Maro Sant Tremeur/D’al lenner
Neuz
Moullerez ru ar C’hastell, 1906 (p. 4)
D’AL LENNER
————
Sant Tremeur a veve er c’huec’hved kantved ; e vam a ioa santez Triphina, e dad ar c’hont Konomor, eun den-bleiz a lazaz ne c’houezer pet euz e briejou gant ho bugaligou !
Relijion griz an doueou koz a rene c’hoaz d’ar mare dre ar vro ; ho beleien, hanvet Drouized, kaer ho doa stourm ouz prezegerien an Aviel, ar Bobl a droe gant ar re-man !
Ar giz a ioa gant an Drouized, pa ne iele ket an traou d’ho doare, da ginnik e sakrifis d’ho doueou goad an dud gant bep seurt lidou !
Setu perag er pez-c’hoari-man a veler Guenc’hlan, mestr an Drouized, o c’houlen gant Konomor e briejou ag e vugale da laza en enor d’an doueou, evit terri ho c’hounar prest da skei var ar Bobl, dre ma tileze ar relijion goz !
————