Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Dec’h ha hirie

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 116-120)



DEC’H HA HIRIE


Pa oan bihan, en Keranborn,
En ti ma zad, dindan e zorn,
Me ’oa evurus ha laouen,
Netra na ankenie ma fenn.

Nep poan-spered ha nep glac’har,
Nep nec’hamant war an douar,
’Met pa varve ma zurzunell,
Pe pa ’c’h ê ma beuf da nijel.

Brema… brema eun amzer all !
An dud a zo peurvuia fall,
Na eus er bed na peuc’h na mad,
’Met d’ar bugel, — ze ’zo anat.

A-boan eo c’hoaz d’am bleo louedan,
Koulskoude, war-lerc’h pa zellan,
An holl dreo a gavan troët
War an douar, ha gwaz deuet.


Gwechall, er goanv, e vije erc’h,
War ar menez, an douar kerc’h,
Eus an doenn ’vije gwelet
Dent Genveur o hirrât bepred ;

Ha beb-noz, beb-noz, goude koan,
Em dastumemp en korn an tan,
Da selaou kana gwerzio koz,
Komz eus lutined ha treo-noz.

Goude an treo-noz, an Anko
A rê d’imp euzi, a-wezio,
Eun neerez, gant he mouez skler,
O trei he c’harr, eur plac’h seder,

A gane eur zonig kloareg,
Pe gwerz eur marc’heg kalonek ;
Ar c’hloaregig ’skuilhe daero,
Ar marc’heg ’deue a bell bro.

Neuze, en hanv… oh ! neuze ’vad…
Birvi a ra ma daoulagad,
Pa gomzan eus an amzer-ze,
An evurusa, marteze.

’Lec’h studia ha mont d’ar skol,
En liberte redek dre-holl,
Dre ar c’hoajo, dre ar parkou,
O klask bleunio koant ha neizou ;


’Lies diskabell, diarc’henn,
Pigna war bep kleuz, pep gwezenn,
Lezel ’beb tu tamm ma dilhad,
War al lanneg ha ’barz ar c’hoad ;

Mont da besketa, da neuial,
Laerez ive meur a aval,
Gourenn war ar foenn, er prajo,
Sellet dorna war al leurio ;

Beb sul, beb sul an oferenn,
Er gouspero, kan’ a-bouez penn,
En iliz koz ’lec’h ma ’z on bet
Gant person ma bro badeet ;

Leurio nevez ha pardonio,
Ar vombard hag ar bennio,
Hag an danso, bete kuz-heol,
Ar mezvier mezus ha diroll.

D’an abardez, dre an hentjo,
Hag ar prajo hag ar c’hoajo,
C’hoarz, kanaouenno, penn-da-benn,
Ha c’houez-vad ar bleunio spern-gwenn :

An treo-ze holl, em hunvreo,
A welan-me c’hoaz, a-wezio,
O tremen ’biou ma daoulagad,
Ha ma laka da huanad.


Neuze ’ouelan, ’vel eur bugel,
Hag e lâran : « Gwell ê mervel
» Eget chom pelloc’h war ar bed,
» ’Lec’h na eus ’met droug ha morc’hed !

» An heol-ma n’ê ket an hini
» ’Welen gwez-all o lugerni,
» N’ê ket ken tomm na ken zeder,
» Na ken lugernus na ken skler :

» Ar bleunio n’int mui deread,
» N’o deus na liou kaer na c’houez-vad,
» Al lili nan eo ket ken gwenn,
» Nag ive ken ruz ar rozenn.

» Bete mouez an envnidigo
» A gân el liorz, er c’hoajo,
» A gavan a zo trist meurbed,
» Hag an estig a zo raouet.

» — Hag an dud ? — Holl int êt da fall,
» Kenkouls en Breiz ’vel en Bro-C’hall,
» Holl int troet gant an arc’hant,
» Na eus ket daou vad war daou-c’hant !

» Na danser mui, er pardonio,
» Na gonter ken, en nozvezio,
» En ilizo a zo lec’h frank,
» Er c’hafe ’man an dud yaouank.


» Pep-hini ’venn komz en galleg,
» Mez en eus euz ar brezoneg,
» Pep-hini ’ra buhez diroll,
» Allaz ! mont a ra Breiz da goll. »

Met na ran-me ket eun daolenn
Re du, hep enni nep tamm gwenn ?
N’eo ket ’balamour ma kozan,
’Komzan eus ma bro er giz-man ?

Dre n’oun ken yaouank, marteze,
’Tamallan ma bro er giz-ze,
Rak en nev na war an douar,
Netra na zo troet, hep mar.

O Doue, da veo meulet,
Mar de gaou kement ’m eus lâret,
Met huanadi a ran c’hoaz,
Hag a lâran : Allaz ! Allaz !


Plouaret, 1861.