Mari Javré
Mari Javre, ar benherès,
’Zo eur plac’h vad caqueterès ;
Da gaquetal, da ober goap.
Marie Javre zo beget mad.
Mari ar Moal a c’houlenne
Na euz he merc’h Mari Javré :
— Ma merc’h, Mari d’in-me lâret
Pe c’hui am c’har pe na ret ket ?
— Oh, eo, ma mamm, ho carout ’ran,
Evel ar galon a dougan ;
Na ê ket me ann ingratan,
Rac estrevidoc’h a garan.
— Oh ! ia, ma merc’h, carout a ret
Ann hini na garan-me ket ;
C’hui a gar eun tailler iaonanc,
Henès n’ê tamm d’am santimant;
Henès n’ê tamm d’am santimant,
Met comerret Ervoan Jorand ;
Evit den brao hen na ê ket,
Met mado gant-hen vô cavet.
— Bet drouc gant anneb a garo,
Ar mestr tailler me am bezo,
Bez’ eo den brao ha dilicat,
Hac eur mestr tailler ann dillad.
Pa ’c’h a ’ar sul ’d’ann offern-bred,
Gant ann noblanz ’ve saludet ;
Saludet ’ve gant ann noblanz,
’Vel pa ve mab ar roue Franz.
— Ma ! kerz gant han ’ta, pa gari,
Ma malloz as bô, pa hec’h i.
Malloz hi mamm hi a deus bet,
Ha d’he malheur eo bet kiriec.
Pa oant dimêt hac eureujet,
Gant gwall vuhe na bâdent ket ;
Gant gwall vuhe na bâdent ket,
Ar mestr tailler ’zo partiet.
Mari Javré a lavare,
En presbitor Camlès pa arrue :
— Na debonjour ha joa, ma eontr,
Me am eus bet eur gwall respont ;
Malloz ma mamm me am eus bet,
Ha d’am malheur ez eo kiriec.
Person Camlès hen eus lâret
Da Vari Javré, p’hen eus clevet :
— Tawet, Mari, na ouelet ket,
Malloz eur vamm n’ê mann a-bed ;
Malloz eur vamm na ê netra,
Malloz eun tad a zo eun dra.
Mari Javré, mar am zentet,
Aman ganen-me a chomfet ;
Me glasco d’ho pugel magerès,
Braoa groeg iaouanc ’zo en Camlès.
— Bet drouc gant an-neb a garo,
Warlerc’h ma fried me ’ielo,
Ha na scuizin ket o kerzed,
Ken am bô cavet ma fried.
Kenta ma deus cât anezhan,
Ez oa ’n eur sall hoc’h ebattan ;
Ez oa ’n eur sall hoc’h ebattan,
Peder dimezell ’oa gant-han.
— Demad ha joa d’heoc’h, ma fried.
Pell-braz n’am boa-me ho cuelet,
— Sell, emezhan, ’r pez iffrontet,
Oc’h ober ouzin he fried !
Oc’h ober ouzin he fried,
Ha me n’on bet biscoas dimêt !
Eun affronter a oa gant-han
Hac a zistroas warnezhan :
— Mestr tailler, gaou a lâres-te,
Honnès hech ê Mari Javre.
— Mar ê Mari Javre homan,
Gwall chenchet neuze hi c’havan !
— Ha penaoz na ven-me ket chenchet?
Seiz miz ’zo n’am eus tamm iec’hed,
Gant ann derzienn violentan,
Ha ter gwez bemdez hi c’hrenan.
— Deus ganen d’ann hostaleri,
Me roï d’id remed anezhi ;
Me roï d’id eur remed a grenn,
Na greni bikenn ann derzienn.
Ann hostisès a lavare
D’Vari Javre, eno neuze :
— Mari Javre, mar am zentet,
Banne digant-han na evfet.
— Pa ve ar vestl a rofe d’in,
Mar lâr d’in evan, hec’h evin.
Gwasoc’h ’get ar vestl hi deus bet,
Evet e deus goad eun tousec !
Evet e deus goad eun tousec ;
War leur ann ti ez ê couezet ;
War leur ann ti ez ê couezet,
Daou vugel ’deus dispartiet.
Mari Javré a lavare,
War leur ann ti, en he gourve :
Merc’hedigo iaouanc, m’ho ped,
Divroïdi n’ gomerret ket :
Comerret unan ho contre,
Pô anaoudègès en-han araoc-se :
Me ’m eus eur mestr tailler da bried,
Ha d’am maro ez eo kiriec ! —
Canet gant Jannet Morvan,
euz a Rospés —26 mai 1872.