Marivonig (Bocher)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marivonig.

Lajat, 1909  (p. 77-83)



Marivonig


Naontek vla he devoa ; na koant, na divalo,
Eun tam êr da blijout ha hi laket faro ;
N’he c’hoarze ken buhan, eur bân a garante…
A lintre en e zell a wechou, koulskoude…

Pa digoueze d’ezi ober eur zell ouzin,
He seblante laret : Na te a blijfe d’in !

Me, dimeus eun tu-all, a oa Yan diberc’henn,
Sonj abed da zimei na oa deut c’hoaz em fenn ;
N’am oa ket kennebeud na dousig, na mestrez,
Ma c’halon a verve gant teneridigez…
Ha ma c’hoant ar brasan, gallout a ret kredi,
Oa kaout eur galon all henvel ouz ma hini.

Ebarz eun eured kaer en em welchemp eta,
Eno ec’h anveïs anezi da genta ;
Hi he dije karet, me kement all ive,
Bezan en em gavet an eil tal egile ;
Mes eun dimezel all a zigouezas ganin,
Ouz tôl Marivonig a oa a damdost d’in…
Nag a daoliou-lagad enpad ar pred neuze,
Nag a dezen fentus etrezomp, ma Doue !
Tezen, taoliou-lagad skoet a-dreuz, a hed,
Hep na sonjer ouspenn pa ver ’barz eun eured ;
Hag a-wechou ive ar c’homzou goustadik
Vijet malet ganimp stank, stank ha munudik…
Ar yaouankizou-all a c’hoarze dre zindan :
— Daoust na petra c’hoarve etre Monig ha Yan ?
— Me gred, eme unan, e vo c’hoaz eureujou…
— Ya potr, eme eun all… Fristi hag ebatou ! —
Hag an holl da c’hoarzin ; ni na laremp netra,
Int a c’hoarze bepred… Hi, hi, hi… Ha, ha, ha !

Pa deuas fin ar pred, hep sonjal en neb droug,
Me, beteg ti he zud, ’ris da Vonig ambroug,
Dindan ar c’helve glaz ha dre an henchou dôn,
Hep lavaret eur gir, e tride hon c’halon…
Hi doanik eun nebeud, me abaf eun tammig :
— Nag eo brao an amzer, nekwir Marivonig !
Neuze he daoulagad a bare war ma re,
Hag e teuemp hon daou ken mud all adarre ;
N’eo ket hon doa damant o lavaret komzou,
Karout eo a remp kalz sioulder, peuc’h ar maeziou ;
Hag etre diou galon eun taol-lagad tener,
A lavar kalz hirroc’h eget komzou kaer, kaer…
Evelse an amzer ganimp a dremenas,
Ha goude an eured peb hini a dec’has,
Hadet gantan, hep mar, en kalon egile
Envoriou talvoudus hag a vleunias goude ;
Evel eur beajour war an hent poultrennet,
Pa chom faez en e zav war e lerc’h da zellet,
Marivonig ha me, ya meur a wech, marvad,
A zistroas ive war deveziou ken mad…
N’eo ket ar garante, mes eun draïg henvel,
Hekleo eur gomz karet, chomet warlerc’h ar gouel,
Eun digare-all c’hoaz, an dra-man, an dra-ze,
A grouas etrezomp eur zeblant karante ;

Hag ar c’hartennou koant, eun daou pe dri lizer,
Kaset n’ouzon penoz vit tremen an amzer,
A reas d’imp kredi e oamp hon daou galvet
Da vezan eun devez marteze unanet…
— Da vezan unanet !… Biskoaz c’hoaz, ma Doue,
N’am oa sonjet ervad, na pouezet kement-se ;
Lezet am oa ma fenn da heuilh e froudennou,
Petra eo eul lizer etre yaoukizou ?

Siouaz ! Marivonig he doa kredet ervad,
Ha dilezel he sonj, gwasan da galonad !
Perak eta kana yaouankiz, karante,
Pa na ver ket en zell da zimezi goude ?
Koulskoude, ma Doue, c’hoaz eur wech sonj abed
Da zimei d’ar plac’hig na oa deut em spered ;
Ha n’hallen ket ive, hep bezan digalon,
Lezel anei re bell da hunvreal ennon.
Seulvui en deus padet, seul diesoc’h e ve
Lakât eun den yaouank da ankouas eun hunvre ;
Ha na chome ganin nemed eun dra d’ober :
Laret ar wirione hep damant, ber ha ber,
Setu me gwall nec’het… — Penoz, Gwerc’hez Vari,
Ha dre petore penn laret eun dra ken kri ?
Eur c’hêlo ken poanius a vruzunche, hep mar,
Hag a ranche kalon Monig gant ar glac’har ;

Chom hirroc’h da c’hortoz a oa kreski ar boan,
Pa zo eun dra d’ober e fell ober buhan.
Hag eun devez neuze e klaskis kalz a dro
Evit espern d’ezi hirvoud, keun ha daero :
Rak ar c’haletan tra evidon er bed-ma
Ez eo bezan kiriek d’unan all da ouela…
Siouaz ! kaer am oa bet lakât kalz a evez,
Klask eur bern digare, sonjal peb tra gant pouez ;
Kaer am oa bet skriva : — Na oamp ket gant Doue,
Herve ma sonj, galvet d’unani hon bue…
Evel eun taol-kurun ar c’hêlo a frailhas
Kalon Marivonig… — Ar plac’h d’in a skrivas :
— « Gant eur galon vantret, Yannig, ma mignon ker,
» E teuan da respont, da respont d’ho lizer…
» Ar c’hêlo a zo deut ken disonj ha ken kri,
» Nan, nan, ze n’eo ket gwir… Nan, n’hallan ket kredi !
» O ma Doue, perak n’eo ket deut ar maro,
» Evit n’am ije ket klevet eur seurt kêlo !
» Marvad, o Yannig ker, ho peus kavet eun all
» Hag a garet welloc’h… O bezet didamall ;
» Ouzoc’h n’am eus ket droug, nan, pell braz ac’hane,
» Evidoc’h, en eneb, me a bedo Doue,
» Me a bedo Doue m’ho po evurusted,
» Rak me, birviken ken, na gavin joaüsted !

» Pa ’z eo breman kouezet ma hunvreou karet,
» Ma plijadur ive a zo gante kollet ;
» P’eo tec’het ar bân-heol a deulas eun deves
» Em ine evurus tomder ha levenez,
» Ya, p’eo nijet breman na garan netra mui,
» Hag ar Maro hepken a c’hall ma frealzi…
» C’hoaz eur gir diwean… Oh ! me ho ped, Yannig,
» Dalc’hit bepred envor dimeus Marivonig ! »

Dimeus Marivonig mirit bepred envor…
Hag a-dreuz meneou, du-hont, war ribl ar môr,
Me wele eur goulmig, mantret gant ar glac’har,
O hirvoudi poanius war eun dilez digar ;
Me gleve he c’hlemmou… D’he foan e oan kiriek,
Ha, glac’haret d’am zro, me a ouelas dourek…
Forz pegeït e vevin, evel m’he doa laret,
Me sonjo, meur a wech en Monig ankeniet…
.................................................................................
Ha d’ac’h, tudou yaouank, e roïn eur gentel :
Kent skoulma ho kalon, eostig ha turzunel,
Bezet ar vadelez d’en em sonjal ervad
Kwit da gavout goude poan-spered, kalonad ;
Mar na ve karante etrezoc’h, me ho ped,
Na sklabeet komzou nag a-dreuz, nag a hed ;

En eun eured eo brao hada joa, levenez,
Mes kredet ac’hanon, mar zo eun dra diez,
Ez eo sec’ha daerou eur galon zorc’hennet,
Zorc’hennet gant eur sonj, pe eun hunvre karet…