Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Lizer Paul Abostol da Dit

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 1028-1029)




LIZER PAUL ABOSTOL DA DIT.


1 PAUL, servicher Doue, abostol Jesus-Krist evit feiz re choaset Doue, hag evit anaoudegez ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete, 2 en esperans euz ar vuez eternel, hen deuz Doue, pehini nep hell ket gaouiadi, prometet araog an amzeriou eternel ; 3 ha pehini hen deuz diskleriet en he amzer dre he c’hir, euz a behini ar bredikasion a zo bet fiziet ennoun, hervez urz Doue hor Zalver, 4 da Dit, ma gwir vab en hon feiz komun : Gras, trugarez ha peoc’h a beurz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Krist hor Zalver !

5 AN dra evit pehini em euz da lezet en Kret, eo evit ma lakafez en urz ar pez a choum da reiza, ha ma lakafez re ansien en pep kear hervez ma em euz gourc’hemenet d’id, 6 mar en em gav unan benag ennhei hag a vefe divlam, dimezet da eur vreg hepken, o kaout bugale fidel, pere na vefent ket tamallet a zirolded, nag a zizentidigez. 7 Rag ret eo e vefe an eskop didamall evel espernier Doue ; ha ne ve nag ourgouilliuz, na koleruz, na techet d’ar gwin, na violant, na douget d’ar gounid dishonest ; 8 mes, er c’hontrel, hospitalier, o karout an dud vad, prudant, gwirion, santel, moderet, 9 stag euz ar gwir greden pehini a dle beza kelenet, evit ma vefe kapabl, kement da alia, hervez ar greden santel, evel da gendrec’hi ar re a stourm outhi.

10 Beza e zo, a-dra-zur, dreist holl etouez ar re euz ar sirkonsizion, kalz a dud direiz, diskourerien vên ha troumplerien, 11 da bere eo ret serri ar genou ; pere a ziskar tiez antier kelen evit eur gounid mezuz ar pez na zere ket. 12 Unan benag anezhei, ho frofed hoc’h unan hen deuz lavaret : Ar C’hreted a zo bepred gaouiaded, loened fall, kofou didalvez. 13 An desteni ma a zo gwir. Abalamour da gement se, kroz dezhei garo, evit ma teufont santel er feiz, 14 ha ma n’en em stakfont ket euz fablou ar Judevien, nag euz gourc’hemenou tud pere a dro kein d’ar wirionez. 15 Pep tra a zo net gwir eo, evit an hini a zo net ; mes n’euz netra bur evit ar re dibur nag ar re difeiz ; er c’hontrel, hag ho spered hag ho c’hounsians a zo huduret. 16 Diskleria a reont anaout Doue, mes he nac’h a reont dre hoc’h oberiou, o veza euzuz, dizent ha didalvez en kenver pep ober mad.


2 Mes te, kelen an traou a zere d’ar gelenadurez vad. 2 Ra vezo ar re oajed poellek, deread, fur, iac’h er feiz, er garantez, er basianted. 3 Ra ho devezo ive ar gragez oajed an diaveaz pehini a zere euz ar zantelez ; ra na vefont, na drouk komzerezed, na techet braz d’ar gwin ; ra gelenfont ar mad ; 4 evit ma tiskfont d’ar re iaouank karet ho ezec’h, ho bugale, 5 beza fur, chast, da ziwall an ti ; beza mad, sentuz euz ho ezec’h ; evit ma ne vezo ket drouk-komzet a c’hir Doue. 6 Ali er memeuz doare an dud iaouank da veza fur, 7 ro da unan en holl draou ar skouer euz an oberiou mad, dre ar burete euz ar greden hag ar vrasted, 8 eur gir mad, divlam, evit ma vezo an enebourien mezekeet, o veza n’ho devezo drouk ebet da lavaret ac’hanoc’h. 9 Ali ar mevelien da veza zentuz euz ho mestrou, da blijout dezhei en holl draou, hep beza dislavarerien ; 10 da duat netra, mes da ziskwez eur fidelite leun, evit ober enori en holl draou kelenadurez Doue hor Zalver.

11 Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskleriet ; 12 hag e kelen ac’hanomp da zinac’h ar fallagriez ha deziriou ar bed, ha da veva er c’hantvet ma, gant poell, er justis hag er biete ; 13 o c’hortoz an esperans euruz, hag an diskwezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Zalver Jesus-Krist, 14 pehini a zo en em roet he unan evit hon frena a bep fallentez hag hon furifia, ha da ober dezhan eur bobl partikulier, c’hoantek evit an oberiou mad. 15 Kelen an traou ma, ali, ha gourdrouz gant eur gwir c’halloud. Ra na zisprizo den ac’hanout.


3 Ali anezhei da veza zentuz euz ar brinsed, euz ar renerien, senti outhei, ha beza prest da bep œuvr vad ; ra na zrouk-komzfont a enep den, ra na vefont ket enebourien, mes sioul o tiskouez eun douster parfet en kenver an holl dud. 3 Rag ni ive, a oa gweach all diskiant, dizentuz kollet, dindan hon zechou hag hon stijaduriou direiz, o veva er fallentez hag en avi, dîn a gasoni, hag o kasaat an eil egile. 4 Mes pa eo bet diskwezet madelez Doue hon Zalver hag he garantez evit an dud, 5 hen deuz hon sovetaet, nan abalamour d’an œuvrou a justis hor bije groet, mes hervez he drugarez, dre vadiziant an adc’hanedigez, hag adnevezidigez ar Spered-Santel, 6 pehini hen deuz skuliet gant pinvidigez varnomp dre Jesus-Krist hon Zalver ; 7 evit, o veza justifiet dre he c’hras, e vijemp heritourien euz ar vuez eternel hervez hon esperans. 8 Ar gir ma a zo gwir, hag e fell d’in e savfez gant nerz an traou ma, abalamour d’ar re pere ho deuz kredet en Doue d’en em lakaat da bratika an oberiou mad ; setu an traou pere a zo mad ha talvouduz d’an dud. 9 Mes pella euz ar c’histionou diskiant, euz ar rumachou, ar stourmou, euz an enebiez divarben al lezen ; rag vên int ha didalvoudek. 10 Pellaa euz an den a herezi, goude ma ez pezo he gelenet eur weach kenta hag eun eil gweach ; 11 o c’houzout penaoz eun hevelep den a zo direizet, ha penaoz e pec’h euz en em varn he unan.

12 PA gasin Artemaz, pe Tikit d’az kaout, hast dont d’am c’haout da Nikopoliz ; rag eno e sonjan tremen ar goanv. 13 Ambroug gant aket Zenaz, doktor al lezen, hag Apolloz, en hevelep doare ma ne vanko netra dezhei. 14 Ha ra zisko hon re ive ober œvrou mad, en ezomou ret, evit ma na choumfont ket difrouez.

15 Ar re holl pere a zo ganen a salud ac’hanout. Salud ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.


————