Me ’oar em farroz eur plac’hig,
(He hano ’zo Yvonaïg),
Eur plac’hig koant, eur plac’hig fur,
Hi gwelet ’oa ma flijadur.
En pep lec’h ma vije honnez,
Merc’hed koant, ’oa ho rouanez ;
Er marc’had kouls hag en iliz,
Nann, biskoaz he far na welis.
Labour he mamm a rê bemdeiz,
Ha, ’vel eun envnig ’us d’e neiz,
Diouz ar beure beteg an noz,
E kane soniou, gwerziou koz.
Met allaz ! allaz ! ar sparfell,
Mammig paour, dindan da askell,
’Laero eun deiz da envnigo,
Daoust d’az anken ha d’az klemmo !
Ar bleunio liwet ar c’haera
A ve kutuilhet da genta ;
Hag evel-se ar plac’hig koant
’Dilezo he mamm ’vit he c’hoant.
Koanta den yaouank ’oa er vro,
Er barroz ha ter leo tro-dro,
A oa, hep mar na lâret gaou,
Ervoanig Ar Moal, a Runfaou.
Hennez a oa pinvik ouspenn,
En devoa saoud, kezeg, oc’hen ;
Hervez ar vrud zoken e dad
A guze, eun tu, eur yalc’had.
Ma c’houlenn, da bardon Sant-Yann,
Yvona da dansal gantan :
Ha setu ma koll ar plac’hig,
Na oar penôs, he c’halonig.
N’eo mui ar verc’h ken dibreder,
A gane, a oa ken zeder,
A laboure, a galon vad,
Lemm ha birvidik he lagad.
Petra ’zo c’hoarvezet ganti,
Pa na ra ’met huanadi ?
Allaz ! ’n he c’halon eo skoet,
An dra ’zo anat da welet.
Eur zul, en kornig ar vered,
Ervoanig ganti ’n eus komzet :
’Vel ma lamme he c’halonig !
’Vel ’oa he lagad birvidik !
D’abardez, m’ o gwelis o-daou
Du-hont, dindan ar wezenn faou ;
Ma komze ken flour Ervoanig,
Hag e ruzie Yvonaïg.
An heol na oa ket c’hoaz kuzet,
A bep tu ’kleveur an envned
O kana laouen o sonio,
War ar gwez ha ’barz ar c’harzio.
Neuze Ervoanig a bokas
D’Yvonaïg, hag a láras :
— « Oh ! me ho kar hag ho karo,
» Ma dous koant, betek ar maro !
» ’Vit derc’hel hon-daou tiegez
» Ha beva en priedelez,
» Ni ’zo bet krouet, ma dousig ;
» Selaou ’ta mouez da galonig.
» N’az po tra d’ober ’met lâret,
» Gourc’hemenni ha ma c’haret.
» Ya, setu eno, war ma fe,
» Da holl labour, epad an de.
» Ni hon bo kalz a vevelien,
» En-dro d’hon zi, ha mitizien,
» D’ober holl ar pez hon bo c’hoant,
» Ha d’hon c’harout, ma dousig koant.
» Pa vo er park ar mederien,
» Ha ’barz ar prad ar foennerien,
» Ni ’vo en disheol o sellet,
» Dindan eur bod glaz azeet ;
» Ha gant bleun balan ha spern gwenn,
» Bleuniou c’houez-vad, ruz ha melen,
» Me ’rei neuze eur garlantez
» ’Vit kuruni ma c’harantez. »
Petra ’lâre Yvonaïg ?
Tra, ’met ruzia ; he c’halonig
A dride gant al levenez,
He fenn a stoue, gant furnez.
Neuze ’komeras Ervoanig
Eur pok war dioujod e dousig :
Eur goulm a gane ’us d’o fenn,
Etouez an delio, ’barz ar wenn [1].
Setu int breman unanet
Ha dimezet hag eureujet,
Setu int en o ziegez,
’Barz ar stad a briedelez.
Doue da skuilho e vennoz
War o zi, evel ar gliz-noz,
Ha da roi d’eze ar furnez,
Gwelloc’h eget pinvidigez !
|