Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/D’an Aotro Theodor Hersart Kermarker

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 95)



D’AN AOTRO THEODOR HERSART KERMARKER


Aotro Hersart, ar barz, n’ho meus morse gwelet,
Koulskoude ho karan, hag en Breiz hag en Gall,
’Lec’h ma ve dirazon eul levr bennak meulet :
— « Lennit ar Barzaz-Breiz ! » a lavaran raktal.

Hennez ê, a bell zo, ma levr muia karet,
Hag en neb bro ar bed na welan ket eun all
A ve kaeroc’h ’getan. Lïes am eus lâret,
O welet ’vel d’hon yez an amzer-man ’zo fall :

Allaz ! allaz ! pelec’h an amzer, en Armor,
Er menez hag er c’hoad, ive en aod ar mor,
E kane barzed Breiz oberou an dud vad ?

Pelec’h an amzer-ze ? Tremenet ! tremenet !…
Met en ho levr, Hersart, e karan c’hoaz klevet
He mouez, a ra tridal kalon pep gwir Vreizad.


Kemper, 28 a viz mae 1861.