Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr ar Varnerien

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 209-233)



LEVR AR VARNERIEN.


1 GOUDE maro Josue, bugale Israel a c’houlennaz ali an Aotrou, hag a lavaraz : Pehini ac’hanomp a binio ar c’henta a enep ar Gananeed evit an emgan ? 2 Hag an Aotrou a respountaz : Juda a binio di ; setu, Em euz lekeat ar vro entre he zaouarn. 3 Ha Juda a lavaraz da Simeon, he vreur : Pin ganen em loden, ha ni en em ganno euz ar Gananeed ; ha me a ielo ganez ive ebarz da loden. Evel se Simeon a ieaz ganthan. 4 Juda a biniaz eta, hag an Aotrou a lekeaz ar Gananeed hag ar Ferezied entre ho daouarn, hag e kanjont dek mil den en Bezek. 5 Hag, o veza kavet Adoni-Bezek en Bezek, ec’h atakjont anezhan, hag e piljont ar Gananeed hag ar Ferezied.

6 Koulskoude Adoni-Bezek a dec’haz ; mes redek a rejont var he lerc’h, kregi a rejont ennhan, hag e troc’hjont dezhan meudou e zaouarn hag he dreid. 7 Neuze Adoni-Bezek a lavaraz : Dek ha tri-ugent roue, a bere meudou an daouarn hag an treid a zo bet troc’het, a zastume dindan va zaol ar pez a gweze. Ar pez em euz groet d’ar re all, Doue Hen deuz he rentet d’in. Hag o veza bet digaset da Jerusalem, e varvaz eno.

8 Ha, bugale Juda a atakaz Jerusalem, hag a gemeraz anezhi ; hag o veza skoet anezhi gant laonien ar c’hleze, e lekejont an tân en kear. 9 Goude bugale Juda a zeuaz evit en em ganna euz ar Gananeed pere a choume er menez, hag er c’hreisteiz, hag er blenen. 10 Juda a valee a enep ar Gananeed pere a choume en Hebron (hag, hano Hebron a oa diagent Kirjath-Arba), hag he pilaz Sheshai, Ahiman ha Talmai ; 11 hag ac’hane e valeaz a enep tud Debir, a behini an hano a oa diagent Kirjath-Sefer.

12 Ha Kaleb a lavaraz : Piou a bilo Kirjath-Sefer hag e c’hemero, me a roio dezhan va merc’h Aksa da vreg. 13 Neuze Othniel, mab Kenaz, breur iaouanka Kaleb, e c’hemeraz ; ha Kaleb a roaz dezhan da vreg Aksa he verc’h. 14 Hag evel ma teue d’he di, hen a aliaz anezhi da c’houlen eur park digant he zad ; hag en em dolaz a zivar hec’h azen, ha Kaleb a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? 15 Hag hi a lavaraz : Ro d’in eun donezon ; pa he c’heuz roet d’in eun douar er c’hreisteiz, ro di brema ive mammennou doureier. Ha Kaleb a roaz dezhi ar mammennou huel hag ar mammennou izel.

16 Ha, bugale Kenien, tad-kaer Moizez, a biniaz euz kear ar palmez, gant bugale Juda, en distro Juda, pehini a zo er c’hreisteiz euz Arad : hag ez ejont, hag e chomjont gant ar bobl.

17 Goude Juda a ieaz gant Simeon he vreur, hag e piljont ar Gananeed pere a choume en Tsefath, hag e westljont al leac’h ze d’an distruj, hag e oe galvet ar gear, Horma. 18 Juda a gemeraz ive Gaza gant he douar, Askalon gant he douar, hag Ekron gant he douar. 19 Hag an Aotrou a oe gant Juda ; hag e kemerjont dalc’h er menez ; mes ne ziberc’henjont ket tud an draonien, abalamour ma ho doa kirri houarn. 20 Hag, evel ma hen doa Moizez lavaret, roet e vezo Hebron da Galeb, pehini a ziberc’henno tri mab Anak.

21 Ha bugale Benjamin, na ziberc’henjont ket ar Jebuzied, pese a choume en Jerusalem ; evel se ar Jebuzied ho deuz choumet gant bugale Benjamin, en Jerusalen, bete hirie.

22 Ti Josef a biniaz ive a enep Bethel, hag an Aotrou a oe ganthei. 23 Ti Josef eta a reaz furchal Bethel, a behini an hano a oa diagent Luz ; 24 hag ar spierien a welaz eun den, pehini a zeue er meaz a gear, hag he lavarjont dezhan : Diskwez deomp, ni az ped, dre belec’h heller mont en kear, ha ni a raio gras d’id. 25 Hag hen a ziskwezaz dezhei dre belec’h heller mont en kear, hag e tremenjont anezhi dre laonien ar c’hleze ; mes lezel a rejont an den ze da vont kwit hag he holl famil. 26 Goude, an den ze a ieaz da vro an Hethied ; sevel a reaz eur gear eno, hag he c’hanvaz anezhi Luz, hano pehini he deuz douget bete hirie.

27 Manasse na ziberc’hennaz ket tud Beth-Shean nag he c’heariou, na tud Thaanak nag he c’heariou, na tud Dor nag he c’heariou, na tud Jibleam nag he c’heariou, na tud Meguiddo nag he c’heariou ; evel se ar Gananeed a gendalc’haz da choum er vro ze. 28 Koulskoude, pa oe deuet Israel nerzuzoc’h, e lekeaz ar Gananeed da bea dezhan ar gwiriou ; mes n’he gasaz ket anezhan kwit holl.

29 Efraim na ziberc’hennaz ket ken nebeut ar Gananeed pere a choum en Guezer ; mes ar Gananeed a choumaz ganthan en Guezer.

30 Zabulon na ziberc’hennaz ket tud Kitron, na tud Nahalol ; hag ar Gananeed a choumaz ganthan, mes pea a rejont dezhan gwiriou. 31 Asser na ziberc’hennaz ket tud Akko, na tud Sidon, nag Aklab, nag Akzib, nag Helba, nag Afik, nag Rehob ; 32 med re Asser a choumaz entouez ar Gananeed, tud ar vro ; rag na ziberc’henjont ket anezhei.

33 Neftali na ziberc’hennaz ket tud Beth-Shemesh, na tud Beth-Anath ; mes choum a reaz entouez ar Gananeed, tud ar vro ; ha tud Beth-Shemesh ha Betn-Anath a beaz dezhei ar gwiriou.

34 Hag an Amoreed a zerraz er menez bugale Dan, ha ne lezent ket anezhei da zisken en draonien. 35 Hag an Amoreed ze a gendalc’haz da choum en menez Heres, en Ajalon, hag en Shaalbim ; mes dorn ti Josef a bouezaz varnezhei, hag e oent lekeat da bea ar gwiriou. 36 Ha, douar an Amoreed en em astenne adaleg menez Akrabbim, adaleg Sela, ha dreist.


2 Hag, êl an Aotrou a biniaz euz Gigall da Vokim, hag he lavaraz : Ho lakaet em euz da biniat er meaz euz an Ejipt, hag Em euz ho tigaset d’ar vro Em boa touet d’ho tadou rei deoc’h. Hag Em euz lavaret Na dorrin biken ar gonvenans Em euz groet ganeoc’h, 2 ha c’hwi, na refeet ket a gonvenans gant tud ar vro ma, ha diskar a refeet ho aoteriou. Mes n’hoc’h euz ket sentet euz va mouez. Perag ho c’heuz-hu groet kement se ? 3 Lavaret Em euz ive : N’ho c’hassin ket kwit a zirazoc’h ; mes en ho kichen e vefont, hag ho doueou a vezo eur pech deoc’h. 4 Ha kerkent ma hen doa êl an Aotrou lavaret ar c’homzou ze da holl vugale Israel, ar bobl a zavaz he vouez hag a welaz. 5 Hag he c’halvjont al leac’h ze Bokim, hag he sakrifijont eno d’an Aotrou.

6 Ha, Josue o veza kaset kwit ar bobl, bugale Israel a ieaz pep hini anezhei en he heritach evit kemer dalc’h euz ar vro. 7 Hag ar bobl a servichaz an Aotrou en pad an holl amzer Josue, hag enpad holl amzer ar re ansien a vevaz varlerc’h Josue ha pere ho doa gwelet an oberiou bras Hen doa an Aotrou groet evit Israel. 8 Goude Josue, mab Nun, servicher an Aotrou, a varvaz, oajet a gant dek vloaz, 9 hag e oe sebeliet en douar he heritach, en Thimnath-Heres, var menez Efraim, en hanter-noz euz a venez Gaash.

10 Hag an holl rumach ze a oe dastumet da gaout ho zadou ; hag he goude e savaz eur rumach all pere n’he anavezent ket an Aotrou, nag an oberiou Hen don greet evit Israel.

11 Bugale Israel a reaz neuze ar pez a zisplijaz d’an Aotrou, hag e servichont ar Baalim. 12 Hag he tilezjont an Aotrou, Doue ho zadou, Pehini Hen doa ho lakeat da zont er meaz euz an Ejipt ; mont a rejont varlerc’h doueou all, a douez doueou ar boblou pere a on en dro dezhei, hag en em stoujont dirazhei ; evel se e fulorjont an Aotrou. 13 Dilezel a rejont eta an Aotrou, hag e servichont Baal hag an Ashtharoth. 14 Ha koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag Hen a livraz anezhei entre daouarn tud pere ho diwiskaz ; hag ho gwerzaz d’ho enebourien trozro, ha n’he heljont ken derc’hel dirag ho enebourien. 15 Dre holl el leac’h ma ez eent, dorn an Aotrou a vije a enep dezhei en drouk, evel ma Hen doa an Aotrou he lavaret hag evel ma Hen doa an Aotrou he douet dezhei. Evel se oent en eun dristidigez vras.

16 Koulskoude an Aotrou a save dezhei barnerien, pere ho lame euz dorn ar re a waske anezhei. 17 Mes na zelaouent ket zoken ho barnerien, hag en em c’hastaoujont da zoueou all ; plega a rejont dirazhei, hag en em distrojont buhan euz an bent en pehini hen doa ho zadou baleet, o senti euz gourc’hemennou an Aotrou ; int na rejont ket evel se.

18 Ha, pa save an Aotrou barnerien dezhei, an Aotrou a vije gant ar barner, hag ho lame a zaouarn ho enebourien, enpad holl vuez ar barner ; rag an Aotrou Hen dije keuz, abalamour d’ar c’hlemmou pere a loskent dirag ar re pere ho gwaske hag ho mac’he. 19 Goude, pa varve ar barner, en em roent a nevez d’ar fall muoc’h evit ho zadou, o vont varlerc’h doueou all, evit ho zervicha ha plega dirazhei ; na vihanae tam ho oberiou, nag ho monedigez pennek. 20 Abalamour da ze koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag E lavaraz : Pa he deuz ar bobl ma torret ma c’honvenans pehini Em boa roet d’he zadou, ha ma n’ho deuz ket sentet euz va mouez, 21 na ziberc’hennin ken dirazhei pobl ebet euz ar re a lezaz Josue pa varvaz ; 22 abalamour da eprouvi Israel dreizhei, evit gwelet hag int a viro, pe nan, hent an Aotrou evit bale ennhan, evel ma ho deuz ho zadou he viret. 23 Hag an Aotrou a lezaz ar boblou ze, hep en em hasta d’ho diberc’henni, rag n’Hen doa ket lakeat anezhei entre daouarn Josue.


3 Ar re ma eo ar boblou a lezaz an Aotrou evit eprouvi drezhei Israel, da c’houzout eo ar re holl pere n’ho doa ket anavezet brezel Kanaan ; 2 abalamour da rumachou bugale Israel da anaout ha da ziski petra eo ar brezel ; da vihana ar re n’ho doa anavezet netra a ze diagent . 3 Ar boblou ze a oa pemp prins ar Filistined, hag an holl Gananeed, ar Sidonied hag an Hevied, pere a choum en menez Liban, adaleg menez Baal-Hermon, bete digor Hamath. 4 Ar boblou ze a zervichaz da eprouvi Israel, evit gwelet hag hen a zentche euz ar gourc’hemennou Hen deuz an Aotrou roet dre Voizez d’ho zadou. 5 Evel se bugale Israel a choumaz entouez ar Gananeed, an Hetheed, an Amoreed, ar Ferezied, an Hevied hag ar Jebuzied ; 6 hag e kemerjont ho merc’hed evit ho gragez, hag e rojont ho merc’hed ho unan d’ho mibien, hag e servichont ho doueou. 7 Bugale Israel a reaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou ; ankouez a rejont an Aotrou, ho Doue, hag ec’h adorjont ar Baalim ha skeuden Ashera.

8 Dre ze koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag E lakeaz anezhei entre daouarn Kushan-Rishathaim, roue ar Mesopotami. Ha bugale Israel a oe esklaved Kushan-Rishathaim enpad eiz vloaz. 9 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a savaz dezhei eur zalver pehini ho delivraz, Othniel, mab Kenaz, breur iaouanka Kaleb. 10 Spered an Aotrou a oe varnezhan, hag e varnaz Israel, hag ez eaz d’ar brezel. An Aotrou a lekeaz Kushan-Rishathaim, roue Aram, entre he zaouarn, hag he zorn a oe gallouduz a enep Kushan-Rishathaim. 11 Hag ar vro a oe en peoc’h enpad daou-ugent vloaz. Hag Othniel, mab Kenaz, a varvaz.

12 Neuze bugale Israel a reaz c’hoaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou hag an Aotrou a nerzaz Eglon roue Moab, a enep Israel, abalamour ma hen doa groet ar pez a zo fall dirag an Aotrou. 13 Eglon a zastumaz eta d’he gaout an Ammonited hag an Amalesited ; hag ez eaz hag e kannaz Israel ; hag e kemeraz keariou ar Palmez. 14 Ha bugale Israel a oe enpad triwac’h vloaz dindan Eglon, roue Moab.

15 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a zavaz dezhei eur zadver, Ehud, mab Guira, Benjamin, pehini a oa harzet euz he zom deou. Ha bugale Israel a gasaz drezhan eur prof da Eglon, roue Moab.

16 Hag, Ehud hen doa groet eur c’hleze a ziou dremm, hir euz a eun illinad, hag he guzaz dindan he zillad er c’hostez deou. 17 Hag e kinnigaz ar prof da Eglon, roue Moab ; hag Eglon a oa eun den gwal lard. 18 Ha pa hen doe achuet da ginnik ar prof, e kasaz kwit an dud ho doa digaset ar prof. 19 Neuze, e tistroaz euz ar mengleuziou tost da C’hilgal, hag e lavaraz : O roue ! beza em euz eun dra benag a guzet da lararet d’id. Hag e lavaraz dezhan : Tevel ! Hag ar re holl a oa en he gichen a ieaz kwit. 20 Neuze Ehud a zeuaz d’he gaout (hag, hen a oa azezet he unan er zal hanv) ; hag e lavaraz : Eur gir em euz a beurz Doue evidout. Neuze Eglon a savaz euz he drôn ; 21 hag Enud, oc’h asten he zorn kleiz, a dennaz ar c’hleze euz ar c’hostez deou, hag a voutaz anezhan en he gov ; 22 hag an dorn zoken a ieaz ebarz varlerc’h al laonien, hag al lard a adserraz varlerc’h al laonien ; rag ne adtennaz ket ar c’hleze euz he gov, dont a reaz er meaz dre adren. 23 Goude ze, Ehud a ieaz kwit dre ar porched, a zerraz varnezhan doriou ar gambr huel, hag a voutaz ar morail. 24 Pa oe eat kwit, ar zervicherien a zeuaz hag a zellaz, ha setu, doriou ar gambr huel a oa zerret gant ar morail ; hag e leverjont : Hep douet, ema gant he afferou en he gambr hanv. 25 Hag e c’hortozjont keit ken ho doa mez ; hag evel na zigorre ket doriou ar gampr, e kemerchont an alc’houez nag e tigorjont ; ha setu, ho aotrou a oa maro, astennet d’an douar.

26 Mes Ehud a dec’haz enpad ma argredent ; hag e tremenaz ar mengleuziou hag en em zavetaez en Seira. 27 Adaleg ma oe eru, e zounaz gant an drompil en meneziou Efraim, ha bugale Israel a ziskennaz ganthan euz ar menez ; hag en em lekeaz en ho fenn. 28 Hag e lavaraz dezhei : Heuliet ac’hanoun, rag an Aotrou Hen deuz lekeat entre ho taouarn ar Voabited hoc’h enebourien. Disken a rejont evel se var he lerc’h ; hag, o kemer gweion ar Jourdan dirag da Voab, na lezjont den da dremen. 29 Kanna a rejont eta en amzer ze vardao dek mil den euz a Voab, holl nerzuz, holl vaillant, hag hini anezhei na dec’haz. En amzer ze Moab a oa izeleet dindan dorn Israel. 30 Hag ar vro a oe en peoc’h enpad pevar-ugent vloaz.

31 Ha goude Ehud, e oe Shamgar, mab Anath. Laza a reaz c’hwec’h kant Filistin gant eur walen ijen, hag hen ive a zelivraz Israel.


4 Goude ma oe maro Ehud, bugale Israel a gendalc’haz da ober ar pez a zo fall dirag an Aotrou. 2 Dre ze an Aotrou ho lekeaz entre daouarn Jabin, roue Kanaan, pehini a rene en Hatsor. Mestr he arme a oa Sisera, pehini a choume en Harosheth-Goim. 3 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou ; rag Jabin hen doa nao c’hant kar houarn, hag he vac’he gant kalz a nerz bugale Israel ugent vloaz a oa.

4 En amzer ze Debora, profedez, greg Lappidoth a varne Israel. 5 Hag ec’h azeze dindan eur balmezen euz Debora entre Rama ha Bethel, en menez Efraim, ha bugale Israel a binie d’he c’haout evit beza barnet.

6 Hag, hi a gasaz da gerc’hat Barak, mab Abinoam, euz Kedez, euz Neftali, hag e lavaraz dezhan : An Aotrou, Doue Israel, n’euz-Hen ket roet ar gourchemen ma : Kea, te var zu rnenez Thabor, ha kemer ganez dek mil den a vugale Neftali hag a vugale Zabulon ? 7 Me a denno d’az kaout, en dour red Kisson, Sisera, mestr arme Jabin, gant he girri hag an niver euz he dud, hag e lakain anezhei entre da zaouarn.

8 Ha Barak a lavaraz dezhi : Mar deuez ganen, me az aio ; mes ma na zeuez ket ganen, me n’ez in ket. 9 Hag hi a respountaz : Mont a rin, mont a rin ganez ; mes te n’az pezo ket a c’hloar en da gemeridigez ; rag an Aotrou a lakao Sisera entre daouarn eur plac’h. Debora a savaz eta, hag a ieaz gant Barak da Gedes. 10 Ha Barak a zastumaz Zabulon ha Neftali en Kedes ; dek mil den a valee var he lerc’h ; ha Debora a biniaz ganthan.

11 Hag Heber, ar C’henian, o veza lamet digant ar Genied, bugale Hobab, breur-kaer Moizez, hen doa savet he dantenno bete derven Tsaanaim, pehini a zo tost da Gedes.

12 Lavaret e oe eta da Sisera he oa piniet Barak, mab Abinoam, var menez Thabor. 13 Ha Sisera a zastumaz he holl girri, nao c’hant kar houarn, hag an holl bobl a oa ganthan, adaleg Harosheth-Goim bete dour red Kisson. 14 Ha Debora a lavaraz da Varak : Sav-te ; rag setu an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou lakeat Sisera entre da zaouarn. An Aotrou ha na valefe Hen ket dirazout ? Ha Barak a ziskennaz euz menez Thabor, o kaout dek mil den var he lerc’h. 15 Hag an Aotrou a lakeaz en dizhent Sisera, hag he holl girri, hag he holl gân, hag e lekeaz ho zremen dre laonien ar c’hleze dirag Barak ; ha Sisera a ziskennaz euz he gar, hag a dec’haz var he droad. 16 Ha Barak a genredaz ar c’hirri hag ar c’hân bete Harosheth-Goim, hag holl gân Sisera a oe tremenet dre laonien ar c’hleze ; na vanaz ket unan anezhei.

17 Ha Sisera a redaz var droad var zu tanten Jael, greg Heber, ar C’henian ; rag beza e oa peoc’h entre Jabin, roue Hatsor, ha ti Heber, Kenian. 18 Ha Jael a ieaz araog Sisera, hag a lavaraz dezhan : Deuz ebarz va aotrou, deuz em zi ; n’az pez ket a aoun. Mont a reaz eta en he zanten, hag hi a guzaz anezhan dindan eur vantel. 19 Neuze e lavaraz dezhi : Da bedi a ran, ro d’in eur banne dour da eva, rag sec’hed em euz. Hag hi a zigoraz eun outren leaz, a roaz dezhan da eva, hag a c’holoaz anezhan. 20 Lavaret a reaz c’hoaz dezhi : En em dalc’h euz dor an danten, ha mar deuer da c’houlen ouzit, hag hen zo unan benag aman ? te a respounto : Nan. 21 Mes Jael, greg Heber, a gemeraz eun tach euz an danten ; hag, o kemer ar morzol en he dorn, e teuaz d’he gaout goustadik, hag he toulaz dezhan he ividik gant an tach ze, pehini a ieaz en douar. Kousket mad e oa, ha gwal skwiz ; hag e varvaz. 22 Ha setu, Barak a genrede Sisera, ha Jael a ieaz araog dezhan, hag a lavaraz dezhan : Deuz, ha me a ziskwezo d’id an den a gleskez. Ha Barak a ieaz en he zi, ha setu, Sisera a oa astennet maro, an tach en he ividik.

23 En deiz se, Doue a izeleaz evel se Jabin, roue Kanaan, dirag bugale Israel. 24 Ha dorn bugale Israel a bounerae muoc’h mui var Jabin, roue Kannan, bete ma ho doe distrujet Jabin, roue Kanaan.


5 En deiz se, Debora a ganaz ar ganaouen ma gant Barak, mab Abinoam, o lavarout :

2 Benniget an Aotrou euz ma hen deuz ar mestrou kemeret an urz en Israel,
Euz ma hen deuz ar bobl en em gaset a volonte vad d’ar brezel !
3 Rouane, selaouit ; prinsed, prestit ho skouarn !
Me eo, me eo pehini a gano d’an Aotrou ;
Pehini a veulo an Aotrou, Doue Israel.
4 O Aotrou, pa oaz eet a Seir,
Pa oaz eet araog en parkeier Edom,
An douar a grenaz, an env a deuzaz,

Hag ar goabrennou a deuzaz en doureier.
5 Ar meneziou a dec’has dirag an Aotrou,
Hag ar Sinai soken, dirag an Aotrou, Doue Israel !
6 En deiziou Shamgar, mab Anath,
En deiziou Jael, an henchou a oa dilezet,
Hag ar beajourien a iea dre an henchou distro ;
7 Ar mestrou a vanke en Israel,
Mankout a reent, bete ma oan savet, me Debora,
Bete ma oan savet evel eur vam en Israel.
8 Pa choaze Israel doueou nevez,
Rag tal e vije ar brezel en tal an doriou.
Na welet ken na diren na gwaf
En ti daou-ugent millierou Israel.
9 Ma c’haloun a zo da renerien Israel,
D’ar re euz ar bobl a oe a volonte vad.
Benniget an Aotrou,
10 C’hwi pere a bin var azenezed gwen,
Pere a zo azezet var dapisou,
Ha c’hwi pere a red an henchou ! Kanet !
11 Euz zon ar gwarek, entre ar mammennou a bere he tenner dour,
Ma vezo meulet eeünder an Aotrou ,
Eeünder he renerien en Israel.
Neuze pobl an Aotrou a ziskennaz da gichen an doriou.
12 Dihun-te, dihun-te, Debora !
Dihun-te, dihun-te, lavar eur ganaouen !
Sav-te, Barak ! ha digaz da esklaved, mab Abinoam !
13 Neuze, eun nemorant a bobl a c’hounesaz var ar re c’halloudek ;
An Aotrou am lekeaz da driomfi var ar re nerzuzoc’h.
14 A Efraim eo deuet tud Amalek.
Var da lerc’h Benjamin a valee entouez da boblou.
A Vakir eo deuet ar renerien ;
A Zabulon, ar re a zouge baz ar skrivanier.
15 Ha renerien Isakar a oe gant Debora ;
Hag Isakar a heuliaz B&rak,
Hag a oe kaset var he roujou en draonien.
Tost da waziou Ruben,
E oe bras ar stourmadegou er c’halounou !
16 Perag out-te choumet en kreiz da grevier,
Da glevet bleujadek da dropellou ?
En gwaziou Ruben,
Bras e oe stourmadegou ar c’halounou !
17 Galaad, en tu all d’ar Jourdan, a vannaz en he choumach.
Ha Dan, perag eo en em dalc’het var he vatimanchou ?
Asser a oa azezet en bord ar mor,
Hag hen deuz diskwizet en he borziou.
18 Zabulon a zo eur bobl pehini a ieaz a enep ar maro,
Kenkoulz ha Neftali,
Var huelded ar blenen.
19 Ar rouane a zeuaz, brezellia a rejont.
Brezellia a rejont, rouane Kanaan,
En Thaanak, en doureier Meguiddo.
Na zigasont ganthei na prei nag archant !
20 Euz an envou e vrezellier ;
Memeuz euz ho henchou ar stered a vrezel a enep Sisera.
21 Dour red Kisson ho zrein,
An dour red koz, dour red Kisson !
Va ine, a vac’h d’an treid ho nerz !
22 Neuze treid ar c’hezek a reaz ho c’hlevet,
Dre ar redaden, dre ar redaden vuhan euz ho brezellerien.
23 Milliget Meroz, a lavar êl an Aotrou ;
Milliget, milliget he zud !
Rag n’int ket deuet da zikour an Aotrou,
Da zikour an Aotrou, gant ar re vaillant !
24 Ra vezo benniget entouez ar gragez, Jael,
Greg Heber, ar C’henian !
Ma vezo benniget entouez ar gragez pere a choum en danten !
25 Sisera, a c’houlen dour, hi a ro leaz dezhan ;
Er c’halei a enor e kinnig koaven dezhan.
26 He dorn a grog en tach,
Hag he dorn deou en morzol an oberour.
Skei a ra Sisera, hag he faout dezhan he benn ;
Frika ha toulla a ra he ividik.
27 Plega a ra, kweza a ra d’he zreid, gourvez a ra.
Plega a ra, kweza a ra d’he zreid ;
Hag aze el lec’h ma pleg, e kwez friket.
28 Mam Sisera a zell dre ar prenestr, hag a gri,

A dreuz an dril :
Perag he tale he gar da eruout ?
Perag ez a he girri ken gorrek ?
29 Hag ar re fura euz he c’hragez a respountaz dezhi,
Hag hi ire a lavaraz ennhi he unan :
30 N’ho deuz int ket kavet a brei ? N'hen lodennont int ket ?
Eur verc’h, diou verc’h, dre benn pep brezellier ;
Ar prei a zillad a liou, evit Sisera !
Ar prei a zillad a liou broded !
Eur wiskamant a liou, diou wiskamant a liou broded,
Evit gouzouk ar goneer !
31 Ra berisfont evel se, O Aotrou, da holl enebourien !
Ha ma vezo ar re a gar ac’hanout evel an heol,
Pa en em diskwez en he nerz !

NEUZE ar vro a oe en diskwiz epad daou-ugent vloaz.


6 Ha, bugale Israel a reaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou, hag an Aotrou ho lekeaz entre daouarn ar Vadianited enpad seiz vloaz. 2 Ha dorn ar Vadianited a oe gallouduz a enep Israel. Hag abalamour d’ar Vadianited, bugale Israel a reaz kaviou er meneziou, kavargnou ha kreou. 3 Pa hen dije Israel hadet, e c’hoarvezet penaoz e pinie ar Vadianited gant an Amalesited ha mibien euz ar savheol, hag e pinient a enep dezhan. 4 Ober a reent eur c’han en he enep ; hag e tistrujent eostou ar vro bete Gaza, ha na lezent ket a vevans en Israel, na denved, nag ijenned, nag ezen. 5 Rag piniat a reent, int hag ho zropellou, hag ho zantennou, evel eur vanden gileiein-raden ; hag int hag ho chamoed a oa diniveruz ; hag e teuent er vro evit he distruja. 6 Israel eta a oa gwal baoureet gant ar Vadianited, ha bugale Israel a griaz d’an Aotrou.

7 Neuze, bugale Israel o veza kriet d’an Aotrou divarbenn ar Vadianited, 8 an AOTROU a gasaz eur profed da gaout bugale Israel. Hag hen a lavaraz dezhei : Evelhen e komz an Aotrou, Doue Israel : Me Em euz ho lakeat da biniat er meaz euz an Ejipt, hag Em euz ho tennet euz a di an esklavach ; 9 ho lamet Em euz a zorn an Ejiptsianed, hag euz dorn ar re holl ho mac’he ; ho c’hasset Em euz kwit dirazoc’h ; 10 roet Em euz deoc’h ho bro, hag Em euz lavaret deoc’h : Me eo an Aotrou ho Toue, na zoujfet ket doueou an Amoreed, er vro en pehini e choumet. Mes n’hoc’h euz ket selaouet va mouez.

11 Goude êl an Aotrou a zeuaz, hag azezaz dindan derven Ofra, pehini a oa da Joas, an Abiezerit. Ha Gedeon, he vab, a zorne ar gwiniz er pressouar, evit he lemel digant ar Vadianited. 12 Hag êl an Aotrou en em diskwezaz dezhan, hag a lavaraz dezhan : Brezellier nerzuz, an Aotrou a zo ganez ! 13 Ha Gedeon a respountaz dezhan : Alas ! va aotrou, mar ema an Aotrou ganeomp, perag eta eo c’hoarvezet an holl draou ze ganeomp ? Ha pelec’h ema an holl vurzudou ze pere ho deuz hon zadou lavaret deomp, evelhen : An Aotrou ha n’Hen deuz ket hon lakeat da biniat euz an Ejipt ? Rag brema an Aotrou Hen deuz hon dilezet hag hon lakeat entre daouarn ar Vadianited. 14 Hag an Aotrou a droaz he fas entrezek ennhan hag a lavaraz dezhan : Kea gant an nerz se ec’h euz, ha lam Israel euz a zorn ar Vadianited. N’eo ket Me eo a gas ac’hanout ? 15 Hag hen a respountaz dezhan : Alaz, va aotrou, gant petra e lamin me Israel ? Setu, va millier eo ar paoura en Manasse ; ha me eo ar bihana en ti va zad. 16 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Abalamour ma vez In ganez, te a bilo ar Vadianited evel eun den hepken.

17 Ha Gedeon a lavaraz dezhan : Mar em euz kavet gras dirag da zaoulagad, ro d’in eur zin eo Te eo a gomz ouzin. 18 Na bellaa ket ac’han, bete ma addeui d’az kaout, ha ma tigasin va c’hinnik, ha ma em bezo he lakeat dirazout. Hag hen a lavaraz dezhan : Me a choumo ken a zistroi. 19 Neuze Gedeon a ieaz en ti, hag a fichaz eur c’havrik leaz, hag e reaz gant eun efa bleud gwastellou hep goell. Lakaat a reaz ar c’hig en eur baner, hag ar zouben en eur pod, hag ho digasaz dindan an derven, hag ho c’hinnigaz dezhan. 20 Hag êl Doue a lavaraz dezhan : Kemer ar c’hig hag ar gwastellou hep goell, ha laka anezhei var ar roc’h ze, ha skul ar zouben. Hag e reaz evel se. 21 Neuze êl an Aotrou a astennaz penn ar vaz a oa en he zorn, hag a stokaz ar c’hig hag ar gwastellou hep goell : hag an tân a biniaz euz ar roc’h, hag a gusumaz ar c’hig hag ar gwastellou hep goell ; hag êl an Aotrou a ieaz kwit a zirag he zaoulagad. 22 Ha Gredeon a welaz he oa êl an Aotrou, hag e lavaraz : Alaz, Aotrou, Aotrou ! rag gwelet em euz êl an Aotrou fas a fas… 23 Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Bez en peoc’h, na zouj ket, ne varvi ket. 24 Ha Gedeon a savaz eun aoter eno d’an Aotrou, hag a c’halvaz anezhi JEHOVAH-SHALOM. Beza e zo c’hoaz Abiezerited hirie en Ofra.

25 Hag, en noz ze zoken, an Aotrou a lavaraz dezhan : Kemer kolle iaouank da dad, hag eun eil kolle a seiz vloaz, ha freuz aoter Baal pehini a zo d’az tad, ha troc’h skeuden Ashera pehini a zo dreist-hi. Ha sav eun aoter d’an Aotrou da Zoue, var huelder al lec’h kre ze, en dro ; 26 kemer a ri an eil kolle, hag he kinnigi anezhan en sakrifis-losket, gant ar c’hoad ha skeuden Ashera pehini az pezo troc’het. 27 Ha Gedeon a gemeraz dek gwaz entouez he zervicherien hag a reaz evel ma Hen doa an Aotrou lavaret dezhan ; hag evel ma hen doa aoun rag ti he dad ha tud kear, e reaz en noz ha nan en deiz. 28 Hag euz ar beure tud kear a savaz abred, ha setu, aoter Baal a oa diskaret, ha skeuden Ashera, pehini a oa varnezhi, a oa troc’het, hag an eil kolle a oa kinniget en sakrifis-losket var an aoter pehini a oa savet. 29 Hag e lavarjont an eil d’egile : Piou hen deuz groet ze ? Hag e c’houlenjont hag e klaskjont, hag e oe lavaret : Gedeon, mab Joaz, eo hen deuz groet ze. 30 Tud kear a lavaraz da Joaz : Laka da vab da zont er meaz, ha ma varvo ; rag diskaret hen deuz aoter Baal, ha trochet skeuden Ashera pehini a oa varnezhi. 31 Ha Joaz a respountaz d’ar re holl a gomze outhan : Deoc’h-hu eo da gemer tu Baal ? Deoc’h-hu eo d’he zavetaat ? Piou benag a gemero tu Baal a vezo lakeat d’ar maro araog ma teui ar mintin. Mar d’eo doue, ra en em difenno he unan, pa eo diskaret he aoter. 32 Hag en deiz se, he oe hanvet Gedeon Jerubbaal, o lavarout : Ra en em difenno Baal outhan, pa hen deuz Gedeon diskaret he aoter.

33 Hag, an holl Vadianited, an Amalesited ha mibien ar savheol en em dastumaz ; tremen a rejont ar Jourdan, hag e kampjont en traonien Jizreel. 34 Ha Spered an Aotrou a wiskaz Gedeon ; son a reaz gant an drompil, hag an Abiezerited en em dastumaz evit heuil anezhan. 35 Kas a reaz ive kannaded dre holl boblad Manasse, pere en em zastumaz evit bale ganthan. Neuze e kasaz kannaded da Asser, da Zabulon ha da Neftali, pere a biniaz araog dezhan.

36 Ha Gedeon a lavaraz da Zoue : Mar fell D’id delivra Israel drez oun me, evel ma ec’h euz lavaret, 37 setu, me a ia da lakaat eur c’hroc’hen gloan var al leur ; mar bez ar c’hlizen var ar c’hroc’hen gloan hepken ha ma choum an douar sec’h trozro, me a anavezo E telivri Israel dre va dorn, evel ma Ec’h euz he lavaret d’in. 38 Ha kement se a c’hoarvezaz rag en deiz varlerc’h, e savaz abred, hag, o veza gwasket ar c’hroc’hen gloan, e teuaz anezhan eur c’haleiad dour glizen. 39 Gedeon a lavaraz c’hoaz da Zoue : Ra na elumo ket da goler a enep d’in, ha me na gomzin nemet er veach ma. Da bedi a ran, ma rin c’hoaz eun essa gant ar c’hroc’hen gloan, evit ar veach hepken ; ma choumo ar c’hroc’hen hepken sec’h, ha ma vezo ar c’hlizen var an douar holl. 40 Ha Doue a reaz evel se en noz se ; ar c’hroc’hen gloan a choumaz he unan sec’h, hag ar c’hlizen a oe var an douar holl.


7 Jerubbaal, pehini eo Gedeon, hag an holl bobl pehini a oa ganthan, o veza eta savet beure mad, a gampaz tost da feunteun Harod ; ha kan Madian a oa en hanter-noz, var zu krec’hien More, en draonien.

2 Hag, an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Ar bobl pehini a zo ganez, a zo re niveruz evit ma lakafen Madian en da zaouarn ; Israel en em c’hlorifife a enep d’In, o lavarout : Ma dorn eo hen deuz va delivret. 3 Brema eta, embann kement ma dirag diouskouarn ar bobl, ha ma vezo lavaret : An hini a zo aonik hag hen deuz aon, ra zistroo ha ra bellao gant frankiz da venez Galaad. Ha daou vil varn-ugent a douez ar bobl a zistroaz di, hag e vanaz c’hoaz dek mil outhei.

4 Hag an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Ar bobl a zo c’hoaz re niveruz : laka anezhan da zisken da gaout an dour, hag eno Me a eseo anezhan ; hag an hini a behini E lavarin d’id : Hema a ielo ganez, a ielo ; hag an hini a behini E lavarin d’id : Hema n’az aio ket, n’ez aio ket ganez.

5 Lakaat a reaz eta ar bobl da zisken da gaout an dour, hag an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Piou benag a lipo dour gant he deod, evel ma lip ar c’hi, a lakai a goste ; hag e lami anezhei digant ar re pere en em blego var ho daoulin evit eva. 6 Hag an niver euz ar re a lipe dour en ho daouarn, evit he gas d’ho genou, a oe tri c’hant den ; mes an nemorant euz ar bobl en em blegaz var he zaoulin evit eva dour. 7 Neuze an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Me ho telivro gant an tri c’hant den ze, pere ho deuz lipet dour, hag he lakain Madian entre da zaouarn. Ra ez aio an holl bobl, pep hini d’he di. 8 Miret e oe bevans ar bobl hag he drompillou. Ha Gedeon a gasaz kwit holl dud Israel, pep hini d’he danten, mes derc’hel a reaz an tri c’hant den. Ha, kan Madian a oa izelloc’h evithan, en draonien.

9 Hag an Aotrou a lavaraz da Gedeon enpad an noz : Sav-te, disken er c’han, rag e lakeat Em euz entre da zaouarn. 10 Ha ma e c’heuz aoun o tisken da unan ennhan, disken ennhan gant Pura da zervicher, 11 hag e klevi ar pez a lavarfont, ha da zaouarn a vezo nerzet ; disken er c’han. Disken a reaz eta, gant Pura he zervicher, bete diarogou ar c’han. 12 Hag, ar Vadianited, an Amalesited hag holl vibien ar savheol a oa skuliet en draonien, niveruz evel kileien-raden, hag ho chamoed a oa hep niver, evel ar zabren pehini a zo en bord ar mor, kement e oa anezhei. 13 Ha Gedeon a eruaz ; ha setu eun den a gonte d’he gensort eun huvre, hag e lavare : Setu, em euz groet eun huvre ; seblantout a rea d’in penaoz eur wastel bara heiz a rulie en kan ar Vadianited, ha penaoz o veza deuet bete an danten, hag hen deuz skoet anezhi, en hevelep doare ma eo kwezet ; hag hen deuz he zistroet a du da zu, hag eo bet diskaret. 14 Neuze he gensort a respountaz hag a lavaraz : An huvre se n’eo netra ken nemet kleze Gedeon, mab Joas, den a Israel. Doue Hen deuz lakeat Madian hag ar c’han ma holl entre he zaouarn.

15 Ha pa hen doa Gedeon klevet an displeg euz an huvre ha petra oa, En em stouaz, e tistroaz da gan Israel, hag e lavaraz : Savit, rag an Aotrou Hen deuz lakeat kan Madian entre ho taouarn. 16 Neuze e lodennaz he dri c’hant den en teir banden, hag e roaz da bep hini anezhei trompillou, ha podou goullo, ha goulou en ho fodou ; 17 hag hen a lavaraz dezhei : Sellit ouzin, ha grit evel ma rin me ; pa vezin eru en penn ar c’han, groet evel ma rin me. 18 Ha pa zouni gant an drompil, me hag ar re holl a vezo ganen, c’hwi a zouno ive euz an drompil, endro d’ar c’han holl, hag e leverfet : Evit an Aotrou hag evit Gedeon !

19 Gedeon hag ar c’hant den pere a oa ganthan a zeuaz da benn ar c’han, er penn kenta euz ar c’henta beilladen euz an hanter-noz, evel ma teuet euz lakaat ar gwarded. Soun a rejont gant ho zrompillou hag e torjont ar podou a oa en ho daouarn. 20 Neuze an teir banden a zounaz gant an trompillou hag a doraz ar podou. Kemer a rejont ar goulou en ho dorn kleiz, hag en ho dorn deou an trompillou da zoun ; hag e krient : Kleze evit an Aotrou hag evit Gedeon ! 21 Hag en em dalc’hjont, pep hini en he blas, endro d’ar c’han ; hag ar c’han holl en em lekeaz da redek, da leuskel kriadennou, ha da dec’hel. 22 An tri c’hant a zounaz c’hoaz gant trompillou, ha dre ar c’han holl an Aotrou a droaz kleze pep hini a enep he gensort. Hag ar c’han a dec’haz bete Beth-Shitta, entrezek Tserera, bete bord Abel-Mehola var zu Tabbath. 23 Ha tud Israel, re Neftali, hag Asser, ha Manasse holl, en em zastumaz hag a genredaz ar Vadianited.

24 Neuze Gedeon a gasaz kannaded en holl venez Efraim, o lavarout : Diskennit da ziarogi Madian, hag en em gemerit euz a dremen an doureier, beteg Beth-Bara, hag ar Jourdan. Tud Efraim en em zastumaz eta, a gemeraz an doureier bete Beth-Bara, hag ar Jourdan. 25 Hag e kemerjont daou vestr euz ar Vadianited : Oreb ha Zeeb. Hag e lazjont Oreb en roc’h Oreb, hag e lazjont Zeeb en pressouar Zeeb. Goude e kenredjont ar Vadianited, hag e tigasjont pennou Oreb ha Zeeb da Gedeon, euz an tu all d’ar Jourdan.


8 Neuze tud Efraim a lavaraz da Gedeon : Perag hec’h euz-te groet an dra ma deomp, ma n’hec’h euz ket hon galvet, pa oaz eet d’ar brezel a enep ar Vadianited ? Hag e krosmollent anezhan gant violans. 2 Mes hen a respountaz : Petra em euz groet en henvelidigez ouzoc’h-hu ? Skraberez Efraim na delont int hi ket muoc’h evit rezin Abiezer ? 3 Doue Hen deuz lekeat en ho taouarn chefou ar Vadianited, Oreb ha Zeeb. Petra em euz gallet ober en henvelidigez ouzoc’h ? Hag ho spered a oe ziouleet en he genver, pa hen doa lavaret ar gomz ze dezhei.

4 Ha Gedeon, o veza eruet er Jourdan, a dremenaz anezhi ; mes an tri c’hant den a oa ganthan a oa skwiz, ha koulskoude e kenredent an enebour. 5 Lavaret a reaz eta da dud Zukkoth : Roit, me ho ped, eur bara benag d’ar bobl am c’heul, rag skwiz int ; hag e kenredin Zebak ha Tsalmuna, rouane ar Vadianited. 6 Mes prinsed Sukkoth a respountaz : Derc’hel a rez-te dija en da zorn poniez Zebak ha Tsalmuna, evit ma profemp-ni bara d’az arme ? 7 Ha Gedeon a lavaraz : Ac’hanta ! pa Hen devezo an Aotrou lakeat Zebak ha Tsalmuna entre va daouarn, me a vrevo ho kig gant drein an distro ha gant askol. 8 Goude ac’hane ez eaz da Benuel, hag e komzaz en memeuz doare d’ar re Benuel. Ha tud Penuel a respountaz dezhan evel ma ho doa groet tud Sukkoth. 9 Lavaret a reaz ive da dud Penuel : Pa zistroin en peoc’h, me a ziskaro an tour ze.

10 Ha, Zebak ha Tsalmuna a oa en Karkor, hag ho arme ganthei, var-dro pemzek mil den, kement holl hag a vane euz arme leun mibien ar savheol ; rag beza e oa c’hwec’h-ugent mil den, o tenna ar c’hleze, pere a oa kwezet. 11 Ha Gedeon a biniaz dre hent ar re a choum dindan an tantennou, er savheol da Nobak ha da Jokbeha, hag a zizreaz an arme pehini en em grede el leac’h zur. 12 Hag evel ma tec’he Zebak ha Tsalmuna, e kenredaz anezhei ; kemer a reaz daou roue Madian, Zebak ha Tsalmuna, hag e lakeaz en dizhent ho holl arme.

13 Neuze Gedeon, mab Joaz, a zistroaz euz ar brezel, dre grec’hien Heres. 14 Hag e kemeraz eur paotr iaouank a Sukkoth, digant pehini e reaz goulennou, ha pehini a roaz dezhan dre skrid hanoiou prinsed Sukkoth hag he re ansien seitek den ha tri-ugent. 15 Goude e teuaz da gaout tud Sukkoth, hag e lavaraz : Setu Zebak ha Tsalmuna, divarben pere ho c’heuz va dismeganset, o lavarout : Derc’hel a res-te dija en da zorn poniez Zebak ha Tsalmuna, evit ma rofemp-ni bara d’az tud skwizet ? 16 Hag e kemeraz re ansien kear, ha drein euz an distro hag askol, hag e kastiaz tud Sukkoth. 17 Diskar a reaz ive tour Penuel, hag e lekeaz d’ar maro prinsed kear.

18 Neuze e lavaraz da Zebak ha da Tsalmuna : Penaoz he oa groet an dud se oc’h euz lazet en Thabor ? Int a respountaz : Eveldout te he oant ; pep hini anezhei hen doa ment mab eur roue. 19 Hag e lavaraz dezhei : Ma breudeur e oant, bugale va mam. An Aotrou a zo beo, ma ho pije saveteet dezhei ho buez, n’em bije ket ho lazet. 20 Neuze e lavaraz da Jether, he genta-ganet : Sav-te, laz anezhei ! Mes ar paotr iaouank na dennaz ket he gleze, abalamour m’hen doa aoun ; rag eur paotrik iaouank oa c’hoaz. 21 Ha Zebak ha Tsalmuna a lavaraz : Sav-te te da unan, hag en em daol varnomp ; rag evel ma eo an den, eo he nerz. Ha Gedeon a savaz, hag a lazaz Zebak ha Tsalmuna. Goude e kemeraz ar c’hinklerezou pere a oa euz gouzouk ho chamoed.

22 Ha tud Israel a lavaraz da Gedeon : Ren varnomp, te ha da vab, ha mab da vab ; rag hon delivret ec’h euz a zorn ar Vadianited. 23 Mes Gedeon a respountaz dezhei : Me na renin ket varnoc’h , ha va mab na reno ket varnoc’h ; an Aotrou eo a reno varnoc’h.

24 Ha Gedeon a lavaraz dezhei : Me a raio eur goulen ouzoc’h ; ma rofeet pep hini ac’hanoc’h d’in ar rillennou aour pere hoc’h euz bet evit lod. Rag an enebourien ho doa rillennou aour, abalamour ma oant Ismaelited. 25 Hag int a respountaz : Ni ho roio a volonte vad. Hag, hoc’h asten eur vantel, holl he toljond ennhi rillennou ho frei. 26 Ha pouez ar bagou aour pere hen doa goulennet a oe mil seiz kant sikl aour, hep ar c’hinklerezou, ar bouklou skouarn hag an dillad skarlat pere a oa var rouane Madian, hag hep ar c’hinklerezou pere a oa euz gougou ho chamoed. 27 Ha Gedeon a reaz eun efod, hag e lekeaz anezhan en he gear, en Ofra. Holl Israel en em c’hastaouez dezhan he c’houde, hag eur pech he oe evit Gedeon hag evit he di.

28 Evel se Madian a oe izeleet dirag bugale Israel, ha ne zavaz ken ar penn ; hag ar vro a oe en peoc’h enpad daou-ugent vloaz, en deiziou Gedeon.

29 Jerubbaal, mab Joaz, a zistroaz, hag a choumaz en he di. 30 Ha Gedeon hen doe dek mab ha tri-ugent, pere a c’hanaz dezhan, rag meur a c’hreg hen doe. 31 Hag he ribodez, pehini a oa en Sichem, a c’hanaz ive dezhan eur mab, hag e oe galvet Abimelek.

32 Goude Gedeon, mab Joaz, a varvaz en eur gozni vad, hag e oe sebeliet en bez Joaz he dad, en Ofra an Abiezerited.

33 Goude maro Gedeon, bugale Israel en em lekeaz d’en em loudouri d’ar Baalim, hag e kemerjont evit doue Baal-Berith. 34 Evel se bugale Israel n’ho doe ken sonj euz an Aotrou ho Doue, Pehini hen doa ho delivret a zom ho holl enebourien trozro ; 35 ha na rejont trugarez ebet en kenver ti Jerubbaal hanvet Gedeon, goude an holl vadou hen doa groet da Israel.


9 Hag Abimelek, mab Jerubbaal, a ieaz da Sichem da gaout breudeur he vam, hag e komzaz outhei, evel da holl famil ti dad he vam, o lavarout : 2 Me ho ped, roit da anaout ar c’homzou ma da holl aotrounez Sichem : Pehini a zeblant deoc’h ar gwella, pe dek den ha tri-ugent, bugale holl da Jerubbaal, a reno varnoc’h, pe unan hepken a reno varnoc’h ? Ha bezit sonj penaoz oun ho c’haskorn hag ho kig. 3 Breudeur he vam a lavaraz euz he beurz an holl c’hiriou ze da skouarn holl aotrounez Sichem, hag ho c’haloun a droaz var zu Abimelek ; rag, lavaret a reent, hor breur eo. 4 Hag e rojont dezhan dek pez ha tri-ugent a arc’hant, euz a di Baal-Berith, gant pere e savaz Abimelek tud a netra ha didalvez pere a heuliaz anezhan. 5 Neuze e teuaz da di he dad da Ofra, hag e lazaz, var eur memeuz mean, he vreudeur, bugale Jerubbaal, vardro dek den ha tri-ugent. Ne vanaz nemet Jotham, mab iaouanka Jerubbaal ; rag en em guzet e oa.

6 Neuze holl dud Sichem en em dastumaz, gant holl di Millo ; hag e teujont, hag e c’halvjont roue Abimelek, en kichen derven monumant Sichem.

7 Ha kement ma a oe lavaret da Jotham. Hag ez eaz d’en em lakaat en krec’h menez Guerizim ; hag, o sevel he vouez, e kriaz hag e lavaraz : Selaouit ac’hanoun, mestrou Sichem, ha ra selaouo Doue ac’hanoc’h ! 8 Ar gwez a ieaz eun devez evit eolia eur roue pehini a renje varnezhei. Hag e leverjont d’an olivezen : Ren varnomp. 9 Mes an olivezen a respountaz dezhei : Dilezel a rafen va eol, a enor Doue hag an dud ennoun, evit nijel var ar gwez ? 10 Neuze ar gwez a lavaraz d’ar wezen fiez : Deuz, ha ren vamomp. 11 Mes ar wezen fiez a respountaz : Dilezel a rafen va douster ha va frouez mad, evit mont da nijel var ar gwez all ? 12 Neuze ar gwez a lavaraz d’ar winien : Deuz, te, ren varnomp. 13 Hag ar winien a respountaz : Dilezel a rafen me ma gwin mad, pehini a laouena Doue hag an dud, evit mont da nijel var ar gwez all ? 14 Neuze an holl wez a lavaraz d’ar spern : Deuz, te, ha ren varaomp. 15 Hag ar spern a respountaz d’ar gwez : Mar d’eo evit gwir eo e c’houlennit eolia ac’hanoun da roue deoc’h, deuet hag en em lakait dindan va skeud ; anez ra zeui an tân euz ar spern, ha r guzumo ar gwez-sedr a Liban ! — 16 Ha brema, ha groet hoc’h euz gant gwirionez hag eeünder, o lakaat Abimelek da roue ? Ha groet hoc’h euz ervad en kenver Jerubbaal hag en kenver he di ? Ha groet hoc’h euz dezhan hervez ar vad hen deuz groet deoc’h ? 17 Rag ma zad hen deuz brezelliet evidoc’h ; lakeat hen deuz he vuez en riskl, hag hen deuz lamet ac’hanoc’h euz a zorn ar Vadianited. 18 Mes hirie hoc’h en em savet a enep ti va zad ; hag hoc’h euz lazet, var eur memeuz mean, he vugale, dek den ha tri-ugent ; hag hoc’h euz lakeat da roue var chefou Sichem, Abimelek, mab he vatez, abalamour ma eo ho preur. 19 Mar hoc’h euz groet hirie en gwirionez hag en eeünder en kenver Jerubbaal hag he di, ra vezo Abimelek ho joa, ha ma vefeet ive he hini ! 20 Anez, ra zeuo an tân a Abimelek, ha ma kuzumo chefou Sichem ha ti Millo ; ha ma teuo an tân euz ti chefou Sichem hag euz ti Millo, ha ma tevoro Abimelek !

21 Goude Jotham a dec’haz hag a ieaz kwit. Mont a reaz da Veer, hag e choumaz, pell euz Abimelek, he vreur.

22 Abimelek a renaz var Israel tri bloaz. 23 Neuze Doue a gasaz eur spered fall entre Abimelek ha chefou Sichem ; 24 ha mestrou Sichem a oe dizentuz euz Abimelek, abalamour d’ar violans groet da zek ha tri-ugent bugale Jerubbaal da gweza ha ma tistroje ho goad var Abimelek, ho breur, pehini hen doa ho lazet, ha var mestrou Sichem, pere ho doa he zikouret da laza he vreudeur. 25 Chefou Sichem a stiniaz eta pechou dezhan var grec’h ar menez, hag e piljont kement holl a dremene dre an hent a biou dezhei. Ha kement se a oe lavaret da Abimelek.

26 Neuze Gaal, mab Ebed, a zeuaz gant he vreudeur, hag e tremenjont en Sichem ; ha mestrou Sichem ho doe fizianz ennhan. 27 Mont a rejont var ar meaz, dastum a rejont ar gwiniennou, gwaska a rejont anezhei, hag e rejont cher vad. Neuze ez ejont en ti ho doue, dibri hag eva a rejont, ha milliga Abimelek. 28 Neuze Gaal, mab Ebed, a lavaraz : Piou eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servichfemp Abimelek ? N’eo ket hen mab Jerubbaal ? Ha Zebul, n’eo ket hen he lutanant ? Servichit tud Hemor, tad Sichem. Mes ni, perag he servichfemp-ni hennez ? 29 Oh ! ma em bije ar bobl ze dindan va gallout, me gasche kwit Abimelek ! Hag e lavaraz da Abimelek : Kresk da arme, ha deuz a enep deomp !

30 Mes Zebul, gouarner kear, a anavezaz komzou Gaal, mab Ebed, hag e goler en em elumaz. 31 Hag e kasaz gant preder kannaded da gaout Abimelek, evit lavaret dezhan : Setu, Gaal, mab Ebed, hag he vreudeur, a zo eet en Sichem ; ha setu, e sevont kear a enep d’id. 32 Brema eta, sav-te en noz, te hag ar bobl a zo ganez, ha stin pechou var ar meaz ; 33 hag euz ar mintin, d’ar savheol, te a zavo hag a zeuo da gweza var gear ; neuze, Gaal hag ar bobl pehini a zo ganthan, a ielo en da enep, ha te a raio dezhei evel ma helli.

34 Abimelek hag an holl bobl pere a oa ganthan, a ieaz eta euz an noz hag en em lekejont en peder banden, en get tost da Sichem.

35 Koulskoude Gaal, mab Ebed, a ieaz, hag a choumaz en tal dor kear. Neuze Abimelek hag an holl bobl pere a oa ganthan, a savaz eus ar get. 36 Ha Gaal, o welet ar bobl se, a lavaraz da Zebul : Setu eur bobl a zisken euz kreac’h ar meneziou. Mes Zebul a lavaraz dezhan : Te a gemer skeud ar meneziou evit tud. 37 Ha Gaal a adlavaraz : Setu eur bobl pehini a zisken euz krec’hiou ar vro, hag eur vanden a zeu dre hent derven an divinerien. 38 Neuze Zebul a lavaraz dezhan : Pelec’h ema brema da c’hwezerez, pa lavaraz : Piou eo Abimelek, ma servichfemp-ni anezhan ? N’ema ket aze ar bobl a zisprijez ? Kea er meaz, brema, ha brezel en ho enep.

39 Neuze Gaal, o ren chefou Sichem, a ieaz er meaz hag en em gannaz euz Abimelek. 40 Hag Abimelek a genredaz anezhan, ha Gaal a dec’haz a zirazhan, ha kalz a gwezaz maro bete euz toul an nor. 41 Hag Abimelek a choumaz en Aruma. Ha Zebul a gasaz kwit Gaal hag he vreudeur, pere na heljont ken choum en Sichem.

42 Mes an deiz varlerc’h ar bobl a ieaz d’ar parkeier, ar pez a oe lavaret da Abimelek. 43 Neuze e kemeraz he vanden, hag ho lodennaz en teir loden, hag en em lekeat en get er parkeier ; hag, o veza gwelet e teue ar bobl euz kear, e savaz a enep dezhei hag e tizreaz anezhei. 44 Abimelek hag an dud a oa ganthan, a ieaz var araog, hag en em dalc’haz euz toul dor kear ; mes an diou vanden all en em dolaz var ar re holl pere a oa er meaz, hag ho dizreaz. 45 Abimelek a vrezelliaz a enep kear enpad an holl deiz se, hag e kemeraz kear, hag e lazaz ar bobl a oa ennhi. Goude e razaz kear, hag ec’h hadaz hoalen ennhi.

46 Hag holl chefou tour Sichem, o veza anavezet ze, en em dennaz er c’hrenv ti an doue Berith. 47 Hag e oe lavaret da Abimelek penaoz holl chefou tour Sichem a oa en em zastumet er c’hrenv. 48 Neuze Abimelek a biniaz var menez Tsalmon, hen hag an holl bobl pere a oa ganthan ; hag Abimelek a gemeraz en he zorn eun hach, hag he troc’haz eur brank gwezen, he zevel a reaz hag hen lekeaz var he skoaz ; hag e lavaraz d’ar bobl a oa ganthan : Gwelet hoc’h euz-hu ar pez em euz groet ? Hastit ober eveldoun. 49 Troc’ha a rejont eta pep hini anezhei eur brank, hag e heuljont Ahimelek ; hag e lekejont ar brankou euz ar c’hrenv, hag o veza lakeat an tân ennhei, e tevjont ar c’hrenv. Holl dud tour Sichem a varvaz evel se, en niver a vil vardro ken gwersed evel merc’hed.

50 Neuze Abimelek a ieaz da Dhebeta, pehini a gelc’hiaz hag a gemeraz. 51 Ha, beza e oa en kreiz kear eun tour krenv, en pelec’h en em dennas an holl wersed gant ar gragez, hag holl chefou kear. Hag o veza zerret an nor var ho lerc’h, he pinjont var blatform an tour. 52 Neuze Abimelek a zeuaz beteg an tour, e atakaz, hag o tostaat bete dor an tour, evit lakaat an tân. 53 Mes eur vreg a daolaz eur mean var benn Abimelek, hag a frikaz he glopenn dezhan. 54 Neuze, o c’hervel ragtal an den iaouank a zouge he armou, e lavaraz dezhan : Tenn da gleze ha laz ac’hanoun, gant aoun na vefe lavaret ac’hanoun : Eur vreg he deuz he lazet. An den iaouank hen treuzaz eta, hag e varvaz. 55 Ha tud Israel, o veza gwelet e oa maro Abimelek, a ieaz pep hini anezhei d’he di. 56 Evel se Doue a lakeaz da gweza var Abimelek an drouk hen doa groet d’he dad, o laza he zek breur ha tri-ugent ; 57 ha Doue a lakeaz da gweza var benn tud Sichem an holl drouk hen doa groet. Evel se e teuaz varnezhei malloz Jotham, mab Jerubbaal.


10 Goude Abimelek, Thola, mab Pua, mab Dodo, den euz Isakar, a savaz evit delivra Israel. Choum a rea en Shamir, en menez Efraim. 2 Hag e varnaz Israel tri bloa varn-ugent ; neuze e varvaz, hag e oe sebeliet en Shamir.

3 Goude hema e savaz Jair, ar Galaadit, pehini a varnaz Israel daou vloaz varn-ugent. 4 Bez hen doa tregont mab, pere a binie var tregont azen, hag a berc’henne tregont kear, pere a c’halvet c’hoaz hirie keariou Jair ; en bro Galaad emaint. 5 Jair a varvaz, hag e oe sebeliet en Kamon.

6 Neuze bugale Israel en em lekeaz da ober ar pez a zo fall dirag an Aotrou, hag e servichont ar Baalim hag an Ashtharoth, doueou ar Siried, doueou Sidon, doueou Moab, doueou bugale Ammon ha doueou ar Filistined, hag e tilezjont an Aotrou, ha na servichont ken anezhan. 7 Neuze koler an Aotrou en em elumaz a enep Israel, hag he lekeaz anezhei entre daouarn ar Filistined, hag entre daouarn bugale Ammon, 8 pere a vac’haz hag a waskaz bugale Israel er bloaz se, hag enpad triwac’h vloaz holl vugale Israel pere a oa en tu all d’ar Jourdan, en bro an Amoreaned, en Galaad. 9 Ha bugale Ammon a dremenaz ar Jourdan, evit brezelli ive a enep Juda, hag a enep Benjamim hag a enep ti Efraim ; hag Israel a oe en eun anken vras.

10 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, o lavarout : Ni hon euz pec’het a enep d’id ; rag dilezet hon euz hon Doue, hag hon deuz servichet ar Baalim. 11 Mes an Aotrou a respountaz da vugale Israel : N’Em euz ket ho telivret euz an Ejiptsianed, euz an Amoreed, euz bugale Ammon, euz ar Filistined ? 12 Ha pa ho deuz ar Sidonied, Amalek ha Maon gwasket ac’hanoc’h, ha m’hoc’h euz kriet d’In, n’Em euz ket ho telivret euz ho daouarn. 13 Mes c’hwi hoc’h eus va dilezet, hag hoc’h euz servichet doueou all ; dre ze n’ho telivrin ken. 14 It, ha kriit d’an doueou hoc’h euz choazet ; na zelivrfont ac’hanoc’h en amzer hoc’h anken. 15 Mes bugale Israel a respountaz d’an Aotrou : Ni hon euz pec’het ! Tret ac’hanomp evel ma kavi mad ; delivr ac’hanomp hepken hirie. 16 Hag e lamjont euz ho zouez an doueou diaveziad, hag e zervichont an Aotrou, pehini hen doa truez en he galoun euz glac’har Israel.

17 Ha, bugale Ammon en em zastumaz, hag a gampaz en Galaad ; ha bugale Israel ive en em zastumaz, hag a gampaz en Mitspa. 18 Hag ar bobl, chefou Galaad, a lavaraz an eil d’egile : Piou eo an den en em lakao da vrezelli a enep bugale Ammon ? Beza e vezo ar mestr euz holl dud Galaad.


11 Jefte, ar Galaadit, a oa eur brezellier vaillant, mes mab da eur c’hast ; ha Galaad eo a oa tad da Jefte. 2 Ha greg Galaad he doa ganet dezhan mibien ; ha pa oe bras mibien ar vreg ze, e kaschont Jefte kwit, o lavaret dezhan : Te n’az pezo ket a heritach en ti hon zad ; rag mab out da eun estranjourez. 3 Jefte a dec’haz eta pell euz he vreudeur, hag a choumaz en bro Tob. Neuze tud dizneuz en em zastumaz en dro da Jefte, hag e reent troiou ganthan.

4 Hag, eun nebeut amzer goude, bugale Ammon a reaz brezel da Israel. 5 Hag evel ma rea bugale Ammon brezel da vugale Israel, re ansien Galaad a ieaz da glask Jefte da vro Tob. 6 Hag e lavarjont da Jefte : Deuz, ha bez hon c’habiten, ha ni a ganno bugale Ammon. 7 Mes Jefte a lavaraz da re ansien Galaad : N’eo ket c’hwi eo hoc’h euz va c’haseet ? Ha n’ho c’heuz-hu ket va c’haset kwit euz a di va zad ? Perag he teuet-hu d’am c’haout, pa ez hoc’h brema en poan ? 8 Neuze re ansien Galaad a lavaraz da Jefte : Ni a zistro d’id brema, evit ma valefez ganeomp, ha ma vrezelli bugale Ammon, ha ma vezi hon chef, hini holl dud Galaad. 9 Ha Jefte a respountaz da re ansien Galaad : Mar kasit ac’hanoun evit brezellia a enep bugale Ammon, ha mar lakaa an Aotrou anezhei entre va daouarn, e vezin ho chef ? 10 Ha re ansien Galaad a lavaraz da Jefte : Ra glevo an Aotrou ac’hanomp ha ra hon barno, ma na reomp ket evel ma ec’h euz lavaret ! 11 Jefte a ieaz eta gant re ansien Galaad ; hag ar bobl a lakeaz anezhan chef ha kabiten, ha Jefte a adlavaraz dirag an Aotrou, en Mitspa, an holl c’hiriou hen doa lavaret.

12 Neuze Jefte a gasaz kannaded da roue bugale Ammon, evit lavaret dezhan : Petra a zo entre me ha te, ma out deuet a enep d’in evit ober brezel d’in em bro ? 13 Ha roue bugale Ammon a respountaz da gannaded Jefte : Abalamour Israel, pa binie euz an Ejipt, hen deuz kemeret va bro adaleg an Arnon bete Jabbok hag ar Jourdan. Ro d’in anezhan brema a volonte vad. 14 Mes Jefte a gasaz a nevez kannaded da roue bugale Ammon pere a lavaraz dezhan : 15 Evelhen hen deuz lavaret Jefte : Israel n’hen deuz kemeret netra euz a vro Moab, nag euz bro bugale Ammon. 16 Mes pa biniaz Israel euz an Ejipt e valeaz dre an distro bete ar mor Ru, hag ec’h aruaz en Kades, 17 hag e kasaz kannaded da roue Edom, evit lavaret dezhan : Lez ac’hanoun da dremen dre da vro. Mes roue Edom n’hen lezaz ket. Hag e kasaz er memeuz doare da roue Moab, pehini na fellaz ket dezhan, hag Israel a choumaz en Kades. 18 Goude e valeaz dre an distro, hag e reaz tro bro Edom ha bro Moab, hag ec’h aruaz en bro Moab, euz kostez ar savheol. Kampa a reaz en tu all d’an Arnon, hep antren en douar Moab ; rag an Arnon a oa harzou Moab. 19 Mes Israel a gasaz kannaded da Sihon, roue an Amoreed, roue Hesbon, hag Israel a reaz lavaret dezhan : Lez ac’hanomp da dremen dre da vro, bete hon lec’h. 20 Mes Sihon, na fizie ket en Israel, evit he lezel da dremen dre he vro, dastum a reaz he holl bobl ; kampa a rejont var zu Jahats, hag e vrezeljont a enep Israel. 21 Hag an Aotrou, Doue Israel, a lakeaz Sihon hag he holl bobl entre daouarn Israel ; hag Israel hen dizreaz hag a c’hounezaz holl vro an Amoreed, pere a choume er vro ze. 22 Gounit a rejont eta holl vro an Amoreed, adaleg an Arnon bete ar Jabbok, hag adaleg an distro bete ar Jourdan. 23 Ha brema pa Hen deuz an Aotrou, Doue Israel, kaset kwit an Amoreed dirag he bobl Israel, te eo an hini az pezo an dalc’h euz ho bro ? 24 N’az pezo te ket an dalc’h euz ar pez hen devezo da zoue Kemoz roet d’id da berc’henni ? Evel se ni a berc’henno ar vro euz ar re holl Hen deuz an Aotrou hon Doue kaset araog deomp. 25 A hend all, talveout a res-te muoc’h evit Balak, mab Tsippor, roue Moab ? Stourmet hen deuz ha brezelliet a enep Israel ? 26 Setu tri c’hant vloaz abaoe ma choum Israel en Hesbon hag en he c’heariou trozro, hag Aroer hag en he c’heariou trozro, hag an holl geariou pere a zo a hed an Arnon ; perag n’hoc’h euz-hu ket ho lamet diganthei enpad an amzeriou ze ? 27 N’em euz ket da offanset, mes fall a rez em c’henver oc’h ober brezel d’in me. Ra vezo an Aotrou, ar Barner, hirie barner entre bugale Israel ha bugale Ammon ! 28 Mes roue bugale Ammon na fellaz ket dezhan selaou ar c’homzou hen doa groet Jefte lavaret dezhan.

29 Neuze Spered an Aotrou a oe var Jefte, pehini a dreuzaz Galaad ha Manasse ; tremen a reaz bete Mitspa euz Galaad, hag euz Mitspa Galaad e valeaz a enep bugale Ammon.

30 Ha Jefte a reaz eur gwestl d’an Aotrou, hag a lavaraz : 31 Mar lekeaz bugale Ammon entre va daouarn, ar pez a zeuo er meaz araog d’in euz doriou va zi, pa zistroin en peoc’h euz ti vugale Ammon, a vezo d’an Aotrou, ha me hen kinnigo en sakrifis-losket. 32 Neuze Jefte a valeaz enep bugale Ammon, evit ober brezel dezhei, hag an Aotrou ho lekeaz entre he zaouarn. 33 Hag e kannaz anezhei adaleg Aroer bete Minnith, lec’h pehini a zalc’he ugent kear, ha bete Abel-Keramin ; ha bugale Ammon a oe izeleet dirag bugale Israel.

34 Hag evel ma tistroe Jefte da Vitspa, en he di, setu, he verc’h a zeuaz araog dezhan gant taboulinou ha dansou. Beza e oa he vugel unik hepken, hep ma hen doa na mab na merc’h all. 35 Ha kerkent ma welaz anezhi, e rogaz he zillad, hag e lavaraz : Ah ! va merc’h ! bec’hia a rez ac’hanoun, bec’hia a rez ac’hanoun ! hag out euz ar re am zrubul. Rag groet em euz eur westl d’an Aotrou, ha n’hellan ket he zizober. 36 Hag hi a respountaz dezhan : Ma zad, groet e c’heuz-te eur gwestl d’an Aotrou ? Gra d’in evel ma eo eet euz da c’henou, pa Hen deuz an Aotrou vanjet ac’hanout euz da enebourien, bugale Ammon. 37 Neuze e lavaraz d’he zad : Ro d’in kement ma ; lez ac’hanoun enpad daou vis ; me a ielo, disken a rin dre ar meneziou, hag he welin var va gwerc’hded, me ha va minionezed. 38 Hag hen a lavaraz : Kea ! Hag e lezaz anezhi da vont evit daou vis. Mont a reaz eta gant he c’hensortezed, hag e welaz var he gwerc’hded var ar meneziou. 39 Hag aben daou vis e tistroaz da gaout he zad, hag he reaz varnezhi ar gwestl pehini hen doa groet, ha ne anavezaz gwaz ebet. 40 Ac’hane he teuaz ar c’hiz en Israel, penaoz bep bloaz merc’hed Israel a ia da welia merc’h Jefte, ar Galaadit, enpad pevar devez bep bloaz.


12 Tud Efraim, o veza en em dastumet, a ieaz var zu an hanter-noz, hag a lavaraz da Jefte : Perag out-te eet da vrezelli a enep bugale Ammon, hep beza hon galvet da vale ganez ? Ni a zevo da di hag ac’hanout ive. 2 Ha Jefte a lavaraz dezhei : Ni hon euz bet stourmadegou bras gant bugale Ammon, me ha va fobl ; ha pa em boa ho kalvet, c’hwi n’ho poa ket va delivret euz ho daouarn. 3 Hag o welet n’am delivrac’h ket, em euz risklet va buez, hag em euz baleet a enep bugale Ammon, hag an Aotrou Hen deuz lekeat anezhei em dorn. Perag eta oc’h-hu piniet hirie a enep d’in, evit ober d’in brezel ? 4 Goude Jefte, o veza dastumet holl dud Galaad, a vrezelliaz a enep Efraim ; ha tud Galaad a bilaz Efraim, abalamour ma ho doa lavaret ar re man : C’hwi a zo tec’herien Efraim ! Galaad a zo en kreiz Efraim, en kreiz Manasse ! 5 HA Galaad a gemeraz gweviou ar Jourdan, araog ma eruaz re Efraim eno. Ha pa lavare unan a dec’herien Efraim : Lez ac’hanoun da dremen ; tud Galaad a lavare dezhan : Efrasian out ? 6 hag hen a respounte : Nan. Neuze e lavaret dezhan : Ac’hanta, lavar : Shibboleth ; hag e lavare Sibboleth, hep lakaat evez da lavaret mad ; neuze, o kregi ennhan, e vije lakeat d’ar maro en gweviou ar Jourdan. Perisa a reaz en amzeriou ze daou vil ha daou-ugent den a Efraim.

7 Jefte a varnaz Israel c’hwec’h vloaz. Neuze Jefte, ar Galaadit, a varvaz, hag a oe sebeliet en unan a geariou Galaad.

8 He c’houde, Ibtsan a Vethlehem a varnaz Israel. 9 Beza hen doe tregont mab, ha dimezi a reaz er meaz euz he di tregont merc’h. Lakaat a reaz da zont euz ar meaz tregont merc’h evit he vibien, hag he varnaz Israel seiz vloaz. 10 Neuze Ibtsan a varvaz, hag a oe sebeliet en Bethlehem.

11 Goude hema, Elon, ar Zabulonit, a varnaz Israel ; barna a reaz Israel dek vloaz. 12 Goude Elon, ar Zabulonit, a varvaz, hag a oe sebeliet en Ajalon, en douar Zabulon.

13 Goude hema, Abdon, mab Hillel, ar Pirathonit, a varnaz Israel. 14 Beza hen doe daou-ugent mab, ha tregont mab bihan, pere a binie var dek ha tri-ugent azen ; hag e varnaz Israel eiz vloaz. 15 Neuze Abdon, mab Hillel, ar Pirathonit, a varvaz, hag e oe sebeliet en Pirathon, en bro Efraim, en menez an Amalesited.


13 Bugale Israel a gendalc’haz da ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; hag an Aotrou ho lekeaz entre daouarn ar Filistined, enpad daou-ugent vloaz.

2 Ha, beza oa en Tsora eun den, a famil an Danited, a behini an hano a oa Manoah ; hag he vreg a oa dibrodu, ha n’he doa ket a vugale. 3 Hag eun êl abeurz an Aotrou en em diskwezaz d’ar vreg ze, hag a lavaraz dezhi : Setu, te a zo dibrodu, ha n’hec’h euz ket a vugale ; mes konsev a ri, hag e c’hani eur bugel. 4 Laka eta evez adaleg brema, da dremen hep eva na gwin na bier, na da zibri netra a zibur ; 5 rag, setu, ez ez da veza brazez, hag e c’hani eur mab. Hag an noten na dremeno ket var he benn, abalamour ma vezo ar bugel Nazarean a Zoue adaleg kov he vam ; hag hen eo an hini en em lakao da zelivra Israel a zorn ar Filistined.

6 Hag, ar vreg a zeuaz, hag a gomzaz d’he fried, o lavarout : Eun den Doue a zo deuet d’am c’haout, hag he zoare a oa evel doare eun êl abeurz Doue, venerabl meurbed. N’em boa ket goulennet outhan a belec’h e oa, ha ne lavaraz ket d’in he hano, mes lavaret hen deuz d’in : 7 Setu, ez ez da veza brazen, ha te a c’hano eur mab ; brema eta, na ev na gwin na bier, ha na zebr netra a zibur ; rag ar bugel ze a vezo Nazarean a Zoue adaleg kov he vam bete deiz he varo. 8 Ha Manoah a bedaz an Aotrou, hag a lavaraz : Ah ! Aotrou, ra zeui c’hoaz an den Doue pehini ec’h euz digaset, me az ped d’hon c’haout, ha ra gelenno ac’hanomp euz ar pez hon devezo d’ober d’ar bugel pehini a dle genel. 9 Doue a zelaouaz peden Manoah. Hag êl Doue a zeuaz c’hoaz da gaout ar vreg, evel ma oa azezet en eur park ; mes Manoah, he fried, n’he oa ket ganthi. 10 Ha greg Manoah a redaz buhan da lavaret d’he fried, hag e lavaraz dezhan : Setu, an den pehini a oa deuet en deiz all d’am c’haout, a zo en em diskwezet d’in. 11 Ha Manoah a zavaz hag a heuliaz he vreg ; hag, o tond da gaout an den ze, e lavaraz dezhan : Beza out-te an den pehini hen deuz komzet d’ar vreg ma ? Hag hen a respountaz : Me eo. 12 Ha Manoah a lavaraz : Pa vezo eruet ar pez ec’h euz lavaret, pez sort kundu a renkfer derc’hel hen kenver ar bugel, ha petra a renkfer ober dezhan ? 13 Hag êl an Aotrou a respountaz da Vanoah : Ar vreg a dremeno euz kement em euz lavaret dezhi. 14 Na zebro netra a frouez ar winien, na evo na gwin na bier, ha na zebro netra a zibur ; miret a raio kement em euz gourc’hemennet dezhi. 15 Neuze Manoah a lavaraz da êl an Aotrou : Lez ac’hanomp d’az derc’hel, ha ma fichfomp d’id eur c’havrik leaz. 16 Hag êl an Aotrou a respountaz da Vanoah : Pa zalc’hfez ac’hanoun, na zebrin ket euz da vara ; mes mar rez eur sakrifis-losk, te hen kinnigo d’an Aotrou. Hag Manoah na wie ket he oa eun êl abeurz an Aotrou. 17 Manoah a lavaraz c’hoaz da êl an Aotrou : Pez hano ec’h euz, abalamour deomp da enori ac’hanout pa vezo eruet ar pez a leverez ? 18 Hag êl an Aotrou a lavaraz dezhan : Perag e c’houlennez-te evel se va hano ? Burzuduz eo. 19 Neuze Manoah a gemeraz eur c’havrik leaz, hag ar prof, hag ho c’hinnigaz d’an Aotrou, var ar roc’h. Hag en em reaz eun dra burzuduz, dirag Manoah hag he vreg ; 20 evel ma ez ea ar flam euz an aoter var zu an env, êl an Aotrou a biniaz ive en flam an aoter. Manoah hag he vreg, welet kement se, a gwezaz var ho bisach d’an douar. 21 Hag êl an Aotrou n’en em ziskwezaz ken da Vanoah na d’he vreg. Neuze Manoah a anavezaz penaoz e oa êl an Aotrou. 22 Ha Manoah a lavaraz d’he vreg : A-dra-zur, ni a ia da vervel, rag gwelet hon euz Doue. 23 Mez he vreg a lavaraz dezhan : Ma vije fellet d’an Aotrou hon lakaat da vervel, n’hen dije ket kemeret euz hon dorn ar sakrifis-losk nag ar prof, ha n’hen dije ket groet deomp gwelet an holl draou ze, hag, en amzer en pehini ez omp, n’Hen dije ket hon lakeat da glevet an traou hon deuz klevet. 24 Goude ar vreg ze a c’hanaz eur mab hag e c’halvaz anezhan Samson ; hag ar bugel a greske, hag an Aotrou a vennigaz anezhan. 25 Ha Spered an Aotrou en em lekeaz d’hen beoat en Makane-Dan, entre Tsora hag Eshthaol.


14 Ha, Samson a ziskennaz da Dhimna, hag a welaz eno eur vreg a douez merc’hed ar Filistined. 2 Hag o veza adpiniet en he di, hen diskleriaz d’he dad ha d’he vam, hag e lavaraz dezhei : Gwelet em euz en Thimna eur plac’h a douez merc’hed ar Filistined ; brema, kemeret anezhi, evit ma vezo va greg. 3 Hag he dad hag he vam a lavaraz dezhan : N’euz ket a c’hragez entouez merc’hed da vreudeur hag ebarz en da holl bobl, ma ez afez da gemer eur vreg a douez ar Filistined didrodroc’h ? Ha Samson a lavaraz d’he dad : Kemer anezhi d’in, rag plijout a ra d’am daoulagad. 4 Hag, he dad hag he vam na wient ket e teue kement se abeurz an Aotrou ; rag Samson a glaske eun abek a enep ar Filistined. En amzer ze, ar Filistined a rene var Israel.

5 Samson a ziskennaz eta da Dhimna gant he dad hag he vam, hag evel ma en em gavjont en gwiniennou Thimna, setu, eul leon iaouank furiuz a zeuaz d’hen diaraogi. 6 Ha Spered an Aotrou a grogaz en Samson, hag e tispennaz al leon evel ma hen dije dispennet eur c’havrik, hep kaout netra en he zorn. Ha ne lavaraz ket na d’he dad na d’he vam ar pez hen doa groet. 7 Disken eta a reaz, hag e komzaz d’ar plac’h, hag e plijaz da zaoulagad Samson. 8 Neuze, o tistrei eun deiziou benag goude evit he c’hemer, he tistroaz da welet korf maro al leon ; ha setu, he oa en korf al leon eun ed gwenan ha mel. 9 Hag he kemeraz en he zaouarn, hag he kendalc’haz he hent en eur dibri. Goude oc’h eruout en kichen he dad hag he vam, e roaz dezhei anezhan, hag int a zebraz ; mes na lavaraz ket dezhei penaoz hen doa kemeret ar mel ze en korf al leon.

10 Koulskoude he dad a ziskennaz en ti ar vreg ma, ha Samson a reaz eno eur fest ; rag giz an dud iaouank a oa. 11 Ha kerkent ha ma oa gwelet, e oa kemeret tregont euz ar re bedet, evit ober kensorted dezhan. 12 Ha Samson a lavaraz dezhei : Me a ia da ginnig eun divinaden deoc’h. Mar displeget d’in anezhi enpad seiz devez ar fest, ha mar divinet anezhi, me a roio deoc’h tregont tuniken ha tregont roben a adchanj ; 13 mes ma n’he displeget ket d’in, c’hwi eo ar re a roio d’in tregont tuniken ha tregont roben a adchanj. Hag int a lavaraz dezhan : Kinnig da zivinaden ha ni he zelaouo. 14 Lavaret a reaz eta dezhei :

Euz an hini a zevore eo deuet ar bevans
Hag euz ar c’hrenv eo deuet an dous.

Hag enpad tri deiz, ne heljont ket displega an divinaden. 15 Hag ar seizved deiz he lavarjont da vreg Samson : Laka da ozac’h da zisplega deomp an divinaden, anez ni a zevo ac’hanout, te ha ti da dad. Evit hon diwiska eo hoc’h euz hon fedet, n’eo ket eta ? 16 Greg Samson a welaz en he gichen, o lavarout : A-dra-zur, te a gasa ac’hanoun, ha n’am c’herez ket ; n’ec’h euz-te ket kinniget eun divinaden da vugale ma fobl, ha n’ec’h euz ket he displeget d’in ? Hag hen a respountaz dezhi : Setu, n’em euz ket he displeget d’am zad, na d’am mam ; he displega a rafen d’id ? 17 Gwela a reaz evel se en he gichen enpad seiz devez ar pred ; ha d’ar seizved devez hen displegaz dezhi, abalamour ma trubulie anezhan. Goude hi he displegaz da vugale he fobl. 18 Tud kear eta a lavaraz dezhan ar seizved devez, araog ma oa kuzet an heol :

Petra a zo a zousoc’h evit ar mel,
Ha petra a grenvoc’h evit al leon ?
Hag hen a lavaraz dezhei :
Ma n’ho pije ket labouret gant va ouner,
N’ho pije ket kavet va divinaden.

19 Neuze Spered an Aotrou a grogaz ennhan, hag e tiskennaz en Askelon. Hag, o veza lazet tregont den eno, e kemeraz ho diwisk, hag e roaz ar robennou a adchanj d’ar re ho doa displeget an divinaden ; neuze, tanet a goler, he adpiniaz da di he dad. 20 Ha greg Samson a oe roet d’he gensort, gant pehini he oa en em ereet.


15 Eun amzer benag goude, en deiziou mederez an ed, Samson a ieaz da welet he vreg, hag a gasaz dezhi eur c’havrik leaz, o lavarout : Fellout a ra d’in mont da gaout va greg, en he c’hampr. Mes an tad n’hen lezaz ket da vont ebarz. 2 Hag an tad a Iavaraz dezhan : Kredet em euz ez poa kaz outhi : dre ze em euz he roet d’az kensort. He c’hoar iaouanka ha n’eo ket koantoc’h evithi ? Kemer anezhi en he flas. 3 Mes Samson a lavaraz dezhan : Er veach ma e vezin didamal en kever ar Filistined, pa rin drouk dezhei.

4 Samson a ieaz eta, hag a dapaz tri c’hant louarn ; kemer a reaz ive goulou, hag he troaz lostou al lern an eil a enep egile, hag he lakeaz eur c’houlaouen entre an daou lost, er c’hreiz. 5 Goude, o veza elumet ar goulou, e loskaz al lern en ed ar Filistined. Devi a reaz evel se koulz an ed a oa en fagot evel an hini a oa var droad, ha bete ar gwez olivez. 6 Hag ar Filistined a lavaraz : Piou hen deuz groet ze ? Hag he oe respountet : Samson, mab-kaer an Thimnien ; dre ma hen deuz kemeret he vreg, ha roet anezhi d’he gensort. Neuze ar Filistined a biniaz hag he devaz, hi hag he zad. 7 Mes Samson a lavaraz dezhei : Evel se eo e ret-hu ? N’he baouezin ket koulskoude ken am bezo en em vanjet ac’hanoc’h. 8 Hag e kannaz anezhei kein ha kov, hag e reaz eur garnach vras outhei. Neuze e tiskennaz, hag e choumaz en eun toul a roc’h Etam.

9 Neuze ar Filistined a biniaz, a gampaz en Juda, hag en em skuliaz en Lechi. 10 Ha tud Juda a lavaraz : Perag hoc’h-hu piniet a enep deomp-ni ? lnt a respountaz : Ni a zo piniet da eren Samson, evit ober dezhan evel ma hen deuz groet deomp. 11 Neuze tri mil den euz a Juda a ziskennaz da gaout kavarn roc’h Etam, hag a lavaraz da Samson : Na ouzout-te ket penaoz e ren ar Filistined varnomp ? Perag ec’h euz-te groet ze ? Hen a respountaz dezhei : Groet emeuz dezhei evel ma ho deuz groet d’in. 12 Int a lavaraz c’hoaz dezhan : Ni zo diskennet evit da eren, abalamour da lakaat ac’hanout entre daouarn ar Filistined. Ha Samson a lavaraz dezhei : Touet d’in n’am lazfet ket. 13 Hag int a respountaz, hag a lavaraz : Nan, ni a ereo ac’hanout, ha ni a lakao ac’hanout entre ho daouarn ; mes ni na lazfomp ket ac’hanout. Eren a rejont eta anezhan gant diou gorden nevez, hag e lekejont anezhan da zont er meaz euz ar roc’h.

14 Ha, pa zeuaz da Lechi, ar Filistined a loskaz kriadennou a joa euz hen diaraogi. Mes Spered an Aotrou a grogaz ennhan, hag ar c’herden a oa var he ziouvrec’h a zeuaz evel lin devet en tân ; he ereou a a zelaouaz peden Manoah. Hag êl Doue a zeuaz c’hoaz da gaout ar vreg, evel ma oa azezet en eur park ; mes Manoah, he fried, n’he oa ket ganthi. Ha greg Manoah a redaz buhan da lavaret d’he fried, hag e lavaraz dezhan : Setu, an den pehini a oa deuet en deiz all d’am c’haout, a zo en em diskwezet d’in. Ha Manoah a savaz hag a heuliaz he vreg ; hag, o tond da gaout an den ze, e lavaras dezhan : Bez out-te an den pehini hen deus komzet d’ar vreg ma ? Hag hen a respountas : Me eo. Ha Manoah a Lavaras : Pa vezo eruet ar pez ec’h eus lavaret, pez sort kundu a renkfer derc’hel hen kenver ar bugel, ha petra a rankfer ober dezhan ? Hag él an Aotrou a respountaz da Vanoah : Ar vreg a dremeno euz kement em eus lavaret dezhi. Na zebro netra a frouez ar winien, na evo na gwin na bier, ha na zebro netra a zibur ; miret a raio kement em euz gourc’hemennet dezhi. Neuze Manoah a lavaras da êl an Aotrou : Lez ac’hanomp d’az derc’hel, ha fichfomp d’id eur c’havrik leaz. Hag êl an Aotrou a respountaz da Vanoah : Pa zalc’hfes ac’hanoun, na zebrin ket euz da vara ; mes mar rez eur sakrifis-losk, te hen kinnigo d’an Aotrou. Rag Manoah na wie ket he o eun êl abourz an Aotrou. Manoah a lavaras c’hoaz da êl an Aotrou : Per hano ec’h eus, abalamour deomp da enori ac’hanout pa vezo eruet ar pez a leverez ? Hag êl an Aotrou a lavaraz dezhan : Perag e c’houlennez-te evel se va hano ? Burzudus eo. Neuze Manoah a gemeraz eur c’havrik leaz, hag ar prof, hag ho c’hinnigas d’an Aotrou, var ar roc’h. Hag en em reaz eun dra burzuduz, dirag Manoah hag he vreg ; eval ma ez ea ar flam eux an aoter var su an env, êl an Aotrou a biniaz ive en flam an aoter. Manoah hag he vreg, o welet kement se, a gwezaz var ho bisach d’an douar. Hag él an Aotrou n’en em ziskweras ken da Vanoah na d’he vreg. Neuze Manoah a anavezaz penaoz e oa êl an Aotrou. Ha Manoah a lavaras d’he vreg : A-dra-sur, ni a ia da vervel, rag gwelet hon eus Doue. Mes he vreg a lavaraz dezhan : Ma vije fellet d’an Aotrou hon lakaat da vervel, n’hen dije ket kemeret euz hon dorn ar sakrifis-losk nag ar prof, ha n’hen dije ket groet deomp gwelet an holl draou se, hag, en amzer en pehini es omp, n’Hen dije ket hon lakeat da glevet an traou hon deuz Klevet. Goude ar vreg ze a c’hanaz eur mab hag e c’halvaz anezhan Samson ; hag ar bugel a greske, hag an Aotrou a vennigaz anezhan. Ha Spered an Aotrou en em lekeaz d’hen beoat en Makane-Dan, entre Tsora hag Eshthaol.

Ha, Samson a ziakennaz da Dhimna, hag a welaz eno eur vreg a douez merc’hed ar Filistined. Hag o veza adpiniet en he di, hen diskleriaz d’he dad ha d’he vam, hag e lavaraz dezhei : Gwelet em euz en Thimna eur plac’h a doues merc’hed ar Filistined ; brema, kemeret anezhi, evit ma vezo va greg. Hag he dad hag he vam a lavaraz dezhan : N’euz ket a c’hragez entouez merc’hed da vreudeur hag ebars en da holl bobl, ma ez afez da gemer eur vreg a douez ar Filistined didrodroc’h ? Ha Samson a lavaraz d’he dad : Kemer anezhi d’in, rag plijout a ra d’am daoulagad. Hag, he dad hag he vam na wient ket e teue kement se abeurs an Aotrou ; rag Samson a glaske eun abek a enep ar Filistined. En amzer ze, ar Filistined a rene var Israel.

Samson a ziskennaz eta da Dhima gant he dad hag he vam, hag evel ma en em gavjont en gwiniennou Thimna, setu, eul leon iaouank furiuz a zeuaz d’hen diaraogi. Ha Spered an Aotrou a grogaz en Samson, hag e tispennaz al leon evel ma hen dije dispennet eur c’havrik, hep kaout netra en he zorn. Ha ne lavaraz ket na d’he dad na d’he vam ar pez hen doa groet. Diaken eta a reaz, hag e komzaz d’ar plac’h, hag e plijaz da zaoulagad Samson. Neuze, o tistrei eun deiziou benag goude evit he c’hemer, he tistroaz da welet korf maro al leon ; ha setu, he oa en korf al leon eun ed gwenan ha mel. Hag he kemeraz en he zaouarn, hag he kendalc’haz he hent en eur dibri. Goude oc’h aruout en kichen he dad hag he vam, e roaz dezhei anezhan, hag int a zebraz ; mes na lavaraz ket dezhei penaoz hen dos kemeret ar mel ze en korf al leon.

Koulskoude he dad a ziskennaz en ti ar vreg ma, ha Samson a reaz eno our fest ; rag giz an dud iaouank a oa. Ha kerkent ha ma oa gwelet, e oa kemeret tregont eus ar re bedet, evit ober kensorted dezhan. Ha Samson I ROUANE, 8. asamble Israel a cboume en ho za. 15 Hag e lavaraz:1 Benniget ra vezo an Aotroü, Doue Israel, pehini, euz he c’henou, hen deuz komzet da Zavid va zad, ha pehini, euz he zorn, hen deuz peurc’hroet ar pez doa 16 prometet, o lavarout: Abaoe an deiz ma em euz tennet va fobl Israel euz an Ejipt, n’em euz choazet kear ebet entouez holl bobladou Israel evit ma vije savet ennhi eun ti el lec’h ma vije va hano; mes choazet em euz David evit ma vije var va fobl Is- 17 rael. Ha David, va zad, hen doa c’hoant da sevel eun ti da hâno an 18 Aotbou, Doue Iarael. Mes an Ao- trou a lavaraz da Zavid, va zad: Pa ez poa bet ar c’hoant da zevel eun ti d’am hano, ec’h euz groet mad ober 19 ar sonj ze. Koulskoude, ne zavi ket an ti ze; mes da vab, deuet euz da groazellou, a vezo an hini a savo an 20 ti ze d’am hano. An Aotrou Hen deuz eta peurc’hroet ar gir Hen doa diskleriet; ha me a zo deuet var lerc’h David, va zad, hag oun azezet var drôn Israel, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret, hag em euz savet an ti ma en hano an Aotrou, Doue 21 Israel. Hag em euz lekeat ennhan eul lec’h evit an arc’h; en pehini ema konvenans an Aotrou, pehini a reaz gant hon zadou pa ho zennaz euz bro an Ejipt. 22 Neuze Salomon en em dalc’haz dirag aoter an Aotrou, dirag holl asamble Israel, hag, oc’h asten he zaouam entrezeg an enVou, e la- varaz: 23 O Aotrou, Doue Israel, nag aze d’an neac’h en envou, na d’an traoun var an douar, n’hen deuz ket eun Doue henvel ouzit, pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez en kenver da zervicherien pere a vale a greiz ho holl galoun dirag da fas; 24 te, pehini ec’h euz dalc’het da ser- vicher David, va zad, ar pez ez poa prometet dezhan. A-dra-zur, ar pez ec’h euz diskleriet gant da c’henou, a beurrez gant da zom, evel ma loeler -25 hirie. Brema eta, o Aotrou, Doue Israel, dalc’h da servicher David, va zad, ar pez ec’h euz prometet de- zhan, o lavarout: Na vanko kamet d’id unan eus da lignez da azeza var drôn Israel; gant ma lakao da vibien evez euz ho hent, evit bale dirag va 26 fas evel ma ec’h euz baleet. Ha brema, o Doue Israel, da bedi a ran, ma vezo groet ar gomz se pehini ez poii diskleriet da servichcr David, va zad. 1 Lokl.68. •Ak.7.41 17.24. •2Kor.l2.2. diemet.

  • duan*

Mes* gwire vefe he choumfe Doue 27 var an douar? Setu ama, an envou, an envou3 euz an‘envou zoken, n’hel- lont ket da zerc’hel; pegement ne- beutoc’h an ti ma pehini em euz savet? Koulskoude, o Aotbou, va 23 Doue,lakaevezeuz pedendazervicher hag euz he c’houlen, evit selaou ar griaden hag ar beden a ra da zervi- cher d’id hirie. Ba vezo da zaou- 29 lagad digor, deiz ha noz, var an ti ma, var al lec’h a behini ec’h euz lavaret: Va hano a vezo aze! Selaou ar beden a ra da zervicher ellec’h ma. Selaou goulen da zervicher hag 30 hini da bobl Israel, pa bedfont el lec’h ma ; selaou anezhei, te, euz lec’h da choumaj en envou; selaou ha pardoun! Pa hen devezo unan benag pec’het 81 a enep he nesa, ha ma vezo goulen- net outhan al le evit e lakaat da douet, ha ma teuo da bresta he le dirag da aoter, en ti ma; te, selaou 32 euz an envou, gra, ha bam da zervi- cherien, en eur vam an den fall hag en eur lakaat he gundu da gweza var he benn; o justifia ar just hag oc’h ober dezhan hervez he reizder. Pa vezo bet da bobl Israel kannet 83 gant he enebour, evit beza pec’het en da enep; mar distroont d’id, mar roont gloar d’az hano, ha mar reont d’id euz an ti ma pedennou ha gou- lennou; te, selaou anezhei euz an 34 envou, ha pardoun pec'hed da bobl Israel, ha digas anezhei en douar pe- hini ec’h euz roet d’ho zadou. Pa vezo an envou zerret, ha ma 85 na vezo ken a c’hlao, abalamour ma ho devezo pec’hed en da enep; mar pedont el lec’h ma, ma roont gloar d’az hano, ha ma na zistroont ket euz ho fec'hejou, dre ma ez pezo ho glac’haret; te, selaou anezhei euz an 36 envou, ha pardoun pec’hed da zervi- cherien ha da bobl Israel, goude ma ez pezo kelennet dezhei an hent mad dre behini he tleont bale; ha digas glao var an douar pehini ec’h euz roet en heritach d’az pobL Pa vezo dienez^ er vro pe ar 87 vosen; pa vezo ar merkl,* an iel, ar c’hilien-raden, pe ar biskouled; pa gelc’hio an enebourien anezhei en ho bro, en ho doriou, pe pa vezo eur gouli, eur c’hlenved benag; eur beden 88 benag, eur goulen benag a raio eun den benag a vefe euz da holl bobl Israel, hervez ma ho devezo anavezet pep hini gouli he galoun, ha ma hen devezo pep hini astennet he zaouara entrezeg an ti ma; te, selaou anezhei 89 Digitized by Google 8#» gwezaz euz he zaouarn. 15 Hag, o veza kavet janved eun azen, fresk beo, hec’h astennaz he zorn, hen kemeraz, hag e lazaz mil den. 16 Neuze Samson a lavaraz :

Gant eur janvad azen, eur bern, daou vern !
Gant eur janvad azen me em euz lazet mil den.

17 Ha pa hen doa achuet da gomz, e taolaz ar janvad euz he zorn, hag he c’hanvaz al lec’h ze Baniath-Lechi. 18 Ha, gwasket gant ar sec’hed, he kriaz d’an Aotrou, hag he lavaraz : Roet Ec’h euz d’az servicher an delivrans vras se ; ha brema mervel a rafen gant ar sec’hed, ha kweza a rafen entre daouarn ar re didrodroc’h ? 19 Neuze Doue a faotaz ar roc’h kleuz a oa en Lechi, ha doureier a zeuaz er meaz ; ha Samson a evaz ; he spered en em lakeaz, hag ec’h adkemeraz kourach. Dre ze al lec’h ze, pehini a zo en Lechi, a zo bet galvet bete hirie : En-Hak-kore.

20 Hag e varnaz Israel, en amzer ar Filistined, enpad ugent vloaz.


16 Ha, Samson a ieaz da C’haza, hag he welaz eno eur c’hast, hag ez eaz en he zi. 2 Hag e oe lavaret da re C’haza : Samson a zo deuet ama. Neuze e kelc’hjont endro dezhan, en em derc’hel a rejont enpad an noz en get euz dor kear, hag en em dalc’hjont zioul enpad an noz holl, o lavarout : Da c’houlou deiz, ni hen lazo. 3 Mes Samson a choumaz kousket bete hanter-noz ; ha vardro hanter-noz e savaz, kregi a reaz en dorikellou dor kear hag en daou beul, hag, o sevel anezhei gant ar varren, e lakeaz anezhei var he ziouskoaz, hag ho dougaz bete krec’h ar menez pehini a zo a fas da Hebron.

4 Goude ze, e kavaz eur vreg en traonien Sorek ; Dalila oa hanvet. 5 Ha prinsed ar Filistined a biniaz d’he c’haout, hag a lavaraz dezhi : Meul anezhan, hag anavez outhan en petra ema he nerz vras, ha penaoz helfemp he drec’hi, abalamour deomp d’hen eren evit he zounaat ha ni a roio d’id pep hini ac’hanomp unnek kant pez arc’hant. 6 Dalila a lavaraz eta da Samson : Lavar d’in, me az ped, a belec’h e teu da nerz vras, ha gant petra he vefe red da eren evit da zounaat. 7 Ha Samson a lavaraz dezhi : Ma vefen ereet gant seiz korden fresk, pere na vefent ket c’hoaz seac’h, he teufen dinerz, hag he vefeen evel eun den all. 8 Prinsed ar Filistined a zigasaz eta da Zalila seiz korden fresk, pere ne oant ket c’hoaz seac’h, hag hi a ereaz anezhan. 9 Ha, tud a oa en get en he zi, en eur gampr ; hag hi a lavaraz dezhan : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Mes hen a doraz ar c’herden, evel ma torrer eur gordennik stoup pa zant an tân ; hag he nerz na oe ket anavezet.

10 Goude Dalila a lavaraz da Samson : Setu, hec’h euz groet goab ac’hanoun, hag ec’h euz lavaret gevier d’in. Da bedi a ran, diskleri d’in brema gant petra eo red da eren. 11 Hag hen a respountaz dezhi : Ma vefen ereet gant kerden teo ha nevez, pere n’ho defe biskoaz servichet, he teufen dinerz, hag he vefen evel eun den all. 12 Dalila a gemeraz eta kerden teo ha nevez, hag he c’hereaz Samson ; goude he lavaraz dezhan : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Ha tud a oa en get er gampr. Mes terri a reaz evel eun neuden ar c’herden teo a oa var he ziouvrech.

13 Neuze Dalila a lavaraz da Samson : Bete vrema hec’h euz groet goab ac’hanoun, hag ec’h euz lavaret gevier d’in. Diskleri d’in gant petra eo red da eren. Hag hen a lavaraz dezhi : Beza he vefe ma wiadfez seiz kuchen euz va fenn en chaden da oberer. 14 Hag hi ho lekeaz gant eun ibil ; hag he lavaraz : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Mes dihuni a reaz euz he gousk, hag he tennaz an ibil euz ar micherour gant ar wiad.

15 Neuze he lavaraz dezhan : Penaoz hellez-te lavaret : Me a gar ac’hanout ! pa n’ema ket da galoun ganen ! Teir gwech ec’h euz groet goab ouzin, ha n’e c’heuz ket diskleriet d’in a belec’h e teu da nerz vras. 16 Hag he waske anezhan bemdez dre he c’homzou, hag he trubulie anezhan, en hevelep doare ma oa he ine glacharet bete ar maro. 17 Neuze he tigoraz dezhi he galoun holl, hag he lavaraz dezhi : An noten n’euz biskoaz tremenet dreist va fenn ; rag Nazarean oun a Zoue, adaleg kov va mam. Ma vefen eta touzet, va nerz am dilezfe, hag e teufen diners, hag he vefen evel pep den all. 18 Dalila, o, welet hen doa digorret dezhi he galoun, a gasaz da c’hervel prinsed ar Filistined, hag a lavaraz dezhei : Piniet er veach ma ; rag digorret hen deuz d’in he holl galoun. Prinsed ar Filistined eta a biniaz d’he c’haout, hag a zigasaz arc’hant en ho daouarn. 19 Hag hi a lekeaz anezhan da gousket var he daoulin ; hag, o veza galvet eun den, he reaz troc’ha seiz kuchen a vleo he benn. En em lekeat a reaz evel se d’he zounaat, hag he nerz hen dilezaz. 20 Neuze he lavaraz : Ar Filistined a zo varnout, ! Samson ! Hag he tihunaz euz he gousk, hag he lavaraz : Tec’hel a rin evel er gwechou all, hag en em dizrin a dre ho daouarn. Mes na wie ket he oa pelleet an Aotrou outhan. 21 Ar Filistined eta a grogaz ennhan, hag a greuvaz dezhan he zaoulagad. He lakaat a rejont da zisken da C’haza, hag ec’h erejont anezhan gant diou chaden arem ; hag he troe ar mean milin er prizoun. 22 Koulskoude bleo he benn a zeue da greski, abaoe ma oa bet touzet.

23 Ha prinsed ar Filistined en em dastumaz, evit kinnig eur sakrifiz bras da Zagon, ho doue, hag evit en em laouenai. Hag e leverjont : Hon doue hen deuz lakeat entre hon daouarn Samson, hon enebour. 24 Ha pa welaz ar bobl anezhan, he veuljont ho doue, o lavarout : Hon doue hen deuz lakeat entre hon daouarn Samson, hon enebour, distrujer hon bro, hag an hini pehini hen deuz lazet kement ac’hanomp. 25 Hag, evel ma oa ho c’haloun joauz, e lavarjont : Lakait Samson da zont, ha ma c’hoario dirazomp. Gervel a rejont eta Samson hag he tenjont anezhan euz ar prizoun, hag e c’hoarie dirazhei ; hag e lekejont anezhan entre ar pilierou. 26 Neuze Samson a lavaraz d’ar paotr pehini a zalc’he anezhan gant he zorn : Laka ac’hanoun, ha gra d’in stoka ar pilierou a zouten an ti, evit ma en em harpin outhei. 27 Hag, an ti a oa leun a wersed hag a verc’hed, hag holl brinsed ar Filistined a oa eno ; beza oa zoken var ar platform tost da dri mil den, gwersed ha merc’hed, pere a zelle euz Samson ho c’hoari. 28 Neuze Samson a bedaz an Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, Aotrou, da bedi a ran, az pez sonj ac’hanoun ! O Doue, da bedi a ran, nerz ac’hanoun hepken ar veach ma, ha ma en em vanji euz ar Filistined evit eur c’holl euz va daoulagad ! 29 Ha Samson a vriataz daou bilier ar c’hreiz, var bere he c’harpe an ti, hag en em harpaz outhei ; unan a oa a zeou hag egile a gleiz dezhan. 30 Hag e lavaraz : Ma varvin gant ar Filistined ! Neuze hoc’h en em asten euz he holl nerz, hag an ti a gwezaz var ar brinsed ha var an holl bobl pere a oa ennhan. Hag e lekeaz da vervel kalz muoc’h a dud en he varo, evit ma hen doa lazet enpad he vuez. 31 Goude he vreudeur hag holl di he dad a ziskennaz, hag he gasaz ganthei ; hag, o veza adpiniet, he sebeljont anezhan entre Tsora hag Eshthaol, en bez Manoah he dad. Barnet hen doa Israel ugent vloaz.


17 Beza he oa eun den a venez Efraim, a behini an hano a oa Mika. 2 Lavaret a reaz d’he vam : An unnek kant pez arc’hant pere a oa kemeret d’id, hag evit pere ez poa groet leou, zoken em diouskarn, setu, an archant a zo entre va daouarn ; me eo em boa he gemeret. Neuze he vam a lavaraz : Ra vezo benniget va mab gant an Aotrou ! 3 Hag e roaz d’he vam an unnek kant pez arc’hant. He vam a lavaraz dezhan : Me a gensakr euz va dorn an arc’hant ze d’an Aotrou evit va mab, abalamour da ober outhei eun imach taillet hag eun imach teuet ; ha brema, hen roan d’id. 4 Rei a reaz an arc’hant d’he vam ; hag hi a gemeraz daou c’hant pez anezhei, hag ho roaz d’an teuer, pehini a reaz outhei eun imach taillet hag eun imach teuzet ; hag he oent en ti Mika. 5 Dre ze ar Vika ze he doe eun ti a zoueou : ober a reaz eun efod ha therafim, hag he kensagraz unan he vibien, pehini a zervichaz dezhi da sakrifier. 6 En amzer ze n’he oa roue ebet en Israel, pep hini a rea evel ma kave mad.

7 Ha, beza oa eun den iaouank a Vethlehem Juda, a famil Juda, pehini a oa Levit, hag a choume eno. 8 An den ma a ieaz euz kear Bethlehem Juda, evit mont da choum el lec’h ma kavje he vad. Hag e teuaz, en eur vont gant he hent, da venez Efraim, bete ti Mika. 9 Ha Mika a lavaraz dezhan : A belec’h he teuez-te ? Al Levit a respountaz dezhan : Me a zo euz Bethlehem Juda, hag e klaskan eur choumach el lec’h ma kavin va mad. 10 Ha Mika a lavaraz dezhan : Choum ganen, ha servich d’in da dad ha da sakrifier ; ha me a roio d’id dek pez arc’hant ar bloaz, eur gwiskamant holl ha da vevans. Hag al Levit a ieaz eno. 11 Evel se al Levit a lakaez en he benn choum gant an den ze, hag an den iaouank ze a oa dezhan evel unan he vibien. 12 Ha Mika a gensagraz al Levit, hag an den iaouank a zervichaz dezhan da sakrifier, hag a choumaz en he di. 13 Neuze Mika a lavaraz : Brema me a oar He raio an Aotrou vad d’in, abalamour ma em euz al Levit ma da sakrifier.


18 En amzer ze ne oa roue ebet en Israel ; ha pobl Dan a glaske en amzer ze eur choumaz evithi, evit choum ennhan ; rag bete neuze ne oa digwezet heritach ebet dezhi entouez poblou Israel. 2 Bugale Dan a gasaz eta pemp den euz ho famillou, kemeret anezhei holl, tud vaillant, euz Tsora hag a Eshthaol, evit gwelet ar vro hag he hanaout ; hag he leverjont dezhei : Deomp, da welet ar vro. Dont a rejont da venez Efraim bete ti Mika, hag he tremenjont an noz eno. 3 Hag evel ma oent tost da di Vika, ec’h anavejont mouez al Levit iaouank ; hag, o veza tostaet euz an ti ze, e lavarjont dezhan : Piou hen deuz da zigaset-te ama ? petra a res-te el lec’h ma ha petra he c’heuz ama ? 4 Hag hen a lavaraz : Mika a ra evidoun an dra ma an dra hont, rei a ra d’in eur gobr, hag e servichan dezhan da sakrifier. 5 Int a lavaraz c’hoaz : Ni az ped, kuzult Doue, abalamour da anaout hag hen a vezo euruz ar veach a gemeromp. 6 Hag ar sakrifier a lavaraz dezhei : It en peoc’h ; an Aotrou hen deuz dirag he zaoulagad ar veach a gemerit.

7 Ar pemp den ma a ieaz eta, hag ec’h arujont en Laiz. Gwelet a rejont penaoz ar bobl a oa eno, a veve en zurete, en doare ar Sidonied, zioul ha kenfiziuz, hep ma hen doe den er vro galloud varnezhei hag a raje dismegans dezhei en netra ; pel e oant euz ar Sidonied, ha n’ho doa netra da ober gant den. 8 Distrei a rejont eta goude da gaout ho breudeur da Tsora ha da Eshthaol, hag ho breudeur a lavaraz dezhei : Petra a zigaset-hu ? 9 Hag int a respountaz : Deomp, piniomp a enep dezhei ; rag gwelet hon deuz ar vro, ha setu, eo gwal vad. Petra ! c’hwi a zo hep lavaret netra ? Na vezit ket didalvez da vont, evit perc’henni ar vro ze. 10 Pa ez efet ennhi, c’hwi a eruo en tal eur bobl leun a fizians. Ar vro a zo euz eur vraster vras, ha Doue Hen deuz he lekeat entre ho taouarn. Eul lec’h eo en pehini ne vank netra euz an traou pere a zo var an douar.

11 Mont a reaz eta achane, euz Tsora hag Eshthaol, euz a famil Dan, c’hwec’h kant den gant ho armou. 12 Piniat a rejont hag he kampjont en Kirjath-Jearim, en Juda hag e oe galvet al lec’h ze ; Makane-Dan, beteg hirie ; endrek Kirjath-Jearim ema. 13 Ac’hane he tremenjont en menez Efraim, hag en em gavjont en ti Mika.

14 Neuze ar pemp gwaz pere a oa eet da welet bro Laiz, o kemer ar gomz, a lavaraz d’ho breudeur : Anaout a rit-hu penaoz en tiez ma he zo eun efod ha therafim, eun imach taillet hag eun imach teuet ? Gwelit eta brema ar pez hoc’h euz da ober. 15 Neuze he tostajont ac’hane, hag ez ejont en ti al Levit iaouank, en ti Mika, hag ho zaludjont. 16 Hag, ar c’hwec’h kant den a vugale Dan, pere a oa dindan an armou, a choumaz en tal an nor. 17 Mes ar pemp den pere a oa eet evit evesaat ar vro, a biniaz, a ieaz en ti, hag a gemeraz an imach taillet, an efod, an therafim hag an imach teuet, enpad ma oa ar sakrifier en tal an nor, gant ar c’hwec’h kant den armet. 18 O veza eta eet en ti Mika, he kemerjont an imach taillet, an efod, an therafim hag an imach teuet. Hag ar sakrifier a lavaraz dezhei : Petra a ret-hu ? 19 Mes int a lavaraz dezhan : Ro peoc’h, ha laka da zorn var da c’heno, ha deuz ganeomp ; te a zervicho deomp da dad ha da sakrifier. Pehini eo ar gwella d’id, pe beza sakrifier eun den hepken, pe beza sakrifier eur boblad hag eur famil en Israel ? 20 Neuze ar sakrifier hen doe joa en he galoun ; kemer a reaz an efod, an therafim hag an imach taillet, hag en em lekeaz en kreiz ar bobl. 21 En em lakaat eta a rejont en hent, hag he valejont, o lakaat araog dezhei ar vugale vihan, al loened hag an traou.

22 Dija e oant pell euz a di Mika, pa en em lekeaz ar re a oa en tiez nesa da hini Mika, d’en em dastum gant kriadennou bras, ha da genredek bugale Dan. 23 Hag e krient var ho lerc’h. Mes ar re ma, o tistrei ho bisach a lavaraz da Vika : Petra a zo, ma kriez evel se ? 24 Respount a reaz : Kemeret oc’h euz va doueou, pere am boa groet, kenkoulz hag ar sakrifier, hag oc’h eat kwit. Petra a choum ganen ? Ha penaoz he leveret-hu d’in : Petra ec’h euz ? 25 Mes bugale Dan a lavaraz dezhan : Na ra ket deomp klevet da vouez, gant aoun n’en em daolfe tud koleret varnoc’h, ha na lezfac’h aze ho puez, te ha da famil. 26 Lignez Dan a gendalc’haz ho hent. Ha Mika, o welet penaoz e oant krenvoc’h evithan, a droaz he visach hag a zistroaz d’he di.

27 Evel se, o veza kemeret an traou hen doa Mika groet hag ar sakrifier hen doa, e kwezjont var Laiz, var eur bobl zioul ha pehini a oa leun a fizians ; hag e tremenjont anezhei dre laonien ar c’hleze ; hag, o veza lakeet an tân en kear, e laoskjont anezhi. 28 Ha ne oe den hag he delivraz ; rag pell e oa euz Sidon ; he zud n’ho doa konvers ebet gant den, ha plaset oa en draounien pehini en em asten var zu Beth-Rehob. Adsevel a rejont kear, hag e choumjont ennhi. 29 Hag e c’halvjont ar gear ze Dan, hervez hano Dan, ho zad, pehini a oa ganet da Israel ; mes hano ar gear diagent a oa Laiz. 30 Goude bugale Dan a zressas evithei an imach taillet ; ha Jonathan, mab Guershon, mab Manasse, hen hag he vugale, a oe sakrifierien evit pobl Dan bete an deiz ma oent renet er meaz euz ar vro. 31 Lakaat a rejont evithei an imach taillet hen doa Mika groet, enpad an holl amzer ma oe ti Doue en Silo.


19 Eruout a reaz, en amzer ze, ma ne oa roue ebet en Israel, penaoz eul Levit pehini a choume en fons a menez Efraim, a gemeraz evit he ribodez eur vreg a Vethlehem Juda. 2 Hag he ribodez en em c’hastaouezaz en he zi, hag a ieaz diganthan da di he zad, da Vethlehem Juda ; hag e choumaz eno vardro pevar mis. 3 Goude he fried a savaz, hag az eaz euz he c’hichen, evit komz dezhi hervez he galoun, hag he digas ganthan. Beza hen doa ganthan he vevel ha daou azen ; hag hi a lakaez anezhan da vont en ti he zad. Ha tad ar plac’h iaouank, o welet anezhan o tont, hen digemeraz gant joa. 4 He dad-kaer, tad ar vreg iaouank, hen dalc’haz en he di, hag he choumaz ganthan tri deiz ; dibri hag eva a rejont, hag e tremenjont an noz eno. 5 Ar bevare deiz, e savjont abred ; hag evel ma save al Levit evit mont kwit, tad ar plac’h iaouank a lavaraz d’he vab-kaer : Kemer eur c’henaouad vara d’en em nerza, ha goude ze ez efet kwit. 6 Azeza a rejont eta hag e tebrjont ho daou, hag ec’h evjont asamblez ; ha tad ar plac’h iaouank a lavaraz d’ar pried : En em desit eta da dremen an noz, ha ma en em laouenao da galoun. 7 Hag evel ma save an ozac’h evit mont kwit, he dad-kaer a zalc’haz varnezhan kement, ma tistroaz ha ma tremenaz c’hoaz an noz. 8 Ha d’ar bempved deiz e savaz beure mad evit mont kwit, ha tad ar plac’h iaouank a lavaraz dezhan : Da bedi a ran, nerz da galoun. Ha dale a rejont bete diskar an deiz, enpad ma tebrent ho daou. 9 Neuze an ozac’h a savaz evit mont kwit, hen hag he ribodez, hag he vevel ; mes he dad-kaer, tad ar vreg iaouank, a lavaraz dezhan : Setu, brema an deiz a izelaa, an noz a dostta ; tremenet ama an noz, me ho ped. Setu, an deiz achu, tremenet ama an noz, ha ma laouenao da galoun ; varc’hoaz ar beure, c’hwi a zavo da genderc’hel hoc’h hent, ha te a ielo en da di. 10 Mes an ozac’h na fellaz ket dezhan tremen an noz ze ; sevel a reaz, hag ez eaz, hag e teuaz bete dirag Jebus, pehini a zo en Jerusalem, o kaout ganthan he zaou azen baset ; hag he ribodez a oa ganthan.

11 Pa oent tost da Jebus, an deiz a oa izeleet kaer. Ar mevel a lavaraz d’he vestr : Deomp me az ped d’ar gear ze euz ar Jebuzied, ha tremenomp an noz ennhi. 12 He vestr a lavaraz dezhan : N’az efeomp ket en eur gear estranjour, el lec’h ma n’hen deuz ket euz a vugale Israel ; mes mont a rafomp da C’huibea. 13 Lavaret a reaz c’hoaz d’he vevel : Bale, ha ni a c’honezo unan euz al lec’hiou ze, Guibea pe Rama, hag he tremenfomp eno an noz. 14 Tremen a rejont eta pelloc’h araog, hag e valejont ; hag an heol a guzaz evel ma oant tost da Guibea, pehini a oa da Venjamin.

15 Neuze ez ejont da C’huibea, evit mont ennhi ha tremen eno an noz. Mont a rejont eta ennhi hag en em dalc’hjont var blasen kear, ha ne oe den pere ho digemeraz en ho zi evit tremen an noz. 16 Mes setu, d’an abardaez, unan koz a zistroe euz ar parkeier, euz he labour. An den ma a oa euz menez Efraim, mes choum a rea en Guibea, a bere an dud a oe Benjamited. 17 O sevel he zaoulagad, e welaz ar beajour ze var blasen kear : neuze an den koz a lavaraz dezhan : Pelec’h ez eaz, hag a belec’h e teuez ? 18 Hag hen a respountaz : Ni a ia euz Bethlehem Juda entrezek fons menez Efraim, a belec’h oun. Eet e oan da Vethlehem Juda, hag ez an da di an Aotrou ; ha n’euz den hag am c’hemerfe en he di ; 19 koulskoude hon deuz plouz ha bevans evit hon azened, ha bara ha gwin evidoun me hag evit da vatez, hag evit an den pehini a zo gant da zervicherien. 20 Ne vank deomp netra. Hag an den koz a lavaraz dezhan : Ar peoc’h ra vezo ganez ! Me en em garg euz ar pez az pezo ezom ; na dremeni ket an noz var ar blasen. 21 Neuze e lekeaz anezhan da vont en ti, hag e roaz da zibri d’an azened. Gwalc’hi a rejont ive ho zreid ; neuze e tebrjont hag e c’hevjont.

22 Evel ma en em laouenae ho c’haloun, setu, tud kear, gwersed fall, a gelc’hiaz an ti, a voutaz an nor, hag a lavaraz d’an den koz, mestr an ti : Laka an den ze pehini a zo eet ez ti da zont er meaz, evit ma anavefomp anezhan. 23 Mes an den, mestr an ti, az eaz d’ho c’haout hag a lavaraz dezhei : Nan, va breudeur, na rit ket an drouk, me ho ped ; pa eo deuet an den ze em zi, na rit ket ar fallentez ze. 24 Setu, em euz eur verc’h gwerc’h, hag an den ze hen deuz he ribodez : me ho digaso deoc’h er meaz, ha c’hwi a raio dezhei violans, hag he refeet outhei ar pez a blijo ganeoc’h ; mes na ret ket var an den ze tra fall ebet. 25 Mes an dud ze na fellaz ket dezhei e selaou. Neuze an den a gemeraz hag a zigasaz dezhei he ribodez ; anaout a rejont anezhi, hag ec’h abusjont anezhi enpad an noz holl bete ar mintin ; ha da c’houlou deiz e kaschont kwit anezhi.

26 Hag, evel ma tostae an deiz, an vreg ma a ieaz da gweza euz dor ti an den el lec’h ma oa he fried, hag e choumaz eno bete an deiz. 27 Hag euz ar mintin, he fried a savaz, a zigorraz an nor, hag az eaz er meaz evit kenderc’hel he hent ; mes setu, ar vreg, he ribodez, a oa astennet euz dor an ti, an daouarn var an treujou. 28 Hag hen a lavaraz dezhi : Sav-te, ha deomp ac’han. Mes hi na respountaz het. Neuze e sammaz anezhi var he azen, hag en em lakeaz en hent, hag e tistroaz d’he di. 29 Hag, o veza deuet en he di, e kemeraz eur gontel, e krogaz en he ribodez, hag e troc’haz anezhi ezel dre ezel en daouzek loden, pere a gasaz en holl douar Israel. 30 Hag ar re holl a welaz kement se, a lavaraz : N’hen deuz biskoaz greet na gwelet netra evelhen, abaoe ma eo piniet bugale Israel euz an Ejipt bete hirie ! Lakait evez euz kement ma ; en em guzultet ha diskleriet var ze.


20 Neuze holl vugale Israel a zeuaz er meaz, adaleg Dan bete Beer-Sheba, ha bete bro Galaad ; hag an asamble en em zastumaz, evel ma n’he vije bet nemet eun den hepken, dirag an Aotrou, en Mitspa. 2 Ha chefou an holl bobl, hag holl bobladou Israel en em lekeaz dirag asamble pobl Doue, en niver a bevar c’hant mil den var droad, o tougen ar c’hleze ! 3 Ha bugale Benjamin a anavezaz penaoz e oa bugale Israel piniet da Vitspa. Ha bugale Israel a lavaraz : Komzet ; penaoz eo bet groet an torfed ze ? 4 Hag al Levit, pried ar vreg a oa bet lazet, a respountaz hag a lavaraz : Me a oa eet en Guibea Benjamin, me ha va ribodez, evit tremen an noz. 5 Mestrou Guibea a zo en em savet a enep d’in, ha troiet en noz an ti ma oan, o fellout va laza ; hag ho deuz groet violans d’am ribodez, hag eo marvet. Neuze, o veza kemeret ma ribodez, em euz he lekeat a damou, hag em euz kaset anezhei dre holl douar heritach Israel ; rag groet ho deuz eun torfed bras, hag eur vezurted en Israel. 7 Setu c’hwi holl ama, bugale Israel ; en em guzultet, roet hoc’h ali ama.

8 Hag an holl bobl a savaz, evel eun den, o lavarout : Hini ac’hanomp n’az ai d’he danten, ha den n’en em denno en he di. 9 Mes, setu ama petra a rafomp da C’huibea ; bale a rafomp a enep dezhi dre ar zort. 10 Kemer a refomp dek den var gant, a douez holl boblou Israel, ha kant var mil, ha mil var dek mil, evit ma kemerfont bevans emit ar bobl, ha ma ez afeent da Guibea Benjamin, groet e vezo dezhi hervez euzusted an torfed he deuz groet en Israel.

11 Evel se holl dud Israel en em zastumaz a enep ar gear ze, unanet evel eun den hepken.

12 Pobladou Israel a gasaz tud entouez holl bobl Benjamin, da lavaret : Pez tra fall a zo groet en ho touez ? 13 Roit deomp brema an dud fall ze pere a zo en Guibea, evit ma lakafomp anezhei d’ar mare, ha ma lamfomp an drouk a douez Israel. Mes ar Venjamited na fellaz ket dezhei selaou mouez ho breudeur, bugale Israel. 14 Ha bugale Benjamin a zeuaz er meaz euz ho c’hear hag en em dastumaz en Guibea, evit mont da vrezellia bugale Israel.

15 En deiz se e oe groet an niver euz bugale Benjamin, deuet euz ar c’heariou; hag e oa outhei c’hwec’h mil den var-ugent o tenna ar c’hleze, hep tud Guibea, a bere he oe ive groet an niver, pere a rea seiz kant den dibabet. 16 Entouez an holl bobl ze, e oe seiz kant den dibabet pere n’en em zervichent ket euz ho dorn deou. Ar re ze holl a sklape mein gant gant eun dalm a enep eur vleven, ha na vankent ket anezhi.

17 Groet he oe ive an niver a dud Israel, hep kounta re Venjamin, hag e oa anezhei pevar c’hant mil den o tenna ar c’hleze, holl tud a vrezel.

18 Mont a rejont eta, piniet a rejont da Vethel, ha kuzulti a rejont Doue. Ha bugale Israel a lavaraz : Pehini ac’hanomp a binio ar c’henta da ober brezel da vugale Benjamin ? Hag an Aotrou a respountaz : Juda a binio ar c’henta.

19 Adaleg ar beure, bugale Israel en em lekeaz eta da vale, hag a gam paz tost da Guibea. 20 Ha, tud Israel a ieaz evit brezellia re Benjamin, hag en em lekejont en brezel a enep dezhei dirag Guibea. 21 Neuze bugale Benjamin a zeuaz euz Guibea, hag en deiz se ec’h astenjont d’an douar daou vil den var-ugent a Israel. 22 Koulzkoude ar bobl, tud Israel a gemeraz kourach, hag en em renkjont a nevez en brezel, el lec’h ma oant en em lekeat er c’henta deiz. 23 Ha bugale Israel a biniaz, hag a skuliaz daerou dirag an Aotrou bete an noz. Kuzulti a rejont an Aotrou, o lavarout : Tostaat a rafen c’hoaz evit brezellia a enep bugale Benjamin, va breur ? Hag an Aotrou a respountaz : Pin a enep dezhan. 24 An deiz varlerc’h eta, bugale Israel a dostaaz euz bugale Benjamin. 25 Ar Venjamited a zeuaz ive a enep dezhei euz Guibea an eilved deiz ze, hag a astennaz c’hoaz d’an douar triwac’h mil den a vugale Israel, pere a denne holl ar c’hleze.

26 Neuze holl vugale Israel hag an holl bobl a biniaz, hag a zeuaz da Vethel. Gwela a rejont eno, hag en em dalc’hjont eno, dirag an Aotrou, hag e iunjont an deiz se beteg an noz ; hag e kinnigjont sakrifisou-losket ha sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. 27 Goude bugale Israel a guzultaz an Aotrou (arc’h konvenans Doue a oa neuze el lec’h ze ; 28 ha Fine, mab Eleazar, mab Aaron, en em dalc’he dirag an Aotrou) lavaret a rejont eta : Dleout a ran bale c’hoaz evit brezellia bugale Benjamin, va breur, pe he tlean en em viret ? Hag an Aotrou a respountaz : Piniet ; rag varc’hoaz me ho lakaio entre ho taouarn.

29 Neuze Israel a lakeaz gedoul endro da Guibea.

30 Ha bugale Israel a biniaz, an drede deiz, a enep ar Venjamited, hag en em renkaz a enep Guibea evel er gwechou all. 31 Hag ar Venjamited, o veza deuet da diaraogi ar bobl, a oe tennet pell euz kear. Hag en em lekejont da skei hiniennou euz ar bobl, evel er gwechou all, hag e oe vardro tregont den a Israel pere a oe bleset d’ar maro en henchou, a behini unan a ia da Vethel hag egile da Guibea, dre ar meaz. 32 Ha bugale Benjamin a lavare : Kweza a reont dirazomp evel er weach kenta. Mes bugale Israel a lavare : Tec’homp, ha tennomp anezhei pell euz kear, en henchou. 33 Neuze Israel holl a savaz euz al lec’h ma oa, en em renkaz en Baal-Thamar, ha ged Israel a ziflukaz euz he fost, euz prat Guibea ; 34 ha dek mil den dibabet, a Israel holl, a zeuaz a enep Guibea ; hag ar veskaden a oa garo, ha re Benjamin na weljont ket an drouk pehini a iea da gweza varnezhei. 35 Hag an Aotrou a gannaz Benjamin dirag an Israelited ; ha bugale Israel, en deiz se, a lazaz pemp mil var ugent ha kant den a Venjamin, holl o tenna ar c’hleze.

36 Ar Venjamited ho doa kredet penaoz e oa pilet tud Israel. Rag, eet e oant var adre dirag re Venjamin ; rag en em harpa a reent var ar gedou pere ho doa lakeat tost da Guibea. 37 Hag ar re pere a oa en ged, en em daolaz buhan var Guibea ; evel se ar re a oa en ged a valeaz, hag a lazaz kear holl gant ar c’hleze. Ha, tud Israel ho doa roet evit zin d’ar re a oa en ged, ma lakajent da biniat euz kear eur vogeden deo. 39 Tud Israel ho doa eta troet ho c’hein er brezel, hag ar Venjamited ho doa en em lekeat da skei ha da vlessa d’ar maro vardro tregont den ar re Israel ; hag e lavarent : A-dra-zur e kwezont dirazomp evel er vrezel genta! 40 Mes pa savaz eur golonnen voged euz kear, re Benjamin a zellaz var ho lerc’h, ha setu, an tan a zave euz a gear holl var zu an env ; 41 neuze tud Israel a zistroaz, ha re Benjamin a oe spouronet o welet ar c’holl a iea d’ho zapout. 42 Hag he trojont ho c’hein da re Israel, dre hent an distro ; mes arme Israel ho gwaskaz a dost ; ha re ar c’heariou, a lazchont en ho leachiou ho unan. 43 Troia a rejont Benjamin, he genredek a rejont, hag hen vac’hjont gant ho zreid, hep paouez, bete an tu all da Guibea, var zu ar savheol. 44 Kweza a reaz evel se triwac’h mil den a Venjamin, holl tud vaillant. 45 Entouez ar re a droaz ho c’hein evit tec’hel var zu an distro, en roc’h Rimmon, re Israel a skrapaz, dre an hent, pemp mil den ; hag, ho c’henredaz a dost bete Guideom, skei a rejont daou vil anezhei. 46 Ar re holl euz Benjamin a gwezaz en deiz se a oe eta pemp mil den var ugent, o tenna ar c’hleze, hag holl tud vaillant. 47 Hag e oe c’hwec’h kant den, euz ar re ho doa troet ho c’hein, pere a dec’haz da gaout an distro, da roc’h Rimmon, hag a choumaz en roc’h Rimmon enpad pevar mis. 48 Mes tud Israel a zistroaz da gaout bugale Benjamin, hag ho lazaz gant ar c’hleze, kenkoulz an dud euz a bep kear, evel ar chatal ha kement a oa ennhei. Devi a rejont ive an holl geariou pere a gavjont.


21 Ha tud Israel ho doa touet en Mitspa, o lavarout : Hini ac’hanomp na roio he verc’h evit greg da eur Benjamit. 2 Goude ar bobl a zeuaz da Vethel, hag a choumaz eno bete an noz dirag Doue. Sevel a rejont ho mouez hag e skuljont daerou a foun, hag e lavarjont : 3 O Aotrou, Doue Israel, perag eo en em gavet kement ma en Israel, ma vank hirie eur boblad a Israel. 4 Hag an deiz varlerc’h ar bobl a savaz beure mad ; hag e savaz eun aoter, hag e kinnigjont sakrifisou-losket ha sakrifisou a beoc’h. 5 Neuze bugale Israel a lavaraz : Piou eo an hini a douez holl bobladou Israel pehini n’eo ket piniet d’an asamble, da gaout an Aotrou ? Rag groet e oe eul le braz a enep an hini na binje ket da gaout an Aotrou, da Vitspa, o lavarout : Lakeat e vezo d’ar maro ! 6 Rag bugale Israel ho doa keûz d’ar pez a oa c’hoarvezet gant Benjamin, ho breur, hag e lavarent : 7 Hirio eur boblad a zo bet lamet a Israel. Petra a rafomp-ni d’ar re a zo manet, evit rei dezhei gragez, pa hon deuz touet dre an Aotrou na rofemp ket dezhei euz hon merc’hed da c’hragez ? 8 Lavaret a rejont eta : Beza ez zo unan benag a bobladou Israel pehini na vefe ket piniet da gaout an Aotrou, da Vitspa ? Ha setu, den euz Jabes a C’halaad na oa deuet d’ar c’han, d’an asamble ; 9 pa oe groet an niver euz ar bobl, den n’en em gavaz a Jabes a C’halaad. 10 Neuze an asamble a gasaz di daouzek mil den euz ar re vaillanta, hag a roaz dezhei an urz ma : It ha lazet gant ar c’hleze tud Jabea a C’halaad, kenkoulz ar gragez evel ar vugale vihan. 11 Setu ama ar pez a refet : Gwestla a refet d’an distruj pep mal, ha pep greg pehini he deuz anavezet eur gwaz. 12 Hag e kavjont, entouez tud Jabes a C’halaad, pevar c’hant gwerc’hez, pere n’ho doa anavezet gwaz ebet, hag ho digasjont d’ar c’hnan, da Silo, pehini a zo en bro Kanaan.

13 Neuze an holl asamble a gasaz da gomz euz ar Venjamited, pere a oa en roc’h Rimmon, hag e oe diskleriet dezhei ar peoc’h. 14 En amzer ze, ar Venjamited a zistroaz, hag e oe roet dezhei ar gragez gant pere e oa lezet ho buez entouez gragez Jabes a C’halaad ; mes na oa ket awalc’h anezhei. 15 Hag ar bobl ho doa keûz 16 divarbenn Benjamin, rag an Aotrou hen doa groet eun frankizen en poblou Israel. 16 Ha re ansien an asamble a lavaraz : Petra a rafomp-ni da rei gragez d’ar re a choum ? rag gragez ar Venjamited a zo bet lazet. 17 Hag e leverjont : Ar re a zo tec’het a berc’henno ar re a oa da Venjamin, evit na vezo ket lamet eur bobl a Israel. 18 Koulskoude, n’hellomp ket rei dezhei gragez a douez hon merc’hed ; rag bugale Israel ho deuz touet, ho lavarout : Milliget eo an hini a roio eur vreg da Venjamin ! 19 Hag e leverjont : Setu, beza ez zo bep bloaz eur gwel d’an Aotrou en Silo, pehini a zo en hanter-noz da Vethel, hag er savheol euz an hent a bin euz Bethel da Sichem, hag er c’hreisteiz euz Lebona. 20 Hag e rojont an urz ma da vugale Benjamin : It, hag en em lekeat en ged er gwiniennou ; 21 ha pa welfet merc’hed Silo o tont evit dansal da euz soun ar fleüt, neuze e teufet euz ar gwiniennou, hag e kemerfet evit pep hini ac’hanoc’h eur vreg, a douez merc’hed Silo, hag ez eet da vro Benjamin. 22 Ha pa zeuo ho zadou pe ho breudeur da glem d’hon c’hichen, ni a lavaro dezhei : O pezet truez outhei dre garante evidomp ; abalamour ma n’hon deuz ket kemeret eur vreg evit pep hini anezhei er brezel ze. Rag n’eo ket c’hwi ho pezo ho roet dezhei ; en ze neuze he vijac’h koupabl. 23 Bugale Benjamin a reaz evel se, hag a gemeraz gragez, hervez ho niver, a douez an danserezed pere a gemerjont ; goude, ez ejont kwit hag he tistrojont en ho heritach ; adsevel a rejont keariou, hag he chomjont ennhei.

24 Er memeuz amzer, bugale Israel a ieaz ac’hane, pep hini d’he bobl ha d’he famil ; mont a rejont kwit pep hini d’he heritach.

25 En deiziou ze ne oa roue ebet en Israel, mes pep hini a rea ar pez a gave eün dirag he zaoulagad.


————