Gwechall, pa oan yaouank, a driouec’h vloaz oajet,
Me ’oa plac’h koant ive, ha na vije gwelet
En pardoniou ar vro, matez na penn-herez
Ken brao ha me gwisket, na ken skanv danserez.
Me a gane ken gê eur werz pe eur zonig !
Ma lagad a oa glaz, ha lemm ha birvidik,
Ma dentigou ken gwenn, ha ma bleo ken melon !
Eun neizad estigou a gane em c’halon !
Hag e lârent d’in-me dre o yez, ken koantik,
Beb beure, pa zaven : — « Te a zo koant, plac’hig,
» Ha koantiri dre-holl ’blij da lagad an den,
» ’Vel an heol binniget pa ve, en hanv, o ren.
» Ouzit e c’hoarz pep tra, en nenv hag en douar,
» Ar bleuniou er parkou, ar stered hag al loar
» En bolz kaer an nenvou ; — war ar skourr, an envned,
» Pa dremenez, a lâr : — « Deiz mad d’it ha gec’hed ! »
» ’Vidout n’eus ar vuhez poan, preder nag anken,
» Kerz ’ta, laouen, da hent, ha kan da ganaouenn,
» Doue karantezus a ro d’it e vennoz,
» Hag ar bed-ma ’vidout ’zo eur gwir Varadoz ! »
Ya, ’vel-se e kane ar vouezig em c’halon ;
Eus hi selaou am boa plijadur hag eston,
Ma sonjen e padje bepred ma yaouankiz
Ha zon an envn bihan ! — ’Vel ma oan diaviz !
An durzunell, ar voualc’h, an estig, ar pinsin
A gan, epad an hanv, dibreder ha lirzin ;
Ar parkou a ve leun a c’houez-vad, a vleuniou,
Hag an heol binniget a lugern en nenvou.
Met allaz goude ’teu ar goanv kriz, gant e skorn,
Hag ar paour kêz neuze a c’houez en e daou dorn,
Hag an envnidigou ’ve truez o gwelet,
Hag an holl vleuniou kaer, er parkou, ’ve goenvet.
’Lec’h an estig bihan, pe ar goulm ’us d’an dour,
Ar vran a gan eur c’hlemm spontus, diwar ar skourr,
An heol na lugern mui, an dez a ve teval,
Allaz ! ha war ar bed holl ’zo troet da fall.
Siouaz ! kalonig paour, ennout ive ar goanv
’Zo digouezet, goude amzer-nevez ha hanv ;
Ar bleuniou ’zo goenvet, tavet ê ar zoniou,
Hag ar vran du brema ’ra eno he c’hlemmou !
Yaouankiz, koantiri, — heol, soniou ha bleuniou,
Ha kozni ’zo, siouaz ! tristidigez, kanvou :
Met goude ar maro, tevalijenn ha noz,
Eun dez e asvleunfomp, Doue, ’n ho Paradoz !
|