Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Ma dousig koant

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 1-3)



MA DOUSIG KOANT


Me ’m eus eun dousig war ma feiz,
Hag a zo kaer evel an deiz,
Evel eun deiz nevez-amzer,
Pa zav an heol ha tomm ha sklêr.

Me ’m eus eun dousig en Treger,
Ha dreist pep tra ’zo d’in-me ker,
Eun dous koant dreist ar re goantan :
A-greiz ma c’halon hi c’haran.

M’am bije spered ha skiant
Deskadurez hervez ma c’hoant,
Me ’rafe eur zonig d’ezi,
Da ganan en toull dor he zi.


Met, p’ am be kant dorn, kant pluenn,
Evit skriva war baper gwenn,
Nann, biken ne c’hallfen lâret
’Vel ma co kcant, ’vel m’eo karet.

Eun daoulagad ’zo en he fenn
Sklêroc’h ’get an dour er werenn ;
’Vel diou vouarenn ’n eur pod lêz
Er ê daoulagad ma mestrez ;

He zal a zo eun hanter loar,
Dreist ar c’houmoul, en noz, pa bar ;
He dioujod a zo diou rozenn ;
’Vel ar mel, he bleo ’zo melen.

Pa ven o vale ’n he c’hever,
Ma c’halonig a ve zeder,
Zeder ’vel al laouenanig,
Hag a gaz evel eun estig.

Eus ar beure hag eus an noz,
Me ’wel he zi, diwar ar roz ;
Ar moged eus he chiminal
’Laka me c’halon da dridal.

Beb sul, epad an oferenn ;
Ne ran ’met trei, distrei ma fenn,
Ma lâr ma zad fa mamm d’in :
— Aman ez omp evit pedin ! »


Pa vin ’barz ma bez, kousket mad,
Ha serret kloz ma daoulagad,
Mar tremen warnon ma dousig,
E lammo c’hoaz ma c’halonig.
 
Er baradoz ni ’n em gavo,
Ha eno c’hoaz ni ’n em garo :
Gwir garantez etre daou den
Gant ar maro ne c’hell tremen !


14 a viz here 1857.