Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Ar plac’h yaouank dimezet da eun den koz

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 19-20)



AR PLAC’H YAOUANK DIMEZET DA EUN DEN KOZ


Ma malloz ’roan d’an arc’hant
A roas d’am mamm-me ar c’hoant
D’am gwerza ’vit douar hag aour.
Allaz ! ha me ’zo gante paour !

A werzas he merc’h d’eun den koz,
Na ra ’met klemm, epad an noz,
Eun den koz brewet gant an oad,
Gwenn-kann e vleo, skornet e wad !

Atao e kraoz hag e waskenn,
Gorrek eo ’vel eur velc’houedenn,
Na gomz d’in ’met eus e arc’hant,
Morse eur pok d’e wregig koant.

Doue ! pegen hir ’ve an noz,
’Barz eur gwele, gant eun den koz,
Na ra nemet huanadin,
Ha kraoza ha kana pouilh d’in !


N’am leusk da vonet en neb lec’h,
Atao ’ve grignouz hag en nec’h,
Ha ma tosta eur paotr d’an ti,
Kerkent e leusk warnan ar c’hi.

Ma mamm, evit beza pinvik,
Hoc’h eus gwerzet ho merc’h Naïg,
Met gwell ’ve ganen paourentez,
Ha ganti eun tamm karantez.

Ma c’hoarig, ro d’in kuzuilho,
Ha hep dale me o heuilho,
Me a enebo ma den koz,
N’en devo peuc’h, na dez na noz.

Ya, bete hen kas d’an douar,
Hep foeltr keuz d’ezan, na glac’har,
Ha gant e aour hag e arc’hant
Am bo unan hervez ma c’hoant.


Keranborn, 22 a viz ebrel 1864.