Ar c’haner koz baleer-bro
E’ch a dre ar meazou en-dro,
Pe ve an amzer kaer pe fall,
Hag en e dorn e vâz gargal.
Diroget ez ê e dilhad,
En e dreid ’zo eur botou-koad,
E varo a zo hir ha gwenn,
Hag ive e vleo, war e benn.
War e benn a zo eun tok plouz,
Ha war e gein eur zac’h lezr rouz,
Miret aboe an amzer gaer
’Oa soudard d’an Impalaer ;
An hini braz, Napoleon,
En defoa kalon eul leon,
Hac en defoa heuilhet pell, pell,
Bepred en tan hag en brezel.
Ha c’hoaz e verve e lagad,
Ar soudard koz, ar soudard mad,
Hag e krie : — Viv’ l’Empereur !
Pa gomzer eus e gann-vreudeur.
E hano ’oa Yann Kerglogor,
Ha dalc’het mad em eus evor
Eus anezan, eus e werziou,
E gontou leun a vurzudou.
Pa vize an douar skornet,
Ar parkou a erc’h goloët,
E tigoueze Kerglogor goz
Er maner, da abardez noz.
Ha pa vize gwelet du-hont,
En penn an ale vraz o tont,
Ar vugale ’grie ’n eur vouez
(Me ma-unan ’oa en o zouez) :
— Setu o tont Yann Kerglogor ! »
Hag e redemp da doull an nor,
Da digemer ar c’haner mad,
Da dougen d’ezan e sac’had.
Neuze Kerglogor, e benn noaz,
A rê da genta sin ar groaz,
Hac en e zorn gantan e dok,
E lâre, kent monet arok :
— « Kement ’zo en ti, Doue d’o miro ;
» Kement ’zo er-maez, Doue d’o c’honduo ;
» Kement a dleomp pedenni evito,
» Doue d’o delivro ! » [1].
— « Roët ho pâz hag ho sac’h lezr,
» Yann goz ; gwall rust ê an amzer ;
» Deut da domma etal an tan,
» Da c’hortoz ma vo aozet koan. »
Hag a-neuze ma daoulagad
War e zalc’h lezr ’vize dalc’hmad,
Rak eno a oa tenzoriou
A daolennou, gwerziou, soniou.
Goude koan hag ar pedennou,
’Vize tennet an taolennou
Eus ar zac’h lezr, neuze kerkent :
Hon Zalver, ar Werc’hez, ar zent,
Hag eskibien, hag ebestel,
Hag a bep seurt tud a vrezel,
Holl liwet koant ha renket mad,
Plijadurez hon daoulagad.
Hag an den koz a gomze stard,
’Vel eur jeneral d’eur soudard,
Hag e c’honee ar viktoar,
Karget a enor hag a c’hloar.
Neuze, ’kane d’imp buheou
Ar zent koz Breiz, o burzudou ;
Sant Efflam, santez Henori,
Sant Tual ha sant Goneri ;
Ha sant Ervoan, mignon ar paour,
E garantez gwelloc’h ’get aour,
Ha sant Herve, ar c’haner dall,
Sant Kirec, ha kalz a re-all ;
Sant Weltaz, patron ar chas klan,
Sant Tudi ha sant Laouenan,
Sant Herbot ’ra sevel dienn,
Sant Gwennole ha santez Gwenn ;
Sant Jily ive, gant e c’had,
Sant Thegonnec ’ra charreat
Holl vein e di gant eur bleiz loued,
En defoa e azenn debret.
Kalz c’hoaz a re-all, rak sent Breiz
’Zo dre-holl aneze a-leiz,
Ha ’vit peb klenved ha peb poan
Ar c’horf, ar spered, ’zo unan.
Goude ar revu tremenet
Hag ar buheou kaer kanet ;
— « Kerglogor, c’hoaz eur gontadenn,
» Da ober c’hoarzin, pe aouenn :
» Jeanted ha kornandoned,
» Ha tud bet troët en loened,
» Majisianed, sorserien,
» Tud-bleiz, dragoned a seiz penn ;
» Prinsed ha prinsesed feyet [2],
» En eur c’hastel en êr dalc’het,
» En eur gir, an holl burzudou
» A laka ar bopl ’n he gontou. »
II
Neuze, eur c’hef-tan en e dorn,
Kerglogor a dâne e gorn ;
An holl en-dro a dave mik,
Ha goude menna eun tammig :
— « Selaouet holl, mar hoc’h eus c’hoant,
» Hag e klevfot eur goazig koant,
» Ha na eus enni netra gaou,
» Mes, marteze, eur gir pe daou. »
Eur skudellad jistr ’n e gichen,
Evit distaga e lanchenn,
Azeet war eur skabell goad,
En korn an tan, ar c’honter mad
’Distage neuze, penn-da-benn,
Eur gaoz d’ober c’hoarz pe aouenn.
Setu aman, en berr gomzou,
Unan eus e gaera kontou.
Eur Roue koz, klaon, trist meurbed,
Hag e holl izili skornet,
E daoulagad leun a daerou,
Hac e galon leun a ganvou,
A hirvoud gant keuz d’e c’halloud,
D’e yaouankiz, êt en o roud ;
Doktored, majisianed
N’hellont rei d’ean ar yec’hed.
Hag eun den koz a lâr neuze,
Eun den a gant vloaz, marteze :
— « N’eus ’met Einic ar Wirione
» ’Ve gouet da yac’hât ar roue !
» Eur zell hepken hag eur zonig
» Eus al labous-ze ken koantik
» A diskar glac’har ha klenved,
» A ro yaouankiz ha yec’hed. »
Ar Roue koz a lâr neuze :
— « Red ê d’in kaout al labous-ze !
» D’an hini hen cavo ma merc’h,
» Ma muia karet, koant ha gwerc’h ! »
Ha setu a-neuze kerkent
Tud a bep rumm da vont en hent,
Ha prinsed, ha jeneraled,
Labourerien, artizaned.
Mes allaz ! nikun na distro,
Rak holl e kavent ar maro ;
Hag ar Roue ’zo klan bepred,
Hag an holl a zo glac’haret.
Neuze, eur mesaër bihan
Eus eun ti-plouz a-draon al lann,
Melen e vleo, lemm e lagad,
Ec’h a ive, ar paotrig mad,
Evit sikour e geront paour,
A garrie dreist arc’hant hag aour.
Kimiadi ’ra eus ar Roue,
Ha mont neuze, en gras Doue.
E dad ’ro d’ean pemp gwenneg,
Hag e vazig dero pennek ;
E vamm ’ro eun dousenn krampouez,
Ha c’houech vi poaz, eus he folez.
Bale a ra, bale a ra…
Kalonek, heb aoun a netra ;
Alies e tremen an noz
En eur park, pe eur gleuzenn goz.
Eun dez, epad m’oa azeet
Etal eur feunteunig kuzet
Indan eur vodennig gwern glaz,
Poultret holl hag ive skuiz braz,
Da debri eun tamm bara du,
Eva dour, mont arre doc’htu,
Setu o tont eur verionenn,
Eur big hac eul louarn lost gwenn ;
Hac a c’houlennjont peb a damm.
N’en doa ken eus krampouez e vamm
Nemet unan, hag hi rannas
Gant an tri loen, hag e lâras :
— « Loenedigou Doue, dalet
» Lod eus ar pez am eus ; debret,
» Rac naoun hoc’h eus, war a welan,
» Ha zeblant zoken beza klan. »
— « Trugarez ! ’lâras al loened,
» Penamedout ’vijemp marvet
» Gant ar gwall naoun ; pa vi nec’het,
» Goulenn, hag a vi sikouret, »
— « Hag a zo mad, hag a zo kaer ! »
’Lâras neuze ar mesaër.
Ha da vont en hent a-nevez
Da glask Einig ar Wirionez.
Muioc’h kalonek ’oa breman,
O welet ’oa a-du gantan
Loened keiz an Aotro Doue,
Hag a songe : — « Mar ben Roue !… »
En eur gir, evit diverran,
Rak hir awalc’h ê ar gaoz-man,
Goude kalz a boan, a labour,
Daoust d’an heol, d’ar skorn ha d’an dour,
Sikouret gant an tri loen mad,
A deue, p’o galwe, timad,
Hag hen tenne a bep pleg fall,
Hag hen mire eus a bep gwall,
E teuas a-benn, evurus,
Da dapout al loen burzudus,
Ha d’hen digas, ’n e gaoued aour,
D’ar Roue koz, ar monark paour.
Ar Roue, kerkent, m’hen gwelas,
A savas e benn, a c’hoarzas,
Ha pa hen klevas o kanan,
Em lakas da ganan gantan.
Ha setu han leun a yec’hed,
Laouen hag evurus meurbed.
Ar mesaër, ar zun war-lerc’h,
’Eureujas ar brinsez e verc’h.
Hag epad eur miz pen-da-benn,
A voe festou, goueliou laouen,
Koulz d’ar paour ’vel d’ar pinvidik,
’N eur gir, eun eured magnifik.
Ma zad-koz a oa keginer,
Ha me a oa o trei ar ber,
Em boa bet eun tamm, eur bannac’h,
Hag on deut aman d’ gonta d’ac’h.
III
Me ’selaoue ar c’honter mad,
Sioul, ha warnan ma daoulagad,
Ha ’pad an noz, e varvailhou
A welen c’hoaz em hunvreou.
Ha brema, pa ’z on deuet koz,
E sonjan c’hoaz enne, beb noz,
En gwele, pa na gouskan ket,
Gant keuz d’an amzer tremenet.
Hag em eus bet lakêt em penn,
Kent ma vefont marv da viken,
Dastum ar gwerziou, ar c’hontou,
Holl blijadurez hon zadou,
A gaver c’hoaz, miret en penn
Ar re n’ouzont skriva na lenn,
War ar maezou, en tier plouz,
’Lec’h ’vev tud simpl, pell eus an drouz.
Epad tregont vloaz, pe war-dro,
Em eus o c’hlasket dre ar vro,
Hag emaint breman em levriou
’Lec’h a vevfont hir amzeriou.
O kontou koz, gwerziou, soniou,
A chalm tud Breiz, ’n o nozveziou,
Magadurez skiant ar paour,
C’houi ’zo kant gwech well ’vit an aour !
Nag a boaniou ’c’h eus konsolet,
Poaniou ar c’horf pe ar spered !
Kontou burzudus hon zud koz,
Warnoc’h e roan ma bennoz !
|