C’houi holl, Bretoned a Bariz,
A em dastum eur wech ar miz,
’Vit komz eus Breiz-Izel, ar vro
A garfet betek ar maro.
Kredet penaos em eus keuz braz
Dre m’oun dalc’het aman, siouaz !
Ha n’hallan bezan en ho touez
Hag ober d’ac’h klevet ma mouez.
Hogen, ma spered en ho kreiz,
War an avel a deu a Vreiz,
A nijo skanv, — tra burzudus ! —
Hag e vin ganeoc’h evurus !
Ouspenn a zo, ha mar karet
Kaout lod a bardon Plouaret,
A zo hirie, hag eus a-bell
Klewet ha gwelet Breiz-Izel,
Setu aman krampoez-gwiniz,
Krampoez pardon, hervez ar c’hiz,
Grêt gant bleud gwiniz, leaz, viou.
Debret peb a unan pe diou.
Ar gwiniz er park a savas,
Ha gant an heol a zarevas,
Ha pa voe medet, war ar skourr,
Einidigou a gane flour.
Eur vuc’h vriz ’roas an amann,
Ive al leaz, fresk ha gwenn-kann,
Grêt gant ar yeot ha gant bleuniou
Ar parkou hag ar meneziou.
Hag ar viou, eur yarig wenn
O dovas, war zolier ar foenn,
’Lec’h m’he defoa he neiz kuzet ;
Met dre he c’han eo bet kavet.
Hag ar c’hrampoez a zo bet grêt
En Keranborn, en Plouaret,
Gant eur vatez koant, eur plac’hig
A gane laouen eur zonig.
Debret ’ta, paotred, ma c’hrampoez,
Ha neuze e saovfet o mouez
Evit kana meulodi Breiz,
Ha sonjet enni, noz ha deiz.
O Breiz-Izel, o kaera bro,
Koad en he c’hreiz, ha mor en-dro,
N’eus ket a gaeroc’h bro er bed,
Ha dreist-holl da garin bepred !
|