Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Beza Breizad

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 86-87)



BEZA BREIZAD


Beza Breizad ’zo eun enor !
Ya, Doue da vezo meulet,
Me ’zo eur paotr eus an Arvor.
Trist ’vije ma c’halon, kredet,
Mar na vijen en lez ar mor
Pe en meneziou Breiz ganet.
 
Paotred Breiz na int ket henvel
Eus al louarn, leun a ardou ;
Holl ez int eeun betek merwel,
O ine ’weler ’n o sellou.
Mui gwirion na zo tost, na pell ;
Holl ez omp mibien bon zadou.

Giziou Breiz ‘zo dreist ar re all,
’Vel dreist an haleg an derwenn,
Ha pa glewan ’barz en Bro-C’hall
Eur ger ma bro, eur ganaouenn,
Setu ma c’halon da dridal
Ha da lammet em c’hreiz laouen.


Baleet em eus dre galz bro,
Gwelet pep rumm tud war ar bed,
Ha pa daolen eur sell en-dro,
En pep lec’h em eus bet lâret :
— « Ya, me ’gar Breiz, hag hi c’haro,
« Dreist peb bro, brema ha bepred ! »

An neb en deus c’hoant da welet
Ar re vad karet, hag ar feiz,
Ha Doue gant an holl meulet, —
Bro ar merc’hed fur, an dud reiz,
Ar Vro gant Doue benniget,
Hastet, hastet monet en Breiz !

Neuze ’vo klewet o lâret :
— « Beza Breizad ’zo eun enor !
» Me am bije iwe karet
» Bezan eur paotr eus an Arvor,
» Bezan eno ’n eun tu ganet,
» Er menez pe en lez ar mor ! »


Prat, 29 a viz eost 1860.