Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Klemgan war varo P. Proux, Barz Kerne

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Klemgan war varo P. Proux.

Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 96-101)



KLEMGAN
War varo P. PROUX
Barz Kerne.


Kenavô ! kenavô !…


I


Perak c’hoantât mont-kuit, ô barz ?
Sell, pep tra ’zo kaer hag a c’hoarz
Breman ouz an den war ar bed,
An heol, ar bleuniou, an evned.
Chom ganimp c’hoaz eur pennadig,
Kan d’imp eur werz pe eur sonig,
Rak te ’oar, gant eur ganaouenn
Lakât prim pep kalon laouen.

— Allaz ! an amzer a zo fall
Kerkouls en Breiz ’vel en Bro-C’hall,
Ewit c’hoarzin, kana soniou,
Hag er prajo kutuilh bleuniou.
Allaz kaer am bô c’houeza stard,
Bepred a tawo ma vombard,
Pe mar kân, a vô truezus,
Evel kân eun anaon klemmus.


— Adrenv kanvo, tevalijenn !
Sell en oabl tad ar sklerijenn,
A skuilh dre-holl al levenez,
Ar yec’hed hag ar garantez ;
Sell, er parko hag er prajo,
Er lanneg, evel er c’hoajo,
Pep tra ’gan an newez-amzer,
Ar bleuniou koant, an alc’hueder.

Evned bihan, kanit bepred,
Er c’hoajo, etal an dour-red ;
Bleuniou al lanneg hag ar prad,
Bezit plijadur al lagad ;
Met ar Barz koz na gâno ken :
E galon ’zo leun a anken,
Rak holl kement en eus karet
Allaz ! ’zo brema diskaret !…

— Ah ! malloz ruz war ar brezel !
Ah ! holl vugale Breiz-Izel
A zo o c’halono, hep mar,
’Vel hoc’h-hini, leun a c’hlac’har :
Met, Barz ker, komer da vombard,
Ha c’houez enni, c’houez enni stard ;
Eus da glewet, ar Vretoned
A em ganno ’vel leoned…


— Ya !… Pedomp Doue d’hon zikour,
Ha malloz war en enebour !
Red eo trec’hi, pôtred vad Breiz,
Kerzomp kalonek ha gant feiz !
Red eo trec’hi… kriomp : iou ! iou !!…
Me ’vô ganec’h, ha ma gwerziou,
Leun a garante ’wit ar vro,
Ho kraio trec’h, kent an distro !

» Torr e benn ! Trec’hi pe verwel !
» Araok, bugale Breiz-Izel !
» Araok ! eur gwir Vreizad biskoaz
» Dirag eur c’hleze na dec’has :
» Ar maro kent an dizenor
» A vezo bepred gir Arvor ! »

II

Evel-se ’kâne ar barz mad ;
Uhel e benn, lemm e lagad,
E kâne gant kalon ha nerz
E gân kaer, e diveza gwerz.

Mest dreg-han a oa an Ankou,
Gantan e falc’h ’n e dorn dehou,
Ha gant eun tôlig, hep truez,
’Troc’has e gân hag e vuhez.


Hag ar geno ’gane gwerziou,
Gwerziou a vrezel ha soniou,
Levenez an dud a bep oad,
Setu-han breman leun a wad !

Ah ! pebeuz glac’har, Bretoned !
Setu marw roue ar Barzed,
Prosper Proux, ar c’haner lirzin
A lake an holl da c’hoarzin !…

Ar Barz karet en eus savet
Ar soniou koant a ve klevet
Kana a bep tu ’barz ar vro,
Falc’het eo bet gant ar Maro !

Ah ! falc’her dall ha dinatur,
Te a skuilh glac’har dreist muzur ;
Perak skei ’vel-se, en hon c’hreiz,
Ar Barz plijadur holl dud Breiz ?

Allaz ! piou ’frealzo breman
Ar paour keiz gwasket er bed-man ?
Rak netra na dalv eur zonig
’Wit kalon an den reuzeudik.

Kenavô, Barz ker, ma mignon,
A garien a greiz ma c’halon !
Ama pep tra a dro da fall,
Te ’zo gwelloc’h en eur Vreiz all ;


Er vro ’lec’h ma ’z eo pep tra gwell,
Elec’h na eus droug, na brezel,
Trubarderaj, na gasoni,
Na poan, na klenved, na kozni.

Azeet war o c’hadoriou,
Ar barzed ’selaou da soniou,
Ar barzed koz a gane c’huek,
Hag a gomze ar brezoneg.

Brizeuk, ar barz e vleo melen,
Mestr ar gwerziou, mestr an delenn,
’Wit da digomer ’zo savet,
Hag en eveus d’an holl lâret :

— Prosper Proux, eur Barz an dibab !
» N’oa ket en Breiz a welloc’h mab !
» ’Veldon en eus karet e vro,
» Hi c’hanet, betek ar maro ! »

M’o deus lâret, ar barzed koz :
— Ganit, kenvreur ker, hon hennoz !
» Kan d’imp-ni darn eus da soniou,
» En yez Breiz, hag eus da werziou. »

Ma kanas Kimiad, ha Distro
Soudard Breiz-Izel en e vro,
Ma vijen Barz, Mouez ar C’hleier,
Hag iwe son ar Merc’hetaer


Kalz a re all ; ha setu c’hoarz,
O klevet soniou koant ar Barz.
Bep tro lârent : « Koanta sonig !
» Kanit bepred ; c’hoaz unanik… »

O kaner c’huek, o Barz karet,
’Wit beza da gorf douaret,
Na varvo biken da hano,
Ha tud Breiz bepred a gano

Da soniou koant ha da werziou,
War an hentjou, er pardoniou,
Ha Bombard Kerne ’vo meulet
Keit ’vo eur Breizad war ar bed.

’Vel eur gwir Varz ez out marwet,
Gant ar bleuniou, kan an evned ;
Et out eus hon touez ; — d’imp kanvo ;
Met bew ez out c’hoaz… Kenavo !


Plouaret, ar 14 a viz mae 1873.