Lizer evid he c’hoar

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
G. Fischbacher, 1880  (p. 49-53)



LIZER EVID HE C’HOAR



Pell on breman ha pell da viken ;
Na te, Janik koant, n’em gweli ken.
’Vel ma c’hoar az poa ma c’harante,
Me da hini em boa marteze.
Janik oa mad evid-on gwechall :
Ha pedi rai ’vid-on ’n eur vro all.

Ma komzann me demeuz Annaïk,
Ouz-on d’ez-hi na gomzi, Janik :
Ze ve goul gand eur verc’h digalon
Eunn dra galet nemed evid-on.

Milliget ann teodo binimuz
Ma lousajont gand eur vrud euzuz !
Na potrik fall na diaoul na oann :
Eunn elik garenn euz ar bed-man.
’Vid karante hi n’en doa, siouaz,
Pa ’n deuz ma losket oar ann hent braz
Oar eunn hent hirroc’h ’vid ann douar :
Rag ouspen bado c’hoaz ma glac’har.


Tost omp d’ann han-goanv ; hag ann delio
Gwenvet a distag euz ar bodo,
Ha gand ann awel vefont berniet :
Evel ann delio me ’vo gwenvet.
’Ti ar re all prim’ deuer da goz,
Primmoc’h ’vid na goue er goanv ann noz.
Pa bar ann heol ’digor ar bleunio,
Ha ma heolik zo kuzet em bro.
Ha pa divar ar gwe ann awel,
Ouz ’nn awel ar maner hep skoazel.

Plijout re d’in sellet o tiskenn
Ann heol skeduz ekreiz eur goabren,
’Kreiz ar goabrenno karget a c’hlao,
Evel ouz eur palez gwelio brao
Vefent difram met ’vit ma welfer ;
’Dreg ar c’hoummoul a zo eur sklerder.
Ken larfenn ar baradoz digor
Pa digor ar c’hoummoulen he dor.
Bepred garann sellet o tiskenn
Ann heol skeduz ekreiz ar goabren.

Ha da huvre, Janig, eunn devez
Na gredez ket ouz-in-me kovez,
Hag enn abaden ’nn den iaouank-se
Dalc’het sonj ont-han ’barz da ine :
Karantezuz m’eo da blaneden,
D’ar garante keun na ve biken.


C’hoarvezout a ra wecho, merc’hed,
D’ann hini he galon ’n euz gwestlet,
Evel ar gwenen d’ar laeron mel
Losket ho flemmik renkont mervel,
Wecho ac’hane a ve gwasket ;
Evid iac’hat biken na refed ;
Ha dre-ze, Janig he c’hoar, pedi
Evid ar paourik ken na weli.


————