Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Lizer Katolik Jud Abostol
Grapho Press, 1897 (p. 1053-1054)
1 JUD, servicher Jesus-Krist, ha breur Jakez, d’ar re pere a zo galvet, ha santifiet en Doue an Tad, ha miret gant Jesus-Krist. 2 An drugarez, ar peoc’h hag ar garantez ra vefont kresket deoc’h.
3 RE garet mad, leun a zel evit skriva deoc’h, divarben hon zilvidigez komun, em euz barnet e oa ret hen ober, evit hoc’h alia da gombati evit ar feiz pehini a zo bet roet eur weach d’ar zent. 4 Rag ruzet e zo en ho touez eun hevelep tud, a bere ar varnedigez a zo skrivet aboe pell zo ; tud impi, pere a chanch gras hon Doue en dirollded, ha pere a nac’h Doue, ar Mestr hepken, ha Jesus-Krist hon Aotrou. 5 Mes, fellout a ra d’in digas da sonj deoc’h, deoc’h-hu pere oc’h euz hen anavezet eur weach ; penaoz an Aotrou o veza delivret ar bobl euz a vro an Ejipt a zistrujaz goude ar re na gredent ket ; 6 ha penaoz e talc’h gant chadenou eternel ebarz en devalijen, evit barnedigez an deiz braz, an eled pere n’ho deuz ket miret ho galloud, mes pere ho deuz kwiteet ho choumach ho unan. 7 Evel Sodom ha Gomor hag ar c’heariou nesa, pere a oa en em roet d’ar memeuz lousdoni evelthei, ha da bec’hejou a enep an natur, a servich da skouer, o c’houzanv ar boan euz a eun tân eternel ; 8 ar re ze memeuz, plonjet en ho zonjou, a zouil ho c’hik hag a zispriz ar galloud hag a wal-gomz euz ar gloariou. 9 Mes, Mikeal an arc’hêl, pa stourmaz euz an diaoul divarben korf Moizez, na gredaz ket dougen eur setans a valloz ; mes lavaret a reaz : Ra repreno an Aotrou ac’hanout. 10 Mes ar re ma a wal-gomz euz a gement na anavezont ket ; hag en em vreinont en kement ha ma ouzont naturalamant, evel al loened, dibourveet a rezon. 11 Gwalheur dezhei ! rag heuliet ho deuz hent Kaïn ; rag, en em daolet int en diankidigez Balaam, karante ar gounid ; 12 kollet int en enebiez Kore. Tarchou int en ho prejou a garantez, pa zebront ganeoc’h, hep dalc’hidigez ebet oc’h en em vaga oc’h unan ; goabrenou hep dour int, kaset ama hag ahont gant an avelou ; gwez en dilerc’h an diskar amzer, 13 hep frouez, diouweach maro ha dic’hrizienet ; hourlou furiuz euz ar mor int, o teurel an eon euz ho lousdoniou ; astrou red da bere dic’houlou an devalijen a zo miret evit birviken. 14 Warnezhei eo hen deuz Enok, ar seizved den aboe Adam, profetizet o lavarout : 15 Setu, an Aotrou a zo deuet gant he vilierou zantel, evit ober eur varnedigez a enep an holl, ha kendrec’hi an holl dud impi, euz an holl oberiou a zirollded pere ho deuz groet, hag euz an holl draou pouner ho deuz ar bec’herien impi lavaret a enep dezhan. 16 Tud int pere a grosmol, pere en em glem bepred, pere a vale hervez ho c’hoantedigezou, a bere ar genou a lavar giriou ourgouiliuz, ha pere dre interest, a admir an dud a ziaveaz. 17 Mes c’hwi, re garet mad, ho pezit sonch euz an traou pere a zo bet rag-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jesus-Krist ; 18 pere a lavare deoc’h penaoz en amzeriou diveza, e vije goaperien, pere a valeje hervez ho sonjou fall. 19 Tud int pere en em disparti hoc’h unan ; tud sansuel hep kaout ar Spered. 20 Mes c’hwi, re garet mad, oc’h en em skolia oc’h unan var ho feiz santel meurbet o pedi dre ar Spered-Santel. 21 En em dalc’hit en karantez Doue, o c’hortoz an drugarez euz hon Aotrou Jesus-Krist evit ar vuez eternel. 22 Ha bezit truez euz a lod, oc’h ober usach a anaoudegez, 23 ha sovetait ar re all gant doujans, o tenna anezhei euz an tân, o kasaat a tân beteg an dillad souliet gant ar c’hik.
24 Ha, d’an hini pehini a hall ho tiwall a bep lam, hag ho lakaat d’en em diskwez hep tarch hag er joa en he bresans gloriuz, 25 da Zoue, fur hepken, hon Zalver, ra vezo gloar ha manifisans, nerz ha galloud, ha brema hag en holl ganvechou ! Amen.