Ma c’horn-bro/Eur ger a-raok
Fanch-Mari Luzel [1] — ganet e Plouaret, e maner Keranborn, ar 6 a viz mezeven 1821 — a zo brudet ha brudet-tre evel dastumer gwerziou, soniou. kontadennou ha misteriou koz ; kalz nebeutoc’h eo anavezet evel barz. Koulskoude sevel a reas meur a son, a werz dudius, embannet aman hag a-hent e kelaouennou hag e kazetennou ar vro, dindan e hano pe eul leshano bennak, peurvuian hini Fanch Ar Moal.
Er bloaz 1865, e reas moula eun toullad aneze en e leor Bepred Breizad. Prestik goude e c’hoantaas embann eun eil leor a soniou all savet gantan, hervez an notenn-man a gavomp da heul son « An Newez-amzer » embannet ar 14 a viz ebrel 1866, dindan al leshano a Fanch Ar Moal war an Echo de Morlaix : « Ar son-man a vo moulet gant re all en eul leor eman an aozer e sonj da embann hep dale. » Ma ne gasas ket e venoz da benn eo, moarvat, dre n’en doa ket gwerzet mad e leor kenta, moulet diwar e goust (evel daou vloaz a-raok Santez Tryphina hag ar roue Arzur) war ar gopr zister a c’houneze neuze evel « rejant », da lavaret eo kelenner, e skolach An Oriant.
Kalz diwezatoc’h, e dibenn e vuhez, F.-M. Luzel, hervez e ziskibl Anatol Ar Braz [2], a sonje adarre moula eun dibab eus ar soniou hag ar gwerziou grêt gantan epad e vuhez hir. Eus an dibab-ze e reas eun dourn-skrid a ’n em gav breman, etouez eun toullad eus e zourn-skridou all, e levraoueg ti-kear Roazon, Mervel a reas e Kemper, ar 26 a viz c’houevrer 1895, hep gallout kas da benn e venoz.
Ar leor-man, savet en e enor — petra bennak ma n’eo ket, evit gwir, henvel ouz an hini a felle d’ezan moula, — a raio, moarvat, plijadur d’e « anaon ». Diskouez a raio a dra zur d’ar Vretoned pegen krenv ha birvidik e oa karantez F.-M. Luzel evit Breiz, he zud hag he giziou, ha dreist-holl evit e gorn-bro, Plouaret.
Ar soniou hag ar gwerziou moulet aman war-lerc’h a zo tennet, an darnvuian aneze, eus dourn-skrid levraoueg ti-kear Roazon, hon eus komzet anezan uheloc’h. Evit ar re all, setu aman pelec’h int bet kemeret :
Dindan ar wezenn faou. (Hermine, juin 1893, p. 176-178) ;
Ervoan. (Hermine, octobre, 1894, p. 14-16) ;
Ar Pardon. (Rev. des Provinces de l’Ouest, 1er octobre 1890, p. 104-106) ;
Krampouez Pardon Plouaret. (Rev. Celtique, IV, p. 125-127):
Tiegez Fantic. (Rev. illustrée de Bretagne et d’Anjou, 1er avril 1886, p. 132-133) ;
Beza Breizad. (Le Conteur Breton, 13 janvier 1866, p. 82-83) ;
Breizadez oun. (Le Conteur Breton, 14 juillet 1866, p. 293) ;
Klemgan war maro Prosper Proux, Barz Kerne. (Rev. illustrée de Bretagne et d’Anjou, 15 mai 1888, p. 207-209) ;
Keranborn. (Hermine, novembre 1890, p. 80-87).
Yann Kerglogor. (Br. in-8°, Ch. Cotonnec, Quimper,1891),
N’hon eus ket heuliet penn-da-benn doare-skriva F.-M. Luzel : hon sonj n’oa ket ober eur mouladur evit an dud gouiziek. Setu aman ar pep brasa eus hon divankaduriou :
Skriva a reomp k e-lec’h c ;
g, b, d, z, e lost ar geriou,e-lec’h k, p, t, s ; gwechall, gwech, e-lec’h gwez-all, guez : Koulskoude, miret hon eus a-wechou : gwez-all.
Reizet hon eus ar c’hemmaduriou grêt fall, pe ankouaet.
N’hon eus ket kennebeut implijet el levr-man, penn-da-benn, ar yez « unvan », evel a lavare d’eomp meur a hini. C’hoant hon doa da heuilh ar pez a skrive F.-M, Luzel e-unan, en e leor Bepred Breizad (p. XV, n. 1) : « Er soniou-man, em eus implijet kentoc’h yez Treger, a zo va hini : koulskoude, dioc’h red, n’em eus ket lezet a gostez eur ger pe eun doare-lavar anavezetoc’h e yez Leon pe Gerne. Kredi a ran e fell da bep skrivagner breton, en e oberou, rei an trec’h d’e yez (pe : rann-yez). »
Dre-ze eta hon eus miret, en hon mouladur, doareou yez Treger implijet gant F.-M. Luzel. Setu aman ar pep brasa aneze :
z evit s, e penn ar geriou ;
z a gouez, e lost ar geriou, pa glot gant dd kembraek ;
digemmadur d e penn ar geviou : da derc’hel ;
kemmadur t e z goude hon (notre) : hon zado ;
mezelour evit melezour ; komer evit kemer ; aouenn evit aoun ; stummou geriou evel envnig , tenval, e-kichen nev, kutuilh ;
w evit v etre vogalennou : ewit ;
em e-lec’h en em ;
a dirak eur verb, e-lec’h e ;
-et (2d p. 1.) e-lec’h -it ;
en eus e-lec’h en deus ;
dleie = dlee ; karien = karen ; gweleur = ; gweleur = gweler ; veltoun = eveldoun ;
en (dans) evit e ; eus e-lec’h ouz.
M’hon eus gallet moula al levr-man eo dre m’hon eus kavet sikour ha skoazell gant an aotrou Paol Luzel, eus Roazon, ken aketus evit ar pez a sell euz memor hag oberou e eontr koz, Bennoz Doue d’ezan ! Trugarekaat a reomp an aotrou Conduché [3], mirour levraoueg ti-kear Roazon, ken servijus, hag en deus roet tro d’eomp evit furcha e dourn-skridou Luzel, ken en e vrouilhejou, ken e zourn-skrid difazi, hag evit treuskriva ar pez a felle d’eomp evit ober hon labour. An aotrou P. Ar Roux, kelenner e Kelenndi-meur Roazon, en deus bet ar vadelez da lenn gant evez hon labour ha da rei d’eomp aliou bepred talvoudus ha skiantek : ra gavo aman an testeni eus hon anaoudegez-vat
1933.
J. O.
- ↑ E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez, pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huel, pe Ann Uhel). Miret hon eus, a-ratoz-kaer, ar furm gallek, dre m’eo brudetoc’h dre e hano gallek eget e hano brezonek, etouez an darnvuia eus ar Vretoned.
- ↑ Journal des Débats, 22 a viz meurz 1895.
- ↑ Eat da anaon — Doue d’e bardono ! — abaoue m’eo bet skrivet an dra-man.