Mab Azen hag é ré kar/a-bezh
Skrid a-bezh
J.-M. HÉNEU
É ti er Person ; ur baré paotred ha merhed tolpet, ar gerl, én dro d’un daol, a dâl d’er Person, é hoarhet hag é skrimpellat beb eil taol é kleuet Mab Azen é reskond d’er Person aveit ekzamén é Bask.
« Me « mabig peur » é me hanù-mé, emé Mab Azen ; met er ré-men ne hrant nameit Mab Azen ahanonn. Liés eùé me mam e lar dein eltè.
— Cheleuet mat, e lar er Person dehon, petra e vo goulennet genoh ; chonjet mat én treu hou po de laret ; distillet hou treu d’hou poz ; mal é deoh distag hou paskeu ; chetu hui a uerso é tonet d’er hatekiz ; chetu hui én hou pearzek vlé.
Hama, laret dein petra é er Hristén ? Ha konzet er
blé-men ha ne chomet ket ken ambah èl er bléieu kent.
— O ia, mé e gonzo eùé. É ma bet mam, a pe lammen ag er gér, é laret dein konz hemb dihan, pé hi em hoètehè héneoah get héh astel ioud.
— Laret nezé petra é er Hristén ?
— Un tammig tan édan ur pod rousin.
— Laret katekiz ha lézet er ribardenneu-sé get er ré amoet.
— Marion Pendoul duzé e zo bet é téskein avelsé dein-mé.
— Petra é ur mistér ?
— A ! henneh erhat e ouian petra é. Bout en des me mam unan. Hé skudelleu e laka abarh étré er predeu ; staget é doh pen er gredans, adâl d’en nor…
— Taùet. Petra é er vertu ?
— Ne ouian ket. Met, mar karet, é larein deoh penaos é vè kloéreit logod. Én nihour é ti Maturin Katekiz, é ma bet désket dein ; ur jidotad vras a zeur é ma bet Garit Pendoul duhont é turel ar me fen, barh er hrouér, Nen dé ket hoah diséhet mat me roched ar me hein a oudé. Me mam en des laret dein hé lordein. Ha mé hé lordo a p’en hé havein héh unan…
— Taùet ! Petra é er Purgatoér ?
— Ne ouian ket petra é er pen ketan ; met gout e hran petra é er pen devéhan, en toér. En déieu aral éh oè deit unan, de zabonnat ar doen me mam, èl ma ta, mar a uéh, Alan er Hemenér, ar me lavreg-mé d’en takonnat…
— Taùet ! Petra é en Ihuern ?
— En Ihuern ? Ne ouian ket. Éh an de laret deoh kentoh penaos é vè kovèseit er hroah. En noz aral Fanchon Pendoul duhont, éh achiù me hovèsat en doè me skoarnateit ar hé nerh. Lézet hé genein. Mar gellan pégein me hraboneu arnehi éh an d’hé iennat a daoleu botéz…
— Taùet ! Petra é er vadient ?
— Er vah dien [1] ? Honeh e ouian eroalh petra é. Bout en des unan me mam de veskein amonen. Hag unan iah é, kredet mat. Unan koed kelen é. É koed Pendoul é ma bet me mam doh hé laereh. Liés é vè displéget ar me hein, a pe vè me mam téret dohein, aveit lahein me leu, e lar hi…
— Taùet ! Petra é er Sakremant ?
— Ne ouian ket erhat petra é henneh. Met mar karet éh an de zéskein deoh penaos é vè lakeit bara ér forn…
— Taùet dein ! Petra é en Iliz ?
— Un ti bras, hemb uéled na cheminal erbet, léh ma vè kan get paotred ha merhed hag er Person. Mar a uéh é tan eùé get me mam de uélet penaos é kerh en treu getè. Garit Pendoul, duhont, e lar é ma tré er huré d’er Person de gas er han ha de huchal ér « Gesténen » ha de skoein arnehi a zornadeu…
— Taùet. Petra é er schism ?
— A ! henneh e anaùan erhat ha me mam hoah guel. Bambocheu e hra geton é ti Marion Kekah. Ne hran ket mé hoah. Ne ouian ket hoah huéhein me fri ar en doar é léh en obér ar me mancheu, e lar me mam…
— Taùet dein ! Petra é er benijen ?
— Ne ouian ket. Nen dé ket bet deit dein guélet henneh é ridek dré-zé. Mar karet, mé e zesko deoh hoari jandarm ; ur mat onn mé ar en hoari-sé… pé penaos cherreh spilleu ar en uéled, pé dilostein er…
— Taùet ! taùet ! taùet ! Mât e vehè deoh bout ur mat ar hou katekiz èl mah oh ar en azennereheu. Bout oh bet é varbotat er blé-men, met ne hues ket laret nitra a fèson. Lakeit én hou chonj laret dein pet Doué e zo ? seih.
— A dam erhadik, henneh e ouian mat. Bout e zo
— Difariet
— Seih e zo
— Dihoariet
— Seih e zo anehè. Me oui mé eroalh. Déh get me seud é park lann er Seih Aùél em boè ind hoah kontet. Ha seih e zo anehè. Hag éh an d’ou hlah de ziskoein deoh ha hui uélo mar laran geu deoh. »
Ha Mab Azen diskrapet ag en ti, oeit trema park lann er Seih Aùél, én ur ridek par ma hellè.
Un herradig arlerh é ma distroeit huiz brein ha dihalpet. Laret e hra :
« Hama ! Sellet bremen mar ne laren ket er uirioné deoh. »
Ha Mab Azen de ziskrabellat én un dornad man ha de dennein anehon éned bihan, unan hag unan, ha d’ou lakat de neijal én ur seùel get ur biz édan ou lost, én ul laret :
« Chetu unan ! ha deu, ha tri… ha huéh. Chetu er seihvet. Ne hellan ket lakat en tam gourig-men de neijal. Nen dé ket hoah eùé rè darhet é voelleu bran. En diaol ne vern ; bout e zo seih anehè. »
Goudézé é ma bet davéet Mab Azen d’er gér él er bléieu éraok get ur biziad ioud.
Ha Mab Azen deit d’er gér de laret en doéré d’é vam.
« Hama, me mabig peur, ha bout oh bet hui é houiet hou treu. Ha bout oh bet hui é varbotat muioh eget er Person ?
— Ia, erhadik ! Sel taol é larè dein : « Taùet ha tavet ! »
Mât é hou treuigeu nezé, me mabig peur ; a p’hou pezè karet, er bléieu kent, obér avelsé, ne vehè ket bet reit « ioud » deoh ker liés. Perak eùé, ’pré Mab Azen, é sponteh hui éraok en tam person-sé er bléieu aral ? Nen doh ket spontet én é raok en droiad-men ?
— Nann erhadik !
— Ha bout oh bet é konz ur bochad ?
— O ia erhadik, muioh eget er Person.
— Muioh eget er Person, me mabig peur, muioh eget er Person, sellet ’ta !
— Er Person e larè dein hemb dihan : « Taùet ha taùet, ha taùet. »
— Aveit hou spontein. En tam Person-sé en des é dud. Ne glaskè ket spontein er réral !
— O nann erhadik !
— Nen doh ket hui ag é dud, me mabig peur. Hoah é karezè rein « ioud » deoh. Eih dé é vo goap geton bout bet ret dehon rein hou pask deoh hui èl d’er réral, deusto ma n’oh ket hui ag é dud ; eih dé é vo goap geton. Goap, dioap geton pé ne vo, hui e hrei hui hou Pask èl er réral. Penaos é ma bet ean doh hou tavé d’er gér ?
— É ma bet é laret dein déskein deviz diar er hatekiz èl ma tevizan diar treu aral ha monet hoah ur bléad d’er hatekiz.
— Penaos ? penaos ? penaos ? Hoah é vehè bet er pen dluh jao koed a Berson-sé é rein « ioud » deoh ? O mil Mab Azen en diaol dilost, hou pen e flastrein deoh hui. É ben dluh e voustrein d’er Person.
Ha mam Mab Azen téret, bahateit, hujaotet, arfleuet, léteit, skandallet ériadeu hag ériadeu, huchet arlerh hé Mab Azen a baotr, ha brunellet arlerh er Person.
A pen dé bet torret ha dismantret hé goahad, é ma hoah deit ar dro hé mabig peur aveit en aters ha gouiet reihoh er uirioné :
— É ma bet er ré ral é huchal «ioud » ar hou lerh ?
— Deit int bet d’em fostal betag er Chopin Dru én ur huchal arnein : « ioud ! ioud ! de Vab Azen. »
— Guir eroalh é hoah enta é ma bet er pen dluh a Berson-sé é rein « ioud » d’em mab-mé. Petra hoal doh henneh hoari en dal elsé d’em hani-mé ? A pe ne gonz ket dirakton, é ma fal ; a pe gonz muioh egeton, é ma hoah falloh. A pe spont én é raok, « ioud » ; a pe ne spont ket, « ioud » ataù ! Éh an mé de baskein é dreu d’en tam Person-sé ha d’en déskein de « ioutat » er ré ne vent ket ag é dud.
Deit hui genein d’er havet, Mab Azen… Deit ma
stran hou pen deoh éraok ma voustrein é hani dehon
ean.
Ha hi displéget arré héh astel ar gein hé mabig peur,
éraok monet de hujaotal er Person.
Mam Mab Azen e zo é konz doh hé mab ha hi laret dehon :
— Me Mabig peur-mé, kerhet aben d’er velin de glah dein ur pochadig bled d’obér krampoeh.
Ha oeit Mab Azen d’er velin én ul laret get é hent : « ur pochadig bled d’em mam d’obér krampoeh. » Betag er velin é vehè bet oeit ha degaset en devehè geton anehi er pochadig bled, kenevé d’ur hi e zo degoéhet geton hag er spontet, hag er postet d’er gér én ur harhal arnehon.
Arlerh m’é ma bet é tispleg é zoéré, é vam oeit ha laret :
— Me mabig peur, ne zelieh ket donet a bost d’er gér éraok ur hi é harhal. Hui e rekezè bout bet cherret mein a dokad ha meinata arnehon èl un dal.
— Ne ouien ket !
— Hennen e zo ur Mab Azen a baotr alkent. Kerhet aben d’er velin de glah dein ur pochadig bled d’obér krampoeh.
Hag é ma bet oeit Mab Azen ar hent er velin, én ur zistill hemb dihan : « ur pochadig bled de me mam d’obér krampoeh. »
Braùik braù é ma oeit en treu geton a pe zegoéh de dud un intermant donet arnehon. Ha Mab Azen de cherreh mein a dokad ha d’ou bannein ar er hroézieu, ar er charké, ar en ol…
Ha Mab Azen d’er gér, bammet kaer hag ean disannet é zoéré d’é vam.
— Nen dé ket avelsé e rekezeh obér, me mabig peur. Hui rekezè deulinein ar en hent ha patérat tré ma vehè bet en dud é vonet pelloh
— Ne ouien ket
Na péh ur Mabig Azen é hennen alkent ! Kerhet endro d’er velin de glah dein ur pochadig bled d’obér krampoeh.
Ha oeit Mab Azen ar hent er velin én ur zaskenéat étré é zent : « ur pochadig bled d’em mam d’obér krampoeh. » Ha mat e vehè bet oeit en treu geton kenevé d’ur baré tud e gav é lahein en tan én un ti. En ur uélet en neùéted, deulinet Mab Azen doh kosté en hent de batérat èl ma houiè : « Doué de rein dehon obér brud. »
Ne jaojè ket pikol peden Mab Azen doh er goal e uélè. Patérat e hrè èl ma houiè. Divat e voè kavet é batér get er laherion tan. Hag ind er iennet a baùadeu de cherreh é veg ha de vonet pelloh :
« Doué de rein deoh hui cherreh er paùadeu hag hou kas de vrechen ! »
Ha Mab Azen deit d’er gér de zistill en neùéted.
— Men Doué ! men Doué ! nen dé ket avelsé é rekezeh hou pout groeit, me mabig peur. Hui e zeliè, get en dud aral, monet de durel deur ar en tan-sé.
— Ne ouien ket !
— Na peh ur Mab Azen alkent ! Kerhet fonapl én-dro d’er velin de glah ur pochadig bled dein d’obér krampoeh.
Ha oeit Mab Azen én hent é tanbléat én é veg : « Ur pochadig bled de me mam d’obér krampoeh. » Betag er velin é ma deit. Nitra n’en devoè kavet d’er spontein. Met ne oè ket hoah tapet dehon é bochadig bled d’obér krampoeh.
Ér velin, a pen dé oeit, ne gav dén erbet. Hag ean de vonet, peb eil taol, de zibun é zoéré ag ur velin d’un aral e drouzè é troein : « ur pochadig bled d’em mam d’obér krampoeh ? » Melin erbet ne rè dehon é bochadig bled.
Hag ean nezé oeit d’el len de dennein tokadeu deur de durel ar er molajeu hag ean d’ou diskarg é lagad er maen ridour.
Ha chetu é ma bet postet Mab Azen d’er gér, goah eget biskoah.
Goudé bout kleuet é zoéré, é vam e larè :
— Hui e rekezè bout gorteit ken ne vehè bet deit er mâlour d’en ti melin, me mabig peur.
— Ne ouien ket
— Na péh ur Mab Azen alkent ! Chetu n’hellein ket kaout bremen me fochadig bled d’obér krampoeh, rak téret é ru er melinér ha postet e vehen geton èl me mabig peur.
— Na più e « zivabazenno » en tad Mab Azen-men ?
Mam Mab Azen e zo é teviz doh hé mab.
— Kerhet, me mabig peur, de di ur marhadour de brenein dein ur blankad nadoéieu. Ha dioallet perhuéh ag ou hol.
Ha Mab Azen oeit ha prenet é vlankad nadoéieu. É tistroein d’er gér é talh ur harad foen. Én ur uélet ferhér brochet é lost er harad, deit ur chonj dehon de vrochein abarh eùé é nadoéieu get en eun ag ou hol.
Un tammig arlerh é ta chonj de Vab Azen de glah pen d’é nadoéieu hag ean de fojellat é lost er garg, de dennein dornadeu foén e lézè de goéh ar en hent.
Seùel e hra béh ar Vab Azen a pe uél er foénour ardeu en huil.
Hag ean d’er gér de zispleg é zoéré.
— Ne oè ket barh er garg foén e oè deoh lakat hou nadoéieu, me mabig peur ; n’helleh ket ou flantein én hou mancheu ?
— Ha me ouiè-mé ?
— Na peh ur Mab Azen, alkent !
Hag er vam laret d’hé Mab Azen a baotr :
— Kerhet, me mabig peur, de gas er hlèuaj arer d’er hovél. Ha dioallet ag ou hol.
Ha oeit Mab Azen d’er hovél ha lakeit un deùeh d’obér é droiad, hantér lahet d’er boén en devoè keméret de vrochein é gleùaj én é vancheu. Rah éh oè fondet renget ha didammet é vancheu dillad ha krohen é zivréh.
Hag é vam e zevizè dehon, é kleuet é zoéré :
— Ne oè ket avelsé é rekezeh obér, me mabig peur.
N’hou poè nameit guéein ur uialen hag ou has a skrebill
dohti ar hou skoé.
— Ne ouien ket.
— Hennen e zo ur Mab Azen alkent !
Hag er vam laret d’hé mab en trenoz :
— Kerhet, me Mabig peur, de glah dein un tam kig de di er bosér.
Ha oeit Mab Azen, hag ean staget en tam kig doh ur uialen hag er sammet ar ur skoé, a skrebill doh é gein. Met chetu rah chas er vorh é ridek ar é lerh, ou frieu saùet getè d’er lué é voéhein, é lipat tam kig Mab Azen, é saill ar é gein, é skrapein peb a végad ag en tam kig ha doh en dèbrein rah agren.
Ha Mab Azen ha deit d’er gér goal vammet d’en degoéhaden.
— Ne oè ket elsé é rekezeh bout bet groeit, me mabig peur. N’helleh ket lakat hou tam kig én ur sah hag el lakat ar hou pen.
— Ne ouien ket.
— Na peh ur Mab Azen a baotr !
Hag er vam laret d’hé mab :
— Kerhet, me mabig peur, de di er marhadour, de brenein dañné ur vroh d’obér dein. Chetu azé un tam de ziskoein dehon ha goulennet tammeu haval doh henneh.
Ha oeit Mab Azen ha devizet d’er marhadour :
— Dañné ur vroh d’obér d’em mam ?
Mab Azen oeit ha tennet en tam aveit en diskoein d’er marhadour ha displéget dehon trohein en dañné a dammeu haval fasipl doh en tam-sé.
Er marhadour e zispleg d’é dro de Vab Azen é fari ha ne jaoj ket doh en dañné bout trohet a dammigeu.
Mab Azen e dér d’é du ha laret e hra :
— Mar ne hret ket èl ma laran, éh an de laret d’em mam donet d’hou pahatat é léh mem bahatat-mé.
Hag er marhadour trohet en tam dañné ha Mab Azen cherret en tammeu barh én ur sah, ou lakeit ar é ben, tennet d’er gér ha disahet dañné broh é vam ar el linsél guentereh.
Hag er vam ha spontet.
— O men Doué ! men Doué ! me mabig peur, na pesord treu truhek e hues hui groeit amen. Na péh ur Mab Azen a baotr alkent, em es mé !
Hag er vam e larè d’hé mab en trenoz :
— Kleuet, me mabig peur, ret e vo deoh monet d’er foér de brenein dein ur pen deved.
Ha oeit Mab Azen, prenet un davaden, hé boutet én ur sah, hé sammet ar é ben ha deit d’er gér hantér hernet, ha mouget en davaden.
— Me mabig peur, ne vè ket lakeit ur pendeved én ur sah de vougein èl-men ; kaset e vè én ari ur stag pé touchet éraok get ur uialen.
— Ne ouien ket.
— Na péh ur Mab Azen alkent !
É ma mam Mab Azen é teviz get hé mabig peur :
— Kleuet, me mabig peur, ret é dein hou timéein
aveit mah ieet d’hou tro de viùein houh unan. N’hellan
ket hou koarn pelloh genein. Peuroh eit peur éh iehen
genoh, rak nitra ne hreet nameit fondein ha dismantein
me zreu. Diméet. Kerhet, klasket ur voéz ha saùet
tiegeh.
Ha oeit Mab Azen, ur stag geton ar bleg é vréh, de valé aveit klah ur voéz de ziméein dehon. Ha goudé bout groeit un droiad ar en henteu, é tistro d’é hent é chaboutat én é raok un tad bambochér, ur stag sklomet én dro d’é houg. Ag ur fozel en devoè ean tennet Mab Azen.
— Me mam chetu kavet dein ur voéz ; laret dein petra e zo hoah d’obér aveit priedein.
— Me mabig peur, n’hellet ket diméein d’en tam fank-sé. Er baotred ne ziméant ket d’er baotred. Perpet é vè diméet paotred de verhed.
— Met penaos é vè diforhet er baotred doh er merhed ?
— Doh ou lavregeu ha doh ou brohieu.
— Ne ouien ket.
— Hennen e zo ur Mab Azen alkent ! Kerhet endro ha klasket unan e vo gusket get ur vroh.
Ha oeit Mab Azen, ur stag geton ar bleg é vréh, de valé de glah ur voéz, ha kavet dehon er person ar é hent.
— A ! chetu me moéz ! Chetu unan gusket get ur vroh, èl me mam.
Ha Mab Azen, sklomet er stag én dro de houg er Person hag ean er bahateit a daoleu guialen aveit obér dehon kerhet én é raok ha dihan a huchal. De vréh noz é larè :
— Chetu é ma kavet dein me moéz !
— Mât tré, me mabig peur. Arhoah ketan éh ieet
geti d’hou tu, én hou ti. N’hou koarnein ket hou teu
estroh un noz.
Met er Person ne zihañnè ket a huchal nag a ziskrabellat én tioélded. Ha Mab Azen téret ru dohton, skopet ar é zeu zorn, ou frotet en eil doh é gilé hag er bannet é kreiz er porh én ul laret :
— Peb unan d’é dro. Liés eroalh é ma bet hennen doh me lakat ér porh, a pe oen ér hatekiz. Deit é me zro mé ; ér porh ! ér porh !
Ha mam Mab Azen éh anaùet er Person huchet get leuiné :
— Mât tré ! mât tré, me mabig peur, trohet arnehon ; ér porh ! ér porh ! Nen dé hoanteit genein hou kuélet é timéein d’er vroh-sé. Rè liés é ma bet é rein « ioud » deoh a pe och ér hatekiz. Kerhet, me mabig peur, de glah un aral e vo guel revé me chonj.
Ha oeit Mab Azen, get e stag, de glah moézi aral ha degaset geton, guéh der uéh, moézi, intanvézed, merhed iouank. Met a geteh ma vezent degaset é ka- vent en tu d’achap.
— Nen don ket mé soéhet, me mabig peur, mar ne chom ket moéz erbet genoh. Ne hret ket eùé er péh e vè ret aveit goarn ur voéz pèl amzér. Ret e vè d’er ré iouank monet kazaliet dirak er Person, aveit bout staget geton.
— Ne ouien ket.
Na péh ur Mab Azen alkent !
Ha oeit hoah Mab Azen, get è stag, ar valé, de glah ur voéz, hag, én ur vonet get é hent, kavet dehon merh er mér, ean kazaliet geti, taolet é stag ar hé goug hag hé chachet geton beta porh er Person.
— Ne gleuet ket hui, hor Person-ni, chetu kavet dein ur voéz. Liés é ma bet me mam é tispleg dein, aveit goarn ur voéz pèl amzér genein, donet diragoh aveit bout staget genoh. Chetu er stag, chetu-ni ; staget-ni.
Mab Azen ne oè ket bet staget get er Person doh merh er mér. Kaset e oè bet de valé ha konzet e oè ag er stagein get er « iondr korden ». Ha Mab Azen tennet d’er gér de zeviz en doéré d’é vam.
— Naren, naren, me mabig peur, ne vo ket, revé ma lar er Person dal-sé, lakeit er « iondr korden » d’hou stagein hui. Ha nag é tehè dumen, ne vehemb ket ni pèl doh en dihoari ha doh er postal d’er gér. Ni er meutehè-ni, ama, me mabig peur ?
O ! met ne gav ket moéz erbet ur sord. Na péh ur Mab Azen a baotr alkent !
Ha mam Mab Azen devizet d’hé mab :
— Me mabig peur, dibiet alkent klah ur voéz. Guir é é kavet hui eroalh a voézi ha ne chomant ket genoh. Guir é eùé ne ouiet ket obér er léz d’er merhed iouank nag ou lakat de laret : « Koutant onn mé de vout moéz deoh. Ne vehè ket elsé a pe gareheh monet d’er pardonieu de ridek arlerh er merhed iouank.
Ha oeit Mab Azen d’ur pardon hag ean de ridek arlerh er merhed ha d’ou fostal, unan arlerh en aral, ken ne chom vatet ar en dachen ha dihellet kaer.
Erbat e oÈ bet dehon ridek arlerh er merhed iouank ha d’er ré-men postal én é raok, hañni anehè nen dé bet deit de laret dehon éh oè hoanteit geti diméein dehon.
Ha distroeit Mab Azen d’er gér de zispleg en neùéted
d’é vam.
— Ia, ia, me mabig peur, monet de ridek arlerh er merhed iouank nen dé ket ou fostal, èl ronsed é foér, e alien-mé deoh ; met monet én ul lod getè de laret kaer dehè ha de hoarhet dohtè.
— Ne ouien ket.
— Sord-men e zo ur Mab Azen a baotr alkent ! Ne vern, me mabig peur, ne oè ket fal-fal hou treu, na divat a pen dé guir é hoarhè kement er merhed genoh. Dalhet hoah, me mabig peur, de ridek er pardonieu de gavet merhed de laret kaer dehè ha de hoarhet dohtè.
Ha oeit Mab Azen d’ur pardon aral, oeit d’er paréieu merhed e gavè, hag ean, peb eil taol, hoarhet dohtè ha devizet getè : « Me lar « kaer » deoh ha mé e hoarh dohoh ! »
Hoarhet e oé bet ur ioh dohton ha diarnehon, met plah erbet nen dé bet deit de laret dehon : « Hoanteit é genein diméein deoh. »
Ha distroeit Mab Azen d’er gér.
— N’en dé ket fal-fal hou treuigeu hiziù, na divat, me mabig peur, pen dé guir é hoarhè kement er merhed én dro deoh. Nen doh ket neoah disohet hoah ; rak ne vê ket elsé é vè laret kaer.
— N’helleh ket hui laret dehè : « Hiziù é ma kaer ; hiziù é bra glaù ; braù é en amzér, met é ma ataù en é bés ; kaer é dornein ; aùél e zo ; braù é en ed » ha treu aral elsé, ha turel arnehè, dré bep diù uéh, un taol lagad benak.
— Ne ouien ket.
— Hennen e zo ur Mab Azen a baotr alkent !
Ne vern, nen dé ket fal hou treu a pe hoarh er merhed genoh.
Ha oeit Mab Azen d’ur pardon aral, ur fichedad lagadeu ronsed, éhen, buohed, deved, iér… geton hag ean oeit én ur baré merhed hag ean de hoarhet dohtè ha de zeviz : « Kaer é hiziù » en ur durel ul lagad jao ar er plah ; « glaù e hra hiziù » en ur voutein ul lagad éjon ar en aral ; « braù é en amzér, met é ma en é bés en ur vannein lagadeu iér ar en dervet ; « kaer é doRnein, braù é en éd, aùél e zo » ha chetu ul lagad lé é vellat é barlen er bedervet ; ha « treu aral elsé » ha chetu ul lagad buoh é kapot er bempvet. Derhel e hra Mab Azen d’obér é ardeu tré beta m’éma gouliet dehon é fichedad lagadeu.
Biskoah d’en hoarh ha d’er skrignereh e oé bet geton. Merh erbet nen dé bet deit de laret dehon : « Hoanteit é genein diméein deoh. » Ha distroeit Mab Azen d’er gér.
— Me mabig peur, mât tré é hou treuigeu. Ar uellat éh ant genoh ; guel der uel é laket hui er merhed de hoarhet. Donet e hrei, en déieu-men, unan benak anehè d’hou kavet ha de laret deoh : « Hoanteit é genein-mé bout pried deoh. »
Kerhet bremen, én atretan, de gas er seud de véz. »
El loñned, a pen dint distaget, nen dant de du erbet ; dilagadet int de Vab Azen aveit obér el léz d’er merhed iouank ! Térein e hra ru dohtè Mab Azen ha huchal e hra ar é vam donet de uélet petra e hoal doh el loñned éh obér en dal elsé.
Hag er vam de sellet dohtè ha de laret :
— Met, me mabig peur, és eroalh é guélet petra e hoal doh el loñned-men. Dilagadet int tré ha tré. Na più en diaol e zo bet é tallein elsé me loñned peur.
Ha Mab Azen displéget éh oè ean e oè, aveit gellout turel lagadeu ar er merhed a pe larè kaer dehè.
— Met, me mabig peur, turel taoleu lagad ar er merhed nen dé ket turel lagadeu loñned arnehè.
— Ne ouien ket mé.
— O men Doué, men Doué ! Nag ur Mab Azen a baotr éh oh bet hui é rein dein alkent…
A pen dé bet torret koahad téroni mam Mab Azen, hi oeit ha laret :
— Me mabig peur, ret é dein hou lakat ar ur vechér. Moéz erbet ne gaveet hui tré ma ne ouieet mechér erbet aveit hé magein. Ur foéraour e oè hou tad ; ur foéraour éh onn chonjet d’obér ahanoh. Hama, hui e iei d’er foér de uerhein ur vuoh, ha n’hé guerhet ket d’unan e vo rè a varbot dehon.
Ha oeit Mab Azen d’ur foér get ur vuoh. Deit d’ur foéraour d’hé marhatat geton :
— Pegement hou puoh ? Iouank é ? Dantet mat é ?
— N’hé guerhein ket deoh hui ; rè a varbot e zo genoh.
Deit unan aral ha distillet :
— Nen dé ket braù el liù anehi ; difèsonet é hé hernér ; pegement e oulennet aveiti ?
— Kerhet de huitellat ! e eilgonz Mab Azen ; bout e
hues rè a varbot.
Deit un drivet ha laret :
— N’en des ket touleu bér na touleu go hou puoh ? És é de hoérein ? Ne gonzet ket ?
— Kerhet de uélet ha dihlannet é er Blañoeh ! N’hou po ket hui mem buoh, muioh eget er réral ; rè a varbot ! rè a varbot…
Hag elsé tro en dé get Mab Azen hag er foéraerion. Donet e hra en noz ha ne oè ket guerhet é vuoh de Vab Azen ha ne hellè ket mui hé guerhein, pe ne oè mui dén ér foér.
Ha Mab Azen, chachet ar é vuoh aveit donet d’er gér. Get é hent, é klah saù d’é lon. Doh kement tavarn é tremen é chom un herrad de cheleu, met é kleuet safar er foéraerion en em lak éndro én hent. — « Ne lézan ket mem buoh get hañni ag er ré-men, emé ean, rak rè a varbot e zo getè. »
— Dré hir kerhet ha get amzér é tegoéh Mab Azen doh un iliz, ha, goudé bout bet cheleuet un herrad :
— Ha ! ha ! chetu un ti aman é ma didrous en dud abarh. Marsé é kavein getè saù d’em buoh ?
Ha Mab Azen oeit barh en iliz, staget é vuoh doh er gorden gloh ha oeit a dâl de zelùen ur sant, ha chomet de sellet dohton ur chachad.
— A dam, erhat ! deoh hui é vo mem buoh ! Ne hues ket hui rè a varbot. É ma mem buoh doh lost en ti duzé ; tré é me hani-mé d’en hani e zo gourvéet étaloh hui. Ker bras e oè hé lé èl hou puoh hui.
Doh en Eutru sant Kornéli é tevizè er peurkeh Mab Azen. Hag ean chomet de sellet doh deluen sant Kornéli de hortoz guerh é vuoh. Blank erbet ne uélè Mab Azen.
Digor e hra é zorn dirak delùen er sant, en asten de gemér ; blank erbet ne goéhè muioh. Ha Mab Azen téret doh er sant.
— Ho, kleuet ’ta, paotr ! reit dein aben guerh mem buoh rak nen don ket chonjet de chomel aman betag arhoah. Fari e hret mar keméret men dorn aveit hani ur sant. Péiet aben pé éh an de stagein énnoh d’obér un heij deoh. Er mestran e vo er mestr.
Ha Mab Azen skopet ar é zeu zorn, kroget én delùen, groeit un heij dehi ar hé filér ha diskaret pear blank a ziar er pilér ar er paùé.
Diéchevéet é Mab Azen, dihan e hra a vransellat en delùen én ul laret :
— Hama, ha ne oè ket kerklous deoh hui ou rein dein aben é léh me lakat de dérein ru dohoh ?
Ha Mab Azen, goudé bout cherret é bear blank, lézet é vuoh de drapikellat é harz er gorden gloh ha oeit d’er gér de gleuet ur soñnen aral get é vam.
— Nen dé get pear blank e talvè mem buoh, me mabig peur, met hantér hant skouid d’en nebetan.
— Ne ouien ken mé !
— Na peh ur Mab Azen a baotr alkent !
Peh mechér e vo lakeit nezé Mab Azen arnehi ?
— Kleuet hui, me mabig peur, ret é hou lakat ar ur vechér ; ne ziskeet ket ataù hañni ahanoh houh unan Ne oulennan ket eùé hou tavé de vout kemenér, mechér er ré ne ouiant ket hañni !
Met chetu-mé goal néhanset get en doéré. Ne uélan ket, kaer dein chonjal, ar bé mechér hou lakat. Deit e zo ur chonj d’em spered de vonet de gavet er sant d’en iliz de oulen geton ar bé mechér é jaojet hui bout lakeit.
Hag éh an de gas dehon ur frintaden uieu aveit ma vein cheleuet guel geton. Tré ma vein é monet, dioallet mat, me mabig peur, doh er iar e zo, é pen er gulé, é horein un dousén uieu, a seùel aveit monet de vouitat, pé éh iéno en uieu.
Mab Azen, get en oed ha get darempredeu en dud e zivabazennè dé ha dé, hag ean hag aterset é vam.
— Penaos éh ieet hui d’en iliz, get er vinoten pé get en ivarh ?
— Met penaos ’ta, get en ivarh merhat ?
Ha penaos monet a hendaral ? Hennen e zo ur Mab Azen a baotr alkent !
Ha oeit er vam d’en iliz get en ivarh hag er mab get er vinoten. Mab Azen, oeit ketan én iliz, e ia de guhet ardran er pilér e oè delùen er sant plantet arnehon.
Donet e hra er vam d’hé zro, e laka hé frintaden uieu doh treid er sant, e zeulin ar ur gadoér ha hi, hé fen étré hé deu zorn d’obér chonjeu ha d’ou distill a voéh ihuél.
— A pe vo dèbret me frintaden uieu dehon, me oulenno geton ar beh mechér lakat me mabig peur. Lonkein e hra anehi, kredan.
Mab Azen, ardran er pilér, e sellè a dakot doh é vam hag a pe vezè geti kuhet hé fen ar hé dehorn, ean e astenné un dorn hag e saùè a skrap dornadeu uieu frintet.
Braùik é vebeilent unan doh en aral. A pe saùè er vam hé deulagad de uélet mar bezè dèbret en uieu, er mab e dennè ardran er pilér. A pe goachè er vam hé fen ar hé barlen, er mab e astennè é vréh aveit skrapein dornadeu a brov é vam…
Nen dé ket bet goal hir el lipereh get Mab Azen, hag er vam goudézé ardro er sant :
— Santig keh, a pen dé lonket deoh hui me uieu ker fonapl ; a pen doh bet doh ou havet ker mât, hui e ia de laret dein ar beh mechér é jaoj de me mab bout lakeit.
Hag er vam e chomè de sellet doh er sant èl unan éh obér lonseu. Adal er uéh ketan éh oè bet reskondet dehi get ur voéh dous ha kloar :
— Mechér é iondr Pier.
— O Santig keh ! Chonjet ’ta ! Mechér é iondr Pier nen dé ket ur vechér. É iondr Pier nen dé nameit ul laer. Ne vennan ket mé mah ei me mabig peur-mé get er « iondr korden ». Laret dein, santig keh, ar beh mechér e teli me mab bout lakeit ?
Hag er voéh dous ha kloar ha laret :
— Ar vechér é iondr Pier !
— Hama, santig keh, goah arzé, lakeit e vo ar vechér é iondr Pier, emé er vam én ur ouilal.
Ha distroeit mam ha mab d’er gér, er vam get en
ivarh hag er mab get er vinoten.
Én ti, a pen dé deit er vam ne uél ket hé mab ha hi de huchal arnehon :
— Emen éh oh hui, me mabig peur ?
— Éh onn aman, emé Mab Azen én ur seùel diar er gorad uieu, ioudennet ha kaodennet rah torheu é ziardran dehon.
— O men Doué ! petra e hreh hui azé ?
— Gorein é léh er iar, n’em es ket gellet parrat azohti a vonet de ridek arlerh en uieu hou poè frintet ha kaset genoh aveit er sant.
— Sellet alkent ! ne chonjen ket én treu-zé.
— Ar beh mechér é vein mé kaset ?
— Mechér ha mechér nen dé ket, me mabig peur. Mechér hou iondr Pier ; mechér el laer !
— Mât eroalh ! mât tré ! emé Mab Azen. Mechér doh mechér, guel é genein honnen eget hañni aral.
Pel amzér éh oè bet Mab Azen ér Hatekiz, pemp pé huéh vlé pé marsé ohpen. Ha ne oè ket bet biskoah ur mat anehon ; ataù é chomè mab é vam.
Ag en taol ketan é ma disohet braù ar vechér é iondr Pier ; adal en eilvet taol hoah guel. Arlerh en drivet taol éh oè bet ret d’er iondr Pier kas é ni Mab Azen de huitellat. Chetu penaos é ma bet en treu getè.
« Arhoah, me ni Mab Azen, emé er iondr Pier, é ma chonjet genemb monet, ar hent er foér, de skrapein ur baré moh. Hui e zei genemb. Ne vo ket ret deoh labourat ; hou taol ketan é ; digoret hou teulagad ha sellet penaos é labouramb-ni. A nebedigeu é téskeet hur mechér én ur gleuet hag én ur sellet. Arlerh hul labour é vo laret deoh petra hou po d’obér.
— Mât tré, me iondr Pier. » En trenoz er iondr Pier e larè d’é ni Mab Azen :
« Me ni Mab Azen, chetu ur baré moh ; chaboutet ind d’er gér tré ma veemb-ni é vonet d’obér un dro benak aral dré-zé. Dioket ul labour e ramb deoh ! Ne vern peh dal er haso ag en dibab.
— Mât tré, me iondr Pier. »
Ha Mab Azen de chaboutat er baré moh d’er gér. Hag én ur vonet get é hent Mab Azen e hrè chonjeu. Ne oè ket mui é vam geton d’obér chonjeu en é léh. Adal en dé-sé nen dé ket bet mui mab é vam.
Obér e hrè enta Mab Azen chonjeu kaer get é hent. En ur obér chonjeu ean oeit ha kavet treu kaer.
«Éh an de guhet paré moh me iondr Pier barh er hoed, aman ha de rein dehon de gredein é veint kollet ér gréneréz e zo étal é di. Arhoah mé ou haso genein de gér me mam aveit ou dèbrein pé ou guerhein. Lost unan e oarnein d’er iondr Pier aveit é zeùeh. »
Ha Mab Azen oeit de guhet er baré moh barh ur hoed ha oeit étal er gréneréz, tostik tra de di er iondr Pier, hag ean de vrunellat a bouiz é ben hag a leih é houg.
« Deit ’ta, me iondr Pier ! deit ’ta me iondr Pier ! éh a rah er baré moh de gol ér vouillen. Deit ’ta, me iondr Pier, rah é mant oeit abarh nameit unan ! Deit ’ta, me iondr Pier, ne chom ket mui genein nameit lost unan anehè ! Deit ’ta, me iondr Pier, deit fonapl, marsé é tilosto hoah genein ! O, me iondr Pier, rè zevéhat éh oh hui deit, dilostet é men devéhan hoh é klah parrat dohton a zeval ér vouillen. O, me iondr Pier, sellet, dilostet é étré men dehorn. Rah é ma kollet er baré moh én toul-kréneréz-men, nameit lost unan e oen kroget abarh. »
Er iondr Pier e lonk tré ha tré ribarden en ni Mab Azen. Distill e hra dehon téret :
« Guir mat e laren d’hou mam, me ni Mab Azen, ne oè nitra d’obér ahanoh. Ne vern peh dal en devehè miret doh el loñned-men a vonet d’en em gol ér fankigel-men. Ur Mab Azen oh hui bet ha ne veet nameit ur Mab Azen ! »
Hag er iondr Pier davéet é ni Mab Azen de valé devat é vam.
Ur chachad goudé éh oè keméret endro é ni Mab nzen get er iondr Pier hag un nozeh é konzè dohton èlmen :
« Me ni Mab Azen, monet e hramb héneoah de laereh
un éjon. Ankoéheit é degoéhaden fal er suhun aral
get er baré moh. Bout onn bet é hratat d’hou mam hou
kemér endro ar er vechér. Deit enta genemb d’obér
hun troiad ha hui e uélo penaos é labouramb. Digoret
bras nou teulagad. Dobér e hues de sellet hir ha pèl
kent ma vo désket me mechér deoh pen-der-ben !
— Mât tré, me iondr Pier. »
Hag er iondr Pier, goudé bout labouret e larè d’é ni Mab Azen, én ur rein é lod dehon :
« Chetu er grohen aveit hou lod hui ; kaerik é hoah étal el labour e hues groeit pé kentoh ne hues ket groeit. Druoh e vo hou lodenneu a pe ouieet hou mechér. Kerhet bremen endro de di hou mam ken ne gasein deoh kemen de zonet ur uéh aral. Eh amb-ni de chom aman de aléj hur hoén.
— Mât tré, me iondr Pier. »
Hag en ni Mab Azen, oeit droug bras énnon enep d’é iondr Pier. Ha chetu ean é kreiz ul lanneg, é tispleg é grohen éjon ar ur bod lann, de vahatat arnehi ar é nerh, hag é vrunellat a bouiz é ben. Obér e hrè trouz ha safar seih kant diaol.
« Me iondr Pier ! me iondr Pier ! é ma en diaol é klah lemel me hrohen éjon genein ! »
Spontein e hra er iondr Pier hag é gansorted geton get trouz ha safar bahatereh Mab Azen, ha monet e hrant araok, én ur ridek hag én ul lézel ou lodenneu kig ar ou lerh. Oeit Mab Azen hag ou cherret hag ou sammet geton d’er gér.
Un nozeh er iondr Pier e zevizè d’é ni Mab Azen :
« Me ni, Mab Azen, monet e hramb héneoah de laereh hoh er Person. Unan kaer e rek bout bremen, ha dru ha lart. Pep plé, édan er pardon, é lah unan. Ni e vo, er blé-men, e hrei hoari gaer hag er pardon geton !
— Mât tré, me iondr Pier.
— Chetu, me ni Mab Azen, penaos é ma chonjet genein obér aveit kas hul labour de vad.
Mé, monet e hrein, é garedeu en tour aveit son er hloh bras de zihun er Person ha d’er lakat de uélet peh atahinour en diaol e vo é hoari en dal doh er hloh, d’en treméniad-sé.
Tré ma vo er Person éh obér é droiad én tioelded, er gansorted e dago en Eutru Roton hag er saùo getè. Ne vo ket dobér ag em néhansat a zivout « Karabasen » [2] er Person ; boar é èl ur hlé ha ne uél ket spésoh eget mam-gu er hoëd.
De zioal e vè neoah. Chetu perak, me ni Mab Azen, hui ha nen dé ket désket deoh er vechér en tazeu, hui e chomo hui ar en hent de uélet penaos é troei en treu ha pegours é tistroei er Person d’é di. Ha hui e rei abret eroalh en doéré d’er gansorted, éraok ma vo deit arnehè. Kleuet mat e hues hui ha guélet e hret hui spis ?
— Mât tré, me iondr Pier.
— Ha nen det ket, aveit en distéran tra de vrunellat, èl en noz aral, aveit tréhiein tad er frezé ha mam en Ankeu. »
Hag e iondr Pier saùet de haredeu en tour, doh
goleu er loér gann ; hag un ér pé diù arlerh kuh el
loér, ean oeit de son er hloh bras èl d’en tan.
Ha chetu é tonet ér méz a dorimel, ag ou ziér, goa- zed ha groagé én ur huchal « En tan ! En tan ! » « Émen é ma ? » Hag é ridek a her de gavet en tour de ouiet en doéré get ar soñnour.
Ag er ré getan éh oè Matelin er Binban, Guénolé en Huchour, Ronan er Go, Alan er Hemenér, Maleu er Guiadér ha… Fanchon er Patérieu, é tihostal get er ber hanal.
Er iondr Pier, saùet ér haredeu, e zalhè de son er hloh ha peb eil taol é larè : « Mât tré, dihunet é er vorh ; dihun e hrei er person eùé. Adal n’em lako ket me ni Mab Azen de vrunellat ha de dréhiein er ré dihunet. »
Tréhiet e oè er ré dihunet. Adal m’é mant bet deit étal en tour é mant distroeit d’er gér keti-ketan ha kotibunan fonusoh eget ne oent deit. Anehè rah ne chomè nameit Matelin er Binban ha Fanchon er Paté- rieu ken tréhiet èl er ré e oè oeit endro d’ou guléieu. Eilgonz e hrent en eil doh égilé :
« En diaol é, Fanchon ?
— En diaol é, Matelin !
— Guélet em es mé é gernér.
— É zeulagad e daol tan èl govel Ronan er Go.
— Pañnek é èl mem boh, me heh Fanchon.
— Ken hir é é lost èl hani éjon bras Brieg er Seud.
— Ret é, Fanchon, monet de gas en doéré d’er Person.
— Ret é, Matelin, monet de laret d’er Person donet
ar é dro aveit er skarhein. N’onn ket mé duah èlton de
sparfein deur beniget.
— Fanchon keh, ne hel ket anehon kerhet hiziù ; nen dé ket bet deit er mitin-men de overennein. En nihour é ma kroget er guentr bras én é ziueskér.
— Ret é deoh, Matelin, monet d’er hlah ar hou kein. Hui e hrei hui eroalh el labour hou teu, er person ha hui ; éh an mé endro d’em gulé get eun a cherreh aneouid. »
Diaol Matelin er Binban ha Fanchon er Patérieu hag er ré aral ne oè nitra kin nameit boh moéz Matelin er Binban é tansal doh er gorden gloh édan en tour.
Na peh sord chonj e oè deit de voh Matelin donet édan en tour de gorol ha de spontein goazed ha groagé ? Ia, na peh sord chonj e oè deit dehon d’obér en ardeu-sé ?
Er chonj-sé ne oè ket deit dehon, met degaset e oè bet dehon. É guirioné, guel e vehè bet geton chom én é greu de gousket pé de zaskenéat eget bout é hoari er malardé édan en tour hag é ribotat én ari er gorden e saùè hag e ziskennè get er hloh é vransigellat get chachereh er iondr Pier.
Met en ni Mab Azen e zo bet oeit d’er hlah én é greu hag er hrouget doh er gorden-gloh. En ni Mab Azen en devoè é chonj eùé.
Er iondr Pier, é beg en tour, e gavè geton éh è mât en treu d’en dias. Hag ean e unangonzè :
« Mât tré ! Mât tré ! Bout é bet rah en dud é huélet petra e hoal doh er hloh. Taget ha saùet é bet pémoh er Person épad tro balé en dud-sé. Fur é bet me ni Mab Azen héneoah. N’em es ket ean kleuet éh obér vil ; marsé é vo tu dein alkent d’obér un dra benak anehon. Éh an d’en dias, arlerh me hansorted, de zihuen me lod dohtè. »
Met tré ma tisken er iondr Pier, é kendalh er hloh de son ha chetu ean é térein arlerh é ni Mab Azen.
« A ! mil Mab Azen, emé ean, petra é en treu-men ? Son e hra er hloh é unan ! Son e hra é unan ! Pé kentoh, me ni Mab Azen e zo é hoari en dal dohton. N’hellein ket disken aben ; ret e vo dein gortoz ken ne vo oeit en azen-sé de andellat pelloh doh un dra benak aral. »
Gozik éh è mât ol en treu get er iondr Pier ; guel éh ent hoah get en ni Mab Azen é ridek d’er gér, pémoh er Person ar é souk.
Chetu penaos éh oè bet en treu é ti er Person. Arlerh m’é ma bet diskennet Matelin er Binban, trema en iliz, er Person geton ar é gein, é strimp kansorted er iondr Pier d’er hoed de zioèdein en hoh lart hag en ni Mab Azen de huiskein ur soutaneu beleg ha de zisken d’er beañnan devat en dioèderion.
« A ! paotred ! hui e gredè disoh get hou taol ! Eh an d’hou lahein a denneu fuzillen… »
Hag en ni Mab Azen e darhè keneu édan é dreid. En un taol é ma oeit kansorted er iondr Pier de vresken d’er parkeu ha d’el lanneu. Ha Mab Azen de huchal ar ou lerh : « Harz el laer ! Harz el laer ! Éh a me fémoh get er brasan ! »
Hag en ni Mab Azen de sammein er pémoh dioèdet én ul laret :
« Mât tré ! Er iondr Pier e ia de uélet er Person ha, mar kar, ean er haso geton. Eh an mé de gas é bémoh genein. »
Hag ean d’é hent, é unan.
Er iondr Pier, é garedeu en tour, e larè :
« Mât tré, é ma er pémoh demb. Gellet e hrant donet de ridek ar hul lerh, ma nen dint ket haodet. Oeit é me ni Mab Azen de valé. Digrouget é doh er hloh e zo dihañnet a son. Éh an mé de zisken. »
Ne oè ket koh diskennet ma tegoéh geton Matelin er Binban, er Person ar é gein aveit chaboutat en diaol a zidan en tour.
« Lart é, paotr ? Lart é, e aters er iondr Pier.
— Lart pé divak, chetu ean azé ; harzet hou teu, en eil doh é gilé, emé er Binban én ur zisam er Person ar en doar, hag én ur ridek séahet kaer d’er gér.
Anaùout e hra abret er iondr Pier é farié én doéré.
— Mil diaol dal ! nen dé ket er pennoh é ! Er Person é… »
— Hag er iondr Pier de bostal, en ur vonet dré édan en tour, é strebaotein doh er boh gourvéet ar er paùé.
— Mil Mab Azen ! Guir e larè en dud-sé tuchant, é ma en diaol aman. A houdé m’é ma deit en ni Mab Azen ar en vechér genein é ma en diaol ar me lerh, sel taol. »
Hag er iondr Pièr d’er gér, ur horvad téroni geton doh é ni Mab Azen.
Mam Mab Azen e zo é teviz doh hé mabig peur :
« Ia, ur Mab Azen oh hui, ur Mab Azen. Ne ouian ket petra obér ahanoh. Hou iondr Pier e zo guel geton kavet mam en diaol de zéskein ar é vechér egedoh hui.
Hama, me mabig peur, ret e vo deoh monet de ridek bro, aveit gounid hou tam buhé èl ma helleet. Chetu bah hou tad-koh e ran deoh. En em zihuennet geti èl ma kareet hag èl ma helleet ha bahateit en dud geti, me mabig peur, a pe hoarieint en dal deoh. »
Ha oeit Mab Azen de ridek bro aveit gounid é dam buhé, èl ma hellezè, bah é dad-koh geton én é zorn. Én ur vonet get é hent é ma degoéhet étal ur manér. Hag ean oeit abarh. Donet e hra er vestréz de gonz dohton ha hi ha goulennet geton é hanù hag é leshanù.
« Me mam e lar me Mabig Peur dein a pe vè flour dohein ha Mab Azen a pe vè diflour.
— Na pé mechér e hues hui ?
— Bout onn bet ar mechér me iondr Pier. N’en des ket vennet ahanonn. Me mam en des men davéet de valé bro de glah me zam buhé.
— Na pé mechér é hani hou iondr Pier ?
— A dam ! mechér me iondr Pier e zo mechér me iondr Pier. Nen don ket deit de ben ag hé déskein.
— Aman, er ré ne ouiant ket mechér erbet e vè davéet de harz el loñned.
— Mât tré, emé Mab Azen. »
En trenoz vitin é larè en intron dehon :
« Mab Azen, chetu el loñned hou po de oarn : un dousén kounifled. Hui ou haso genoh én ur sah. En ur zegoéh barh el lann hui e ziario arnehè, ha chetu un huitel d’ou dastum ha d’ou cherreh, aveit ou degas genoh a sahad d’er gér. Mar mank unan benak anehè, héneoah é veet lahet.
— Mat tré, emé Mab Azen.
Ha Mab Azen oeit d’el lann get é sahad kounifled hag un dén treménet dohton ha laret :
« Ne gleuet ket, bugul er hounifled, pegement e uerhet hui hou loñnedigeu ?
— Ur vahad dré pep lon get bah me zad-koh aman, hag en hantér ohpen mar dant endro devadonn goudé bout bet diskrapet a zegenoh.
— Ne hrér ket marhadeu a vahadeu. Pegement a argant e fal deoh hui aveitè ?
— N’em es ket dobér a argant aveitè. Me mam en des laret dein en em zihuen get bah me zad-koh aman. Hag un tam koed iah é.
— Un amoed oh hui ! Met drégaer ! Plijout e hra dein hou kounifled. Tolpet ind, ma veint taolet ém har. »
Ha Mab Azen, get un taol huitel, dastumet en deu- zek kounifl, distaget deuzek bahad, a ol é nerh, ar gein er marhadour ha bannet er sahad kounifled én é gar. genoh a sahad d’er gér. Mar mank unan benak anehè, héneoah é veet lahet.
— Mat tré, emé Mab Azen.
Ha Mab Azen oeit d’el lann get é sahad kounifled hag un dén treménet dohton ha laret :
« Ne gleuet ket, bugul er hounifled, pegement e uerhet hui hou loñnedigeu ?
— Ur vahad dré pep lon get bah me zad-koh aman, hag en hantér ohpen mar dant endro devadonn goudé bout bet diskrapet a zegenoh.
— Ne hrér ket marhadeu a vahadeu. Pegement a argant e fal deoh hui aveitè ?
— N’em es ket dobér a argant aveitè. Me mam en des laret dein en em zihuen get bah me zad-koh aman. Hag un tam koed iah é.
— Un amoed oh hui ! Met drégaer ! Plijout e hra dein hou kounifled. Tolpet ind, ma veint taolet ém har. »
Ha Mab Azen, get un taol huitel, dastumet en deu- zek kounifl, distaget deuzek bahad, a ol é nerh, ar gein er marhadour ha bannet er sahad kounifled én é gar.
Ne oè ket koh oeit er marhadour én hent ma léz Mab Azen un taol huitel ha ma tolp éndro dehon en deuzek kounifl.
Embér é tistroa ar ou lerh er marhadour de ouiet pen dehè. Met Mab Azen, bah é dad-koh geton én é zorn, e genigè kol d’er marhadour.
« Ne oulennet ket bout bahateit endro ; kerhet get hou hent aveit mah ein mé eùé get me hani de di me Ne oè ket koh oeit er marhadour én hent ma léz Mab Azen un taol huitel ha ma tolp éndro dehon en deuzek kounifl.
Embér é tistroa ar ou lerh er marhadour de ouiet pen dehè. Met Mab Azen, bah é dad-koh geton én é zorn, e genigè kol d’er marhadour.
« Ne oulennet ket bout bahateit endro ; kerhet get hou hent aveit mah ein mé eùé get me hani de di me mam de frikotat me hounifled. Gouniet em es me zam buhé aveit ur herradig. »
Ha Mab Azen oeit d’er gér de frikotat kounifled en intron. Un toroñnad e gleu get é vam :
« Ia, me mab, nen doh nameit ur Mab Azen, ur Mab Azen. Ur bochad argant e helleh seùel ag hou kounifled get er marhadour. Ha hui rekezè chomel pèl amzér ér manér de vout bugul ; bamdé hou pehè gellet guerhein hou loñnedigeu ha donet de vout piniùik ha pinùik bras aveit achimant hou puhé.
— Ne chonjen ket !
— Nen doh nameit ur Mab Azen ! » Hag ur chachad goudé hi e larè :
« Kleuet me mabig peur, pe vo rah dèbret deoh hou kounifled, hui e iei a neùé de valé bro de ounid hou tam buhé. Ha mar distroet endro d’em havet, mé e valo hou pen azen deoh. Hui gleu ? »
Ha oeit Mab Azen de valé bro aveit gounid é dam buhé. Hag ean oeit d’ur gomenand.
Hag er mestr d’aters geton :
« Pé hanù e hrér ahanoh hui ?
— Me mam e lar me Mabig Peur dein a pe vè flour en treu geti ha Mab Azen a pe vent diflour.
— Ar bé mechér éh oeh hui éraok ?
— Bugul onn bet er maréad devéhan-men,
— Petra e fal deoh hui bout bremen ?
— Chonjet é genein bout meùel.
— Pegement a hopr e houlennet hui ?
— Me zammig buhé. »
Labour meùel ne oè ket bet kavet get Mab Azen ha neoah goarnet é bet én tiegeh. Mar ne labourè, é hounidè ataù é dam buhé. Iér, deved, moh… er manér én amén, e zè geton peb eil tro de di é vestr. Friko e hrè Mab Azen getè. Er mestr e uerhè er péh e chomè reléz. Ha blankigeu mat e saùè.
En eutru, ean, ne gavè ket en treu ag en dibab. Met kaer ha kaer en devoè obér ne hellè ket lakat é zorn é poulkil el laer.
Hag ean groeit er chonj de ourhemennein d’ol er ré e chomè tost ar en dro donet d’er havet aveit gouiet pen d’en doéré.
Deit int bet ol. Dén erbet nen dé kablus. Rah é larant dehon beb eil tro :
« Nen dé ket mé é el laer ha ne ouian ket en distéran dra ar é zivout. »
Donet e hra tro Mab Azen, en devéhan ag er baré, hag ean ha distillet :
« Mé é el laer.
— Naren, naren, emé en Eutru, ne gredan ket. Ne uélan ket ardeu ul laer genoh hui. Bout e zo bet én hou raok ré sontiloh egedoh hui, ha rah é mant bet é nahein, na bout é kreden-mé éh oent kablus. Met n’hou kredan ket hui.
— Mé é neoah hag hou laereh e hrein hoah, droug genoh pé ne vo. Sellet ! héneoah é tein de laereh hou forniad bara e zo é pobein.
— Mât tré, emé en Eutru, éh an de lakat deu zén de zioal doh beg er forn. Met kleuet hui, mar beet tihet éh oh lahet ; mar ne zisohet ket a skrapein me forniad bara é veet krouget arhoah é porh me manér.
— Mât tré, emé Mab Azen. »
Kent er mitin ne chomè mui na torh, na kuign erbet ér forn. En deu zén e oè doh er beg anehi é tioal doh el laer n’ou devoè ket em sespedet a nitra erbet. Em astennet ou devoè doh beg er forn, aveit er gortoz, én ur obér un hun gousked. Ind e gredè é vehè bet ret ou dihun é tiskar er maen forn aveit seùel er forniad.
Mab Azen, ean, nen da ket d’ou dihun. Toulein e hra talkein er forn ha skrapein e hra agren er forniad én dihoud d’en ol. Hag en eutru kaset kemen de Vab Azen donet d’er havet.
« Braù é ma oeit me forniad bara genoh. Deit hiziù, ar greiz en dé, de laereh me hreuad moh. Éh an de lakat tud de zioal dohtè. Mar beet tapet éh oh lahet. Mar ne zisohet ket é veet krouget arhoah de greisté é porh me manér.
— Mât tré, e eilgonz Mab Azen. »
Ha Mab Azen de dourhellat én dro de greu er moh aveit guélet penaos é tisohezè. Hag ean guélet ur porhel é fojellat barh én ur prad, dirak er hreu.
« Mât tré, emé Mab Azen, é ma er moh dein. »
Hag ean davéet ur bir hoarn é kov er porhel. Chetu er labousig hoh é skroéjal forh d’é vuhé, de ridek ha de bilat doh er manér.
Chetu er veùelion hag en eutru fardet de ridek ar
é lerh aveit en distroein d’é giel. A pe zistroant ind
d’ou zro, éh oè gouli kaer er hreu.
Hag en eutru kemenet de Vab Azen donet d’er havet.
« Un tad laer oh hui, kredan. Deit héneoah de laereh en deu jao e vo ém hreu. Mar beet tapet, pé mar n’hellet ket disoh, é veet krouget arhoah de greisté é porh me manér.
— Mât tré, emé Mab Azen. »
Ardro de oubañner-noz é ma Mab Azen é fetekat én dro de varchaosi er Manér. Sellet e hra. Cheleu e hra. Hag ean ha kleuet devizeu en deu veùel saùet ar gein en deu jao dipret.
« Filaj kaer e zo héneoah ér Pouldeur. Un aneh é m’é ma ret demb-ni chom aman ar varh. Petra laro men dous-mé ahanonn ?
— Me hani-mé e vo duhont eùé. Éh a de dérein dohein ha marsé éh an d’hé hol.
— Chonjet ha kredet é ma ret de zeu zén chom de hoarn en deu jao-men.
— Guir é penaos unan ou goarno kerklous èl deu. Ne vo ket droug erbet ma ne oui ket en eutru ha ne ouio ket ma ne vo ket laret dehon. Nen dé ket henneh e zei de glah pen demb-ni héneoah : rè é kar é hulé.
— Kleuet ’ta. Um zavéamb-ni peb eil tro. Éh an-mé duhont er pennad ketan tré ma chomeet-hui amen ar varh de zioal hou jao ha me hani. Goudé men distro hui e iei hui er pennad aral. »
Ha oeit unan ag er veùelion d’er filaj. Mab Azen e unangonz :
« Mât tré, é ma en deu jao dein ! »
Ur chachadig goudé, é ma Mab Azen ér hreu hag ean de zeviz goustadik :
« Nen dé ket bet en Eutru é punein nag é tourhellat ?
— Naren, emé en aral.
— Nen dé ket bet en tad-laer é huilikotat ?
— Nen dé ket bet, e eilgonz er meùel.
— Mât tré, emé Mab Azen. Ér Pouldeur é ma bourapl ; biskoah bouraploh ! É ma men dous duhont ; é ma hou hani hui eùé doh hou klah dréhont, soéhet bras ma n’hou kav ket. Dibiet monet d’hou tro, éraok ma vo saùet er filaj. »
Ha oeit er meùel d’er Pouldeur. Ha Mab Azen distaget en deu jao, lakeit diù vré én ou léh, ou dipret, ha oeit é hent get en deu jao.
En trenoz é kavè en deu veùel ar varh ar en diù vré dipret. Soéhet ha spontet é bet en eutru get ardeu er laer. Aheurtat e hra d’en atahinal. Hag ean kaset kemen de Vab Azen donet de gonz dohton :
« Kleuet, tad laer, héneoah é vo ret deoh donet de laereh me sulériad gunéh ém manér. Monet e hrein get me goskor de zioal dohton, ha krouget veet arhoah de greisté é porh me manér ma nen det ket de ben a zisoh.
— Mât tré, emé Mab Azen. »
Kentéh èl koén é ma meùelion hag eutru én dro
d’er bern gunéh. Hoari gaer e zo geté. Dihustellat,
kannal, korol e hrant peb eil tro aveit dioal doh er
housked. Tremen e hra en noz.
« Mât tré, emé en eutru, nen da ket en tad laer héneoah, spontet é demb. »
Tré ma oè en eutru hag é hoskor ér sulériad gunéh éh oè Mab Azen é toulein er blancheriz get un tarer, hag é lañnein naù pé dek sahad gran, é stankein en toul tarer, hag é seùel é sam.
D’er goleu-dé éh oè guélet é kreiz er bern gunéh un toul, bras èl ur bilig bugad.
« Bout é bet el laer ! e huch en ol.
— Hag é ma en diaol get el laer emé en eutru. »
Kaset e zo bet kemen de Vab Azen donet de gonz doh en eutru.
« Bet oh bet, tad laer ar me forniad bara, ar me hreuad moh, ar me ronsed, ar me sulériad éd ; héneoah é vo ret deoh donet ar me zro-mé é men gulé. Rekein e hreet laereh el linsélieu e zo arnehon. Mar hou tapan éh oh lahet ; ma ne zisohet ket éh oh taget arhoah de greisté é porh me manér.
— Mât tré, e eilgir Mab Azen. »
Doh en noz, chetu Mab Azen, é harz ur skél édan fenestr kanbr en eutru, ur « boulom » plouz ha doar geton étré é zivréh. Er seùel e hra beta trezeu er fenestr, en deval e hra peb eil tro.
« Mât tré, emé en eutru d’é intron, chetu me zad laer é klah donet ér gambr. Kouchet é braù. »
Hag en eutru digoret er fenestr, tarhet arnehon deu den fuzillen.
« É ma dein, emé ean d’é intron, koéhet é d’en dias, « plouf » èl un toseg.
— Men Doué, emé en intron, nag er « iondr kor den » e za de zonet ar hou tro ! Mât e vehè deoh adal héneoah, hemb laret gir de hañni, er has d’en doar, de greiz er hoed.
— Guir e laret, emé en eutru. »
Hag ean oeit de gas é dad laer d’en doar, de greiz er hoed.
Ur prantad benak, chetu Mab Azen ér ganbr é teviz, hantér-konz :
« La ! chetu mé dinéhanset diarben en tam laer-sé, finoh eget un diaol. Béh eroalh em es bet geton. Ponér e oè èl un tam plom ! Nag un toullad aneouid em es tapet !… Oeit é rah el linsélieu genoh… »
Tré ma tevizè Mab Azen é chachè el linsélieu geton tammig ha tammig. Aben ma oent tennet rah dehon, é tirohè en intron.
Ha Mab Azen oeit d’é hent, linsélieu gulé en eutru geton.
Tuchantik é tistro en eutru d’é dro hag ean de zeviz eùé :
« Finoh é eget en diaol… Ponér e oè… iein é… un toullad aneouid… oeit é rah el linsélieu genoh…
— Diandellet dein get hou toéré, emé en intron get téroni. Laret e hues rah en treu-sé tuchant. Traoalh betag arhoah bremen ! Lahet onn mé d’er housked. »
Met, astennet, é huélant éh oè bet en tad laer éh obér é dro ar gulé en eutru.
En eutru e larè d’en intron en trenoz :
« Ret e vo demb diméein hur plah d’en tad laer. A vihannoh é veemb lakeit dehon abret ar er plouz. Ne uélan ket a hendaral tu erbet de ziovér anehon na de zioal dohton.
— Guir e laret, en oheh, emé en intron, mar dé koutant en tad laer ataù.
— O ! kleuet, ne chomo ket én arvar goal bel. »
Hag en eutru kaset kemen de Vab Azen donet d’er havet de gleuet en doéré hag ean en displéget dehon é ber girieu.
« Naren erhat, ne asantan ket !
Naren, naren, ne ziméein ket. É ma me mam é tifér dein monet de ounid me zam buhé ha naren de ziméein. »
Ha Mab Azen distroeit d’er gér de uélet penaos é troè en treu duhont. Hag ean ha diskañnet é zoéréieu d’é vam.
« Hui e rekezè, me Mabig peur, bout bet keméret er plah-sé. Pe glaskeh priedein, ne gaveh ket. Bremen a pe vent keniget deoh, ne oulennet ket anehè ! Nen doh kin nameit ur Mab Azen, ur Mab Azen !
— Ne ouien ket mé…
— O sankrampoeh dal ! emé er vam arfleuet ru-du, ne ouieh ket ha ne ouieh ket ! Ne veet ket enta bikin divabazennet !
Ha mam Mab Azen tarhet un astellad ar ben hé mab hag en divabazennet de virùikin.
Chetu ur sorbien degoéhet én amzér ma oè hoah rah dantet mat er iér. El m’é ma displéget é ma mât en treu, rak ne vo ket kavet abarh geu erbet meit hag e vehè unañnik pé deu. Mar bè droug dohti get ur ré benak, èl get er merhedigeu, kouviet int, mar karant de vebeilbennein en hoari.
Èl m’é ma hé havamb-ni mât.
Damb dehi.
A Iehann ha Jannig é konz er sorbien. Nitra, pé ataù nitra muioh eget distér dra, ne lar anehè barh en amzér ma oent bugalé ha kren-dudigeu.
Laret anehè éh oent bugalé ou zad hag ou mam e zo displeg pen-der-ben er péh e ouiér reih diarnehè d’er saléad-sé. Merhat ou iouankiz nen dé ket bet dishaval doh hani er ré aral. Mé ataù n’er gouian ket ha ne dorrein ket me fen aveit anaùout hiroh. Hag aben é krogan é amzér ou ziegereh brudetoh pé brudet.
Kentéh èl m’é ma bet Iehann kroget én oèdeu bras, é ma saùet d’é ben er chonj de ziméein. Hoant bras e za dehon de briedein hag eun bras a fal gouchein.
Chetu perak é ma chomet ur bléad pé deu én arvar, de uélet penaos é troehezè en treu get merhed é gornad aveit diforh en hani e jaojè er guellan dohton.
Hag Iehann lakeit é chonj get Jannig. Mât e oè chonj Iehann de vout torret aben, rak hoanteit bras e oè get Jannig priedein ha ne chonjè ket én eun a fal gouchein. N’hé devoè kin doujans nameit a uélet Iehann é tistag azohti. Er havet e hrè difistur.
Iehann, ean, e gavè paod a dreuigeu kam én é Jannig. Laret e hrè anehi, dré beb taol : « Nen dé ket grons ag er ré « hanian » met « hanial » e hrei get en amzér. Nen dé ket hoah meit trihuéh vlé, kroget én hé nandek. Kavet e hran truhekoh egeti ; a oudé deu vlé n’em es bet kavet guel. »
Ha deit dé er guéleu aveitè ou deu.
Hag er vam, er suliad-sé, eraok monet d’en overen-bred, souret de ali hé merh klah en tu de blijout d’hé galant, en ur éañnein flour treu en tiegeh hag én ur aléj ur virén dru ha huek.
« Me merhig Jannig, éh an mé d’en overen-bred. Kampennet hui mat en treu aben ma tistroein endro get hou kalant, aveit ma vo koutant hou Iehann ahanoh. Koéret mat er glustreu… ; skubet mat léren en ti… ; golhet mat el lestri kegin… ; dariùet mat hou souben, aveit ma vo huek ha flour… ; tempset hi braù a pe vo er hourz… ; ne souret ket rè ar en tan a pe vo é berù… ; groeit nezé kentoh tan bihan aveit ma vitoñno d’en huékan. »
Ha oeit er vam ha lézet hé Jannig ardro en tiegeh. Braùik braù é ma bet oeit un herrad en treu get Jannig. Kol e hra hé fen get mitoñnereh hé fotarnad souben. Ha hi de zispleg dohti héh unan :
« Chetu mé é vonet de vourdein a pen don bet deit, kredan, de ben tré ha tré ha difistur a ol en treu gourhemennet dein get me mam. Ia, braù éh onn deit getè beta bremen hag éh an de vourdein ; rak penaos en diaol é tein-mé de ben a lakat me souben de vitoñnein ? Chetu-mé ohpen un ériad é chonjal penaos é vè groeit en treu-sé ha ne uélan ket ataù guel breman… Na petra éh a me galant Iehann de chonjal ahanonn-mé, ha de laret ar me lerh, ma ne vè ket mitoñnet me souben ?
O men Doué ! Men Doué !… Mar kollan men galant, hed mem buhé éh ouilein. »
Ha Jannig azéet ar en uéled de ouilal, hé fen geti étré hé deu zorn. Kent pèl goudé é saill un targah étalti d’obér « titich » doh en tan ha « ronron » doh Jannig. Ha hi er paùateit de vonet de « ronronnal » d’el logod, en ur ourdrouz geton :
« Chatet pelloh, sapré lon vil ! Mar doh hui karget a hoarieu, kerhet de glah jab doh er ré e zo guiùoh ou halon eget me hani. Mar doh hui aveit hoari, éh onn-mé aveit ouilal. Chatet e laran deoh ! »
Ne oè ket kaer distaget en eil paùad de Janned ar en targah, ma tidér grons ha ma tihan a ouilal. Ha hi de hoarhet ha de herùel en targah :
« Deit aman, me miton, emé hi, deit aman me mitonnig kaer mé ; deit aman dohein de « ronronnal » ha de vitoñnein me souben. Rak chetu kavet dein en tu de vitoñnein me souben genoh. Na peh ur haer a chonj e zo deit d’en targah-man donet étalonn de hoari ha d’em zennein a néhans get me souben diviton. »
Ha Jannig de sourein bregonsal get er joé :
« Na peh treu bourdus e vè ret d’en dén obér a pe vè é guéleu !… Met en dén ne vè ket bamdé eùé é guéleu. Ha guel é genein poahein en targah-man é biù kentoh eget kol men galant, dré ben ne vehè ket mitonnet me souben.
Mé el lahehè eroalh, éraok er penderèvrein ér potarnad, met me souben ne vitoñnehè ket é guirioné. Nitra guiroh ! Kenevé-sé é vehè bet lahet a zéh, èl beuin er bosér… »
Ur galon dinér en devoè Jannig. Met sourein e hra
karanté Iehann ar dinérded hé halon. Ha hi torimellet
en targah ér potarnad souben aveit el lakat de vitoñnein
ha ai de huéhein tan bihan én ur gañnal de verrat
héh amzér.
De greisté, é virennein, mam Jannig e larè : « Ur gegineréz vat e veet hui, me merh Jannig ; mât ha huek é hou souben, tempset flour ha mitoñnet ar hé goarigeu, get tan bihan. Diés e vehè, ’ma Iehann ? kavet souben huékoh, tempsetoh ha mitoñnetoh.
— Guir e laret, emé Iehann, étré diù loéiad.
— A pen em laka me merh Jannig d’obér un dra benak, ne vè ket mui dobér de vonet ar hé lerh. Groeit e vè difistur. »
Iehann e cheleuè, e dañoè er souben, hé daskenéè, e lonkè loéiadeu dré beb diù uéh, ha, dré bep taol, a pe ne vezè ket sel erbet arnehon, e zavéè diù pé tèr aral d’er hi, édan en daol.
Difon éh è er souben geton, hag é vammeg, doh en em sespedein ag en doéré, e larè :
« Marsé é kav genoh é ma rè verùidant er souben ? Keméramb hon amzér ; damb ar hon goar ; hir é en anderù… ha laramb kaer. »
Ha Iehann e eilgirè, èl ma hellè ha nann èl ma chonjè. En dén, é guéleu, ne hel ket divegein rah er chonjeu e saù d’é spered. Met n’hellè ket miret a laret en é galon :
« Rè bañnek é alkent hé souben ! Seùel e hra donjér dein doh er guél anehi. Rè a ban e zo é neuiùal abarh. Stankoh eget stank int. Pouah ! »
Paod a dreu donjerus e vè ret d’en dén é guéleu
guélet, sellet, kleuet ha… lonkein. Ha Iehann guélet,
sellet, kleuet ha… lonket é lod ag é skudellad souben
mitoñnet.
Er souben davéet d’en diaz, oeit mam Jannig ha laret :
« Me merh Jannig, tennet er hig ag er pod breman. Dèbret é demb-ni hon goalh a souben. Huek e oè ! Huek e vo hoah eùé er hig ag er pod. P’hor behè bamdé predeu ker flour-man, é vehè druoh hor piroñnenneu, ’ma Iehann ? »
Tré ma tevizè er vam, é labourè er plah de dennein er hig ag er pod hag embér d’en degas ar en daol, doh devéhan konzeu hé mam. Bar e oè er plad get er hig. Pen ha lost hé miton e oè é pign. Hag en hani goh ambahet ha laret :
« Péh sord strabouillad e hues hui lakeit, me merh, de hronnein hou kig ?
— Met, mam, er hah é em es lakeit ér potarn de vitonnein er souben. Ne hues ket hui diféret mat dein, er mitin-man, mitoñnein mat er souben ! Penaos em behè mé mitoñnet er souben, a pe n’em behè ket lakeit hor « Miton » — ni abarh ?… »
Ha Iehann, get un torad donjér, disternet a her a di Jannig é vregesal hag én ul laret dohton é unan, é tennein get é hent :
« Chetu torret en treu ! Me ouiè reih nen dé ket Jannig ag er ré hanian, met alkent ! met alkent ! lakat er hah ér potarn aveit mitoñnein er souben, dén ar en doar n’en des hoah kleuet kementral ! Dén fur erbet ne hello lakat é chonj get ur plah ken dibén, ha mât em es groeit ou distag ou diù a hízíù. Nen dé ket a hantér é mant distaget dein. Ou diù é huélant spis én hoari. Ar ou goal é ma ouilant. N’helleint temal nameitè. Ne vern émen é kavein kerklous pé guel éget er beurkeh Jannig Beboér. »
Ha oeit Iehann, get bregeseu donjér, de glah un dous aral. Hag ean ha degoéhet get ur plah deulinet doh ur fetan, é turel, én deur, flahadeu ha dornadeu bled hag é houilal a galon. Ha Iehann oeit ha goulennet geti petra e hoallè dohti.
« Petra hran-mé aman ? emé hi dehon. Dal é hou teulagad, pe ne uélet ket… »
Iehann e uélè eroalh get deulagad é gorv ; met ne uélè ket get deulagad é spered, hag ataù é chomè ambah kaer de sellet dohti. Ha hi de zistill dehon :
« Ne uélet ket ? Hama, éh on é lakat é go, étré tuemmik ha minglik, étré blot ha kalet, èl m’é ma bet devizet dein. Laret dein mar bè pen d’er ré e ourhemen labourieu sord-man de dud fur ? Chetu rah tuchant taolet dein me forniad ér fetan ha tam ne galeta en toéz genein. Ataù é ma flist me zoéz, èl fouér. »
Ha hi troeit hé hein de Iehann ha de sourein de ouilal. Ha Iehann troeit é hani de vonet pelloh én ul laret :
« Ne gollein ket me amzér éh obér el léz de honnen. Un tammig é ma hani me Jannig ; diben é honnen dohtu. »
Ha Iehann tennet get é hent ha oeit barh én un ti, é sigur loskein ur hornad butum, ha kavet abarh ur plah éh obér krampoeh. Truhek é luskè hé labour monet geti.
Ha Iehann, aveit gouiet mar oè tuet de zerhel tiegeh, goulennet geti er getan, pé en eil, pé en dèrvet krampoèhen hi devoè groeit ag hé filigad, e oè mât d’ésat d’en droug kein.
Ha hi hag eilgonzet dehon :
« Me heh dén, nen don ket aveit rein deoh nag er getan, nag en eil, nag en dèrvet a me filigad, na hañni ag en douséniad ketan. Er getan em es lédet tiù èl tèr pé peder goastel, aveit lardein me faloneu geti. Er ré aral en des renget, pé fondet, pé staget; ha taolet em es ind é skudel er hi. Me gav kallet bras forh ne hellan rein hou hoant deoh. En neb e vè é droug, e gar bout dizrouget… »
Ha Iehann tennet get é hent én ul laret :
« Goah d’en hani e geméro honnen de vout moéz dehon. Abret é vo lakeit dehi ar er plouz. Jannig nen dé ket ag er ré « hanian », met ne chomein ket neoah pèl én arvar étrézè ou diù. »
Ha Iehann get é hent, oeit én un ti, é sigur goulen é hent, ha koéhet ar ur plah é tigoèuennein podadeu leah trenk, gronnet ha goleit en diavéz anehè get ur guiskad louidadur, ken tiù èl guiskad moélieu kar er melinér, é kreiz er gouianù. Hag ean goulennet geti amonen, deit a bodeu krazet, aveit ésat d’en droug skoharn. Hag er plah devizet dehon dirivil :
« Amonen deit a bodeu krazet ? Petra é en treu-sé ? Penaos é vè groeit en ardeu-sé ? »
Ha Iehann oeit aveit displeg penaos é krazér er podeu leah. Met, aben, é ma bet trohet é bredeg dehon.
« Ia ! ia ! ne hramb ket ni avelsé ha ne hreemb ket.
N’hor bè ket-ni droug skoharn, én tí-man. Kerhet de
glask hou marhadoureh pelloh. »
Ha oeit Iehann de gask é amonen, èl ma oè bet kouviet, én ur unangonz :
« Drégaer, ret e vo bout ur galon kriù ha dizonjérus, aveit priedein get er plah lous-man. Jannig n’é ket ag er ré « hanian », met, alkent, nen dé ket hoah un dampouzel èl honnen. Ne stagein ket doh er louzen-man. Ne vern émen é kavein kerklous, pé guel. »
Ha Iehann, én ur vonet, degoéhet get ur plah, barh en ouilereh vrasan ha chifusan. Houilal e hrè, houilal e hrè ken ne hellè ket mui difronkal. Ha Iehann de énklask geti petra e darhè hé halon. Ha hi de eilgonz :
« Petra e oal dohein de ouilal ? A ! fédam ! er vrasan tristé e vehè gellet bout kavet ar en doar. Sellet. Mar diméan, ha diméein e hrein, mar em bè mé bugalé, ha bugalé em bo, pé hanù e rein-mé dehè, a pen dé rah oeit en hanùeu get er ré ral ? Padern, Iltud, Konan, Hervé, Pol, Brieg, Tudal, Korantin, Geltaz, Kristin, Kovran… Sellet, oeit int rah. O men Doué ! men Doué alkent ! Più ém léh n’en devehè ket ur galon de glah ha de gemér konfort. Lézet mé de ouilal ha de dorrein me halonad… »
Ha lehann hé dilézet, get héh ankin, ha de vonet get é hent én ul laret :
« Chetu hoah kavet dein ur vraù a goukou ! Guir é, nen dé ket Jannig ag er ré « hanian », met, alkent, tré é de honnen. Damb de uélet pelloh, mar ne gavan ket guel pé kerklous. »
Ha oeit Iehann get é hent ha kavet ur plah é héolatat kreizieu, linsélieu, liénaj aral, berùet ha néret a anstu é vresken arnehè, ha brihet-brihellet du-ru get kaoh er chetal-sé. Ha Iehann laret dehi éh oè guel dehi kas hé zreuigeu d’er poul eget ou displeg én héol. Hag er plah divéget dehon :
« Ou golhein ! ou hannein ! Dobér e zo dehè. Barh én hou pro hui marsé ; nann barh én hor bro-ni. Ni ou hav-ni iah eroalh èl m’é mant. Ne ouiet ket hui é vent fondet ha naùet doh ou golhein ha goaskein. Kavet e hramb-ni é fondant rè fonapl a hendaral, Mar bè hor hrohen-ni aozet ha dabonnet hemb kemenér erbet, ne vè ket er rè-man. Ha mar ne gavet ket mât, kerhet de huitellat… »
Ha oeit Iehann de huitellat, ar vresken éraok en anstu, en ur zaskenéat dehon :
« Guel ar uel éh a en treu genein ! Men dous Jannig nen dé ket ag er ré « hanian ». Kavet e vehè, merhat, mistoh plah egeti. Ne gredan ket é vo kavet lousoh eget er vrein anstu-man ! Pouah ! »
Ha degoéhet Iehann barh én ur penhér, trouz ha safar abarh, get ur baré tud, saùet ar veg ur cheminal, ur baré aral ar en uéled édan, é chachein ar ben ur fun, èl a pe vér é tihuilérat en toul mogedér. Ha Iehann ha goulennet neùeted en doéré.
« Ur jao é, men dén mat, e saùér, e zevalér én toul mogedér, aveit palastrein get huilér goulieu ha kignadur é gorklunieu hag é ziskoé. »
Ha Iehann spézet é vehè ésoh dehè skubat huilér, get er skubelen, ha palastrein goudé el lon.
« Guir e laret, men dén mat ; marsé é vehè ésoh skubat huilér get ur skubelen, er ioudennein é deur hag el lakat ar é oulieu doh é brezeu. Ni e hra-ni èl ma vè gourhemennet demb. »
« Ia, emé ur plah, ar er cheleu, ha mé é e zo bet é tifér penaos obér. Petra e fal d’er postour-bro-man d’en em vellein ag hon treu ni? Kerhet de huéhein hou fri, meillouz ! ar en henteu-pras, kerhet… »
Ha oeit Iehann. « Bè ! emé ean, braùoh braù é kavan get me hent. Guir é, men dous Jannig nen dé ket ag er ré « hanian » ; met neoah, mar bè diben ur uéhig benak ne vè ket kement-man alkent. Ataù ne vè ket ken dirivil doh en dud. »
En ur vonet get é hent, oeit Iehann én ur porh ha kavet abarh ur plah, ur forh de foénat geti.
« Chetu, emé Iehann, ur plah hag e vo me zreuigeu en taol-man. ch an de gonz dohti. »
Ha Iehann goulennet geti pé sord labour éh oè hi éh obér. Ha hi eilgonzet dehon :
« Me mam en des diféret dein seùel er bern mel-man d’er sulér. Chetu mé aman, ar ou zro, ne ouian ket pegehet zo, ha grañnen erbet nen don hoah deit de ben a seùel é me fedél. Mal é dein neoah difré : é ma en noz é tonet arnein a daol. »
Ha Iehann, get truhé doh er geh plah, laret dehi :
« Gorteit, éh an mé d’ou seùel deoh ne vein ket pel. »
Ha Iehann, kroget ér bedél, aveit kargein er mel a vedéliadeu. Aben é ma bet ret dehon dihan get é labour, doh konzeu ter er plah.
« Naren ! naren ! emé hi, ne hret ket elsé ; diféret en des me mam dein ou seùel get er forh, ér sulér. Ha me mam, ne gredet ket hui, nen dé ket ur pen azen anehi. »
Ha Iehann oeit get é hent, én ul laret : « Chetu hoah kavet dein merhed difistur. Guir é, Jannig nen dé ket ag er ré « hanian » ; drégaer, gellet e hrehè hoah guerhein deu liard spered de honnen. Ha, drest pep tra, diés e vehè dein kavet mam-gaer disperedetoh eget en hani e vè é tiférein cherreh mel get ur forh de foénat. Mam me Jannig e hrei kant kuéh guel me zreuigeu. »
Ha oeit Iehann get é hent, hag ean guélet ur goanten a blah, chouket ar drezeu un ti, ur hroèdur a dréz ar hé barlen, é harm hag é skuermal forh d’é vuhé.
Éh oè er plah, ur goutel bosér én hé dorn, é seùel, peb eil taol, a « dorheu » diardran er polog, chantelleu kig fresk biù. Ha Iehann énklasket geti petra e hrè.
« Petra e hran-mé, emé hi get ur voéh tér ; mar nen dé ket dal hou teulagad é reket guélet.
— Guélet e hran eroalh, emé Iehann, hou labour didruhé. Met ne ouian ket perak éh oh éh obér ul labour ken diharak.
— A ! ne ouiet ket perak ; hama, éh an mé de laret deoh : rè enk é é lavreg aveit monet ar « dorheu » é ziardran. A pe veint divrazet é vo chouchoh é lavreg dehon. »
Iehann, goudé bout bet kleuet en doéré, spizet dehi é vehè bet guel ledañnat el lavreg.
« Ta ! ta ! ta ! emé er plah digalon, petra e oal doh en tad postour-man d’em déskein-mé. Kreskat ? Ledañnat er lavreg ? Più en des guélet fondein ur ré lavreg aveit ou hreskat ha ledañnat ? Ha nezé, mar ne gavet ket mât me labour, kerhet de… skopet ér mor, de ouiet ma kreska genoh… »
Ha oeit Iehann, nann de skopet d’er mor, met de di Jannig, de oulen geti priedein dehon.
« Hi é, e lar ean, deusto nen dé ket ag er ré « hanian », er uellan ag en ol plahed iouank em es kavet. N’em es ket kavet guel egeti, n’em es ket kavet kerklous elti.
« O la ! la ! la ! e larè Iehann, én ur vonet get é hent, nag a dreu diben, nag a dreu digampen e vè kavet get er merhed iouank. Guir é, kredan, é ma ésoh dastum ur harrad had trechon eget kavet ur voéz a fèson.
« Damb endro de gavet men dous Jannig. Nen dé ket ag er ré « hanian ». « Hanial » e hrei genein. N’en dé hoah meit trihuéh vlé, kroget barh en hé nandek… »
Ha Iehann ha priedet de Jannig ha saùet é diegeh.
Er heh Iehann ! paod a « hanieu » é ma bet ret dehon guélet get é zous. Anaùet en des bet, embér, nen dé ket Jannig tuet de vout mestréz tiegeh. « Hanial » ha « hanial » e hrè, met « dihanial » ne hrè ket.
Ret é bet de Iehann hé has d’hé labourieu, dré er fri, èl ma kasér ur hroèdur én ari en dorn. Braùik nezé é tè hé zreu geti. Met a pe ne zisplegè ket dehi, ag ur pen d’er pen aral, petra obér, penaos en obér, pegours en obér, nezé é « haniè » hé zreu a dréz ; nezé é kalavè, nezé é fondé, é tismantè en treu, un anèh.
Ha Iehann e larè doh hé guélet ne « zihaniehè » ket.
Sellet mar bè tu d’ur goaz de ziférein, rah en treu, d’é
voéz, èl d’ur vam de baskein hé hroèdur ?
Chetu hoah goah pé goah neoah. Ul labour e ouiè Jannig un dé, n’er gouiè ket mui en trenoz ; un dra e hrè difistur ur uèh, ha goudé é kollè hé fen geton.
Truhek e oè Iehann get é Jannig ha truhek eùé é diegeh.
Peurkeh Iehann ! Henneh en des guélet ardeu hag ardeu get é geh Jannig. Sellet kentoh unañnigeu, diskrapet a deusk kandeu ha kandeu.
« Mât tré, emé Jannig, éh an de lakat me Iehann koutant ahanonn hiziù. »
Un dé éh oè bet Iehann é tifér dehi bouitat mat hé buoh Briheu.
Ha oeit Jannig de amézein hé buoh Briheu. Met Briheu ne laka ket hé chonj de bérat. Ha Jannig soéhet, drouget ha laret :
« Er vuoh-man ne laka ket hé chonj de amhéliatat ér grienneu-man. Merhat é kav geti é ma rè galet er héoten anehè. »
Ha Jannig lakeit héh albañni de glah géotenneu tinéroh ha flouroh d’hé Briheu milzin hag, én ur sellet ha klah hi kavet.
« Chetu azé, ar ganto er hreu, ur hoéten tinér ha flour é hlazein. Éh an d’hé has de bérat duzé. »
Ha Jannig de hilgennat éndro d’hé buoh, aveit hé seùel ar en doen e ziskennè betag en doar, doh tu el liorh. Briheu ne oui ket petra e fal d’hé mestréz obér dohti ; ne glask ket tam erbet seùel ar en doen. Ha Jannig ha laret :
« É guirioné, kol e hran me amzér ha me foén, é chachein ar el lon-man, aveit hé lakat de vonet ar en doen. Ne ven ket krapein. »
Ha Jannig diandellet doh hé Briheu un herrad, aveit chonjal. Embér é vregons get er joé.
« Chetu braùoh hag ésoh ! Get ou bégeu é péra er seud. N’em es nameit distag pen mem buoh hag é vo és eroalh dein er has, ar men divréh, ar er blaen duzé. »
Hag elsé é hra Jannig. Goal vamet é bet é huélet ne vouitè ket guel hé Briheu duhont. De greistè hi e larè d’hé Iehann :
« Ne gleuet ket me Iehann, ret e vo kas Briheu d’er foér ! Milzin é èl ur beg moén ! Ne lakè ket hé chonj de amhéliatat ér hrienneu ; distaget em es hé fen dehi get ur vohal, er haset ar ganto en doen hag azé, deusto d’er héot bout flour, flour, é ma hoah milzinoh eget d’en diaz.
Me larehè n’hé des ket, get hé fennad, péreit ur begad hoah anehi. Kerhet de uélet, me Iehann. »
Iehann nen dé ket oeit de uélet, met nen dé ket chomet pelloh de cheleu doh é Jannig. Oeit é d’é du, én ur jardigennat.
« O men Doué ! men Doué ! honnen e zo ur veboér. »
Ur uéh aral é ma bet ker fal deùeh Jannig. Éh oè é ribotat a vitin. Kaer bahatat ha pilat en dien, tam ne saùè amonen. Skuihein e hra Jannig get hé bahatereh ; huizein e hra ha donet e hra séhed bras dehi. Ha hi de unangonz :
« Mar nen dan ket de glah chistr, éh an de verùel aman get er séhed. »
Ha hi oeit de dennein un tasad chistr, én ul lézel hé ribotad koèuen é kreiz en ti. En ur vonet d’en ti-chistr, n’hé devoè ket chonjet éh oè er penmoh é ridek dré-hont.
Ha ne oè ket hi hoah tâlet doh en alhué chistr, ma kleu hé ribotad é torimellat hag é strakal.
Ha hi de zonet a her d’en ti-tan, de uélet petra oè degoéhet. Un tammig éh oè droug ; ne oè ket grons bras : en hantér ag er ribotad e oè lédet ar léren en ti, trapikellet ha monjellet d’en hoh.
Ha hi ha téret ru neoah doh er penmoh, saùet ur votézad édan é lost, kroget én ur vohal ha distaget é ben dehon.
« A ! emé Jannig, én ur uélet hé hoh éh asten ar en dachen, chetu deu zroug é léh unan… Ha mal dein dariù er véren !
Penaos é hrein mé aveit monet d’er puns de glah deur, a pen dé er penmoh aman gourvéet tostik tra d’er ribotad, hag a pe n’hellan ket herzel el lon-man pelloh ? »
Ha Jannig chonjet ha kavet un disoh.
« Met ia, perak ne gasehen ket mé me ribotad ar me fen genein d’er puns, ur seill é pep dorn. Er merhed, e vè é kas leah de gér, e vè eùé sternet avelsé. Pe vo ataù me ribotad ar me fen nen dei ket lon erbet ar é dro. »
Ha oeit Jannig d’er puns, sternet avelsé, ha hi de
dennein ur seillad deur anehon. Er beurkeh Jannig
Kol e hra damorant hé ribotad, deusto d’en eùeh bras
e gemérè anehon. Nen dé ket bet tihet get lon erbet ;
tihet é bet neoah.
En ur blégein hé fen, ar veg er puns, aveit guélet mar lañné hé seill, é vann, arlerh hé seill, de zan er puns, pod ha dien. Ha Jannig de hlaharein.
« O men Doué beniget ! emé Jannig, na gourdrouzet e vein-mé er hreisté-man get me Iehann. Mar gellan hoah ahoel dariù me souben aveit er hourz, marsé ne vein ket léteit kement ! Éh an ataù, én ur hortoz ma verùo me souben, d’obér er skudelladeu. »
Ha Jannig trapikellet d’obér er skudelladeu ha kavet diañnéz ag ur skudel. Jannig e dro, e zurha, e glah ardran en daol, ér mistér, e chonj, hag e gav pen d’hé skudel get spont :
« Men Doué ! chomet é ar me lerh édan en alhué chistr. »
Ha hi ha oeit a her d’en ti chistr ha kavet ul lennad chistr ar el léren.
« O men Doué beniget ! emé hi, béret é rah er chistr ! Ankoéheit em boè a droein mouchen en alhué, get en her e oè arnonn de vonet de zioal me ribotad. A ! sellet ta ! goudé mah oè lañnet me skudel, é ma dalhet ataù er chistr de vérein. Na peh un deùeh aveidonn-mé ! »
De greistè, Iehann, a pe gleuè diskan doéré kement a oalleu, e larè :
« Na péh ur goukou ! Nag ur veboéren ! Honnen ne hra ket goap a « hanial »… »
Ha Iehann, en ur oaskein é arzorn get é bennad
téroni, én ur drohein ur sel a druhé ar é Jannig, e
zambléè :
« Ne vehè ket ur péhed bras moustrein hou pen deoh hui ! »
Iehann ne hra ket droug erbet d’é Jannig, ha kenderhel e hra de uélet, ha de gleuet, ardeu truhek a leih get é voéz.
Bout e vezè ardeu de chifein get Jannig ; bout e vezè ré de hoarhet.
Un dé ma tistroè Iehann ag é labour, é kav é Jannig lan a joé. Ha hi huchet dehon a ziabel :
« Me Iehann beur a garanté, é ta me hoér léañnéz, Mari-Jann, aveit eih dé d’hon guélet. Ul lihér e zo deit dein anehi tuchant ha lénet é bet en doéré-sé dein. »
Jannig e vregonsè get er joé ; Iehann ne vregonsè ket get el leuiné ; perderi en devoè kentoh.
« Taùet ’ta, e zambléè ean, éh an de uélet treu kaer get me Jannig épad en eih déiad. »
Epad er viren, ne oè ket bet kin konz meit ag el léañnéz. Jannig ne gavè nameit treu kaer de laret ag hé hoér, ha dibun e hrè hé chapelet, hemb dihostal. Iehann e chonjè é kleuet kement a dreu kaer ag é hoéreg :
« Oeit é rah menam en treu kaer get honneh, ha, get me hani-mé, ne zo chomet nameit er cherraj. »
Ha Jannig, goudé bout bet displéget en doéréieu kaer diar hé hoér léañnéz, èl ma jaoj doh ur vestréz a diegeh, e glah pen d’en treu e vehè bet ret kaout, épad er suhun, aveit biùans en hoér.
« Me Iehann peur, ret e vo demb kaout kafé aveit en hoér léañnéz. Bout e vè breman kafé é kement ti e vè. Hor hemenér-ni, e larér, e gemér kafé beta tèr guéh bamdé. Ni hor bo-ni eùé kafé er suhun-ma, ’man me Iehann? Ni hor bo ni kafé ha leah. Mé e gleuè laret, en déieu aral, ér poul, é vè reit kafé d’el léañnezi, seih pé eih kuéh bamdé. »
« O ! emé Iehann, rè vras é el lorhennad aveit bout kredet. Troein e hrehent de vout kafé, er geh merhed peur. Met ne vern ket. Pen dé ret kaout kafé, kavet e vo kafé. Klasket, prenet ha degaset genoh.
— En anderù-man, aben kaer, éh ein de glah anehn de di er ganiterù Oliù, aveit m’em ho hoar d’en dariù éraok en noz, ha ma vo gellet rein anehon d’hor hoer léañnéz Mari-Jann, aben a pe zegoého. »
Ne oè ket kaer disternet er véren, mah è Jannig de di er ganiterù Oliù ha hi de zispleg hé doéré pen-d’er-ben d’er varhadouréz :
« Me haniterù Oliù, sellet ’ta, é ta me hoér léañnéz Mari-Jann d’hor guélet. Ha chonjet é genein rein kafé dehi. Penaos é huerhes té er hafé, lo ?
— Guerhet e vè, emé en eil, a livreu, a hantér livreu, a gartronadeu, er ganiterù Jannig.
— Ia, lo ! pegement e uerhes-té el livr kafé ?
— Unek real, er ganiterù Jannig.
— Ia, lo ! paod mat é ma kiroh eget en amonen. Barh er marhad devéhan, me Iehann-mé n’en devoè bet nameit huézek blank aveit me hani. Pegement e uerhes-té en hantér livr ?
— Huéh real, er ganiterù Jannig.
— Ia, lo ! rè gir e vo hoah en hantér livr aveidonn-mé.
Ne gemérein nameit ur hartronad. De begement é
saùo me zreu ?
— De bemzek blank.
— Pemzek blank ! Sellet ’ta, lo ! Henneh e zo un tam marhadoureh hag e vè guerhet kir. Pegement é prénes-té en uieu ?
— Naù blank, er ganiterù Jannig.
— Ia, lo ! naù blank. Pegement a gafé e hrees dein aveit naù blank ?
— Un hantér kartronad, er ganiterù Jannig.
— Hama, lo ! té lakei dein aveit naù blank, aveit guerh men dousén uieu… »
Ha Jannig de aters goudé, get er ganiterù Oliù penaos é vezè groeit kafé. Hag Oliù displéget penaos é vè groeit kafé mât, ha kafé-goulion.
« Hama, ia, lo ! er ganiterù Oliù, sel ’ta, na kaeret un dra ! Ha ret e vo dein lakat, ar un dro, me hantér kartronad kafé ar en tan de verùein ? Na pegement a zeur e rekan-mé lakat geton ?
— Afé ! er ganiterù Jannig beur, kement-sé e vo revé en amzér e vo lakeit de ivet anehon.
— A ! sel ’ta, ankoéheit em es laret did é chomo me hoér léañnéz genemb eih déiad dohtu. Ha mé e gleu laret é vè reit kafé d’el léañnezi seih pé eih kuéh bamdé. Me Iehann mé e lar é ma ul lorhen é. Mé, ne ouian ket. Met mar fal naù ha dek kuéh kafé d’en hoér léañnéz é vo reit dehi. Me Iehann ha mé ni e geméro ba lom, ar un dro get hon hoér léañnéz.
— Tri a dud, épad eih té, ar un hantér kartronad
kafé ! Hui e hel, er ganiterù Jannig, lakat lan a zeur
hou pilig d’obér ioud, ha turel rah hou kafé abarh ; ne
vo ket na guel na falloh.
— Kant trugèré did, er ganiterù Oliù ; biskoah n’em behè mé, me unan, kavet kement a dreu. Kenevo ha deùeh mat did.
Ha Jannig tennet d’er gér, de zeuratat hé hafé. De gourz er goén, ne oè ket hoah deit de ben ag hé deuratéreh. Hag Iehann hé havè, un astel geti, é véskein hé hafé ar en tan, barh er bilig bugad.
Ha hi ha displéget dehon en doéréieu kleuet dehi d’héh anderùiad. Ha Iehann hag eilgonzet :
« Hui e hel turel hou kafé d’en huibed. Ne vreskenneint ket geton. Beboéret ur voéz alkent. Ne « zihanio » ket bikin ! »
Hag ean, goudé, gourigellet ur skudellad leah aveit é goén ha lézet é lod kafé get é Jannig hag é hoéreg léañnéz Mari-Jann.
Bamdé é huélè Iehann goalleu sord-sé pé é kleuè konz anehè ; bamdé é huélè treu é diegeh fondet, kalavet, dismantet. Kaer ha kaer dehon obér, truhekoh truhek éh è treu é diegeh. Un dé, doh en dilost hanù, ean oeit ha laret d’é veboéren :
« Jannig, me moézig peur, kleuet: nen da ket en treu ar uellat, barh én hon tiegeh. Deit é aveidomb er hourz de arboél ha de amerh. Mât e vehè demb-ni krog én hon koareiz abretoh er blé-man, eget er bléieu aral. Ne chom mui genemb nameit tri zam kig ér charnél. Goarnamb ind aveit en Nédeleg, er Malardé hag er Paskeu. Goudé, mar pinùikamb, ni e zigoareizo.
— Mât tré, e eilgonz Jannig. »
Jannig e larè « mât tré » d’héh Iehann é sigur diskoein dehon hé devoè reih komprennet é gonzeu. A-dréz kaer éh oent oeit én hé fen. Kent kreisté, en trenoz, éh oè guélet splann en doéré.
De greiz er mitin, hi ha kleuet, doh en or, ur peur é patérat : « En alézon, me zud vat, mar dé hou volanté, abalamor de Zoué. Hon Tad e zo én néan… »
« A ! unan peur, emé Jannig, marsé é ma en Nedeleg e zo deit de glah é chantellen kig. »
Ha hi ha rédet de doul en or de uélet. Ha hi de laret :
« Marsé é ma hui é en Nédeleg ! Laret e zo dein goarn un tam kig aveit en Nédeleg.
— Mé é en Nedeleg, emé er peur. »
Ha Jannig, a her, d’er charnél, de glah un tam kig d’er peur.
« Chetu, emé hi, hou tam kig hui. Beb a dam aral e oarnan de Valardé ha de Baskeu. Mar ou havet ar hou hent, drézé, davéet ind fonapl de glah ou zammeu, aveit ma vein dijabet anehè er fonaplan guellan.
— Ne vankein ket, emé er peur, ha trugèré deoh, get benoh Doué arnoh hag ar hou ré treménet. »
Pèl kent en noz, é ta Malardé ha Paskeu de glah ou zammeu kig. Ne oè ket bet lahet en Nedeleg é klask é gansorted Malardé ha Paskeu.
Un disam bras e oè bet aveit pen Jannig. Ha, get her ha leuiné, doh devé en dé, éh a er veboéren de laret en doéré d’hé Iehann. Get ankin ha truhé é kleu Iehann distilleu é Jannig. Hag ean d’é dro ha laret dehi :
« Me heh Jannig, n’omb ket aveit biùein avelman. Ne chom ket mui nitra a vad én ti. Kaer ha kaer hon es labourat, poéniein, amerh, goah pé goah éh a treu hon tiegeh. Dismant, fondein, kalavein, rein e hret hui en treu em bè mé estet, tolpet, gouniet, amerhet… N’hellamb ket disoh elsé… Guel é demb monet peb unan d’é du. Éh an mé ataù d’em hani, ken ne vo « haniet » deoh mar « dihaniet » ataù bikin. »
Ha Iehann saùet aveit monet pelloh. Ha Jannig de skuermal ha de huchal arnehon :
« Éh an mé genoh eùé, me Iehann, éh an mé genoh eùé, me Iehann peur. Ne chomein ket mé aman me unan. Éh an mé genoh eùé, rak, ataù, ne ouian ket émen monet a hendaral. »
Ha Jannig, étré deu skuerm, e ouilè, e ouilè, ken ne saùas kalonad de Iehann doh hé hleuet. Iehann, garchennet tré doh hé garmereh, e droh geti, én ur vonet get é hent, hemb obér dramsel erbet ar é lerh : « Deit mar karet, ha tennet en or ar hou lerh. »
Ha Jannig saùet en or dorikellek, hilgennet d’hé seùel ar hé souk, ha oeit arlerh Iehann.
En ur vonet, é termè Jannig. Ur galonad e oè get Iehann, ur béh ponér get Jannig. Divérein e hrè en huiz doh hé zal.
Kent pèl, é ma ret de Jannig dihan a heli Iehann, ha hi ha huchet arnehon :
« Groamb un diskuih, pé éh an de vatein. »
Ha Iehann distroeit de sellet ar é lerh, get truhé doh Jannig. Tarhein e hra de hoarhet, én ur uélet é voéz, hantér flastret édan hé dor dorikellek.
« O men Doué ! men Doué béniget ! beboéret ur voéz alkent. Laret em es deoh tennein en or ar hou lerh, pé mar kavet guel, hé cherrein én hé léh. N’em es ket laret deoh hé sammein ar hou kein. Mât e vè en or ar en ti, divat e vè ar en henteu.
— Petra e hrein-mé nezé anehi ? emé Jannig, ambahoh eget biskoah.
— Groeit kafé geti, mar karet, e eilgonz Iehann, garchennetoh pé garchennet. »
Hag Iehann, kendalhet de vonet get é hent, hemb obér van erbet ag é voéz. Jannig, é kredein é chonjè Iehann lakat en or d’obér tan édan er hafé, sammet arré, ar hé hein, hé dor dorikellek, dalhet de vonet arlerh hé fried, ha hé de cherreh un huizaden aral, beta ken ne goéh en noz arnehè ha ma konz Iehann, éraok donet étal ur hoed, a glah en tu de dremen en noz.
Jannig, é kleuet konz é vo ret dehè kousket édan en amzér, e spont get en eah ha hi e skuerm doh héh Iehann aveit monet don ér hoed, aveit bout dioalletoh doh en dud fal.
Aveit kaout er peah get é skuermeréz, é ma ret de Iehann monet doñnoh ér hoed.
Ér hoed don, a pen dint deit, nen dé ket diarchennet Iehann. Muioh mui é sour en eah ar Jannig. En distéran trouzig hé laka de grénein ha de vleijal. Ha hi ardro hé Iehann, aveit el lakat de seùel, a ziar en doar, én ur uéen benak, aveit bout dioalletoh doh el laeron hag en dud fal.
Iehann ne arvar ket d’obér er péh e oulen Jannig geton. Gouiet e hra ne ziskuermo ket a vihannoh. Lahet é d’er housked. Un hun e hrehè vâd dehon. É hun gousked e gollo é sentein doh é voéz. Ne chonj ket neoah arvar a sentein dohti. Guel é geton kol é gousked é léh bout boaret get skroéjereh é hroah.
Hag ean de grapein barh ur uéen hantér kostéiet ar en doar, ur bodad bras a vareu dehi. Oeit é bet ean abarh hemb poén ; difonnoh é ma bet oeit Jannig. Éh oè hoah hé dor dorikellek geti… Ha hi e dermè ken ne vrammè.
« Petra en diaol é ma honneh é klask hersal ar hé lerh ? emé Iehann.
— En or dorikellek, me Iehann peur.
— Hoah, mam er garchenneu ! Na de betra ?
— Aveit ma ne vo ket en dud fal doh hé havet ha doh hor havet-ni én arben dehi.
— Lézet hou tor d’en diaz. Lakeit e vè dorieu ar en tiér ; ne vent ket saùet de vlein er gué.
Met Jannig ne zistag ket doh hé fennad ha hi de dermal, de huizein, de vleijal get ur vrohad spont, ha Iehann, aveit trohein hé garmereh deit de chachein geti ar en or hag ind hé displéget ar er bareu. Hag ind d’em asten arnehi goudé, de gousket.
Jannig e larè d’hé Iehann, én ur hortoz er housked de zonet :
« Sellet breman, me Iehann, mar ne vè mât en orieu nameit ar en tiér. Honnen e hra kaer hou treu, é blaen er bareu. »
Iehann ne hellè ket hé dislaret, ha kavet e hrè de chonjal éh oè er hetan tra a vad deit tré a glopen é voéz ; hag ean de chachein ar er housked, én ur zirohal erhat èl ur hant tacheu. Jannig, hi, ne gouskè ket. Ne zidréhiè ket ataù hé spered, get doujans ag en dud fal. Ha hi e oaskè d’en em stardein doh hé Iehann ha, dré bep taol, en dihunè a hantér.
Estroh éget ur uéh é ma bet deit en hoant dehi de stagein én é ziskoé, aveit obér un heij dehon, ha d’en dihun tré ha tré. Sel taol é ten ardran, get doujans ag hé Iehann.
Hag en noz e iè, e dreménè ; er hogus e zuè, e gaerè ; er hoed e drouzè ; en aùél e fichè, en éned e hunvréè ; Iehann e zirohè ha Jannig e spontè hag e grénè.
Un droiad benak é ma seahet ha tréhiet. Kleuet e hra deviz doh troed er uéen, ha kent pèl é kol er pouél, a pe gleu en devizerion éh ervellat en eil doh égilé, aveit diskrap, peb unan, el loden vrasan ag er ialhad argant e oent bet é laereh, ar en hent, doh marhadizion ronsed. Bout e oè diskrap ru getè ar er bratel, sinsakrereh ha konz a lahereh.
Sel mui éh arvellè el laeron, sel mui é sinsakrent, é tiskrap ar ou dornadeu eur, ha sel mui é seahè Jannig hag é tiskrabellè ar hé dor. Brunellat ne hrè ket, rak ne hellè ket. Obér e hra ker goah. Dihantérpouézein e hra en or get hé diskrapereh, hag ind : dor, Iehann, Jannig, bransigellet ha diskaret én ul lod, get paod a drouz ha safar, ar er baré laeron.
É veldivellat, é strak en diù zorikel unan doh en al, é tihun Iehann hag é keij é vleijereh get skroéjereh é Jannig. Dihun e hra en éned ar ou hluteu, ha kaékal e hrant goah der oah, é strebaotein doh er bareu.
Spontet é el laeron d’ou zro ha diskrap e hrant, d’er pear lam, édan er hoed, én ul lézel ar ou lerh ialhad ou laeronsi. Diskrap e hra eùé Iehann hag é hroah.
De holeu-dé, é ma deit Jannig de glah hé dor dorikelek, de lakat ar hé zi ; rak arlerh en droiad-man Iehann ha Jannig ne gavant nitra guel d’obér eget distroein d’ou hent.
« Perak distroein d’er gér, me Iehann, pe n’en des ket mui dor erbet ar en ti ?
— A pe ne vè ket mui dor erbet, é vè kavet un aral, emé Iehann echevé :
— Damb de glah hon dor dorikellek, emé Jannig.
Hag ind oeit ha kavet ou dor hag ur iohad eur hag argant. Boémein e hrant guel der uel.
« Bout e zo a zornad ! e soéh Iehann.
— Bout e zo a flahad ! e lorh Jannig.
— Argant laeret ha kavet e vè mat de cherreh, e lar Iehann. »
Hag ind dastumet ha cherret, ha distroeit d’er gér get ou sam. En ur vonet get ou hent, é jourdoulè en deu bried d’ou havaden. Jannig, hi, e vregonsè dré bep taol :
« Sellet ha laret hoah, me Iehann, mar ne ven ket mé mat de nitra ha mar n’em bè ket mé chonjeu ag en dibab. »
Iehann ne gavè ket nitra de énebein de gonzeu é voéz ; rè é tréhè er joé ar é galon. Kredein e hrè get é gavaden, é vehè bet erhat én amzér de zonet.
É guirioné, paod aral, get ur voéz dishaval, e vehè bet erhat bléadeu ha bléadeu, Siouah ! nen dé ket bet hir er chachad eurusted aveit Iehann, abalamor d’é voéz.
Adal m’é ma bet lakeit dehon ar é di, ou dor dorikellek, é ma bet Jannig ar er ialhad aveit hé diglos. Ataù éh oè chomet ur galaveréz, un dismanteréz, un dizalbaderéz. Ha nen dé ket bet bléadeu é kavet pen d’en devéhan péh a uigent real.
Jannig ne oè ket « dihaniet » aveit « hanial ».
Ret é bet dehè, a neùé, poéniein ha huizein aveit gounid ou zam buhé ha ret e oè bet de Iehann guélet ha kleuet é hani é « hanial » goah eget biskoah.
Bouneahet é bet er heah Iehann de « haniereh » é Jannig, ha paod a uéhieu é ma bet é houlen get Doué hé « dihanial » de vat, doh hé has geton d’é Varadouiz.
Un dé é ma bet cheleuet é arbedenneu, chetu penaos.
Donet e hra de Jannig er chonj de ahméliatat flour hé buoh Minouréz, ha d’hé lakat ataù de vouitat ar lein en ti.
Ha hi de unangonz dohti :
« Éh an de oalhein me Iehann get er blijadur, er hreisté-man, én ur vouitat mem buoh Minouréz, de stanbohein. Éh an d’hé lakat de vonet duzé ar vlein kantoen er hreu. Diandellekoh é honnen eget Briheu, ha greüsoh. Honnen e iei, én tan ha rah, aveit lañnein hé boelleu, Doh hé fénariein hag en ur zisken, dré doul mogedér er cheminal, er pen aral ag er stag, é hellein dariù me méren ha parrat doh mem buoh a vonet d’er gaoleg duzé. »
Ha Jannig groeit èl ma larè. Goudé bout bet pénariet hé buoh, goudé bout bet diskennet, dré en toul mogedér, pen aral er stag, hi oeit hag er sklomet én- dro d’hé goug troed.
« Avelmen, emé hi, nen dei ket de léh erbet hemb ne ouiein. »
Ha Jannig ha bregonset get er joé. Truhek é rekè pariù en doéré get er beurkeh moéz. Embér é torimel er vuoh Minouréz diar blein en ti d’en dias, én ul lakat béh ar hé stag, hag én ur seùel Jannig, én ari en troed, ihuél én toul mogedér, hé fen durheit d’en dias.
Ha Jannig de vrunellat. Dén n’hé hleuè ; er vuoh e vunsellè; hañni ne hrè van anehè ; ret e oè de Jannig ha d’er vuoh chomel a skour, de hortoz bout diskouret.
Iehann, ér park, e gavè hir é vitiniad. Kourz méren ne dè ket aveiton. Skuih é hortoz ha nañnek, néhanset ha poéniet, donet e hra d’er gér, get paod a brederi, én ur glask én é ben en treu digampen éh è de gavet duhont.
Treu truhek e oè doh er gortoz. É tonet barh er porh é huél lod ag er goal.
Spontein e hra a pe uél é vuoh a skrebill doh tal é di.
Hag ean oeit a her aveit trohein er stag ha diboéniein el lon peur. Ne oè ket koh trohet, ma saù, én un taol, er pen de veg er cheminal ha Iehann kleuet, é diabarh en ti, trouz un dra benak ponér é koéh én ur poullad deur, ha gijereh deur é tonet ar en tan.
Hag ean deit én ti ha kavet é Jannig ér potarnad souben, diskaret abarh betag hé diù groézel, ar hé fen hé diùhar ér méz, en tan é loskein hé zammigeu dillad én dro dehi.
Jannig, a pen dé bet trohet er stag, e zo bet deit a lam gaer de goéh ér potarnad souben berùidant ha hi marùet, béet ha poahet én deur berù.
Hag Iehann ha laret :
« En taol-man chetu hi « haniet » ha « dihaniet » erhat. Na peh ur veboér a voéz alkent ! »
Ne ouian ket ha chomet e vehè merhed de Jannig ar hé lerh. Ne gredehen ket en nahein, rak, gouiet e hran reih, truhé Doué ! é ma stank hag ohpen stank er Janniged ar zoar er bed-man.
Iannig
Kerbeboér
Ur mitiniad kovésereh, de son er hloh, é ta a her én iliz, èl ur barrad aùél, é torimellat kadoérieu ha brichigeu, é skrimpellat hag é teviz en eil doh é gilé, ur baré havrelaoded ha plahed én ou naùeu, degeu vlé hag unañnigeu én ou unegeu ha deuzegeu.
Ne dor ket en deviz getè, goudé mé mant paket én dro d’er gadoér kovésereh. Er « pepéed » hag er « veméed » unek ha deuzek vlé, e sour ar er ré iouankoh de drouzal ha de safarein, hag, émesk er ré dizoéian ha drujetan, hañni nen dé tré de Iannig Kerbeboér, ni de Vab Azen, é kas é zeuzek vlé hemb bout bet groeit pask erbet ha hemb bout bet groeit hoah kovézion erbet.
Nen dé ket ambahoh eget er réral ha ne léz ket é lod hoarieu get é gansorted. A pe daù er réral én dro dehon, a pe uélant er Person é tonet d’é gadoér, ean, Kerbeboér, ne zihan ket a droiellat ar é gadoér, a hoarhet, a huchal ar er ré aral, a chachein arnehè, hag a bousein bel eil tro.
Trohein e hra er Person é andelleu doh el lakat, é unan kaer, pèl doh er réral ha difér e hra dehon é vo kovèseit en devéhan ag er baré.
É unan pen, a pen dé, ret é de Gerbeboér chom furoh ha dihan e hra é zevizeu, é hucheu, met kenderhel e hra de droiellat ar é gadoér. Albañni bras e zo ar é spered. É zeulagad e zo dalbéh ar biù benak e ia ér gadoér, pé e za tré anehi. Sellet e hra dohtè get joé, get spont, get soéh ha, dré bep taol, é krog én é skoharn hag é chach arnehi én ur obér guigneu de henont ha de honnen. É ma é spi, drest pep tra, ar Franséz en Toseg, e vè é leshanùein er Meillouz, hag ar Varion Tralala, deu amezeg dehon. Divarhein e hra é selleu get er spont, a p’ou guél é vonet ér gadoér d’ou zro, ha soéhein e hra a p’ou guél é tonet tré anehi én ur hoarhet.
Donet e hra eùé tro Kerbeboér de vonet tré abarh
er gadoér, ha hañni erbet, én é raok, nen dé bet, épad
é droiad kovésereh, é rein d’er Person kement a druhé
nag eùé a zeverrans.
Kentéh m’é ma tuset en orikel d’er Person, é ma Kerbeboér é tivarhein é zeulagad arnehon, é lakat é viz étal en toul klouér én ul laret :
« Ha ! ha ! Tonton Bejeb, m’houh anaù ; sel pemzek té en hou kuélan é vonet d’en Drinded. Me mam e vè é laret éh et de « frikotat » de borh Matelin en Dansour. Met n’oh ket bet é trohein ou skoharneu de hañni, nag eùé d’er Meillouz na de Varion Tralala.
— Naren, é guirioné ; nen dér ket aman eit kement-sé, emé er Person.
— Hama, goah azé aveitè. Met, ha trohein e hreet me ré dein mé ?
— Ne hrein ket.
— Hama, goah azé ! É ma bet mammeu en deu aral é laret dehè ha dein mé é vehè bet…
— Lézet en treu amoet-sé ha kovéseit. Deit oh ama aveit kovésat.
— …É ma bet ou mammeu é laret dehè ha me hani-mé é laret dein, mar n’hou pehè ket trohet hor skoharneu demb…
— Taùet get hou tiskoharnereh, ha kovéseit. »
Kovésat, Kerbeboér ne oui ket, hag, é guirioné, ne govésa ket, hag er Person ne zisoh ket a obér kovézion erbet dehon.
Donet e hrant tré ou deu ag er gadoér hag er Person en aters goudé a zivout er hatekiz, aveit guélet pegement éh oè divrazet.
Kleuet e hra un trohad amoèdaj get Kerbeboer, e laka er heh Person de hirat é atersereh. É léh pemp pé huéh goulen, diar er uirionéieu vras, en atersein e hra duhont ha duman, pen-der-ben d’er hatekiz hag anaùout e hra é vè mammeu tuetoh de zesaù léieu ha moh kentoh eget kristénion.
Un aters e doulè d’un aral.
« Ha hui e zo kristén ?
— Ia, dré édan er pod rousin.
— Na più e zo bet é tiskein en treu-sé deoh hui ?
— Marion Tralala é hoarn hé seud é lanneuiér Keraùél er Brammeu.
— Petra é Doué ?
— Kafé d’er vugalé ha d’er groagé. - — Na più e zo bet é tiskein en treu-sé deoh hui ?
— Me mam.
Er person, veudet de gement a dreu diboél, e gendalh de atersal Iannig Kerbeboer :
— Petra é mistér en Drinded ?
Mistér en Drinded n’anaùan ket ; hani me mam e anaùan eroalh. Hé skudelleu e laka abarh étré er predeu.
— Pet person e zo é Doué ?
Bout zo unan aman hag unan én Drinded. Ne ouian ket pegement e zo é Doué. Monet e hran de ziù barréz, d’en Drinded ha duman. Ne anaùan parréz erbet kin a hendaral, na person erbet aral naket.
— Mât eroalh ! Pet person e zo én Drinded ?
— Unan, èl aman, Matelin en Dansour e vè me mam éh obér anehon. En anaùet eroalh e hran. Sel pemzek té é ven doh er guélet é tonet de « frikotat » d’hou porh hui. Bitik é èl pepé er Meillouz. Liés é lar me mam anehon é ma èl ur bugul seud hag é ma divat de lahein leu. Tret é èl ur goarhen ha moén èl me añnoér Briheu. Liés é kleuan me mam é laret penaos é gegineréz ne gavo léh erbet arlerh er marù anehon, rak ne oui ket na lardein na magein hé mestr…
— Pegours é ma gañnet ha marù hor Salvér Jézuz-Krist ?
— Ne anaùan ket mé henneh. Anaout e hran deu berson, hui ha Matelin en Dansour ; ne anaùan ket hani Doué. Ne anaùan ket Jézuz-Krist. Ne ouian ket pegours é ma gañnet, na pegours é ma marù. Ne ouian ket mar oè bras pé bitik, mar oè koh pé iouank, dru pé tret.
— Bihannoh a droieu ! Konz e hran-mé a eil Person en Drinded ha nann a hañni aral ; pegours é ma ean gañnet ha pegours é ma marù ?
— Pegours é ma gañnet, ne ouian ket ha mar dé marù ne gredan ket, ataù nen don ket deit de ouiet. Mar behè klanù ne vehen ket souéhet ; nag é vehè marù ne, vehen ket bamet. Er vuhé e za ; er marù e ia. Mé ne ouian ket hiroh.
— Get più éh oh bet hui é tiskein er sord treu-sé ?
— Get Franséz er Meillouz, é lann Keraùél er Brammeu. Bout e zo ré e lar Franséz en Toseg anehon met mé e gav mé braùoh obér er Meillouz anehon aveit el lakat de dérein, ha de loñnein. Ean eùé e vè dalbéh é huchal ar me lerh mé « Pepé Kerbeboér ». N’on ket mé Beboér, met Meillouz é ean. Lardouzet e vè dalhmat é ziliad, tro ha tro d’é azorneu é huéhein en deu « droed lé » e vè perpet é tiskar a douleu é fri hag é pign dohtè…
— Petra é er pehed ?
— Laereh béhieu kened é koèdeuier Kerhored.
— Petra é en diaol ?
— Ne ouian ket, rak n’en anauan ket abalamor n’on ket bet doh er guélet taol erbet. Mé e gleu laret é ma é chom én ihuern, ar hent Santéz-Anna, étal tavarn er Purgatoér ; mé e gleu eùé laret ne vè ket guéh erbet ér gér hag éh a bamdé d’é zeùehieu. Mestr er Baradouiz e zo ihuelloh eget en diù davarn-sé, e vè hoah eùé, èl en diaol, é ridek ar é zeùehieu, duhont ha du-man, aveit gounid é dam kreu ha hani é chetaligeu…
— Petra é ur sakremant ?
— Frintein krampoch ar er baldan…
— Petra é er binijen ?
— Postal er Person get er berchen.
— Petra é er Briedereh ?
— Diméein er meùel d’er vateh…
A pe oè skuih er Person é kleuet é amoédaj, é tistag dehon ur predeg aveit en diandellein azohtè.
— Amoèdaj e ouiet hui é léh katekiz. Disket katekiz é léh en amoèdaj-sé.
— Katekiz eroalh e ouian mé. Ne quiet ket.
— Marsé ne ouian ket hou hani hui ; met gouiet e
hran katekiz me mam, hani er Meillouz ha hani en
Dralalaen.
— A ! nann, ne ouiet ket nitra.
— Ne ouian ket nitra ? Ne ouian ket rah er péh e ouiet hui ; met ne ouiet ket hui eùé rah er péh e ouian mé.
— Marsé erhat. De uélet é ?
— De uélet é ? Hama éh et de uélet : Koustelé ne ouiet ket hui pegement a éned e zo tarhet, én ur gorad, a iér me mam ?
— Naren.
— Hama, sellet ; bout e zo naù anehè hag ur gourig. Koustelé ne ouiet ket hui pegement a leu e vè me mam, bep sul vitin, é kribat a me fen-mé hag é tiskar én hé fedél ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé ne ouiet ket hui petra e hra hi dehè ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Hi ou diskar én tan, de dronsein ou losteu ha de vresken abarh.
Ha kenderhel e hra Kerbeboer de zibun é dreuigeu d’er Person, e chom de hoarhet doh er cheleu.
— Koustelé ne ouiet ket hui pegement a éhén, seud, deved, moh, iér, e zo é bieu d’em mam-mé én hé hreuiér ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé ne ouiet ket hui péh liù
en des mem buoh Moran, me hani Briheu, me hani
Lostargant, me hani Laeréz ; na péh hanù en des me
meud bras, me hani kreiz ha me hani bihan ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé hoah ne ouiet ket hui émen é ma amhélieu me mam, nag émen é ma lakeit héh avaleu-doar nag émen é vo hadet er gunéhtu ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé ataù ne ouiet ket hui pet kuéh éh onn bet mé é vouhein Marion Tralala hag é veutat er Meillouz ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé ne ouiet ket hui perak é ven-mé doh ou bouhein ha doh ou meutat ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé éh an mé de laret deoh. Marion Tralala e zo ur vléchel a iar hag er Meillouz un darz a gah !
Sellet hui : a pe ven mé skuih, étal me seud, é hollaikal dohtè, hag a pe vè chonjet genein monet, é harz ur harh, d’obér un hun kousked, ind en em laka de huchal é geu « dianvol » [3] arlerh me seud, é kasant treu er réral de gol, aveit lakat me mam d’em bahatat. Koustelé ne ouieh ket hui en doéré ?
Hama, sellet ! A bennadeu deùeh, é mant é blein er gué, é tianvolal arlerh me seud, er Meillouz én ur huchal, kriùoh eget marh erbet é skrimpellat hag en Dralalaen é spègal, goah eget hoh erbet é skroéjal Koustelé ne ouiet ket en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Elman é vè er Meillouz é tianvolal ar me lerh.
Ha Iannig de gañnal :
« Dihoariellet h’ tihoarielleu, deit de harz seud Kerbeboer doh segaleg en Tralala… ho ! ho ! Tèr ér é mant abarh, tèr ér é veint hoah, raok mah arriùo er vugulion fal d’ou hlah, ho ! ho !
— Koustelé ne ouieh ket en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet! Elman é vè en Dralalaen é spègal hé dianvoleu arlerh me seud.
Ha Iannig de ziambrézein en Dralalaen :
Dianvol ! Dianvol ! Dianvol ! ’h a rah gunéheg en Toseg de gol !
Dianvol ! Dianvol ! Dianvol ! get seud Kerbeboér éh a de gol !
Dianvoleu, dianvoleu, dianvoleu ! get seud Kerbeboér éh ei d’ou hreu !
— Koustelé ne ouieh ket hui en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Mé ou meuta-mé, aveit trohein ou dianvolereh. Koustelé ne ouieh ket hui en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Koustelé ne ouieh ket hui é mant deu huizour brein get ou dianvolereh ?
— Naren.
— Hama, sellet !
— Met nen dé ket ker bras en droug ma vè ret deoh ou meutat…
— Nen dé ket ker bras en droug ? N’er havan ket-mé ker bihan, sellet. Hag a pe veheh-hui ém léh-mé, a pe ven-mé strillet get me mam, hui er havehè bras èlonn-mé.
— Huchet arnehè é léh ou meutat hag é vo guel en treu.
— Ia ! met koustelé ne ouiet ket-hui é ma tré ou zouleu hucheu d’em hani-mé ?
— Naren !
— Hama, sellet ! Hag a pe gavan en tu arnehè. aveit trohein ou dianvolereh, mé ou meuta-mé a baùadeu ; mé ou bouh-mé a vahadeu ; mé ou ien-mé a votézadeu ; mé ou flém-mé a strilladeu ; mé ou diskar-mé a lamgaereu ; mé ou fost-mé d’er breskenneu, d’er pèleu. Koustelé ne ouieh ket-hui en doéré ?
— Naren !
— Hama, sellet ! Peb unan e oui hag e anaù é dreu. Nahet-hui é ma me honzeu guirioné?
— Ne hran ket.
— Hama, sellet ! Deit hui hoah koustelé dohein-mé ne ouiet ket hui hollaikat !…
— Naren.
— Hama, sellet ! Gouiet e hran-mé. Cheleuet-mé é hollaikat doh er Meillouz. »
Ha Kerbeboer de gañnal a bouéz é ben :
|
Me hollaika dohoh, Meillouz, |
« Elsé eùé é hollaikan doh en Dralalaen. Met hañni anehè ou deu ne oui bebeilat dohein-mé. Koustelé ne ouiet ket-hui en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Hoah éh ouian hollaikat a hendaral. Deit hui koustelé ne ouiet ket hui penaos ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Chetu hoah penaos é hollaikan-mé dohtè. É ma ret dein-mé goulen ha reskond : hañni anehè ne oui bebeilat dohein-mé.
|
«
Hou ! Hou ! Hou ! Hou ! |
« Elsé é eùé é hollaikan doh en Dralalaen. Met na Meillouz na Tralalaen ne fonn ket dehè bebeilat dohein-mé. É ma ret dein-mé obér rah me unan, kas kloh ha kroéz ém fréhésion. Koustelé ne ouieh ket-hui ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Hoah éh ouian-mé kannal d’er Meillouz, kañnal dehè kas ou seud d’er gér. Deit hui koustelé ne ouiet ket-hui ?
— Naren.
— Hama, sellet !
|
«
Héoligeu Tralala, la, la, la, |
Ha doh er Meillouz é kañnan-mé :
|
«
Héoligeu Kermeillouz, ouz, ouz, ouz, |
« Na Meillouz na Tralalaen ne ouiant ket bebeilat
dohein-mé. Koustelé ne ouieh ket-hui en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Ne ouiant ket rah, anehè, er péh e ouian-mé. Ne ouieh ket-hui en doéré ?
— Naren.
— Hama, sellet ! Deusto m’é ma er Meillouz tré dein-mé d’obér en erùen fourchek hag en Dralalaen d’obér er velin aùél, mé ou bouh-mé ha mé ou meuta-mé ken ne vleijant genein.
Hui rekezè trohein ou diskoharn dehè ! Me mam e larè dein, a vitin, hou pehè ind trohet dehè. Ha me lar-mé eùé é vehè un dra vat ou zrohein dehè, rak hoah é huchant ar mé lerh, é vebeilat :
|
«
Koukou, kohann ! |
— Me droh-mé get Marion :
|
«
Koukou, Koubig ! |
— Truhek e vè en treu genoh.
— Truhekoh e vè hoah ou ré getè. Ha me droh-mé get er Meillouz :
|
«
Koukou, kaohek ! |
— Truhek ; truhek ha lous.
— Truhekoh e vè hoah ou ré getè ind. Koustelé ne ouiet ket hui é vè, bamnoz, Marion é friget én hé guélé hag er Meillouz é foéret én é doulplouz ?
— Ho ! Ho ! Truhek é en treu genoh !
— Truhek ! Truhekoh é hoah ou ré getè.
Bamdé éh uélan-mé diardran lavregeu er Meillouz lardous, èl é arzorneu, get huéheu é fri ; bamdé éh uélan-mé, én héol é harz en ti, é tal hani hé hoérig vihan, golhed Marion é séhein.
— Rè druhek é en treu genoh ! Tennet d’er gér ha laret d’hou mam déskein deoh katekiz Doué, é léh brelobieu dibouél en dud drujet ha dizoé. Désket treu fur en Eutru Doué, èl mah oh bet é téskein treu difur en dud…
— Hoah éh ouian ! Met koustelé ne ouiet ket hui penaos Marion Tralala hag er Meillouz Tosek…
— Taùet hui, ha tennet d’hou hent !
— Nen dé ket trohet deoh me skoharneu! Trohet ind dein. É ma bet me mam é laret dein er mitin-man, éraok donet, hou pehezè trohet dein me skoharneu, hag ou rè d’en Dralalaen ha d’er Meillouz. Pegours ou zroheet ?
— Aben er blé, a pe veint hiroh. Chachet d’er gér !
— Kleuet hui. É ma bet me mam é laret dein penaos hi em lahehè, mar distroehen d’er gér get men diù skoharn. Guèl é genein bout diskoharnet eget bout lahet… »
Ha erbeboer e ouilè ha tostik é vleijè. Laret e hra
a neùé :
« Me oui un dra, met n’el larein ket deoh, na n’el larein ! Chachet ahoel ar men diskoharn aveit ma ne vein ket grons lahet get me mam. »
Ha Kerbeboer e ia troèdant arlerh er Person doh en arbedein de drohein é ziskoharn, pé ahoel de chachein arnehè.
« Nen dé ket hiziù é ma bet hou mam é laret deoh aveit er uéh ketan, hou lahehè ?
— Bamdé é lar dein em laho.
— N’hé des ket hou lahet anehi neoah. N’hou laho ket hoah hiziù.
— Un dra de uélet é. Chachet ahoel ar men diskoharn
hag é vein dizoujoh de zistroein de daldi, ha me
laro me zra deoh.
Er Person, aveit diovér a Gerbeboér, aveit en diboéniein, e hra goap a chachein ar é ziskoharn ha kentéh é trapikel er heh glep get er leuiné.
— Éh an de laret deoh me zra ; met dioallet ag el laret d’er Meillouz.
Bet on bet é kavet un néh pig, met ne gonzet ket de hañni anehon, nag eùé de Varion Tralala.
É ma é beg un erùen, é pen hon ti-ni. Met dioallet a gonz de hañni erbet ha, drest pep tra, d’er Meillouz ha d’en Dralalaen, e iehè de lemel en uieu anehon ém raok-mé.
En Dralalaen e grap ér gué kerklous, pé guel, éget paotr erbet. »
Gratat e hra er Person ol é oulenneu de Gerbeboér hag en davé e hra diboéniet d’é hent.
Er Person, é vonet d’é du, ne hellè ket miret a chonjal ar ziduahoni paod a vammeu de zesaù bugalé, ha laret e hrè get é hent : « Mammeu seud ! Mammeu léieu ! »
« Kerhet-hui de di er vemé Tralala, de glask dein ur pochadig bled de zariù kaod menon de visat hou prérig bihan.
— Nen dein ket !
— Kerhet-hui, me menoñnig-mé.
— Nen dein ket !
— Kerhet-hui, me Iannig-mé, ha me rei ur blank deoh ha, disul, hui e breno geton ur goutel broch-jao, ur goutel ha ne vo ket lakeit stag erbet dohti hag e vo paod guel eget hou hani huitellek. Kerhet-hui me « hani » -mé. O ! me Iannig-mé e iei, e hrei é droiad kerklous ha guel éget hañni.
— Mé em bo-mé mem blank a vreman.
— Reit e vo deoh disul, me haerig, hag e vo kerklous
pé guel hou treu hui.
— Mé em bo-mé mem blank ag agent.
— Nen dé ket hoah groeit hou plank, me « hani » -mé, met groeit e vo aben disul, ha hui hou po hui ur blank kaer é léh unan koh…
Nen dei ket, er pen deluh ! Darz ar darz ar er mordoseg ! Strimpet, pé éh an de ziskrap me astel ioud ha d’hé displeg ar hou kein. Strimpet a zidan men deulagad pé éh an d’hou lahein, d’hou tagein, d’hou moustrein…
Met me hani-mé e iei, ha ne vo ket ret dein monet dré vil dehon ; me haerig-mé e iei aveit kaout é vlank, aben disul, de brenein é goutel broch-jao, guel éget é goutel huitellek.
— M’em bo-mé mem blank a getan.
— O ! darzig en darzed ret e vo dein rein é vlank dehon… Hennen e zo ur pen meud anehon. Arhuloh é éget éjon kant vlé erbet !
Eh on mé é chonjal de biù é tén er pen boskard-man. Nen dé ket ur pen dén e zo ar hou tiskoé-hui met ur vronegen. Delet hou plank ha kahet arnehon ! »
Monet e hra Iannig goudézé da glask d’é vam ur pochadig bled d’obér kaod menon, de visat é vrérig. D’er gér, a pen dé distroeit, é laka é sahadig bled doh troed er forniad, ar léren en ti.
Donet e hra beb eil tro, iér, kegér ar é dro ha toulein e hrant er sah. Donet e hra moh, léieu, d’ou zro, hag e zismant akerh sah ha bled, ou strèu, ou zrapikel, ou damblé…
Donet e hra mam Iannig ha térein e hra ru dal ; distag e hra héh astel aveit koètat hé menoñnig. Koètat ne hel ket. Strimpet é Kerbeboér pelloh. Met ur barrad hujaotereh e goéh ar é ziskoharn a ziabel.
« Darz ar darz ar er pen malùan mab-azen, é ben mordosek e rekezen bout bet flastret dehon aveit en diveboérein !
Nag émen éh ein mé breman de glask bled de zariù me haod ?
Merhat é chonj é vè gellet dariù kaod get ludu pé bouzél.
Tosteit duman, ma flastran deoh hou pen ioudek ; tosteit, men darz ! ma hou lahan get me astel, aveit déskein deoh émen é vè léh ur pochadig bled.
Hag en darzig ! oeit hoah mem blank geton…
Santéz Barban beniget ! na più e ziveboéro bikin er pen malùan ioudek ? O ! ret e vo dein er flastrein dehon get me astel. Hag éh an… »
Ha hi e zihujaotè de samedein héh astel ha d’obér un hetad d’hé mabig hemb disoh ag en derhel.
« Kerhet hui, me hani-mé, de glask pear blankad kafé fresk de davarn Marion er Bérous, aveit torrein séhed nou mammig, ha diféret dehi er sukrein gres. Tagein e hran get er séhed !…
— Nen dein ket.
— Kerhet-hui, me haerig ! Hui e zo hui menoñnig
sontil é vam. Kerhet-hui hag é veet me haillig. O !
hennen e iei de davarn Marion de glask kafé fresk
ha sukret gres de dorrein séhed é vammig peur.
— Nen dein ket.
— Kerhet-hui, darz ru ar darz ru ! pé éh an d’hou tagein get er goutel bara…
O ne strimpet ket, me hani-mé, n’hou tagein ket get er goutel bara. O naren, me haerig-mé, ne vè ket taget er vugalé sontil, ha sontil é me hani-mé ; sontiloh éget é vrér bihan.
Me hanni-mé aman e ia de vonet hag e zibio obér é droiad.
— Nen dein ket.
— Kerhet-hui, me mabig kaer, ha mé e rei deu vlank deoh de brenein ur horneg getè aben disul, éraok en overen, hag ur bram-jao arlerh er banneu. Kerhet-hui, me hani-mé. Me ouiè eroalh é vehè bet oeit. Sontiloh é éget garel erbet ha kaeroh éget hañni erbet ar en doar. »
Monet e hra Iannig, ur hourzad benak, ha distroein e hra get é gafé fresk ha sukret gres.
Arvaret bras é get é gafé, a pen dé deit d’er gér. Ne oui ket é pè tachad el lakat. É ma er moh ha léieu é troiellat ag en or d’en uéled ; é ma er iér é kardellat ar en daol ha, kentoh éget ou lezel de zismant er péar blankad kafé fresk ha sukret gres, ean el lonk, ar en dachen.
Displeg e hra goudézé en doéré d’é vam, ar drézeu en or, é ma bet doh el lonkein aveit kavet ul léh dehon, de ortoz é gorneg hag é vram-jao e brénehè get en deu vlank grateit dehon aveit er sul goudé.
Térein e hra er vam, ru-dal, hemb gellet distill konz erbet ur prantad. Trapikellat e hra ar en dachen aveit torrein é hounar ha, goudézé, é strimp d’hé mantel cheminal aveit diskar héh astel-ioud de zispleg ar gein er mabig koko.
Oeit é pèl er mab, hag hé lézel e hra de zihargatennein héh arfleu, héh unan kaer, el lér dornereh étrézè ou deu. Boaret é un herrad get gourdrouzeu a lahereh, a voustrereh, a dagereh, a flastrereh ha paod a gonzeu divalaù aral.
« Ne dostet ket duman ataù, darzig en darzed ! pé mé hou laho, mé hou tago, mé hou prèuo get me astel.
Sellet, er pen ioudek ! ne gav ket léh d’ur pochadig bled ; met ne vè ket arvaret, er pen meud, de gavet léh d’em fear blankad kafé !
O, Santéz Barban er Gurun ! più ar en doar e ziveboéro é ben toézek d’er mordoseg-man ? O, mé hou tago ! mé houh ioudenno ! »
« Kerhet-hui de di pepé er Meillouz, de glask un trepé dein d’obér me ioud, er hreisté-man. Kerhet, me mabig peur ; kerhet hui, me hokoig, ha ne vo ket, ar en doar, furoh na sentusoh mab égedoh-hui.
— Nen dein ket !
— O ! na darzet ur paotr, e lar dein berpet : « Nen dein ket » ha « nen dein ket» de gement tra e laran dehon obér. Me lar-mé éh eet, pé éh an mé d’hou koètat…
Ne vo ket ret dein er hoètat get en astel.
Me hani-mé e iei ag é ben é unan. Kerhet-hui me Iannig, de glask un trepé d’hou mammig. Kerhet, ha ne chomet ket pèl ha me bréno deoh ur soñnér…
— M’em bo mé blankeu de brenein ur fuzillen de hoari « jandarm » get er Meillouz.
— Bout e zo deoh unan koed goareget.
— Unan hoarn em bo-mé, unan e darho : pun ! pun ! èl hani Glam Tralala, a pe vè é rouzein er pan ar lost er gadon. M’em bo-mé ur fuzillen de hoari « jandarm ». Me hani koed nen dé ket mât de lahein leu.
— Mar karet monet aben, mar karet didastornat, é prenein deoh-hui ur fuzillen hoarn. Kerhet me Iannig-mé.
— M’em bo-mé eùé ur bochad tenneu, ha tenneu ru. Er ré-sé e darh kriùan : punh ! punh ! punh !
— Didastornet, darz ar darz ! pé éh an d’hou iennein. Ha dibiet obér hou troiad, pen jao mouhet. »
Monet e hra Iannig d’obér é droiad aveit téhein eraok koutel bara é vam.
É tristroein get é drepé é huél duhont er Meillouz é tioal é seud. Hoantat e hra chom geton de hoari, é léh distroein d’er gér de gas en trepé. Hag ean oeit ha labouret é ben ha kavet.
Lakat e hra en trepé ar en hent ha laret e hra dehon :
« Chetu en hent ; kerhet geton ; hui e iei hui béañnoh geton égedonn-mé. Tri zroed e hues-hui ha n’em es mé nameit deu. Kerhet hui houh unan kaer hag éh an mé de hoari « jandarm » get er Meillouz. »
Hag ean lézet é drepé ar en hent de vout cherret get er hetan deit hag ean oeit devad er Meillouz de hoari « jandarm » beta kreiz anderù.
É ma é vam doh er gortoz ; torret é hé hohad ha gellout e hra hé Iannig displeg é zoéré dehi a ziar en trezeu.
Deviz ha displeg e hra penaos é kouskè hag é hernè é zivréh get en trepé hag é kavè geton éh oè ret obér un diskuih.
« Ne oè ket ret deoh lezel en trepé ar en hent de vout kollet, darz ar darz !
— Kollet nen dé ket ; fariet ne laran ket. Oeit é rè bèl get é dri zroed.
— Kredet-hui kement-sé, pen labar ! Mé e lar-mé é ma laeret.
A pe gleueh hou tivréh é kousket get hou trepé, hui e rekezè, é léh chom de ziskuih, el lakat ar hou tiskoé, hou pén én toul, un troed pé deu araok ha durheit d'en dias.
— Ne ouien ket.
— Mechal petra e ouiet hui ! O darz ar darz ! Santéz Barban, più e ziveboéro er sabad ioud gruel-man ?
O ! ret e vo dein el lahein ! ret e vo dein en
tagein! araok en noz hui hou po hi, menandour ! Me
astel e dorrein ar hou kein ; me houtel bara e iei én
hou koug, betag en troed. Chetu é ma kollet trepé pepé
er Meillouz dehon… »
Un droiad goudé é vè menoñnet Iannig aveit er has get er seud de véz. Nen dé ket bet na lahet, na taget, na koèteit.
De gourz en dornereh, laret e hra é vam de Gerbeboér :
« Kerhet-hui, me haniig-mé, de diegeh er vemé Tralala de glask ur hlouér de glouératat. Dibiet monet ha groeit mat hou troiad pé é vo béh él loj ! »
Tennein e hra Iannig ar é drézeu ha laret e hra distak :
« Nen dein ket ! »
— Kerhet-hui, me haerig-mé, ha me bréno deoh ur sonnér hoarn.
— Prenet dein ur soñnér e vo ur bochad touleu abarh, ur sonnér e vo kleuet a benhér er Meillouz ; ur soñnér e huitello de son ha de zansal, pé unan orglézeu e hrei « vrin, vran, vron » !
— Prenet e vo deoh-hui hou soñnér ha dibiet monet én hent.
— Mé em bo-mé me soñnér aben pé nen dein ket.
— O ! en darz ar darz ! ret e vo dein lahein er mordoseg gouiùet-man. Gorteit-mé éh an deoh !
— Nen dein ket ! Mé em bo-mé me soñnér de getan.
— O ! mil, mil, ar é galon ! Santéz Barban béniget, nen dei ket en andel. A pe hellehen lakat men dorn én é boulkil… Ne golleet ket, me huil ! Mé hou kavo, ha mé hou koasko…
Kerhet-hui, a pe laran deoh, sapré bidoh ru…
— Nen dein ket ken n'em bo me soñnér.
— Kerhet-hui, me Iannig kaer mé, hag é léh hou soñnér hoarn, mé e rei ur iar deoh é bieu.
— En uieu em bo mé eùé ?
— En uieu hou po eùé.
— Lakeit e vo de zovein héh unan.
— Lakeit e vo
— Lakeit e vo eùé de hor.
— De hor eùé. Kerhet hui breman, me mabig.
— M'em bo hoah ahendaral, me soñnér huitel bras ha me soñnér orglézeu.
En darz ar é galon ! Ret e vo dein monet ar é lerh get me astel aveit el lakat de vonet. Henneh e zo ur pen meud ar é ziskoé. Ne vehè ket kavet jao nag éjon erbet haval dohton. Éh an deoh… »
Hag er vam e zè tré arlerh he mab hag e hrè un hétad dehon ar hent penhér er vemé Tralala.
Abret é skuih Iannig é hersal é glouér a skour doh é zorn. Hag a pe gleu é zivréh é hernein doh en doug é ten é goutel, é hra un toul ér hreiz anehon aveit lakat é ben abarh ha donet e hra tré é ti é vam ér mod-sé, dizouj kaer, é ben saùet adrest er hlouér.
Loñnein e hra er vam éh uélet en doéré ha kaer é de Gerbeboér displeg é ma bet éh obér revé alieu é vam, ret é dehon cherreh ur hoètad ar é gein ha kleuet un toroñnad hujaotereh, un hantér ériad dohtu.
Taget nen dé ket, hantér lahet ha brèuet ne larér ket. Ha grons marsé é vehè bet lahet, kenevé ma kav en tu de ziskrap azidan en astelladeu, é vonet tré d’el lér ha d’er parkeu.
Brunellat e hra duzé a leih é houg hag a bouéz é ben. Monet e hra é vam ar é lerh, héh astel én hé dorn, displéget atau de skoein, hag é tihargatennein geton :
« En darz ar en darz ! éh oè é klask kaout ur soñnér e vehè bet kleuet a benhér er Meillouz. Soñnér eroalh e zo d’er pen brunellér éjon-sé. Kleuet e vo é vrunelleu a zek lèu !
Dihannet a skuermal pé mé hou laho grons ar en dachen. Laret e vo ér penhérieu ardro é vein doh en dioèdein èl un hoh lart. Dihañnet a skroéjal pé éh an deoh hoah. »
Ha hi groeit un hétad dehon arré hemb disoh de lakat hé dorn arnehon, nag eùé de zeval héh astel ar é gein.
Distroein e hra er vam d’hé ziegeh én ur zidérein hag en ur zidoroñnal, ha hi é tanbléat étré hé dent :
« O ! più e ziveboéro men glep mordoseg ! più en diveboéro ? più en diveboéro ? »
Hag embér hi en em laka d’er gerùel, get konzigeu flour, d’en doug d’é uélé ha de frintein iùeu dehon aveit en divlonsein.
Get menoñneu, palastreu, frintadenneu é ta de ben, é korv eih dé, ag en degas de vad én é gorv brèuet d’héh astelladeu.
Truhé Doué ! diveboéret dehi ne oè ket, na pel
goudé, èl mah ér de uélet.
Laret e hra é vam, ur maréad, de Iannig :
« Ur jao e zo ret dein kaout ; kerhet hui d’er foér ha prenet unan dein. Chetu deu gant skoued, met ne laket ket blank erbet ohpen.
— Monet e hrein, mar ret dein er montr e oulennan genoh a belzo ha ne ret ket dein biskoah.
— Mar groet-hui difistur hou marhad, me mabig peur, hui hou po hui er montr e oulennet.
Neoah, petra hreet-hui geton a pe ne ouiet ket sellet doh en orloj bras ?
— Bragal geton èl er Meillouz get é hani. Er Meillouz ne oui na noz na dé doh é hani hag ataù é vrag geton èl un oheh bras. Ha mé em bo-mé ur montr, èl er Meillouz, de vragal ; unan argant get ur ranjen eur dohton, pé n’ein ket.
— Kerhet-hui, darz ar darz ! pé éh an de ziskar me astel ar hou tiskoé !
— Ne gonzet ket mui ag en amzér-sé. Bout e zo ur hourz de bep tra. Oeit é pel kourz houh astel ; konzamb ag er montr argant, ag é ranjen eur, aveit ma hellein bragal geté, èl er Meillouz. Mé em bo mé ur montr pé n’ein ket.
— Hama, ia ! hui hou po hui hou montr-argant get
é ranjen eur ha hui e vrago-hui getè èl er Meillouz
ha mar groet ur marhad ag en dibab, mé bréno deoh,
ohpen, ur jao-hoarn ha hui hou po-hui unan éraok er
Meillouz.
— En deu ar un dro em bo pé n’ein ket.
— Reit e veint deoh. Ha me « hani » -mé e iei d’er foér de brenein dein er jao em es dobér anehon. »
Monet e hra Iannig d’er foér ha klask e hra arlerh ur jao a zeu gant skoued. Kavet e hra ré kiroh ha ré marhadmatoh ha Iann e ia pelloh. Ne oulen ket lakat blank erbet ohpen na hañni bihannoh.
Nen dé ket bet ret dehon goulen tèr ériad dohtu aveit kavet ur jao aveit é zeu gant skoued. Kenig e hrér dehon aveitè ur jao koh ha dal ha ne dalvè ket ohpen dek skoued. Hag Iann d’er gér, ar é jao dal, de zispleg é zoéré ha de zistill penaos é ma bet é kavet ré kiroh ha ré marhadmatoh, hag é ma bet eùé é kavet très é vammig.
Obér e hra er vam ur sel d’er jao ha laret e hra tér : « Met, men darz ! dal é er jao-man !
— Mar dé dal, mé n’er gouian ket ; deit é ataù get é hent ha mé ar é gein.
— Deit é get é hent ! deit é get é hent ! ia, hui doh en diskoein dehon ; met dal grons é er jao-man, pen mordoseg.
— Mé n’er gouian ket ha ne gredan ket.
— Ne ouiet ket-hui ha ne gredet ket, sellet doh é zeulagad : é ma en dapen arnehè ou deu.
— O ! men darz ! ret e vo dein hou lahein get me astel !
— Ar hou koarigeu ! ar hou koarigeu, er vam ! gouiet e hran-mé eùé hoari en astel kerklous èloh ha geliout e hrehen skoein ponéroh. Ar hou koarigeu !
— Met petra hrein-mé get er jao dal-man ? Darz ar en darz ! Hui e hel monet de glask hou montr hag hou jao-hoarn de foér en huibed! O santéz Barban er gurun, beboéret un dén trihuéh vlé ha ne oui ket diforh ur jao dal, get un dapen, doh ur jao, difistur é zeulagad. Petra bara dohein a flas- trein hou pen deoh…
— Ar hou koarigeu ! ar hou koarigeu !
— Met petra e hrein-mé get er jao-man pe ne uél ket monet get é hent ?
— Diésoh e vo dehon bresken !
— Nen dé ket prenet dein-mé de vresken, met d’obér me labour.
O Santéz Barban er gurun ! Pas gellout diforh ur jao a zeu gant skoued doh unan a zek skoued… O ! pen malùan en ihuern…
— Dek skoued ! Dek skoued ! Prenet é bet deu gant guerhet e vo deu gant.
Aveit trohein hou toroñnereh hag hou hujaotereh, mé er haso d’er getan foér e vo ha mé e saùo en deu gant skoued en des koustet dein. »
Monet e hra get é jao dal d’er foér goudé ha ret é dehon er rein aveit dek skoued, talvedigeh é grohen hag é eskern.
D’er gér a pen dé distroeit, é ma boaret get é vam get un trohad konzeu divalaù.
Davéet é a neùé d'ur foér aral get deu gant skoued de brenein ur jao aral.
« Degoret, en droiad-man, hou teulagad ha prenet dein ur jao difistur ; diveboéret un dé benak, ma helleet obér hou marhadeu, ne vein ket mé dalbéh genoh aveit hou tifari !
Kerhet, me Iannig-mé, groeit mat hou troiad, ha me bréno deoh hou montr hag hou jao-hoarn. »
Monet e hra endro d'er foér ha, get é zeu gant skoued, é prén ur jao lagadet ha troèdet mat, ur jao e uélè hag e hellè monet get é hent.
Rè vat éh oè lagadet ha troèdet. Diskrap e hra azegeton. N'en doè ket bet Iann chonj erbet, én é varhad, a gonz a gabestr er jao hag er guerhour n'er ra ket dehon ar en ol. Iann ne gav ket a é ben, er chonj de brenein kabestr erbet, pé marsé ne chomè ket mui blank erbet geton aveit péein hañni erbet aral.
Hag ean oeit én hent aveit distroein d'er gér get é jao digabestr. Embér é huél ne fonno ket dehon obér en hent avelsé. Hag ean klasket én é ben de gavet petra e rekè obér.
Donet e hra chonj dehon ag en ali, e oè bet é vam é rein dehon, en droiad ma oè bet davéet de glah ur hlouér de benhér er vemé Tralala, é rekezè bout lakeit ur yah én é doul skoharn, aveit en digas geton é pign doh é skoé.
Hag ean de doulein diskoharn é jao, de lakat ur vah énnè ; tennet é goutel hag ean de labourat geti ar ou zro. Nen da ket pèl get é doulereh. Diskrap e hra er jao d’er pearlam ha Iann ne laka ket mui é zorn arnehon kin.
Distroein e hra d’er gér, hemb jao erbet, ambah ha méhus. Goudé bout bet displéget é zoéré, é kleu é vam é tarhein de doroñnal, de hujaotal, ha de ourdrouz divalaù.
« O Santéz Barban beniget ! beboéret ha glepet en truheg a drihuéh vlé ha ne oui ket é vè kaset er ronsed get ur habestr paket én dro d’ou fen.
Più e ziveboéro en truheg ! più e zidruhego er beboer ! Perak nen dé ket lahet dein bout e zo dek vlé ! Perak em es mé ean lézet de greskat !
O men darz ! Dalhet é deoh-hui hou montr hag hou jao-hoarn. É mant édan lost hou jao é ridek. Kerhet ar ou lerh !
O ! met ret é dein el lahein, pé en tagein, hag éh an dehon get me houtel bara, pé get me astel.
— Ar hou koarigeu ! Ar hou koarigeu ! gourdrouzet, toronnet, hujaotet tré ma kareet, beta ken ne veet reuet, met ne gonzet ket mui nag a goutel, nag a astel. Treménet é en amzér-sé.
— Naren, ne gemérein ket na koutel nag astel get me mabig kaer-mé, ha nen dé ket chonjet genein obér droug erbet dehon.
— Traoalh éh oh bet éh obér ag éraok.
— Aveit obér goap ha hoari é konzen-mé tuchant avelsé.
— Kerklous é laret ; ataù ne hreet ket er péh e laret.
— Nen don ket chonjet d’obér, me mabig peur. »
Ha menoñnein e hra hé Iannig, kement èl ma oè bet kaset dehon.
Laret e hra, un dé, é vam de Gerbeboér :
« Kerhet-hui, me mabig peur, d’er foér, é léh hou mammig, de uerhein ur vuoh kev-lé ha de brenein unan leah. Kerhet hui, me loloig-mé, d’obér en deu varhad.
— Nen dein ket !
— Kerhet-hui, me « haniig » -mé, ha dioallet hui a fari, èl de droiadeu hou marhadeu ronsed. Met, er uéh-man, ne farieet ket: rè furik, rè sontilik oh. Kerhet-hui, me mab.
— Nen dein ket !
— Kerhet-hui, me menoñnig-mé, ha mé e breno deoh ur brekeu mehér.
— Get un tok hag ur blouk argant araok.
— O ! me hani-mé…
— Get ur hramaillon luhek.
— O ! me haniig-é : rè e vo…
— Hag ur iar e zovo, é léh me hani ha ne zov ket ui erbet biskoah.
— O ! me Iannig : rè e vo…
— Hag er montr argant get ur ranjen eur, er jao-hoarn
grateit dein a oudé guerso ha ne uélan ket mé
é tonet…
— O ! me loloig-mé : éh et de skarhein ialh hou mam ; rè e oulennet d’un taol…
— Hoah éh oulenan genoh lezel en tiegeh genein.
— O ! me Iannig peur a garanté, petra é hou chonj hui ?
— Kaout un tiegeh dein.
— Erhat oh hui é tiegeh hou mam, me hroèdur.
— Un tiegeh em bo-mé, pé nen dan ket d’er foér.
— Rè iouank oh-hui hoah, me menon peur.
— É ma er Meillouz a me oèdeu-mé, én é diegeh, ha Marion Tralala eùé, ha mé eùé m’em bo un tiegeh pé nen dein ket d’er foér.
— O ! me Iannig, ne ouieet ket hui kas hou tiegeh èl er Meillouz hag en Dralalaen…
— M’em bo-mé ur voéz d’er has. Aveit kas ou ré, é ma bet er Meillouz é kemér ur voéz hag en Dralalaen ur goaz. Ur voéz em bo-mé eùé aveit kas me hani,
— N’hou pes ket-hui moéz erbet, me Iannig peur.
— Mé e gavo.
— Hui e gavo ! Un dra de ouiet é, me Iannig lolo !
— Er réral e gav.
— N’oh ket hui er réral ; er réral e zo sontil, dihousk, difré, ampert…
— Ta, ta, ta ! Kavet e hra er réral ; bout oh bet hui é kavet ; kavet en des er Meillouz, en Dralalaen eùé. Mé e gavo-mé eùé d’en zro.
— Stankoh e vè, me menon-mé, er bouzél seud de cherreh ar en henteu éget er voézigeu.
— Mar ne gavan ket moéz erbet de cherreh ar en
henteu, mé e iei d’er marhadeu.
— O ! me Iannig peur, ur folleh éh et hui d’obér.
— Estroh égedonn-mé hé groa.
— Nag émen éh ein-mé nezé ?
— É men e kareet pé émen é helleet.
— Met, me Iann-mé, ne chonjan ket mé diskar me ziegeh.
— Hui en diskaro aveit ma hellein-mé seùel me hani.
— O ! me Iann-mé, ne kreet ket en dra-sé.
— M’er groei.
— Ur folleh e hreet hui, me Iann.
— Eleih a réral e zo bet doh hé obér, hé groa hag hé groei.
— N’hé groeet ket hui, me Iann.
— Groeit e vo.
— Kerhet-hui, me Iannig-mé, d’er foér, é léh hou mam de uerhein er vuoh ha de brenein un aral.
— Nen dein ket, mar ne ret ket dein er péh e oulennan.
— Eh an de dérein, men darz ! mar dalhet.
— Hui e zidéro goudé : diù boén hou po.
— Éh an de ziskar me astel, pen bidoh ru.
— Hui hé diskaro aveit ket.
— Éh an d’hou lahein d’hou tagein, d’hou flastrein…
— Nen dé ket groeit.
— O ! Santéz Barban er gurun ! più e zibennado er
sahad bolleuek-man. Of en darz ! ar en darz ! ar en
darz ! Perak, bout e zo dek vlé, n’em es ket guéiet é
houg dehon…
Kerhet-hui, me menoňnig-mé, d’er foér, ém léh-mé.
— Mar ret dein er péh e oulennan.
— O ! en darz ! ret e vo dein rein é hoant dehon.
— A vihannoh nen dan ket.
— Hama, ia ! reit e veint deoh. Met dioallet a fari, en droiad-man get hou marhadeu.
— Hui ou rei é guirioné ; goalhet on a uerso get hou kratadenneu a veg. Er pér melén e heijet hui ne vè ket a zèbr dehè. Houh iar ne zov ket ; hou montr nen da ket ; hou jao-hoarn nen da ket muioh ; ret é ma teint, hag ol en treu aral de hel getè.
— Petra e hreet-hui getè ?
— Seùel me ziegeh aveit kaout ur voéz, èl er Meillouz.
— Hama, reit e veint deoh, me Iannig kaer mé.
— É guirioné ?
— É guirioné, me Iannig a garanté.
— Nann a veg hembkin.
— É guirioné grons ! me menon. Met kerhet hui breman.
— Breman éh ein. »
Monet e hra Kerbeboér d’er foér get é vuoh kevlé. Hé guerhein e hra deu gant livr. É léh prenein ur vuoh fresk de leah é varhata, ar en dachen, ur had biù, ariet hé deu droed a ziardran ha dalhet a skour doh dorn un dén deit de uélet marhad er seud. Kenig e hra é zeu gant livr aveit er had hag aben kaer é ma groeit er marhad.
Ha Iann oeit ha keméret hent Kerbeboér, é had é
pign doh é zorn ha dibiet distroein d’er gér.
En é borh a pen dé deit, é tiari treid é had hag é huch ar é vam donet de uélet é vuoh leah.
« Deit de uélet, éh an de lakat er vuoh leah ér prad de vouitat. »
Pen dé deit er vam ar el léh, é ma oeit pèl er had ha huchal e hra Iann get paod a soéh :
« Malastoar ! honeh e vresken I honeh e saù hag e drons hé lost ; honeh e goutel hag e droh ! Na garh, na fozel ne harz dohti.
— Nen dé ket ur vuoh éh oh bet é tegas genoh ?
— Na petra e vehè kin enta ?
— Me larehè-mé é ma ur had é.
— Bout on bet mé doh hé marhatat, ar dachen er buohed èl ur vuoh, doh hé frenein èl ur vuoh ha doh hé féein èl ur vuoh. Deu gant livr éh on bet doh hé frenein. Prenet é èl buoh, buoh e rek bout ha buoh é.
— Buoh pé nen dé, kollet é ataù! Oeit é de vresken ha nen dei ket endro ; glepet ha beboéret un dén uigent vlé ha ne oui ket é kav dizanaù, er buohed prenet, hag é ma ret, paod a zéieu dohtu, eùehat aveit ou lakat d’em gustumat doh ou léh neùé.
Hui e rekezè bout bet hé degaset d’er hreu, hé staget abarh hag hé foéneit doh hé stag betak ken ne vehè bet duaheit doh hé ziegeh neùé.
Met pegours éh ouieet-hui nitra ? Ha chetu kollet dein deu gant livr ohpen er réral.
Émen é ma me hegel ? Me astel ioud ? Me houtel
bara ? Émen é kavein-mé er mel beniget de flastrein
é ben dehon aveit en diveboérein ?
Ha laret hoah é konz, er malùan toseg man, a diekat, ean ha ne oui ket e vè ret d’ur vuoh kaout amzer aveit obér hé dizanaù hag héh anaù.
— Me moéz en disko dein.
— Hou moéz ! Mechal peh sodel e zei d’obér héh ihuern genoh hui.
Met kerhet de vresken get hou puoh d’er hoèdeu hag ar en henteu arlerh hou prekeu, hou tok blouket araok, hou kramaillon, hou montr, hou jao-hoarn…
Ar er plouz éh ein genoh, darz en darzed ! met ur voéz hou po hui de lakat arnehè.
— Guel arzé, adal ne vo ket toroñneréz ! »
Me mabig peur, kerhet-hui de Rohan er Halleued, de glask de foér Iann, ur halléz de vout matéh d’hou mammig, aveit divrasat el labour ne fonn ket dehi obér.
— A p’hou po hui, ketan, klasket ur voéz dein.
— Ur voéz deoh-hui. Met petra hreet-hui get ur voéz.
— Obér kafé ! Ur voéz em bo.
— Hui hou po-hui ur voéz ! Petra hrei ur voéz anehoh hui.
— Diveboérein me fri ! M’em bo mé ur voéz.
— Hui hou po hui ur voéz ! Petra hrein mé ag ur
ouhé (merheg), me mab peur ?
— Déskein geti obér kafé ! M’em bo mé ur voéz, ur voéz hag e ouio obér kafé flour èl moéz er Meillouz, kafé guel ha huékoh éget hou frigotel-jao-hui. Mé em bo mé ur voéz, e laran deoh.
— Ne ouian ket-mé klask moézi ; er groagé ne ouiant ket klask moézi, nameit goazed hembkin, me menon. Klasket hui hou moéz mar fal deoh hou pout unan.
— Nen dé ket bet ret d’er Meillouz klask é hani. Degaset é bet dehon get é vam. Mam er Meillouz e oui klask moézi ; perak ne, ouiet ket hui ? Klasket dein ur voéz pé nen dan ket.
— Hama, ia ! me menoñnig, me iei de foér Fichig de glask ur voéz deoh hui. A pen dé deit de ben er Veillouzen a gavein ur voéz d’hé mab, mé e rek-mé kavet unan d’em hani eùé.
Met kerhet hui breman de foér Iann Rohan er Halleued de glask dein ur halleuéz de vout mateh.
Duzé é vè kavet mitihion a leih, mitihion sonn ou horv, kriù doh el labour, mitihion marhadmat, rè ambah, e vè groeit anehè èl ma vè karet, mitihion hag e oui galleg bras de ziviz doh pastelleged kér. Ne vè ket kavet, é nep tu, galleg flouroh eget hani St-Barnabé ha St-Gouvri. Get galleg bras é vo ésoh deoh hui, me mabig, kavet hou moéz.
— Deoh-hui é klask me moéz dein ; bout oh bet doh er gratat dein, ha nen dan ket de Rohan er Halleued mar dihratet er péh e hues grateit. Ha me moéz e oulennan aben é léh gortoz foér Fichig.
— Éh an de dérein, men darz !
— Hui e zidéro.
— Eh an de ziskar me astel…
— Hui hé saùo.
— Éh an de glask me houtel…
— Hui hé haso endro.
— O ! darz en darzed ! éh an de loñnein ru…
— Diù boén hou po !
— O ! Santéz Barban beniget, men danasion e hrein get er boh-man.
Kerket hui, me mabig, kerhet alkent.
— Mar klasket dein ur voéz.
— Mé e glasko unan deoh, mar det hui d’er foér de glask ur vateh dein. »
Monet e hra goudézé Iann de Rohan er Halleued de hoprat ur halleuéz de vout matéh.
Hag ean goulennet, aterset, keniget, galleuet er guellan ma hellè hemb bout disohet a gavet é dreu.
Skrapein e hra ur plah trihuéh vlé hag ean d’hé hersal de hel geton d’er gér. Start e oè en droiad aveit Iann, rak diskrap e hrè er plah aveit dihuen doh Kerbeboer. Donet e hra neoah Iann de ben anehi. Chetu penaos.
Donet e hra chonj dehon ag en alieu e oè bet é vam é rein dehon, é arben é varhadeu devéhan. Hag ean hé habestret, hé bahateit, hé hernet ha deit tré geti beta Kerbeboer ; hé staget ér hreu hag hé foéneit. Hag ean oeit ha huchet ar é vam de zonet de uélet en doéré.
É vam, a pen dé deit, ne gav ket nitra de uélet. Kentéh m’é ma bet er Halleuéz héh unan, é ma bet doh em zistag ha de vonet tré. Kaer é bet de Iann displeg é zoéré d’er guellan, é ma bet ret dehon arré kleuet é begement.
« Darz ar darz ar er spered kousket, beboér eroalh aveit obér doh en dud avel doh el loñned.
O Santéz Barban ! più ar en doar e ziveboéro biskoah spered chartet pen mab azen en toseg deluh-man ?
Éh oh é klask hou pout ur voéz ! Ur voéz e vo reit deoh ! Klasket unan en abretan guellan, ma n’hou kuélan ket kin dirak men deulagad.
Klasket-hui hou moéz, pen amoet ! klasket ha dibiet, ha diméet hui na bout é vehè d’ur pen jao…
Klasket-hui ur voéz de ihuernein genoh, de… O darz ar darz ar er pen mordoseg… éh an d’obér ur maleur…
— Didoroñnet hag é vo guel hou treu ha me ré ar un dro. Klasket ur voéz dein, èl m’é ma bet mam er Meillouz é klask unan d’hé mab.
— Ia, darz ! unan e glaskein deoh.
« Ia, darz ar darz ! ur voéz hou po hui ! Ur voéz e glaskein deoh hui. »
Avelsé éh oé bet mam Kerbeboér é laret d’hé hani- hi un droiad.
Laret ne vè ket obér ha hoantat ne vè ket kavet, èl mah ouiér, ha moéz Kerbeboér ne oè ket kavet d’é vam de zegas dehon.
Neoah er vam ne léz ket en amzér na de boéz na de gol. Monet e hra duhont ha duman ; ne gol ket ur Foér Fichig ; klask e hra émesk en ol rumadeu ; goulen e hra é teusk er ré beur, é lod er ré pinùik ; davé e hra en ol darboderion ar valé ha kenig e hra hé Iannig d’en ol. Goudé miziadeu ha miziadeu a glaskereh, a rédereh, a ginigereh, a droiellereh, é chom hé hani-hi dizimé ; ne zisoh ket a gavet saù dehon. Hañni ne hoantè hé Iann; met en ol e zonjéré doh é vam. Strèuet e oè brud en eil hag é gilé anehè.
Ha chetu tiegeréz Kerbeboér néhanset du é arben hé hani-hi ha, liés a uéh, é larè get tarh kalon : « Ne gavein ket moéz erbet d’em hani-mé, en darz ar en darz ! Unan neoah e rekan kavet dehon. Unan e gavein dehon! Mar n’hé havan ket get labour en dud, m’hé havo get labour er sent. »
Ha hi oeit hag aterset duhont ha duman a zivout er sent mât d’en darbodereh, ha perhindeteit d’ou chapélieu, feténieu, ha lézet, ar hé lerh, spilleu a vlankadeu.
Er sent ne gerhent ket béañnoh éget en dud ha ne hrent ket dehi kavet moéz erbet d’hé mab, ha paod a uéhieu, é konzè dohtè, èl ma konzè doh hé hani-hi. Hi e gonzè braù ha truhek, beb eil tro, aveit ou lakat de gerhet.
Deusto ne gerhè ket hé sent na get hé honzigeu flour na get hé hujaotereh, ne zivourè ket atau a berhindetat, aveit ou fedein de gavet ur voéz d’hé menoñnig.
Emesk hé sent darboderion, hañni erbet nen dé bet oeit de berhindetat dohton liésoh eget doh santéz Anna ; hañni nen dé bet é kleuet kement a gonzigeu flour na kement a végadeu diharak.
Diù pé tèr guéh, bep suhun, é tè de berhindetat doh delùen santéz Anna, é iliz hé farréz, ha deviz e hrè, a voéh ihuél, hé zreuigeu adâl dehi.
Paod a dud e oè bet souéhet de droiellereheu er Gerbeboéren é iliz hé farréz hag éstroh éget unan e zè, a dakot, de cheleu hé zreuigeu ha de gemér tora- deu hoarhereh ar hé houst.
Donet e hra eùé er person, un droiad, de uélet en doéré hag, a ziardran en aotér, é kleu devizigeu er Veboéren.
« O santéz Anna beniget, mam goh er Vretoned, hiziù é reket cheleu dohein. Deit on hoah d’hou kavet aveit goulen genoh ur voéz aveit me hani-mé. Ur voéz e zo ret dehon de gavet. É ma en é dregont vlé ha hoantat e hra geton priedein, èl m’é ma priedet er Meillouz é amezeg.
« Ur voéz e zo ret dehon de gavet ; mé n’hé havan ket dehon, na ean naket. Er merhedigeu ne oulennant ket anehon. Laret e hrant é ma glep ha beboér un nebed. Paod aral e zo glepoh ha beboéroh ha priedein e hrant neoah.
« Hui e zo bet hui diméet, ha gout e hret enta néhans en dud iouank a zivout ou friedereh. Hui hag e anaù poénieu ou darbodereheu (rak n’oh ket bet diméet hemb poén muioh éget er réral), hama, reit hui ur voéz d’em Iann-mé.
« Reit hui ur voéz dehon, ha hui e vo ur santézig kaer, ur santézig vraù, ur santézig fur, ha mé e losko diragoh ur pilet bras, bras, bras èloh ; ur pilet tiù, tiù, tiù, èloh. Hui e duemmo dohton mar hou pè aneouid !
« Cheleuet-mé hiziù, guel éget en droiadeu aral. O me haerik ha mem braùik Intron santéz Anna beniget, mam goh er Vretoned, laret dein em cheleueet ; laret dein é kaveet é dreuigeu hag é gouchigeu d’em hani-mé ; hui e gav hui ou zreuigeu d’er ré-ral ; hui e gavo hui eùé, mar karet, hun treuigeu demb-ni.
« Dibiet hui, er vemé, laret dein hou chonj ; dibiet, ha hui e vo ur santéz flour, ur santéz kaer, ha hui hou po hui me filet bras ha tiù… Dibiet diarvar, er vemé… ; dibiet distill dein me zreu… ; dibiet… »
Chom e hra goudézé er Gerbeboéren de sellet doh delùen santéz Anna ha de cheleu dohti. Ha hi téret ha devizet dohti a neùé :
« Sellet, er goh vemé ! Ne gerho ket hoah hiziù. Me rekezè bout bet degaset genein pé me hegel, pé me astel, pé me houtel bara hag em bout bet hé hoèteit, hé flastret, hé zaget aveit hé lakat de gerhet.
« Haval grons é doh me Iann-mé. Ne gerh ket eùé anehon, mar ne vè me hegel pé me astel displéget ar é gein, pé me houtel é luéhein étré é zeu lagad.
« Darz ar darz ! diarvaret pé éh an de glah me hégel, pé me astel, pé me houtel bara… »
Er person a ziardran en aotér ne hel ket mui harz get en hoant de hoarhet, ha tarhein e hra de skrim- pellat. Er Veboéren ha ne oui ket é ma er person doh hé cheleuet, e chonj é ma er Uerhéz, a glei de santéz Anna, e zo é hoarhet d’obér goap anehi.
Ha hi de dérein ru ha de drohein geti èl m’é ma duah de drohein get hé Iann :
«Sellet ’ta er fri moén ! Hi e darho hoah de hoarhet, é kreiz men deulagad, hemb obér van erbet ! Sellet el likoézen !
« Taùet hui ha lézet-mé de gonz a me hondision d’hou mam, ha ne zejan ket anehi. Bet é bet hi én néhanseu ; ou anaùout e hra ha gouiet e hra é mant bras. Met taùet pé dioallet doh me astel.
« O santéz Annaig a garanté, reit hui d’em Iann-mé ur voéz, ur voéz vraù ; guel hoah ur voéz vras, paod hoah guel, ur voéz kriù aveit obér dehon kerhet ; rak en andel ne gerh ket anehon a vihannoh er vah. »
Tarhein e hra, endro, ardran en aotér, er person de hoarhet hag er Gerbeboéren chifet ru :
« O darz ar darz ! taùet hui lipouzennig kafé ! taùet hui pé éh an de Gerbeboér de glah me astel, ha me Iannig-mé, d’hou koètat ha d’hou trastein !
« Ha hui, er vemé goh, drastet hui hou merh difur. Fal zesaùet é deoh hui hou likoézen plah ! Drastet hé, er vemé goh.
« N’hé drasto ket ! N’hé drasto ket ! Sellet er vemé goh difur oh hui èl hou plah…
« Hou pilet ne rein ket deoh aveit hou tiskein de viùein, ha hui e chomo aman de grénein en aneouid.
« Éh an de vonet ; éh an de glah me mab Iann hag éh amb de zonet hon deu d’houh astellatat hou tiù… » Hag er Gerbeboéren, adâl d’en or-dâl e zurha de durheit d’en or ha kendalhet de laret, én ur vonet hé hent :
« Met, darz ar darz ! penaos é kavein mé ur voéz d’em istrelog beboér ?
« Ret e vo dein el lahein, pé en tagein ; pé nezé en degas d’hou lahein hag hou tagein hui hou tiù. »
Hag er Gerbeboéren, adâl d’en or-dâl e zurha de
vlein en iliz, e saù hé dorn trema delùen santéz Anna :
« Ia ! éh an de zavé me Iannig-mé d’obér un tam ranj deoh hou tiù.
« Hui e ra moézi d’er Veillouzed ; perak ne ret ket hui é dreuigeu d’em Iannig-mé ?
« O ! éh an d’en davé d’hou koètat ! »
Ha hi digoret en or de vonet tré én ul laret :
« Met, darz ar darz ! penaos e vo dein mé kavet é dreu d’em istrelog beboér ? »
Kenderhel e hra goudézé tiegeréz Kerbeboér de fichal aveit kavet ur voéz d’hé hani-hi.
Muioh eget agent é klask hag é kenig, é pun hag é tro. Ha disoh e hra a gavet, ér pèleu, un dén é klah saù d’ur verh dehon.
Hag ind oeit hag en em gleuet aveit rein ou bugalé unan d’en aral ; met a getan, éraok distag en treu, en dén-sen e oulen obér un droiad é Kerbeboér, aveit guélet en tiegeh.
Er Gerbeboéren, a pen dé distroeit, e labour de gentéliat hé mab :
« Ur voéz hou po hui, me mab. Bet on bet é kavet unan deoh. Dioallet-hui ag hé hol kent ma veet staget en eil doh é gilé.
« Arhoah é ta hé zad d’obér un droiad du-man. Lakeit hou spi hag houh albañni de blijout dehon, de ounid er voéz éh on bet é kavet deoh ha dioallet-hui ag hé hol kent bout hé bet.
« É sigur kement-sé, me heh paotr, mélet hui hou treu, hou nerh, houh ampertiz, hou tuahoni, hou labour, hou tanùè. Ne vè ket divât treu ur milon na bout é vè ret dehon em vélein é unan.
« Mélet hui hou treu ha diskaret ré er réral, aveit bamein hou tadeg.
« A p’ er hleueet é laret : chetu un dra kaer, un dra braù, ul labour groeit difistur, laret hui : dein-mé é ma ; mé-é en des ean groeit.
« Sel guéh ma er hleueet-hui é laret : chetu treu distér, treu peur, treu truhek, labour digâs, laret hui : d’er Veillouzed int, d’en Dralalaed é mant ; er Veillouzed, en Dralalaed e zo bet doh ou obér.
« Displéget-hui é vo hou treuigeu hui mât, kerklous ha guel éget ré er Meillouz hag en Dralalaen, hag e zo priedet ou deu a oudé Malardéieu.
« Displéget hui d’hou tadeg penaos hou po hui treuigeu mat, de vonet doh ré é verh, hag, a pe vehè sellet a dost, é vo guel hou loden hui éget hani é verh.
« N’ankoéhet ket, naket, a gonz ag er blankigeu e goého genoh hui devéhatoh ; souret de laret hou po hui muioh a vlankigeu éget er Meillouz hag en Dralalaen ar un dro, ha kement èl hou mestréz ha muioh ha rah, a pe vehè sellet a dost.
« Kavet e zo dein ur voéz deoh. Dalhet arnehi ;
dioallet ag hé hol, labouret kentoh aveit hé stagein
dohoh. »
En trenoz é ta de Gerbeboér en dén e rek bout tadeg Iannig. A greiz mitin é ma deit. Amzér e chonjè lakat d’obér é dro.
Un digemér kaer ha digor e zo groeit dehon. Tennein e hrér ag en daol er bara hag er hig moh ; lakat e hrér er baelon lostek ar en tan, tennein e hrér chistr dré er broch ha lakat e hrér er hafé de vérein.
Labourat e hra er houtelleu hag er chajelleu ha seùel e hrér édan er guérenneu hag er potèueu. Iann, ean, n’ankoéha ket a gonz ag é dreuigeu ha sourein e hra de zispleg penaos é mant braù, é mant mât hag é mant tré de ré er Meillouz hag en Dralalaen, é amezegi, ou deu priedet a oudé Malardéieu.
Sourein e hra de zispleg d’é dadeg, é ma é dreuigeu a gouchigeu ré é verh, hag é mant tré dehè, mar karehè en dén sellet a dost.
Ne ankoéha ket a gonz ag é vlankigeu, a ré er Meillouz, a ré en Dralalaen, hag a lakat é ré ihuéloh éget ré é amezegi. Kavet e hra de laret ha laret e hra.
Tad er plah e voem é kleuet ramblereh Iann ha foèuein e hra, d’é dro, é konz a dreuigeu é hani ean.
Dré bep taol, d’ur bégad pé d’ul lonkad, é troh konzeu flour a zivout er bara, er hig, er chistr, er hafé hag el « lanbig », ha laret e hra en ou hav pobet mat, huek, kaer ha flour, moén ha tuem…
Ha Iannig, de bep begad mél e vè trohet geton e bohon de laret :
« Mé é en des bet er pobet, er groeit !… É tiegèheu
er Meillouz hag en Dralalaen, ne vehè ket kavet kerklous. »
Er Gerbeboéren e vour hag e voém é kleuet hé Iann, é seùel é dreu hag é tiskar ré é amezegi. Hoarhet e hra, get er blijadur, é huélet é ma diveboéret hé mab.
En tadeg, ean, e gav geton de chonjal, penaos a zivout er biùans hag en évaj, ne vo ket droug é verh én ul lod get Iann, deusto ma seblant bout téchet de bohonein a dréz hag a dal. Met gouiet e hra é ta er bononereh get er halantiz hag éh a kuit get er briedereh, ha kavet e hra de gredein ne vo ket léh d’é verh de zivourein é Kerbeboér, a zivout er biùans hag er vuhédigeh.
De droieu kreisté e saùant ou deu, tad er plah ha Iannig, aveit monet d’obér un droiad d’en doareuiér ha d’er pradeuiér.
Epad un ériad pé diù m’é manté troiellat hag é punein ag ur park d’ur prad, ag ur havreg d’ur hoarem, ag ul lanneg d’un ahmél pé d’un treion, é ma Iann ar zioal, aveit derhel chonj a gentélieu é vam.
Ar é oal brasan, er heh paotr !
Kentéh m’é ma lakeit ou zreid dehè ar en trezeu, é lar Iann get lorh :
« Ol en treu, e uélet hui tro ha tro, e zo dein-mé. »
Splann e oè de uélet é pohonè Iann hag é larè paod mat rè. Lèuadeu doar e oè lédet tro ha tro, hed ur sel, ha ne oè ket ret diférein ne oent ket rah de Iann é bieu.
Hag, é guirioné, ne zalé anehon a zislaret é lorhereh a pen dint oeit un tammig ar er mézeu.
Sel guéh ma kleu Iann er guéledour é konz a vrasted, e zegorded, a ledanded, a hirded ur park, ur prad, é saù her arnehon de zistill :
« Dein-mé é ma é bieu ; genein-mé é ma bet groeit. »
Sel guéh eùé ma kleu er guéledour é konz ag ou bihanded, ou lezeu, ou fal est, aben kaer é vè kleuet Iann é tispleg é mant é bieu d’er Meillouz, pé d’en Dralalaen.
Er guéledour ; é sellet a dost, e gav geton é ma distér lod Iann étal lodenneu é amezegi, ha dibohonein e hrè Iann a nebedigeu, goudé en devout foèuet é oalh.
Ne zalé ket Iann eùé a ziskoein é ma ur beboér, ha veudet é abret spered er guéledour é kleuet Iann é vrelobial, é arben bieu en doareuiér hag en esteu e zo arnehè.
Goudé m’en des Iann diféret éh oè péhieu doar dehon, a pe blijent d’en tad, ne zouj ket a laret é ma en esteu d’er Meillouz pé d’en Dralalaen, a pe za d’er guéledour laret é mant goann.
Liés é ta dehon hoari en eskem.
Hoah boémusoh. En un hevelep park, ar un hevelep klé, bout e zo ur uéen de Iann, rak m’é ma ur gaer, unan d’er Meillouz, un aral d’en Dralalaen, rak m’é mant goannoh.
A pe vè er park dehon é vè er hléieu d’er réral. Ur gluid neùé e vè dehon hag en toul kar, diskrapet, d’en Dralalaen.
Pep tra difistur e zo dehon ha groeit geton ; en treu distér, er ré truhek, er ré diskrulu e zo d’er réral.
Ne chom ket Iann én arvar a pe gav léh de laret é ma bet éh obér gué a gantvléadeu, mammenneu ha goahieu !
Distroein e hra er guéledour d’er penhér aveit diveudein é ben a vrelobiereh Iann, get ur uérennad chistr pé diù, aveit laret kenevo de vikén de Gerbeboér. Un tad, e gavè ean de chonjal, ne hellè ket rein é verh d’ur beboér ha d’ur brelobiour èl Iann.
Deviz e hra é ma mal dehon tennein d’é hent aveit trohein de veudereh é ben. Derhel e hra arnehon er mab hag er vam, d’obér ur guél d’ou ziér, d’ou hreuiér, d’ou hardieu, sulérieu ha ret é dehon monet getè aveit pariù veudein é spered grons ha grons.
Deu e zo arnehon en droiad-man, de huitellat dehon : D’ein-mé é ma é bieu ; d’em Iann é ma é bieu… ; mé e zo bet doh er obér ; me Iann mé, en hani en des ean groeit…, er Meillouz, en Dralalaen er bieu… »
Avelsé, bout e zo ér penhér treu a gant hag a zeu gant vié, èl mangoérieu, guéléieu, armenérieu, ha paod a dreu aral, e zo bet groeit get Iann revé é lavareu ha ré é vam.
Revé ou honzeu, bout e zo tiér e oè er vangoérieu de Iann, en toenneu d’er Meillouz, én arben dehè bout fal ; ha réral e zo a hantér étré er Meillouz hag en Dralalaen !
Avelsé é ma eùé aveit er glustreu, er loñned ér hreuiér, er gran ér sulérieu, er chistr ér barrikeu ; én ur gir aveit kement tra e zo, revé ma lar anehè er guéledour é vent kaer, sonn, talvoudus pé ket.
Pariù e hrant ou zroiad get ur sel ér héli. Bout e zo ino un nodad perhelled. N’int ket rah ag en hevelep ment. Bout e zo ré kriùoh ha ré goannoh, èl ma vè dalhmat ; bout e zo deu pé tri gourig én nodad. Splann é de uélet. Laret e hra er guéledour :
« Chetu mohigeu kaer !
— Mé e zo bet doh ou obér, emé Iann, skanùboellek.
— Me Iann-mé en des ind groeit, emé er vam kentéh, hemb gout a betra éh oent é konz.
— Deu pé tri anehè e zo goannikoh, emé er guéledour.
— Labour er Meillouz, emé Iann…
— Ha hani en Dralalaen, emé er vam. »
Traoalh en devoè kleuet er guéledour ; skrapein e hra diù pé tèr guérennad chistr, a her, hag ean araok én ur heijein pér melén dehè.
Er Gerbeboéren, a pen dé chomet get hé mab héh unan, é kleuet doéré é zeùeh kaer, e lar dehon get lorh :
« Mât é hou treuigeu, me mab ; ur voéz hou po hui ; priedein e hreet hui kerklous pé guel eget er Meillouz hag en Dralalaen, diméet a oudé paod a valardéieu. Mât é hou treuigeu-hui, hiziù. »
Grons fal é bet treuigeu Iann, deusto de lavareu é vam. Doéré erbet kin goudé n’ou des bet ag er plah nag a hé zad.
Deusto de lavareu kaer é vam : « Hui hou po hui ur voéz », Iann nen dé ket bet priedet. Goalhet é bet tad é zous de vrelobieu er mab hag er vam ha goudé en devout bet heijet pér melén dehè, ne zihost ket mui, goudézé, ur gonz a zivout priedereh é blah.
Bamdé, de varéad er Malardé, é ma bet Iann hag e vam engorto a uélet en tad é tonet endro, é verh geton, ha bamdé é mant bet tihet. Bamdé é larè er vam : « N’int ket deit hiziù ; arhoah ne veint ket devéhat. » Ha dalbéh é vezé haval en arhoaheu doh en déieu kent. Hañni ne zè, na tad na merh, ha doéré erbet ne zegasent.
Monet e hra amzér er Malardé araok ; donet e hra
kourz er Paskeu. Skuihein e hrér é hortoz é Kerbeboér.
Er Gerbeboéren, drest pep tra, e dér hag e garzegen, e gonz a dennein hé hegel, a ziskar héh astel, a samedein hé houtel-bara, e huch é ma hoanteit geti flastrein, lahein, tagein.
Nitra.
Laret e hra un dé d’héh Iannig :
« Kerhet-hui, me mabig-mé, de glask pen a zoéré hou mordosegen moéz. Kerhet. Mar dan-mé, me laho hé darz a dad. Kerhet hui, me menon, de ouiet petra é ou chonj ha mar dant de ben erbet.
« Mar diméant, ne vo ket ret dein-mé monet ar ou zro ; mar ne ziméant ket, me iei mé dehè, ha nezé é vo béh él loj. Ne hrér ket goap ag en dud elsé.
« Kerhet-hui ha groeit difisturik hou troiad. Met dioallet mat a laret hou treu ar en hent. Ne gonzet ket éh oh é vonet de uélet hou mestréz. Kavouit e hreheh ré fal eroalh d’hé skrapein a zegenoh.
« Davéet hui de huitellat rah er ré houh aterso diarben hou troiad.
« Ha laret dehè é ma ret dehè kerhet, a vihannoh éh ein mé get me hegél, me astel, me houtel-bara d’obér dehè furat.
« Met ne vo ket ret dein mé, ker bihan, monet ar ou zro. Kerhet e hreint anehè ou unan.
« Hui hou po hui ur voéz, me mabig menon mé ; hui hou po hui ur voéz ; bout on bet doh hé havet deoh ; hui hou po hi.
« Mât é bet hou treuigeu-hui beta breman ; galant erbet ne hellè konz sontiloh égedoh-hui, hag ur voéz hou po hui. »
Hag oeit Iann, ar é jao, d’obér é droiad, faraot èl ur galant e ia de uélet é zous.
É vonet get é hent ne gol ket er chonj a gentélieu é vam. Hoanteit é geton dioal ne vo skrapet é zous dohton.
Kavet e hra, ar é henteu, paréadeu groagé hag en aters a zivout é droiad, hag ean ou davé, revé alieu é vam, de « foér en huitelleu ». Goap é getè, n’é ket ret el laret, met Iann ne chom ket de cheleuet doh ou brelobieu.
Kavet e hra un doéréatelleréz, klutet ar drézeu hé dor hag e stag doh Iann, èl un dabonen doh ul lon é vreskén. Aters e hra Iann, én ur ziglutat hag én ur vonet troèdant geton.
« De ven éh et hui ?
— Arlerh me fri, emé Iann.
— Éh et de valé d’er pèleu ?
— Kerhet de huitellat !
— Bout e zo genoh seblant ha lusk de ziméein.
— Kerhet de huitellat ! »
Kaer ha kaer é d’en doéréatelleréz asé tennein Iann abarh, ne zisoh ket a gavet geton ur gonz jaojapl na splannoh éget é zavé de huitellat.
Goap bras é get er hroah ha térein e hra dohton. Eraok distroein d’hé filord ha lezel Iann de vonet é unan get é hent é troh geton :
« Eraok en noz e tiskareet hui ar en hent pras aziar er jao-sé. »
Iann ne hra ket van a gonzeu er hroah ha ne chonj ket a sellet penaos é ma golhedennet é jao. Disénklennet e oè ha korignein e hrè é holheden édanton.
Embér é ma é guirioné diholhedennet er jao ha Iann diskaret ar gein en hent pras.
« Un urisinérez é er voéz-sé, e chonj Iann. Abil é. Un dra vat e vehè dein monet d’héh aters a zivout me friedereh. Gellout e hra eùé gouiet un dra benak diar men doéré. »
Hag éan deit d’é havet hag héh aterset.
« Ha priedet e vein-mé, er Malardé-man ?
— Mar karet, emé er hroah.
— Mar karan ! A oudé dek vlé é karan diméein ha ne hran ket. Ne bried ket en neb e gar.
— Priedein e hra en neb e glask.
— Klah ne vè ket kavet. A uerso é klaskan-mé ha ne gavan ket.
— Ne vè koh botéz
Ne gav hé farréz.
— Bout on bet é kavet arlañné, met n’hé des ket kerhet. Ha kerhet e hrei er blé-man ? Ha diméet e vein er Malardé-man ?
— Mar ne varùet ket araok.
— Merùel araok ! N’on ket saùetoh. Guèl vehè deoh spézein dein pegours é varùein. Pegours é varùein-mé ? »
Hag er voéz, aveit diovér ag en atersour, é kleuet é jao é vrammet taol ar daol, oeit ha laret dehon : « Merùel e hreet arlerh trivet bram hou jao. »
Diaterset grons é Iann de gonzeu er hroah. Bout e oè bet é laret er uirioné dehon a zivout é ziholhedennereh ; hoah é larè er uirioné dehon a zivout é varù.
Seahet é é oèd én é oahiad. Tost é er marù dehon. Araok en noz é rekè bout marù. Ean eùé e gleuè é jao é vrammet hemb déhan. Trohet en devoè bet melchon glas a vréhad dehon hag en diaol melchon e labour grons é kov el lon hag e daol aùél.
Iann ne gendalh ket de vonet get é hent. De betra ? Un dén édan merùel ne chonj ket a glah mestréz. Sourein e hra en ankin ar é galon. Hag ean durheit é jao trema Kerbeboer.
Hag er jao e zalh de vrammet !
Nen dé ket kaer durheit dehon trema er gér ma troh, beb eil taol, ul lou hag ur bram. Seahein e hra Iann goah der hoah. Mar dé kollet dehon en hoant de ziméein, n’é ket hoanteit geton merùel.
Hag éan oeit ha kroget é lost é jao ha chachet arnehon aveit parrat dohton a vrammet ha disoh e hra louein e hra berpet, met ne vram ket mui.
« Louet hui, me jaoig, emé Iann, met ne vrammet ket. Staget é mem buhé doh hou prammeu ha nann doh hou loueu. Louet hui, me jaoig, aveit ne vo ket ret deoh brammet, na mé merùel. »
Abret é ma skuihet Iann é chachein ar lost é jao hag ean chonjet obér mât bondein d’el lon é doul aùelér. Ne fonn ket de Iann bondein kours eroalh. Kleuet e hra get spont en eilvet bram é trouzal. Berrat e hrè é vuhé a her.
Monet e hra d’é jao én un ten hag éan oeit hag er bondet get nerh ha hemb truhé. Ha d’er gér nezé, é zeulagad spiet ar er bond hag é zorn saùet de harz dohton a zonet tré.
« Kerhet-hui, me jaoig, betag er gér hemb brammet ; rak ne oulennan ket merùel ar en hent pras.
« Louet-hui tré ma kareet, met ne vrammet ket nen dé staget mem buhé nameit doh hou prammeu. Louet-hui, me jaoig aveit ne vo ket ret deoh brammet, na dein-mé merùel. »
Hag er jao e lou, met ne vram ket. Donet e hra Iann d’er gér biù ha iah, na bout é ma néhanset de varù.
Ne viù ket pel goudé. Kentéh men dé lammet de Iann é spi diar er bond, tré m’é ma é tiholhedennein é jao, é huél er bond é strimpein tré hag é kleu aben kaer ur bram, met ur bram e hra trouz naù pé dek bram aral lakeit én ul lod.
En drivet e oè.
Deit e oè kourz Iann de verùel. Hag ean gourvéet ér porh de verùel ha chomet abarh, vagañnet.
Goudé m’é ma divagañnet ha diseahet, Iann ne gred ket é ma biù ha ne fich ket muioh éget unan marù, ha lezel e hra obér ar é dro èl ar dro unan marù.
Lezel e hra el liénein, de vout lakeit én é chapél, de gas er gemen ag é varù, de batérat én dro dehon, de vout lakeit él leur, ha merhat de vout diskennet én é véad doar, kenevé m’en em laka de gonz, ar en hent, aveit diarvarein en dougerion diar ou hent.
Deit e oent, é dibouk tri beg hent, de vonet d’er vorh, Bout e oè de beb unan ag en tri hent é vad hag é fal, hag en dougerion n’hellent ket em gleuet diar en hent e rekent monet geton. Unan e fal dehon monet get en hent a glei, en eil get en hent a zeheu, en drivet get en hani kreiz hag er bearvet e chom arvarus étrézè ou zri.
« Hent er marù e zo en hani klei, emé unan.
— En hent deheu é, emé un aral.
— N’é ket nag en hani klei, nag en hani deheu é, met en hani kreiz, e lar en drivet.
— Hent er marù, pé nen dé, e lar er bearvet, damb get unan anehè. Ne chomamb ket de frédein édan er sam. Ne vern ket bras de Iann Kerbeboér, breman pen dé marù, get péhani anehè ou zri éh ei d’er véred.
— Fari e hret-hui, emé Iann én é arh, fari e hret a vras. Dré hent er marù é vennan mé bout kaset èl er gristénion aral. Hag, a pe oen mé biù, en hani kreiz e oè hent er marù. »
Disken e hrér leur Iann ar en doar, seùel e hrér er golo anehon, met dén erbet ne za de ben a lakat Iann de gredein é ma biù ataù.
Lezel e hrér er marù-biù ar en dachen ha chom e hra azé beta ken ne harz ket mui get en nan.
Dileurein e hra un dé benak aveit monet de dorrein é nan ha distroein e hra de Gerbeboér aveit en doéré.
Met goudézé, Iann ne hra ket mui van erbet a dreu en dud. Derhel e hra de gredein é ma marù ha biùein e hra èl a pe vehè tu d’ur biù bout marù.
Kol e hra, get en doéré, en hoant de ziméein, èl er
Meillouz hag en Dralalaen, priedet a oudé paod a
Valardéieu.
Er Gerbeboéren ne gonz ket mui dehon goudézé ag hé hegél, héh astel, hé houtel-bara, a lahereh, a dagereh, a flastereh. Treu ne jaojant ket doh ré varù.
Biskoah erhatoh é ma bet Iann goudézé betag er guir varù anehon.
Jako
er
Begeg
Jako er Begeg, goudé marù é dud, e oè bet ret dehon monet de valé aveit klask é vouid. É dud ne lezè ket geton bara gounidet ha ne oè ket ean duah d’er gounid. Arlerh guerh danùé é dud ne chomè geton nameit en henteu de zarempredein hag er « bilig » vras de gousket édanti.
Ean oeit én hent hag, én ur vonet, guélet dehon bugulion é tolhiatat er parkeu hag ean tolhiateit ar un dro getè.
A pe oè enerret dehon un flahad tolhiad, ean oeit ha laret : « Chetu aveit men « diabarh », hed un dé ; mal e vo dein klask lojeriz de harz en noz aveit men « diavéz ».
Ha Jako deit betag ur gomenant vras ha goulennet
lojeris aveit en noz, get er vestréz.
« Lojeris e vè aveit en ol, emé honen. Bout e vo aveidoh èl aveit er réral.
— Aveit me flahad tolhiad eùé ?
— Aveitè kerklous èl aveidoh.
— Hag é pè tachad ou lakein-mé ?
— Ar klud er iér. »
Ha Jako groeit revé ma oè bet distillet dehon. koéniet mat, diazéet sonn ha kousket huek.
En trenoz vitin, én ur vonet pelloh, ardro get goleu-dé, Jako oeit de glah é flahad toézad. Ne gav anehon nameit toézenneu dihrañnet. Lonket e oè er gran d’er iér.
« Ne vern, emé Jako, éh an de gas ur hog genein é léh me zeskan. »
Hag ean groeit revé ma larè ha oeit ar en henteu.
De guh-héol é tegoéhé barh én un dachen vras aral. Hag ean goulennet lojeris aveiton hag aveit é gog.
« Émen é lakein-mé me hog ? emé ean d’er vestréz.
— É kili er moh », emé honen.
Ha Jako kaset é gog de gili er moh, ha goudé éan koéniet mat, diazéet sonn, ha kousket flour.
En trenoz, ne gav ket mui kog erbet émesk er moh.
« Paod ne vern, emé ean, éh an de gas un hoh genein. »
Hag ean oeit én hent, un hoh geton.
Doh goubañner-noz é ta barh ur penhér aral, de oulen endro lojeris de harz en noz, aveiton hag aveit é hoh.
« Hag émen é lakein-mé me hoh ?
— É kreu er ronsed. »
Ha Jako groeit èl ma oè bet laret dehon hag arlerh, éan koéniet mat, diazéet sonn ha kousket huek.
En trenoz é kav Jako é hoh astennet marù-mik ar en teil.
« En diaol ne vern, emé éan, éh an de gas ur jao genein, é léh me hoh. »
Ardro cher-noz é tégoéh barh én ur gér aral hag éan goulennet lojeris aveiton hag aveit é jao. Koéniein e hra ag en dibab, diazéein e hra sonn ha kousket e hra ag en huékan, pèl én dé, get er chonj é vehè bet fonaploh dehon obér hent ar é jao.
En trenoz, a pen da de glah é jao, é ma goulé er hreu. Er vateh e oè ret dehi monet d’er penhér én amén de gas er forniad ha d’hé lakat é go, en devoè golhedennet jao Jako hag er haset geti, é léh unan a ré hé mestr. Oeit e oè ronsed en tiegeh get er hoskor de suhellat.
« Mât, emé Jako, é kleuet en doéré, éh an de vonet arlerh er vatéh ha de zihuen me lod dohti. »
Degoéh e hra geti, un herrad benak arlerh, hé sah forniad ar ur vréh ha hi azéet ar un skaliér, é laret kaer get iouankiz aral. Ne oè ket jao erbet geti ; lézet hé devoè éan de vonet én hé raok, de dennein d’er gér, é unan pen.
« Mât, emé Jako, ne gollein ket pen-der-ben ; éh an d’hou kas genein é léh me jao. »
Hag ean penderèret er vatéh én hé sah forniad, hé sammet ar é souk hag éan d’obér hent.
D’en noz goudé éh oulennè lojeris aveiton hag aveit
é sahad.
« Émen é lakein-mé me sahad ? Lakeit ean é korn en tan. »
Ha Jako disammet é sahad doh korn en tan, koéniet mat, diazéet sonn ha kousket flour.
Met étré ma hunéè ha ma tirohè Jako, er vatéh ha n’hé devoè ket, beta nezé, sañnet grik, e huch ar er vestréz de zonet d’hé disahein.
É léh er vatéh, éh oè bet lakeit, ér sah, ur giéz hag hé faré koulined. Jako, en trenoz, e sam é sah, hemb bout sellet dohton, hag éan oeit é hent, èl en déieu kent.
Abret é saù béh ardran é gein get diskrabellereh er baré chas. Kaer ha kaer é bet de Jako predeg hag ali teùel, goah ar oah é ma bet oeit en diskrabellereh ér sah.
Hag, épad ma tremen doh el lén, oeit er giéz ha mortekennet, get hé chajelleu, kig ha krohen Jako.
Hag ean téret ru, disammet é sahad én ul laret :
« Ha ! koh mam en diaol ru, rè e zo rè ; éh an d’hou kuintein él lén. »
Hag éan de ziari beg er sah ha d’er goulé él lén.
Chom e hra é veg hag é zeulagad digor geton éh uélet kiéz ha koulined é torimellat én deur. Hag éan de laret :
« Sellet ’ta, er garned a verhed ! Ne gavér getè nameit ardeu ar andelleu. Chetu troeit me matéh de vout ur baré chas. »
Hag éan dilahet é sah ar en dachen.
Biken goudé n’en des chonjet obér nitra kin nameit
hersal é gorv é unan.
Er Meillouz
é
Vréskén
Eh a er Meillouz d’en « diazeu ». Saùet é ha kafourchet ar é jao, golhedennet ha senklennet ag en dibab. Bout e zo ardran é gein ur gronnad sihiér. Éh a er Meillouz de glah ur sam halén d’en halénereh.
Deit é bet un Toulplouzad, de ben ag el lakat de gredein é vè halén en halénereh paod kriùoh hag éleih marhadmatoh éget hani marhadizion en Toulplouz, en Toulchas hag en Touldoar.
Chetu perak en en des lakeit én é ben monet d’en halénereh de glah ur sam de salein é benmoh ha d’obér é vléad.
Monet e hra er Meillouz pohoñnet, get é hent. Bourein e hra ag é droiad. Éh a de uélet bro, ha, goudézé, é hello, get é zoéréieu, boémein ré en Touldoar. Hoarhet e hra é chonjal ér blijadur e gavo é lakat chistraerion tavarn Pipi Latira de zeurennein ou beg, a p’er hleuint é laret ne vo ket, én Touldoar, tiegeh erbet tré d’é hani aveit kaout ur charnéliad kig huek ; tiegeh erbet e vo kavet abarh halén par d’é hani de dempsein ioud ha souben.
Bourein e hra er Meillouz é vonet get é hent. É jao, éan, adal ma tivro ag en Touldoar hag adal ma kav dizanaù é hent, ne vour ket tam ha ne ven ket mui monet araok. Ret é d’er Meillouz, guéh der uéh, huchal arnehon ha guialennein é gostéieu.
A pen dé degoéhet er Meillouz étal ur porh-mor, é ma reuet é voéh, hernet é vréh ha téret grons doh é jao, ha ne chonj ket kemér kalz a druhé dohton, deusto d’en hent hir ha béhus en des groeit. Kenderhel e hra de uialennein el lon keh ha nen dé ket aveit anaùout jourdoul é vestr.
Hag éan oeit hag er staget doh morailleu un davarn, aveit bout dijapoh, un herrad, de sellet doh en neùétedeu e uél édan é zeulagad.
Boémet bras é er Meillouz. Hir amzér é chom beziùet de sellet doh er mor, ha dré bep diù uéh, é takon étré é zent : « Nag a zeur ! Nag a zeur ! Darz ar darz ! Nag a zeur ! Nag a zeur ? Penaos ne vehè ket guel en halén aman ? Fur on bet é sentein doh en Toulplouzad ; mât e vo me zroiad. Éh an de voémein de virùikin, ré en Touldoar, get men doéréieu, hag en E. Mér én ul lod getè. »
Met er Meillouz ne oè ket deit hembkin aveit sellet deur er mor. Deit e oè de glah halén ha donet e hra chonj dehon de glah pen dehon. Hag éan én davarn.
Duah bras e oè er Meillouz doh chistraerion Pipi Latira. Trouzerion, safarerion, fogéerion bras e oent rah. Ne oent ket neoah par d’en éverion e zo aman.
Kement a jourdoul e zo arnehè de huchal ha de chistrat, de vrunellat ha de uinardantat, de drohein, unan get en aral, konzeu dru ha garù, ma vehè laret ur baré chetal, ariet get stageu de zèbrein ou haotériad. N’en des hañni anehè hag e daol mé d’er Meillouz é tonet én davarn.
Hennen e gavè de chonjal ne oè chistraerion ha brunellerion Pipi Latira, nameit bransigellerion huibed étal er ré-man.
Hag er Meillouz oeit d’ur baré ha displéget é zoéré dehè. É léh kleuet ur gonz vat getè, ne gav anehon nameit un troh konzeu troeit ha divalaù, dibabet émesk loňned er hreuiér, er hoèdeuier hag er mor. En Arvoriz-man ne hrant ket goap a hujaotal en Argoedad er Meillouz.
Disoh e hra neoah de ouiet getè penaos é ma ret dehon obér, hoah, diù pé tèr lèu ohpen, aveit kavet é sam halén, ha nen dé ket én ur porh-mor é vè ret donet de glah ur sord marhadoureh.
Donet e hra er Meillouz tré ag en davarn, veudet é ben d’en hoarhereh, d’en hujaotereh divalaù, d’en huchereh, ha téret, é chonjal én hernereh e gavo, en trenoz, é kas é jao betag en halénereh.
Hag éan de zeurat ha de vouitat é jao, éraok en noz, aveit bout diskuih unan hag en eil aben en trenoz. Kavet e hra, get é droiad, ur braù a chonj : É léh hernein hoah muioh é vréh é tennein deur d’é jao, é kav guel geton kas é jao d’er mor de zeurat. Dihokoh ha fonusoh, e chonj éan, é vo groeit el labour.
Deurat e hrei é jao hemb poén ha dihernein e hrei hoah é beder gar é kemér ur golh é deur er mor. Elsé en des guélet soudarded en Toulchas éh obér doh ou ronsed, é deur er Blañoeh. Mât e oè deurat ha golhein er ronsed é deurigeu er Blañoeh, lous liés ; guel e vehè deureu bras er mor, ken kaer, ker splann.
Hag er Meillouz diskennet get jourdoul get é jao d’er mor, get er greden, ne vo ket, en trenoz, ker pennadus d’obér hent.
Er jao, a pe uél en deur, e zisken eùé get her. Séhed bras en des. Ha chetu éan aben kaer, é lakat é vonj ér mor ha doh er seùél, kentih m’en des évet ul lonkad. Ur uéh, diù uéh ha tèr é klask torrein é séhed ha, sel taol, goudé bout tanùeit dehon deur er mor, é saù é ben de vunzal.
Er Meillouz e voém, e der, e gounar hag e baùata é jao aveit en diardeuein. Toroñnat e hra étré é zent :
« Diardeuet dein ha torret hou séhed ; ne hran ket mé kement a végeu aveit lonkein ur bolad, séhed pé n’em bè. »
Hag éan arré de dérein ha de baùatat ; ha ne zisoh ket guel.
Goudé bout « haniet » ha « dihaniet » hir amzér, ta er chonj d’er Meillouz nen dé ket marsé er si doh é jao met doh en deur, hag éan de seùel un dornad deur, de danùat.
Nen dé ket bet oeit don er Meillouz ar en deur kaer-sé. Adal el lonkad ketan, é telah é zamorant ér mor, én ur skopein hag é « pouahein ». Disoéhet é akerh de ardeu é jao.
« Hili ! Hili ! Hili ! Darz ar darz ! Mât é en deur-man de barchein er boelleu ha nann de dorrein er séhed… Perak ne vè ket groeit halén aman ? Sotet tud e ia de hersal ou horv de labourat, a pe vehè ken és dehè biùein éh obér ar dro halén ! »
Ha chetu er Meillouz, deit ké dehon mar nen dé ket deit geton é gar bras ha diù pé tèr zon de gemér deur mor de gas geton.
En trenoz vitin, get tarh en dé, goudé un nozèhad diskuih hag en des groeit paod a vad d’en dén ha d’er jao, é mant ou deu ar en hent trema en halénereh.
Jao er Meillouz ne lusk ket bout direbourzet ha nen da ket ataù araok nameit get taoleu bah ha trohadeu konzeu garù.
Goal abret é ma reuet boéh er Meillouz hag é vréh hernet ; goal abret é ma téret ha kounaret. Chonjal e hra é ma mal dehon obér un diskuih, a pe gav ar é hent, étal ur porhig aral, ur baré péskerion é koltarein ur vag.
Hag éan diskennet de ziskuih ha de laret kaer get er ré e oè ardro er vag.
Souéhet grons é er Meillouz éh uélet er bésketerion é valibouzein dianvéz ou bag get skubellennadeu ioud du, berùidant ha blazus.
Deusto ne anaù tam erbet labour er bésketerion, chetu er Meillouz é teviz getè, èl un dén a vechér.
« Souéhet on, darz ! ne gavet ket, aveit fonusat kerhed hou pag, guel treu éget er ré-man ; treu braùoh. treu divlazusoh. Braùoh e vehè hou pag a pe helleheh hé lakat é ru, é melén, é glas…
« Ha hui e gav genoh, darz ! é ma ret grons deoh
stagein dohti, aveit ma kerho guèl, er guiskad lousteri
du ha blazus-man ? »
Er bésketerion e droh ar er Meillouz selleu goapus hag eilgonz e hrant dehon én ur hoarhet :
« Nitra splannoh ! A vihannoh ne gerhehè de du erbet. »
Er bésketerion ne glaskent nameit dejañnal ha goapat ; met ne oent ket éngorto a zisoh ker braù pé ken truhek get ou goapereh.
Er Meillouz ne glask ket na goap na dejan é konzeu er bésketerion ; met bourein e hra é cheleuet dohtè, en ur chonjal é ma, marsé, kavet dehon en tu de lakat eùé é jao de vonet fonaploh. Laret e hra :
« Darz ! ur guisкad e rekeheh lakat doh me jao, eit gout ma kerhehè guel. »
Hag er Meillouz oeit ha displéget pegement a boén en devoè bet é lakat é jao de zonet du-man, ken ne oè reuet é voéh ha hernet é vréh.
« Sellet hui, darzed ! ne vehè ket kavet par d’em jao-mé é nep léh, nag aveit tennein, nag aveit redek.
« Ronsed en Eutru Mér, er Béaba, Kroézegu, Fichédoul, ne dostant ket d’em hani-mé, kaer e vo dehè obér ou foèuaj.
« Met chetu, pennadus é ; pennadus èl ur boh ! Ne vo ket kavet par dehon de gerhet én ur vro e anaù ; ne vo ket kavet par dehon naket de vonet ar é oar én ur vro ne anaù ket.
« Sel mui é ma liant ha fonapl ar un hent e anaù: sel mui é ma difonn a pe gav dizanaù.
« Chetu ean é hoari d’é ben a oudé déh. Ne gerh
nameit get taoleu bah ha hucheu ; reuet é mem boéh
é huchal arnehon ; hernet é mem bréh doh er pilat.
« Hiziù ne lusk ket dibennadein hag elsé é vo beta ken ne gemérein hent en distro.
« Ur guiskad ioud du e rekeheh lakat dohton, de uélet. »
Nen dé ket ret d’er Meillouz pedein diù uéh dohtu er bésketerion aveit ou lakat de valibouzein é jao. Laret e hrant dehon :
« Degaset éan aman. »
Degas e hra er Meillouz é jao ar en aod, étal piligad koltar er bésketerion. Dalhet é ar é ben étré ma oè ur moraer, get é huskon, é ledein un trohad doh divorhed er heh lon.
En un taol, chetu dihunet jao er Meillouz. Goudé bout groeit ur hriz d’é ziùskoharn, un dastum d’é gorv, chetu éan éh achap d’er pearlam, én ul lezel é vestr, bammet mat ar en dachen.
Ha n’en des ket rezi geton d’arrest.
Abret é ma chifet er Meillouz, épad ma tarh er bésketerion de hoarhet.
« Chetu kollet me jao dein ! emé er Meillouz. Ne gavo ket é hent. Ha mé, penaos en tapein-mé, rè liant é.
— Hou jao nen dé ket kollet, e lar ur moraér.
— Hui en dalho-hui, marsé, e reskond er Meillouz.
— Hui é en dalho, é kerhet ker liant èlton. »
Hag er bésketerion oeit ha displéget d’er Meillouz, ne oè ket diésoh dehè ind liantat é ziùhar éan éget ré é jao.
Hag elsé éh oè bet groeit dehon.
Ha me reskond deoh ne oè ket bet pel éh obér en hent e oè étré er mor hag é gér !
Met oeit e oè fonnaploh é jao hoah egeton.
Eih dé goudé éh oè hoah er Meillouz hag é jao, hernet d’ou ridereh.
Hag er boh a goltar-sé ne oè ket a zistag dehon.
Hag er Meillouz e larè : « Rè a drohad ou devoè lakeit ; rè a drohad ! »
Ur Veboéren
éh oulen
hé hafé
Bamdé éh é d’héh iliz parréz, de oulen get en Eutru sant Jojeb, hé barra pamdiek ; ha hi er goulennè dru get « friko » ha kafé ; ha hi er goulennè a voéh ihuél.
Kriù eroalh e oè héh ialh aveit péein dehi er bara pamdiek e oulennè ; met hi e gredè éh oè deléeréz a gement-sé d’hé sant Jojeb. Abalamor de zé éh oè aketus akerh de zonet bamdé de uélet hé santig, de ziskan dehon hé feden.
Miziadeu, pé kentoh bléadeu, é ma bet oeit hé zreuigeu geti biskoah guel. Hi e zè, e oulennè, e iè tré, e frikotè, e blapotadè kafé hag e viùè erhat bamdé.
Un dé, é ma bet ret dehi diskrap aveit en devout hé kafé ! Deit e oè él agent, ha laret e hrè hé feden él bamdé.
« O me sant Jojebig a garanté, hui e rei dein arhoah, bara friko ha café. »
Soéhet bras é é kleuet ur voéh é tonet a duad del-
ùen sant Jojeb ha spontet é d’er honzeu é ma bet é
kleuet. Laret e hrè er voéh :
« Bara na friko hou po ; met kafé n’hou po ket… »
Er hlohour e oè deit de andellat dohti ; met er Veboéren ne chonj ket é andelleu erbet, nag é negennour erbet. Hag hi ha seùel hé deulagad boemmet ar en delùen :
« Perak, me santig keh ?
— Traoalh é bara ha friko.
— De var a unan, me santig keh ; met nann d’en ol.
— Gellout e hrér diovér a gafé.
— Mar a unan, me santig keh ; n’hellan ket-mé.
— N’ou po ket kafé !
— O ! me sant Jojebig a garanté, ret é dein-mé en devout kafé aveit tuemmet de boul me halon.
— N’hou po ket kafé !
— O ! me santig keh, daù é dein-mé kaout mem banig kafé aveit diluiein me zead.
— N’hou po ket kafé !
— O ! me santig a garanté, ret mat é dein kaout kafé eit diouskein men dévosion.
— N’hou po ket kafé !
— O ! me sant Jojebig, hemb mem banig kafé n’hellein ket diazé mem bara, na me friko. Ret e vo dein diovér a vouid nezé. Kafé e rekan bout ha hui e rei kafé dein, ma me santig keh ?
— Ne rein ket !
— Hui rei dein me banig kafé arhoah, ha me laro éh oh hui ur santig ker.
— Ne rein ket deoh. Eroalh e hues get bara ha friko.
— Sellet hui, me santig keh, ne évan ket mé chistr ; ne garan ket el lagout… Lézel e hran mé genoh me lod chistr ha me lod lagout, aveit ma helleet rein gres. anehè d’er ré ou har.
— N’hou po ket kafé !
— O me santig keh, goarnet hui me lod chistr de rein de Janton, de Fanchon, de Varion e zo taolet bras geton. Évet e hrant anehon muioh eit nebetoh. Er harout e hrant…
— N’hou po ket hui kafé !
— O me santig keh, goarnet hui genoh me lod lagout, aveit er rein d’er hlohour e gar bras anehon, hag e lonk anehon bamdé, kovadeu, lan é varnadeu.
Liés eroalh é vè ret d’é dud diovér ag ou lod bara aveit ma hello en oheh kaout é hoalh a lagout.
Goarnet hui dehon me lod lagout-mé aveit brasat é hani…
Met reit hui dein me lod kafé e garan hag em es dobér anehon. »
Er hlohour e zo dihoariet dehon ha ne glask ket mui andellat doh er Veboéren.
Ha hi ha kredein é ma chonjet get sant Jojeb rein dehi hé goulen.
« Sellet ’ta, en hoariourig a sant. Più en devehè kredet é vehè bet un andellour elsé énnon.
Me ouiè-mé eroalh éh oh hui ur santig ker hag hou pehè hui reit dein me hafé.
N’en dé ket dihuennet a zejañnal, memb a pe vér sant !
Trugéré deoh hui, me sant Jojebig a garanté ;
deùeh mat deoh ha betag arhoah. »
Er Meillouz
én
hent-hoarn
De amzérieu ketan en henteu-hoarn éh oè bet dobér d’er Meillouz monet ag en Touldoar d’er Poulchas. Gellet e hré monet ar droed, ér har pé get en hent- hoarn. Er Meillouz ne arvar ket étré en tri. Distill e hra d’er Veillouzen :
« Darz ! éh an get en hent-hoarn, de uélet. Monet e hra unañneu geton ha biskoah bourusoh é kavant. Darz ! er voéz, éh an get en hent-hoarn. »
D’en hent-hoarn, a pen dé deit, é chom d’obér lonseu adal d’er hiri staget lost-oh-lost arlerh er gazeg zu e vutumè du, du, goah eget forn bara erbet, hag e hré « gij » bep tu.
« Darz ! emé er Meillouz badaùet, breman é ve groeit treu kaer alkent ! »
Hag er Meillouz e gendalh de sellet ha de spial doh el lostad kiri, hemb obér van a nitra erbet a hendaral én dro dehon. Krapein e hra er véajerion ér hiri ; éan ne grap ket, ker boemmet él men dé.
Donet e hra étal er gazeg zu e vutumè duoh pé du hag e sourè d’obér « gij, gij ». Er Meillouz e sourè eùé de vadaùein ha de laret : « Darz ! breman é vè groeit treu kaer alkent ! »
Un dén e iè hag e zè ag ur pen d’er pen aral ag el lostad kiri, én ur huchal : « En henterion ér har ! »
Er Meillouz ne zivadaù ket ha ne zéhan ket a sellet doh er gazeg zu ; ne hra van erbet a gemenneu en huchour.
Nezé éh oè bet laret d’en trén monet araok. Hag er gazeg zu de hrouifal sklintin, de huéhein « gij, gij », a glei hag a zeheu ; ur varlonad deur berùet e goéh get er Meillouz ha éan araok én ur vrunellat.
« Darz ! nen dé ket braù tostat d’er gazeg zu-man. Tré é d’em hani-mé de hoari en dal deoh p’hou pè bihannan chonj. »
Tré men dé er Meillouz get é chonjeu, é tivourd er gazeg zu get hé lostad, en ur skopet bégadeu moged du ha deur berùet.
Divadaùein e hra er Meillouz én ur uélet en doéré ha chetu éan é redek arlerh el lostad kiri én ur huchal :
« Gorteit-mé, darz ! gorteit-mé, pé ne béein ket chistr deoh ! »
Er gazeg zu ne cheleu ket doh huchereh er Meillouz, kenderhel e hra de vonet get hé hent.
Er Meillouz ne gol ket kalon hag éan de redek arlerh en trén, én ur garzegennat :
« Mé en dalho ér getan tavarn ; met ne béein ket chistr dehon… »
De gourzieu en Nédeleg é ma degoéhet d’er Meillouz monet arré d’er Poulchas dré en hent-hoarn. Iein bras é. Aben kaer é krap én ur har, get eun a chom hoah ar é lerh. Bout e zo abarh, én é raok, ur béleg é tiskan é bedenneu én ul lévr aleuret en trohadeu anehon, é dreid lakeit dehon ar ur voutaill hoarn, lan a zeur berùet. Krénein e hra er Meillouz get en aneouid ha pilat e hra é dreid doh el léren.
Er beleg e léz léh geton de seùel é dreid ar er voutaillad deur ha de duemmet é dreid dohti, él ma hra éan. Er Meillouz ne gompren ket. Er beleg er houvi d’obér élton. Er Meillouz ne hra ket van a gouvieu er béleg ; rak ne gar ket er véléan ha ne ven ket degemér plijadur erbet na get unan na get un aral anehè.
Er Meillouz e larè én é glopen: « É ma en ol dreu é bieu d’er véléan ha ne gemérant ket naù na dek hent aveit kavet ou ézemant. Hennen ne skorno ket é dreid èl me ré-mé, get é voutaillad deur berùet. Darzed béléan, é ma en ol dreu dehè é bieu. »
Hag éan kendalhet de bilat é dreid, eit degas grouéz énné, un tammig.
D’en hantér hent é tiskén er béleg én ul lezel ar é lerh er voutaillad deur berùet. Hag er Meillouz de huchal ar é lerh :
« Person ! Person ! hou poutaillad deur e chom ar hou lerh.
— Goarnet hé aveidoh ! n’em es ket mui dobér anehi, e eilgir er béleg en ur droein é ben. »
Er Meillouz beziùet én é glopen e lar d’é sant :
« Guel é er véléan eget ne vé laret. Me zres e vo er voutaill-man aveit me moéz ha mé, er gouian-man. »
Ér Poulchas, a p’en dé arriù, é sam er Meillouz er voutaill hoarn, aveit hé has geton.
Huchet e vè arnehon : « Émen éh et hui ?
— Arlerh me fri, darz !
— Konzet kaeroh ! Perak é kaset hui genoh vreu en hent-hoarn ?
— Treu en hent-hoarn, darz ! Me hani-mé é : reit é bet dein get ur person. »
Devizeu, displégeuret : ret é bet d’er Meillouz lezel ar é lerh é voutaill hoarn. Laret e hrè én é glopen :
« Ne vè ket geu pe gleuér er véléan é laret é vent laeret ! Ivér é ! Kaeroh e vehè bet ur sord d’em moéz ha mé, én hor guélé, é tuemmet doh boutaill er Person, e laer er stronkaj-man dohein. »
Doerened
Jannig
Beboer
Marù é Jannig Beboér a oudé paod a vléieu. Ur baré bugalé ha doéréned e zo lézet dehi ar hé lerh ha labourat e hrant aveit bout brudet elti.
Chetu doéréieu unañnigeu anehè, hiziù, de hortoz doéréieu ré aral, arhoah.
Ur mézeuour e oé oeit, un dé, de strepein lann-groah d’er péleu, aveit tolpein dafar aveit é greuiér.
Aveit parrat a gol amzér ar en henteu, diférein e hra d’é voéz degas é véren dehon d’el lanneg.
De gours kreisté, é voéz e larè d’hé merh trihueh vlé :
« Kerhet, me merhig, d’el lanneg, de gas é véren d’hou tad e zo oeit duhont de strepein lann-groah eit tolpein dafar aveit é greuiér.
Ha hi oeit. Hir e oè en hent hag aveit deverral hi de labourat hé spered diar treuigeu er iouankiz ; hi chonjet én diméenneu, éredeu, banùézeu, gañnedigeheu ha kavet, get en doéré, kalz a blijadur.
Digor e oè spered er plah ha hi, goudézé, de chonjal ar baod a dreu e za arlerh diméenneu, éredeu, banùézeu ha gañnedigeheu ha hi, get hé chonjeu neùé kollet hé leuiné ha tarhet hé halon d’obér kanveu de varù hé hetan kroédur.
Rak hi e gavè geti é rekè priedein ha kaout bugalé kerklous èl er merhedeu aral. Ha hi tarhet de hlaharein, de ouilal ha oeit de chouket é harz ur hlé.
Berùein e hrér get er joé ; met teùel e hrér get er glahar.
Ér gér, é ma boemmet er vam éh uélet ne zistroa ket hé merh ; rak deval e hra en héol ; ha hi oeit ar héh arben hag, hé havet, é harz ur hlé, é seblantat luskennat ar hé barlen hag é kañnal truhéus, get poulladeu dareu : « Loloig el lolo, marù é lolo é vemam ! »
Éh anaùet hag éh uélet glahar né merh, chebourein e hra eùé er voéz, é harz er hlé, étaldi. Hag hi eùé de luskennat ar hé barlen korvig marù hé doérénnig, get kan ha dareu : « Loloig el lolo, marù é lolo é vemé ! »
Él lanneg, er mezeuour e gavè hir é amzér é hortoz é véren ha donet e hra trema er gér de uélet penaos e kerhè en treu get é hroagé.
Hag éan ou havet chebouret é harz er hlé, get ou hañneu, lolo. Skrapein e hra é véren hag éan d’hé dèbrein iein sklas. Ha goudé, get ur galonad téroni éan oeit de redek bro de uélet hag éan e gavehè ken beboéret tud él é voéz hag é verh.
Hag éan e gav a baré goazed ha groagé. Obér e hra duhont ha duman, doh ur ré ha doh ur ré aral, paod a lankeu doh ou diboéniein a get ha nitra.
A getan é vourè bras ag é vuhé neùé hag éleih a uéhieu é larè, étré é zent, éh oè é hroagé éan, kant kuéh ha kant kuéh tré de ol er ré e gavè hag e uélè ar é henteu. Met neoah ne zistroè ket d’er gér. Amzér e gemérè é dorad téroni de darhein ha de zismant.
Goalhet é bet neoah d’un droiad ardeu é ma bet é hoari d’ur baréad groagé e gav doh ur poul é holhein. Pedèr e oè anehè.
Diskein e hra getè éh oent diù baré diù hoér, priedet de ziù baré deu vrér hag é tiekat én ul lod.
Bout e oè, én dro d’er poul, pear hoh é vojellat hag é rohoñnal. Peb unan e zesaùè é hoh.
Laret e hra dehè :
« Deit on de gouviein hou péar hoh de vanùéz ur brér dein ha d’ou has genein d’en hoari gaer. »
Plijadur vras e hra er houvi d’er pedér groah ha dariù e hrant dehon ur frintaden uieu ha, goudézé, é verùant un droiad kafé aveit diazé en uieu.
Arlerh éh uélér er pedèr groah é fichal hag é verùein de glask ha de dolpein ou brageriseu, gougérieu, azornérieu hag ou ol kekaerieu aral aveit frammein ou moh eit er vanùéz.
Hag ean oeit én hent get er pear hoh brageriset hag ou divrageriset d’en abretan.
Ur hourzad benak é kleu hag éh uél péar dén ar jao é t net ar é lerh.
Hag éan doujet éh è béh de seùel arnehon é arben
er moh hag er hekaereu.
Labourat e hra é ben aveit ardeuat doh er hoazed, él mah oé bet é hoari doh ou groagé.
Guélet e hra éh oé ret dehon aveit goarn er brageriseu, lezel er moh ar é lerh ha skrapein er ronsed.
Hag éan ha fardein er péar hoh én ur segaleg ha kendalhet de vonet get é hent.
« Pear hoh ? e lar éan d’er pear dén, bet on bet doh ou guélet, duhont, é tuborh er segaleg. Brageriseu ha kekaereu ? Bout e oé getè. Met n’em es ket guélet dén erbet én dro dehè. »
Hag éan oeit hag em geniget de zerhel ha de oarn ou ronsed tré ma vehent bet é vonet de redek arlerh ou moh kekaeret, dré er segaleg. Ha degeméret é é gouvi get paod a drugèré.
Hag éan staget er ronsed en eil doh é gilé ha deit d’é hent ha lézet er pear goaz de glask kekaereu ou groagé ar un dro get ou moh.
Distroein e hra, didéret, de gavet é voéz hag é verh. Goalhet bras e oè é galon de sotoni paotred ha groagé en devoè bet kavet get é henteu.
Beboer e oè é hroagé. Ne oent ket hoah kement él ré er réral.
Laret e hra d’é ré a p’en dé deit én ti :
« Un dra vat é aveidoh mah on bet, get me zroiad,
é kavet beboéroh egedoh ; rak, hir amzér, é ma bet men
dorn é kraùein get en hoant d’hou tiveboérein. »