Ken lïes ma teuan d’ar vro,
Na dlejen bout kuitêt biskoaz,
E fell d’in gwelet tro-ha-tro
Ar pez a welan brema c’hoaz.
En hunv, hag a laka daero
Em daoulagad, allaz ! allaz !
Setu aze ar fornigal,
’L’ech ma teue ’pad ar goan,
Ar barz baleour Gorvan dall,
Gant e vaz hir, a-c’houde koan,
Da gana gwerzio a wechall
Da gonta konto, ’tal an tan.
Ha me, sioulik, war ma skabell,
A selaoue gant eston braz,
Pep gir kouezet eus e vuzell,
Eur werz koz pe zon an Envn glaz,
Gwerzio kaer an dud a vrezel,
D’ar Saoz o toui gwall ha laz.
P’ azean war ar skabell goad,
Brema c’hoaz, e kredan gwelet
Ar barz koz brewet gant an oad,
Ha skeud an deïo tremenet
A zav dirazon, ha ma gwad
Tommoc’h ha yaouankoc’h a red.
Eomp d’al liorz, da welet
Ar voudenn c’hlaz ’lec’h ma reden
War-lerc’h ar c’houiled alaouret,
’Lec’h, war ar bleunio ruz ha gwenn,
En amzer gaer, ’vije bepred
Malvenno-Doue ha kelien.
Allaz perak ’ta ar bleunio
A welen gwechall ken laouen
Ha ken koant, etouez an delio,
Hag a zave zeder o fenn,
Perak m’o c’havan hep c’houezio,
Hag o gwelan trist evel-hen ?
Allaz ! mamm baour, pa n’az kwelan,
Evel kent, etouez da vleunio,
Eus o difoennan, o douran,
Hag o tennan an drouk-louzo ;
Ya, seblantout ’reont gouelan,
Hag em glemm d’an envnidigo
Gwelomp ar c’hoajo, ar parko :
Anaout a ran c’hoaz pep gwezenn.
Piou ’laro biken an neizo,
Er c’harz spern hag er goz derwenn,
A laeris d’al labousigo,
Bran, moualc’h, turzunell pe golven ?
Setu ive ar stank aze,
Tro-dro burlu, bleunio an hanv :
Pe lies a wech, em c’hoanze
Dindan ar gwern, war ar maen-man,
Ma zreid en dour skler ar waz-ze,
E vijen gwelet o kanan !
Dour ar feunteun ’zo skler bepred,
Ha fresk, ha yen, dindan ar gwern.
Ma skeud, en dour, am eus gwelet ;
Eomp kuit, rak gant e eskern
An Anko tristoc’h nan ê ket !…
’Vel ma zo c’houez-vad gant ar spern !
War hent ar bourk ez on breman :
’Vel ma’z eo kresket pep gwezenn !
Setu stank ar Pont-Meur aman,
Ha setu ive ar faouenn
’Lec’h, gant ma c’hontell, a gredan,
’Skrivis ma hano, er bluskenn.
Setu beg an tour, dreist ar roz !
Kerkent ma c’halon da dridal,
Ma yaouankiz, n’ouzon penôs,
’Sav dirazon, sonjo gwechall
’Zo leiz ma fenn… evit henoz
Na gouskin ket, pe ’kouskin fall.
Demad, salud d’it, iliz vraz,
’Lec’h ma lakaas da gristen
Ar person koz ma badeas !
Ama, bep sul, en oferenn
E peden, e rên sin ar groaz,
Hag, er gouspero, e kanen.
Allaz ! pelec’h ’man an amzer,
Eur gurunenn gaer war ma fenn,
Friset ma bleo, ha gwisket kaer,
Dindan lagad ma mammig ker,
Gwisket evel eun êlig gwenn,
Ken evurus ha ken laouen,
E skuilhen burlu, bleun balan,
Bleunio ruz ha gwenn ha melen,
’Lec’h ma tremene o kanan
Ar prosesion, ar groaz e-penn ?
Ar c’hleier ’glewan o vrallan,
Hag o kanan, ar veleien.
Ha setu aman ar vered,
’Lec’h ma kousk ma mamm ha ma zad,
’Lec’h ma karien mont da gousket,
En o c’hichen, ineo mad,
Gant ma zud koz a zo marwet,
Kent m’o gwelas ma daoulagad.
Ama ’kousk re goz ar barrouz,
Dindan ar sap, an ivinenn,
Beb sul, zoken en amzer louz,
War o bezio ’ve grêt pedenn ;
Ar vugale, gant c’hoerz ha trouz,
Eno ’c’hoari, war ar c’hlazenn.
Hag ar re varv keiz a glev c’hoaz
Kana gouspero, oferenn,
Dindan ar bleunio, ar yeot glaz,
Hag ar c’hleier a zon laouen,
D’ar zulio ha d’ar gouelio braz ;
An estig a gan ’us d’o fenn.
Pa deu d’an iliz eun eured,
Gant levenez, c’hoerz ha bleunio,
Pe eur bugel newez ganet,
Da vadezi, ’us d’ar bezio
E tremenont, o lavaret :
— « Bennoz Doue d’o ineo ! »
Neuze, pa zon an hanter-noz,
Etouez ar re varv ’man ar c’hiz
Da sevel en o bezio kloz,
Ha da vont, en spez, d’an iliz :
’Wit ma ’z aint holl d’ar baradoz,
Kristenien, eun De profundis !
Hag ar person koz a lavar,
’Vel gwechall, d’ê an oferenn,
En skeud ar stered hag al loar.
Pa darz an de, peb ine gwenn
A nij d’an nenv, ha d’an douar
Ar c’horf ’n e doull du a diskenn.
Goude holl drubuilho ar bed,
Doue, bezet ouzin truez,
Ha, dreist al loar hag ar stered,
Ma galvet d’ho rouantelez,
Gant ma zado koz ’zo pignet
Gantoc’h, da gaout ar wir vuhez.
O iliz koz, bered ma bro,
Ra vo ho touar binniget,
Prestik e tigouezo ma zro,
Hag e vin ive douaret
E-kichen ma c’herent maro,
O deus bet gant furnez bevet.
Pa glevin c’hoaz warnon, em bez,
Komz en brezoneg tud ma bro,
Ar re yaouank, ’c’h ober al lez,
Beb sul, goude ar gouspero,
An estig ’kanan ’us d’e nez :
Me na gredan ket d’ar maro.
|