Mab ar roue hac ar vergerennic

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
1890  (Levrenn I, p. 162-164)



MAB AR ROUE HAC AR
VERGERENNIC.
____


En crec’h, en traon, gant ar c’hoajo (bis.)
A zo eur vergerenn eno,
   Si bon, la jolie bergère,
     Si bon la belle jolie !

   Canan a ra ken brao, ken dous !
Mouez eun dimezellic a deus !
   Mab ar Roue a lavare :
— Dibret-hu d’in ma incane ;
   Dibret-hu d’in ma incane,
Ma c’h in d’ar c’hoajo da vale !

   — Berjerenn, cânet eur chanson,
An hini ’gânec’h bremazon.
   — Allaz ! ne allan mui canan,
Gant ar c’heuz d’am breur iaouancan !
   Gant ar c’heun d’am breur iaouancan,
’Zo war ar mor o navigan !


   Na mar teufe d’am breur mervel,
Me ve princes a Vreiz-Izel.
   Me a dougfe an dantélès,
Kerkent ha me a ve princès.
   Me a dougfe frizettenno,
Aour hac arc’hant ’n em godello !


Mac’harit Grénès.

______________