerijen ;
Pebhini a hello, va mab, neuze gouzout :
Petra ’fell d’an doueou rei deomp da anaout !
var don Bossen Elliant.)
|
Kaera derven a zisheole
|
- (Dre ma kanont, a zigouez an Drouized).
- ↑ Ar-pennad-man a helfe beza lezet a gostez.