En Plouaret a zo merc’hed
Hag a zo fur ha koant meurbed,
A labour start hag a gan gê,
Hag a blij ar pardonio d’ê.
Pa oan yaouankig c’hoaz a oad,
’Oant plijadur ma daoulagad,
Oc’h ober foenn, ’barz ar prajo,
Pe o tansal er pardonio.
Unan dreist-holl, Janed Marzin,
Bepred zeder, prest da c’hoarzin,
’Vel rouanez ar yaouankiz,
Slerijenne ’touez he broïz.
’Lec’h ma vije, al levenez,
Ar c’hoarz, an heol, ar garantez
’Deue ganti, ha hep pedenn
’Ouie kanan eur ganaouenn.
Pa ’c’h e Janed d’eul leur-nevez,
Pe d’eur pardon da Blounevez,
Neuze, paotred, ’oa hi gwelet ;
Kaera ma vije kempennet !
Eur c’hoef dantelez war he fenn,
Eur groazig arc’hant ’n he c’herc’hen,
Davanjer glaz, gouzougenn wenn,
Ha prennet ken start he c’horfenn !
Ha hi ken sart ha ken zeder,
Ha ken skanv ha ken dibreder !
He dioujod ruz evel ar roz,
Ha moan he c’horf, da vont em boz.
O Doue ! koanta da blac’hig
’Oas-te d’ar c’houlz-ze, Janedig !
Ha bepred ’vije war da dro
An holl baotred yaouank ar vro.
Yannig Run-Rio, paotr ar bleud,
Da heuilhe dre-holl, ’vel da skeud.
’Vel ma kare Yann Janedig !
Ha Janed ne gase Yannig.
Tad Yann a oa paotr an arc’hant,
Yannig ouspenn ’oa eur paotr koant,
Met karout ’rê ar jistr, ar gwin.
Diwallit, Janedig Marzin !
Per Ar Moal, mab ho amezeg,
Paotr stummet mad ha poanier c’houek,
Ho kar start, met n’ê ket pinvik :
Eur pried mad ’rafe, merc’hig…
II
Yann ha Janed ’voe dimezet
Gant ar person koz Plouaret.
Setu int en o ziegez,
Unanet er briedelez.
Aboe an dez m’oe eureujet,
Janed Marzin n’am boa gwelet ;
Kaset ’voe er-mêz he bro ger
Gant he fried ar meliner.
O tremen war an hent braz, dec’h,
E welis eur wreg, war he brec’h
Ganti eur bugel o skrijal,
Ha krog en he broz ’oa daou all.
Ar wreg paour ’oa trist ha kasti,
Liou ar vizer a oa warni,
Digempenn ha louz he dilhad,
Ha marv an tan en he lagad.
Pa lavaras d’in he hano,
Saouezet braz ’chomis eno :
— « Penaos c’houi ê ar plac’h yaouank ?…
» Ah ! kouezet ê ar roz er fank ! »
Allaz ! prestik ar baourentez
A gasas kuit ar garantez ;
Levenez ha kanaouenno
’Nijas dirak an ezommo.
Tra a-wechall na oa manet :
Allaz ! Yann na gar mui Janed,
Janed ive na gar mui Yann,
Elec’h poko ’ve garm ha kann.
Koantiri, siouaz ! alïes
’Zo mammenn a dristidigez :
Sonjit en ze, merc’hed yaouank,
Meur a rozenn a gouez er fank !
|