Mont d’an endalc’had

Ma c’horn-bro/Ar Mesaër bihan

Eus Wikimammenn
Ma c’horn-bro — Soniou ha gwerziou
A. le Goaziou, 1943  (p. 35-37)



AR MESAER BIHAN


Me ê Laouig, Laouig ar mesaër,
Deus ar maner a zo du-hont, ken kaer,
En kreiz ar c’hoad.
Bemdez, bemdez, pa ’z a ’n heol da guzan,
Dindan ar faou, en ma c’hoanze aman,
’Kanan a galon vad :
Tra la la la ! Tra la la la !

Bout mesaër, eur vicher ar gwellan,
Epad an hanv, pa ve ’n heol ’us d’am fenn,
Ha skler ha tomm, na pa ve ar gwenan
War ar bleuniou, an it-du ha spern-gwenn.


Pa ve c’houez-vad a-leiz dre an hentjou,
Ha bleuniou kaer er parkou, er prajou,
Pa gan an envn, war ar skourr, ’us d’e neiz,
Pa bar an heol, en oabl, beb deiz, beb deiz.

Met er goanv, allaz ! pa ve ’erc’h, pa ve skorn,
’Vel am be riou d’am zreid ha d’am daou dorn !
Pa na ve ken na deliou na bleuniou,
’Vel ma ven trist, gant an envnidigou !

Oh ! er goanv ! Neuze bezit truez,
Bezit truez ouz ar mesaër kêz ;
En amzer-ze, ez ê garv e vuhez,
Renkout beza ’barz al lanneg er-mêz.

Ya, met Doue ’roi e heol binniget
D’imp adarre : bezomp holl fur ha mad,
Pedomp Doue, ar zent, na bec’homp ket,
Hag a vezo d’imp prestik digaset.

Ma mammig paour ’welan o vont d’ar c’hoad,
Da glask koad sec’h ; diouz ma daoulagad
E strink an dour : en kreiz kalon ar goan,
En he zi plouz, ma mammig kêz hep tan !

O ma Doue ! pegouls e vin-me braz ?
Ar baourentez hag ar gozni da laz !
Met pa vin braz, da vab, o mammig paour,
’Chounezo d’it kalz a arc’hant hag aour.


Aotro Doue, Gwerc’hez, ho paradoz
’Rofet d’ezi : hep klemm, en deiz, en noz,
En peb amzer, he deus bepred poaniet,
Gant pep seurt droug, allaz ! ê bet gwasket.

Me a vo fur, ha pa vo digouezet
Ma zro ive da vont diwar ar bed,
Aotro Doue, ’n he c’hichen ma galvet,
’N ho paradoz ganti ma c’homeret !


30 a viz mae 1861.