Grêt em eus eul levrig hanvet Bepred Breizad ;
Eno em eus kanet ma bro hag he giziou,
En yez ma zado koz ’welan gant kalonad
Dilezel ’vit yez Gall hag e neventizou.
Darn a gav ma levr fall, ha muioc’h hen kav mad,
Met na eus ket a forz. Mar lennet ma gwerziou,
Me ’gred ’voint deread, kenvroïz, d’ho lagad,
Dudius da gana, er goanv, en nozveziou.
Lennit ’ta ma levrig ha kanit ma zoniou,
En korn ar fornigal, war hent ar pardoniou,
Hag o c’hanit hep doan : n’eus enne droug ebet,
Hag e karfet ganen yez kaer hon zado koz,
O c’hredenn hag o fe (warneze ma bennoz !)
Hag e lavarfet holl : — « Me ’zo Breizad bepred ! »