Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr an Eklesiast

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 572-578)


LEVR AN EKLESIAST.


1 KOMZOU an Eklesiast, mab David, roue Jerusalem.

2 Avel an avelou, eme an Eklesiast ; avel an avelou, pep tra a zo avel. 3 Petra a zeu d’an den euz an holl labour a ra dindan an heol ? 4 Eur rumach a dremen, hag unan all a zeu ; mes an douar a choum da viken. 5 An heol a zav, hag an heol a guz, hag ec’h huanad var zu al leac’h a behini e sav a nevez. 6 An avel a ia var zu ar c’hreisteiz, hag a dro d’an hanter-noz ; mond a ra o trei ama hag ahont, hag e tistro varnezhan e unan. 7 An holl rivierou a ia d’ar mor, hag ar mor n’eo ket leuniet ; ar rivierou a zalc’h da vont da gaout al leac’h a behini e teuont. 8 An holl draou a labour muoc’h evit na helfe an den lavaret ; al lagad n’eo ket gwalc’het da welet, nag ar skouarn da glevet. 9 Ar pez a zo bet, eo ar pez a vezo ; ar pez a zo en em c’hroet, eo ar pez en em raio, ha n’euz netra a nevez dindan an heol. 10 Beza e zo eun dra a behini heller lavaret : Gwel kement ma, nevez eo ? Bet eo dija or c’hantvejou a zo bet araog deomp. 11 Ne ve ken a envor euz an traou gwech all ; en hevelep doare ne vezo ken a envor euz an traou da zont, entouez ar re a zeuo divezatoc’h.

12 Me, ar Prezeger, a zo bet roue var Israel, en Jerusalem ; 13 hag em euz lekeat ma c’haloun da adklask ha da furchal gant furnez kement a zo dindan an envou ; honnez a zo eun dra boaniuz roet gant Doue d’an dud, evit ma en em lakafent d’e anaout. 14 Gwelet em euz kement a reer dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered. 15 Ar pez a zo pleget n’hell ket en em eeüna ; hag ar pez a vank n’hell ket beza niveret. 16 Komzet em euz em c’haloun, hag em euz lavaret : Setu, em euz kresket ha kendrec’het en furnez ar re holl a zo bet araog d’in en Jerusalem, ha ma c’haloun e deuz gwelet kalz a furnez hag a skiant ; 17 hag em euz lakeat ma c’haloun da anaout ar furnez, ha da anaout ar zotis hag ar follentez ; mes anavezet em euz ive eo kement se eur boan spered. 18 Rag gant kalz a wiziegez, e zo kalz a c’hlac’har ; hag an hini a gresk he skiant, a gresk he boan.

2 Lavaret em euz em c’haloun : Deomp, ma amprouvi ac’hanout brema, dre ar joa, ha jouis a eur-vad ; mes setu ama, kement se ive a zo eun avel. 2 Lavaret em euz euz ar c’hoarzin : Diskiant ! hag euz ar joa : Da betra e servich ? 3 Resolvet oun em c’haloun da rei ma c’hik d’ar gwin, enpad ma en em reno ma c’haloun gant furnez, ha d’en em staga euz ar follentez, bete ma welin ar pez a zo mad d’an dud da ober dindan an envou, enpad an niver a zeiziou ho buez. 4 Groet em euz labouriou bras ; savet em euz tiez d’in ; plantet em euz d’in gwiniennou ; 5 groet em euz d’in jardinou ha liorzou, hag em euz lakeat ennhei a bep sort gwez frouez ; 6 groet em euz d’in stankou dour, evit doura ar park plantet a wez. 7 Prenet em euz servicherien ha servicherezed, hag em euz bet ho bugale, ganet em zi ; ha bet em euz muoc’h a loened bras ha bihan evit ar re holl a zo bet araog d’in en Jerusalem ; 8 dastumet em euz ive d’in arc’hant hag aour, ha pinvidigezou ar rouane hag ar provinsou ; bet em euz kanerien ha kanerezed, ha plijaduriou ar wersed, hag ar gragez en niver braz. 9 Kresket braseet em euz, muoc’h evit ar re holl a zo bet araog d’in en Jerusalem ; ha memeuz ma furnez a zo choumet ganen. 10 Da ziveza, n’em euz tremenet hep rei netra d’am daoulagad a gement o deuz c’hoanteet, ha n’em euz esperniet joa ebet d’am c’haloun ; rag ma c’haloun a zo en em laouenaet euz va holl labour, hag honnez eo al loden em euz bet euz va holl labour. 11 Hag em euz evesaet an holl labouriou o doa groet ma daouarn, hag al labour da behini e oan en em roet evit o ober ; ha setu ama, holl int avel ha poan spered ; ha n’euz netra a vad dindan an heol.

12 Goude oun en em lakeat da evesaet 12 ar furnez hag ar zotis hag ar follentez. (Rag petra a raio an den a zeu varlerc’h ar roue ? Ar pez a zo dija groet.) 13 Hag em euz gwelet penaoz ar furnez e deuz eur gounid var ar follentez, evel ma hen deuz ar sklerijen eur gounid var an devalijen 14 An den fur hen deuz he zaoulagad en he ben, hag an den diskiant a vale en devalijen ; mes anavezet em euz ive penaoz eur memeuz droug-eûr a eru ganthei holl. 15 Hag em euz lavaret em c’haloun : Eruout a raio ganen evel gant an diskiant. Perag eta ez oun bet furoc’h ? Hag em euz lavaret em c’haloun penaoz kement se ive a zo eun avel. 16 Ar sonj euz an den fur na bado ket pelloc’h evit hini an den diskiant ; pa eo gwir, en deiziou da zont, kement zo abaoe pell a vezo ankwezet. Penaoz e varv an den fur evel an den diskiant ? 17 Hag em euz kasaet ar vuez ma ; rag an traou a reer dindan an heol a zo displijet d’in ; rag kement zo a zo avel ha poan spered.

18 Hag em euz kasaet an holl labour em euz groet dindan an heol ; abalamour ma lezin anezhan d’an den a zeuo var va lerc’h. 19 Ha piou a oar pe e vezo fur pe diskiant ? Koulskoude, e vezo mestr euz an holl labour da behini ez oun en em roet, hag euz ar pez em euz groet gant furnez dindan an heol. Kement se ive a zo eun avel. 20 Dre ze oun en em lakeat da esperi netra ken euz an holl labour da behini oun en em roet dindan an heol. 21 Rag eun hevelep den hen deuz labouret gant furnez, gwiziegez ha prosperite, hag e lez holl en heritach d’an den pehini n’hen deuz ket labouret da gement se. Kement se ive a zo eun avel hag eun dra fall. 22 Petra a van gant an den, en gwirione, euz he holl labour, hag euz poan he galoun, euz ar pez a behini en em skwiz dindan an heol ? 23 Rag he holl deiziou n’int nemert glac’har, hag he labour nemert enkrouez ; memeuz en noz he galoun na ziskwiz ket. Kement se ive a zo eun avel.

24 N’eo ket gwelloc’h d’an den, dibri hag eva, ha lakaat he galoun da jouisa a vad ober, en kreiz he labour ? Gwelet em euz ive, e teue kement se a zorn Doue. 25 Piou, en gwirionez, hen deuz debret, hag a zo en em laouenaet muoc’h evidoun me ? 26 Rag Doue a ro d’an den a blij dezhan, ar furnez, ar skiant hag ar joa ; mes rei a ra d’ar pec’her ar garg da dapout ha da zastum, evit rei d’an hini pehini a zo kavet mad gant Doue. Kement se ive a zo eun avel hag eur boan spered.

3 Da bep tra he goulz, ha da bep affer dindan an envou, he amzer. 2 Beza a zo eun amzer da c’henel, hag eun amzer da vervel ; eun amzer da blanta, hag eun amzer da denna ar pez a zo plantet ; 3 eun amzer da laza, hag eun amzer da iac’haat ; eun amzer da freuza, hag eun amzer da zevel ; 4 eun amzer da wela, hag eun amzer da c’hoarzin ; eun amzer da hirvoudi, hag eun amzer da lampad a joa. 5 Eun amzer da deurel mein, hag eun amzer d’ho dastum ; eun amzer da bokat, hag eun amzer da bellaat euz ar pokou ; 6 eun amzer da glask, hag eun amzer da lezel da goll ; eun amzer da viret, hag eun amzer da deurel kwit ; 7 eun amzer da roga, hag eun amzer da vriad ; eun amzer da devel, hag eun amzer da gomz ; 8 eun amzer da garout, hag eun amzer da gasaat ; eun amzer evit ar brezel, hag eun amzer evit ar peoc’h. 9 Pez sort gounid hen deuz an hini a labour euz he boan ? 10 Gwelet em euz al labour Hen deuz Doue roet d’an dud, evit o ober. 11 Groet Hen deuz pep tra kaer en he amzer ; lakeat Hen deuz zoken ar beur-bâd en ho c’haloun hep ma hell koulskoude kent an den kompren, adaleg ar pen-kenta beteg ar fin, al labour Hen deuz Doue groet. 12 Anavezet em euz n’euz netra a vad evit an dud, nemert en em laouenai hag ober mad enpad ho buez. 13 Ha ra zebro ha ra evo zoken pep hini, ha ra jouiso euz ar mad ober en kreiz he holl labour, eun donezon a Zoue eo. 14 Anavezet em euz penaoz kement Hen deuz Doue groet, a bad da viken ; n’hen deuz netra da lakaat ennhei, na netra da lemel outhei ; ha Doue hen gra evit ma toujfer anezhan. 15 Ar pez a zo, a zo dija bet, hag ar pez a die beza a zo dija bet, ha Doue a zistro ar pez a zo tremenet.

16 Gwelet em euz c’hoaz dindan an heol, penaoz el leac’h lekeat evit barn, e zo fallentez, penaoz el leac’h lakeat evit an eeünder, e zo fallentez. 17 Hag em euz lavaret em c’haloun : Doue a varno an den gwirion hag an den fall ; rag beza e zo eno eun amzer evit pep c’hoant hag evit pep labour. 18 Lavaret em euz em c’haloun, divarben an dud, penaoz e c’hamprouvje Doue anezhei, hag e weljent o unan penaoz n’int nemert loened. 19 Rag ar gwal-eur a eru gant an dud, hag ar gwal-eur a eru gant al loened, a zo eur memeuz gwal-eur ; evel ma eo maro unan, evel se eo maro egile ; holl o deuz eur memeuz halen, hag an den n’euz gounid ebet var al loen ; rag pep tra a zo avel. Pep tra a ia en eur memeuz leac'h ; pep tra a zo groet euz a boultr, ha pep tra a zistro da boultr. 21 Piou a anavez hag hen e pin spered an dud d’an neac'h, ha ma tisken spered al loen d’an traon en douar ? 22 Hag em euz gwelet penaoz n’euz netra gwelloc’h d’an den evit n’eo en em laouenaat euz he oberiou ; pa ema he lod en kement se. Rag piou hen distroio evit gwelet ar pez a vezo he c’houde ?

4 Goude ez oun en em lakeat da evesaet an holl waskerezou pere en em ra dindan an heol ; ha setu ar re wasket a zo en daerou, ha n’o deuz dic’hlac’harer ebet ; an nerz a zo euz kostez ar re o gwask ; evithei dic’hlac’har ebet. 2 Dre ze e tal d’in muoc’h ar re varo a zo dija maro evit ar re veo pere a zo en buez ; 3 hag eurusoc’h evit an eil re hag ar re all, eo an hini n’eo ket c'hoaz bet ha pehini n’euz ket gwelet an oberiou fall en em ra dindan an heol. 4 Gwelet em euz ive penaoz pep labour ha pep ijin el labour n’eo nemert jalouzi euz an eil en kenver egile. Kement se ive a zo eun avel hag eur boan spered. 5 An den diskiant a groaz he zaouarn hag en em guzum e unan ; 6 gwel eo leiz kleuz an dorn gant diskwiz, evit leiz pâl an daou dorn, gant labour ha poar spered.

7 Me zo en em lekaet da zellet euz eun avel all dindan an heol. 8 Eun hevelep den a zo e unan, ha n’euz ket a eilved ; n’hen deuz na mab, na breur, ha koulskoude, n’hen deuz ket a fin d’he holl labour ; he zaoulagad zoken n’en em walc’hont biken a binvidigez ; ne lavar ket : Evit piou eo e labouran hag e privan va ine a vadou ? Kement se ive a zo eun avel hag eul labour poaniuz. 9 Daou a dal mui evit unan ; abalamour ma zo evithei eur gobr mad euz ho labour. 10 Rag mar kwezont, an eil a hell sevel egile ; mes drougeur d’an nep a zo he unan, hag a gwez, ha n’euz den d’e adsevel. 11 Er memeuz doare mar kousk daou asamblez, e vezo tom dezhei ; mes an hini a zo e unan, penaoz e vezo tom dezhan? 12 Ha mar d’eo nep kreoc'h evit unan hepken, an daou hello herzel outhan ; hag ar gorden a deir c'hordennik na dor ket ken buhan.

13 Mui a dal eur bugel paour ha fur evit eur roue koz ha diskiant, pehini ne oar ket kemer kuzul. 14 Rag eun nep a zeu euz ar prizoun da rên ; hag er memeuz doare, eun nep roue, a zeu paour. 15 Gwelet em euz an holl re veo pere a vale dindan an heol, o troia ar bugel, an eil goude ar roue, ha pehini a ielo en he leac’h. 16 Ha ne oa ket a fin d’an holl bobl, d’ar re holl en pen pere e oa ; koulskoude ar re a zeuio he c'houde n’en em laouenafont ket divar he ben. A-dra-zur, kement se a zo ive eun avel hag eur boan spered.

5 Pa ez i en ti Doue, laka evez euz da droad, ha tosta da zelaou kentoc’h, evit da ginnig sakrifis an dud diskiant ; rag na ouzont ket an droug a reont. 2 Ne hast ket digerri da c'heno, ha na vuanai ket da galoun da ziskleria eur gir benag dirag Doue ; rag Doue a zo en envou, ha te a zo var an douar ; dre ze, uz a nebeut a gomzou. 3 Rag, evel ma c’han an huvre euz a niver a brederiou, evel se mouez ar re zot a ra he anaout dre an niver a gomzou. 4 Pa ez pezo groet eur gwestl da Zoue, na zale ket d’hen ober ; rag ne gemer ket a blijadur en dud diskiant. Peur-c'hra eta ar gwestl az pezo groet. 5 Gwel e vefe d’id na rafez gwestl ebet, evit na vefe ober ha tremen hep ober anezhan. 6 Na lez ket da c’henou d’az lakaat da bec'hi, ha na lavar ket dirag kannad Doue, eun errol eo. Perag en em fulorfe Doue euz da gomzou, hag e tistrujfe labour da zaouarn ? 7 Rag, evel ma zo avel en niver a huvreou, e zo ive kalz en niver a gomzou ; mes douj Doue.

8 Mar gwelez en eur provins ar paour mac’het, hag an eeünder hag ar wirionez violet, na vez ket souezet a ze ; rag unan a zo savet hueloc'h evit an hini a zo huel, hag a laka evez a ze, ha beza e zo reou huelloc’h evit-hei. 9 Eur gounid eo koulskoude evit eur vro eur roue enoret gant ar vro.

10 An hini a gar an arc’hant n’eo ket gwalc’het a arc’hant, hag an nep a gar eun trein braz n’int ket bevet a gement se. Kement se ive a zo eun avel. 11 El leac’h ma zo kalz a vadou, e zo kalz a dud euz hen dibri ; ha pez gounid hen deuz an hini hen dalc'h, nemert e welet gant he zaoulagad. 12 Kousk al labourer a zo dous, pe e tebr nebeut pe galz ; mes gwalc’h ar pinvidik ne lez ket da gousket.

13 Eur gwal glenved a zo pehini em euz gwelet dindan an heol : pinvidigezou miret evit he zroug-eur gant an hini o dalc’h. 14 Hag ar pinvidigezou ze a goll dre eun usach fall, ha mar d’eo tad da eur mab, n’hen devezo netra entre he zaouarn. 15 Hag, evel ma eo eet en noaz a gov he vam, e tistroio en noaz, o vont kwit evel ma eo deuet ; ha ne gaso ganthan netra a gement a helfer kemer en he zaouarn. 16 Setu ama c’hoaz eur gwal droug ; evel ma eo deuet, ez a kwit er memeuz doare ; ha pez gounid hen deuz da veza labouret evit avel ? 17 Dibri a ra ive, enpad holl deiziou he vuez, en devalijen, hag hen deuz kalz a c’hlac’har, a boan hag a hegaz.

18 Setu ar pez em euz gwelet : eun dra vad ha dudiuz eo evit an den dibri, eva ha jouisa euz ar mad ober, en kreiz an holl labour da behini en em ro dindan an heol, enpad an deiziou a vuez a ro Doue dezhan ; rag hennez eo he bartach. 19 En gwirione, ar pez a ro Doue da bep den, a binvidigez hag a vadou, ar pez var behini e laka anezhan da vestr, evit dibri ha kemer he lod outhan, hag evit en em laouenai en kreiz he labour, kement se a zo eun donezon a Zoue. 20 Rag n’hen devezo ket kalz a sonj a zeiziou he vuez, abalamour ma respont Doue dezhan gant ar joa euz he galoun.

6 Eun droug em euz gwelet dindan an heol, hag a zo komun entouez an dud ; 2 eo ma zo eun hevelep den da behini Doue a ro pinvidigezou, madou hag enoriou, ha pehini na vank d’he ine netra euz ar pez hell c’hoantaat ; mes Doue na lez ket anezhan mestr da zibri outhan, rag eun diaveziad hen debro. Kement se a zo ive eun avel hag eur gwal drouk. 3 Ha pa hen defe eun den kant bugel, bevet niver a vloaziou, ha ma vefe deiziou he vloaziou en em niveret ; ma n’hen deo ket he ine en em walc’het a vadou, ha ma n’hen defe ket zoken a vezierez, me a lavar eo gwelloc’h eur zioc’han evithan. 4 Rag deuet eo en vên, hag e za en devalijen, hag he hano a zo goloet a devalijen ; n’hen deuz ket zoken gwelet an heol ; 5 n’hen deuz anavezit netra ; muoc’h a ziskwiz hen deuz evit egile. 6 Ha pa hen defe bevet hema diou wech mil vloaz, hep jouisa a vad ebet, holl ha n’eont int ket en eur memeuz leac’h ? 7 Holl labour an den a zo evit he c’henou ha koulskoude he c’hoant n’eo biken gwalc’het. 8 Rag pez gounid hen deuz an hini fur var an hini diskiant ? Pez gounid hen deuz ar glac’haret pehini a oar en em ren entouez ar re veo ? 9 Gwell eo gwelet gant an daoulagad evit n’eo kaout c’hoantou goullo. Kement se ive a zo eun avel heg eur boan spered.

10 Ar pez a zo a zo dija bet galvet dre he hano ; hag e c’hanavezer penaoz an hini a zo den, na hell ket stourm euz an hini a zo kreoc’h evithan. 11 Pa ve kalz, e ve kalz a avel. Pez gounid hen deuz an den a ze ? 12 Rag piou a anavez ar pez a zo mad evid an den en he vuez, enpad deiziou buez he avel, ma tremen evel eur skeuden ? Ha piou a c’hell lavaret da eun den ar pez a vezo var he lerc’h dindan an heol ?

7 Eur brud mad a dal muoc’h evit ar c’houez vad ; ha deiz ar maro, muoc’h evit deiz ar c’hanedigez. 2 Gwelloc’h eo mont en eun ti a gaonv, evit mont en eun ti a fest ; rag eno ema fin pep den, hag an hini a vev a laka kement se en he galoun. 3 Gwelloc’h eo an dristidigez evit ar c’hoarz ; rag dre dristidigez ar visach ar galoun a zeu joauz. 4 Kaloun ar re fur a zo en ti a gaonv ; mes kaloun an dud diskiant a zo en ti a joa. 5 Gwelloc’h eo klevet repren eun den fur evit n’eo klevet kanaouen an dud diskiant. 6 Rag evel ma eo trouz an drein dindan ar choudouren, evel se eo c’hoarz an den diskiant. Kement se ive a zo eur vogeden. 7 A-dra-zur ar waskerez a hell lakaat an den fur da goll he sans ; hag ar prezant a hudura ar galoun. 8 Gwelloc’h eo fin eun dra evit he gommansamant ; gwel eo eur spered gortozuz evit unan rog. 9 Na hast ket da vuanaat da spered ; rag ar vuanegez a choum en bruched an dud diskiant. 10 Na lavar ket : A belec’h e teu ma oa gwelloc’h an deiziou tremenet evit ar re ma ? Rag n’eo ket dre furnez eo en em gemerez a ze. 11 Ar furnez a zo koulz hag eun heritach ; eun avantach eo evit ar re a wel an heol. 12 Rag goloet e oar dindan skeud ar furnez ha dindan skeud an arc'hant ; mes ar skiant hen deuz ar gounid ma, ma ra ar skiant beva an nep hen deuz anezhi. 13 Sell labour Doue ; rag piou a hello eeüna ar pez Hen devezo pleget ? 14 En deiz ar mad, bez joauz ; hag en deiz an dristidigez, laka evez ; evel Doue Hen deuz groet an eil evel egile, abalamour ma ne gavo an den netra euz ar pez a vezo he c’houde.

15 Gwelet em euz kement ma holl enpad deiziou ma avel. Beza e zo eun hevelep guirion pehini a varv en he wirione, hag eun hevelep den fall pehini a hira he zeiziou en he fallentez. 16 Na vez ket en tu all da eeün, ha na vez ket re fur ; perag en em golfez-te ? 17 Na vez ket en tu all da fall, ha na vez ket diskiant ; perag e varvfez-te araog da amzer ? 18 Mad eo ma talc’hfez kement ma, ha ma ne lezoregfez ket kement se ; rag an nep a souj Doue, a ia kwit a bep tra.

19 Ar furnez a ro mui a nerz d’an den fur evit dek gouarner a vefe en eur gear. 20 A-dra-zur n’euz den eeün ebet var an douar, pehini a rafe ar mad ha na bec’hfe ket. 21 Evel se na ra ket evez d’an holl gomzou a lavarfer, gant aoun na glevfez da zervicher o trouk komz ac’hanout. 22 Rag da galoun hen deuz anavezet aliez a weach penaoz te ive e c’heuz drouk komzet euz ar re all.

23 Amprouvet em euz kement se holl dre ar furnez, hag em euz lavaret : Prena a rin ar furnez ; mes pelleet eo ouzin. 24 Ar pez a zo pell, ar pez a zo doun, doun, piou hell e dapout ? 25 Lakeat em euz va c’haloun da anaout, da furchal ha da glask ar furnez hag ar rezon a bep tra, ha da anaout an drougiez euz ar follentez, hag ar sotiz euz an direzon. 26 Hag em euz kavet c’hwervoc’h evit ar maro, ar vreg a behini ar galoun a zo eur pech hag eul las, hag a behini an daouarn a zo ereou ; an hini a zo kavet mad gant Doue a dec’ho diganthi ; mes ar pec’her a vezo kemeret ganthi. 27 Setu ama, eme ar Prezeger, ar pez em euz kavet, oc’h evesaat pep tra unan hag unan evil kaout ar rezon outhei. 28 Setu ama ar pez a glask c’hoaz va ine mes pehini n’em euz ket kavet. Kavet em euz eur goaz dre vii ; mes n’em euz ket kavet eur vreg en ho zouez holl. 29 Setu ama hepken ar pez em euz kavet : Doue eo Hen deuz groet an den eeün ; mes klasket o deuz kalz a ziskouriou.

8 Piou a zo evel an den fur ? Ha piou a anavez displegadurez an traou ? Furnez an den a ra lugerni he fas, ha garvder he visach a chanj a gement se. 2 Mir, me hel lavar d’id, gourc’hemen ar roue ; ha kement se, abalamour d’al le groet da Zoue. 3 Na hast ket mont kwit a zirag he fas, ha na gendalc’h ket en eun dra fall ; rag ober a ra ar pez a blij dezhan. 4 El leac’h ma gir ar roue, eno ema ar galloud ; ha piou a lavaro dezhan : Petra a rez-te ? 5 An hini a vir ar gourc’hemen na asanto da zroug ebet, ha kaloun an den fur a anavez an amzer hag ar varnidigez. 6 Rag en pep c’hoant e zo eun amzer hag eur varnidigez, pa boez ar droug-eur var an den. 7 Rag na anavez ket ar pez a gle eruout, ha piou a lavaro dezhan penaoz en em gavo kement se ? 8 An den n’eo ket mestr d’he spered, evit gallout hen derc’hel, ha n’hen deuz gallout ebet var deiz ar maro ; ha n’euz arzao ebet er brezel ze, hag an drougiez na zelivro ket ar re en pere en em gavo. 9 Gwelet em euz an holl draou ze, hag em euz lakeat ma c’haloun da bep labour pehini en em ra dindan an heol. Beza e zo eun amzer ma ren an den var an den evit ho zroug-eur.

10 Ha neuze em euz gwelet ar re fall beziet ; hag ar re ho doa groet ar mad o deuz tremenet ; eet int pell euz al leac’h santel, hag int ankouezet en kear. Kement se a zo ive eun avel. 11 Rag ar zetans a enep an oberiou fall n’en em ra ket buhan, abalamour da ze, kaloun an dud a zo leun a c’hoant d’ober fall. 12 Petra benag ma ra ar pec’her fall kant gweach, ha ma kendalc’h ennhan pell, koulskoude e c’hanavezan ive e vezo eur-vad evil ar re a souj Doue, pere a gren dirag he fas. 13 Mes na vezo ket a eur-vad evit an den fall, ha ne iraio ket he zeiou muoc’h evit ar skeuden, abalamour ma na souj ket fas Done. 14 Beza e zo eun avel pehini e deuz leac’h var an douar : tud eeün zo gant pere ec’h eru hervez oberiou ar re droug ; ha tud droug a zo gant pere ec’h eru hervez oberiou ar re eeün. Lavaret em euz eo ze ive eun avel. 15 Dre ze em euz meulet ar joa, abalamour n’euz netra gwelloc’h evit an den dindan an heol evel dibri, hag eva hag en em laouenai ; ha ze eo ar pez a vano ganthan euz he labour enpad deiziou he vuez, pere a ro Doue dezhan dindan an heol.

16 Pa em euz lakeat ma c’haloun da anaout ar furnez, ha da evesaet an traou a reer var an douar (rag an den na ro, na deiz na noz, diskwiz d’he zaoulagad), 17 gwelet em euz holl labour Doue, ha penaoz n’hell ket an den kaout rezon euz ar pez en em ra dindan an heol ; petra benag ma en em skwiz d’he c’hlask, ne gav ket anezhi ; ha ma lavar an den fur zoken e c’hanavez anezhi, na hell ket e c’haout.

9 A-dra-zur, em euz lakeat ma c’haloun da gement se, evit e sklerijenna, penaoz ar re wirion hag ar re fur, hag ho oberiou, a zo en dorn Doue, hag ar garante hag ar gasouni ; ha penaoz an dud ne anavezont netra euz kement a zo dirazhei. 2 Pep tra en em gav egal gant an holl ; memeuz droug-eur gant an den gwirion evel gant an den fall, evit an hini a zo mad ha pur, hag evit an hini a zo zouliet, evit an hini a sakrifi hag evit an hini na sakrifi ket ; beza ema euz an den mad evel euz ar pec’her, euz an hini a dou, evel euz an hini hen deuz aoun da douet. 3 Kement ma a zo eun drouk en kement hag en em ra dindan an heol, ma c’hoarve eur memeuz droug-eur d’an holl. Evel se kaloun an dud a zo leun a valis ; ar follentez a zo en ho c’haloun enpad ho buez ; goude ez eont da di ar re varo. 4 Rag esperans a zo evit piou-benag a zo c’hoaz unanet d’an holl re veo ; hag eur c’hi beo zoken a dal muoc’h evit eul leon maro. 5 Ar re veo, en gwirione, a oar e varvfont, mes ar re varo na ouzont netra ; n’euz gobr ebet ken evithei, rag ho envor a zo lakeet en ankouez. 6 Evel se ho c’harantez, ho c’hasouni, ho anvi a zo dija maro, ha n’ho deuz ken da viken lod ebet en kement en em ra dindan an heol.

7 Kea, debr gant joa da vara, hag ev joaus da win ; rag Doue Hen deuz dija kavet mad da oberiou. 8 Ra vezo da zillad gwen en pep amzer, ha ra na vanko ket a eol var da ben. 9 Bev laouen, holl deiziou buez da avel, gant ar vreg a gerez, pehini a zo roet d’id dindan an heol, evit holl deiziou da avel ; rag hennez eo da heritach ez puez, hag en kreiz da labour, pehini a rez dindan an heol. 10 Kement a gav da zorn da ober, gra anezhan hervez da c’hallout ; rag n’hen deuz na labour, na sonj, na skiant, na furnez er bez ma ez ez.

11 Gwelet em euz c’hoaz dindan an heol, penaoz n’eo ket ar redaden d’ar skanva, nag ar gombat d’ar re vaillanta, nag ar barn d’ar re fura, nag ar pinvidigezou d’ar re skiantek, nag ar faver d’ar re zavanta ; rag holl int lakeet dindan an amzer hag an darvoudou. 12 Rag an den na anavez ket Zoken he amzer ; evel ar pesked pere a zo kemeret er gwal roued, hag al lapoused a zo tapet el las, evel se eo an dud ereet en amzer an drougiez, pa gwez varnezhei en eun taol.

13 Gwelet em euz ive ar furnez ma dindan an heol, hag eo seblantet braz d’in. 14 Beza e oa eur gear vihan, gant nebeut a dud ennhi ; a enep dezhi e teuaz eur roue braz ; hag e troiaz anezhi, hag e savaz nerzou braz a enep dezhi. 15 Mes ennhi oa eun den paour ha fur, pehini a zelivraz kear dre he furnez. Ha den n’euz bet sonj euz an den paour ze. 16 Neuze em euz lavaret ; Ar furnez a dal muoc’h evit an nerz ; ha koulskoude furnez ar paour a zo disprijet, hag he c’hiriou n’int ket selaouet.

17 Gwelloc’h eo komzou fur selaouet en peoc’h, evit n’eo ar c’hri euz an hini a ren entouez ar re diskiant. 18 Ar furnez a dal muoc’h evit ar benfiou a vrezel, hag eur pec’her hepken a laka koll madou braz.

10 Ar c’helien maro a vrein hag a laka da drenka eol ar c’houesaer mad ; evel se e ra eun nebeut a follentez en kenver an hini a zo istimet evit he furnez hag evit he c’hloar. 2 An den fur hen deuz he galoun a zeou ; mes ar zot hen deuz he galoun a gleiz. 3 Ha pa vale zoken an den diskiant en hent, e vank he sanz dezhan : hag e lavar divarben pep hini : Setu aze eun den diskiantet. 4 Mar sav spered an hini a ren en da enep, na gwita ket da blas ; rag an douster a breven faotou bras. 5 Eun drouk a zo pehini em euz gwelet dindan an heol, evel eun errol pehini a zeu euz a eur prinz : 6 Ar zotiz a zo lakeet er renk huela, ha re binvidik a zo azezet en izelded. 7 Gwelet em euz servicherien var varc’h, ha prinsed o vont var droad evel servicherien. 8 An hini a doul eur fos a gwezo ennhan, hag eun aer a grogo en hini a raio eun toul er stoufaden. 9 An hini a finv mein a vezo bleset ganthei ; hag an hini a faout koad a vezo en riskl outhei. 10 Mar d’eo an houarn dallet, ha ma na ve ket bet lemmet he droc’h, e renko addoubla a nerz ; mes ar furnez e deuz ar gounid da rei adres. 11 Mar krog an aer, pa n’eo ket chaimet, an drouk komzer na dal ket muoc’h. 12 Komzou genou an den fur a zo leun a c’hras ; mes muzellou ar zot hen lonk. 13 Pen-kenta komzou he c’henou a zo eur follentez, ha fin he zikour eur gwal zotiz. 14 An den zot a niver he gomzou ; koulskoude an den na oar ket ar pez a c’hoarvezo ganthan ; ha piou a zisklerio dezhan ar pez a vezo e c’houde ? 15 Labour an dud diskiant o skwiz, dre ma na ouzont ket mont en kear. 16 Gwal-eur d’id, bro, a behini ar roue a zo eur bugel, hag a behini ar brinsed a zebr adaleg ar beure ! 17 Euruz out-te, bro, a behini eo ar roue euz a eur ras vraz, hag a behini ar brinsed a zebr pa ema ar c’houlz, evit derc’hel ho nerzou, ha nan evit en em rei d’an evach ! 18 Abalamour d’an daouarn didalvez ar planchot a izela ; hag abalamour d’an daouarn lach hen deuz an ti goutierenou. 19 Ober a reer prejou evit en em laouenaat, hag ar gwin a laouena ar vuez, hag an arc’hant a respount d’an boll. 20 Na lavar ket a zrouk euz ar roue, nan zoken en da sonj ; ha na lavar ket a zrouk euz ar pinvidik er gambr ma kouskez ; rag lapous an env a gasfe da vouez, hag ar pez hen deuz diouaskel a zisklerife da gomzou.

11 Taol da vara var c’horre an doureier rag gant an amzer to hen adkavo. 2 Gra lod da zeiz, ha da eiz zoken ; rag na ouzout ket petra drouk hell dont var an douar. 3 Pa ema leun ar goabrennou, e skuliont glao var an douar ; ha pa gwez eur wezen, er c’hreisteiz, pe en hanter-noz, el leac’h ma kwez ar wezen, e choum. 4 An hini a zell euz an avel, na hado ket ; hag an hini a sell euz ar goabrennou na vedo ket. 5 Evel ma na ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaoz en em ra an eskern en kov an hini a zo dougerez ; evel se ne anavezez ket labour Doue, pehini Hen deuz groet an holl draou. 6 Had da had adaleg ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskwiza da noz ; rag na ouzout ket ar pez a zeuo da vad, hema pe hennez, pe hag hen e vezo an daou ive mad. 7 Ar sklerijen a zo dous, hag agreabl eo d’an daoulagad gwelet an heol. 8 Ha mar bev eun den eun niver braz a vloaveziou, ra en em laouenao enpad an holl vloaziou se, ha ma hen devezo sonj euz deiziou an devalijen, pere a zo niveruz. Kement a zeu a zo avel.

9 Den iaouank, en em laouena ez oad tener, ha ra lakaio da galoun ac’hanout kontant en deiziou da iaouankiz ; ha bale evel ma kas da galoun ac’hanout, hag hervez sel da zaoulagad ; mes anavez penaoz evit an holl draou se Doue a lakaio ac’hanout da zont en barnidigez. 10 Kas ar glac’har kwit euz da galoun, ha pella ar poaniou euz da gig ; rag an oad tener hag at vugaleach n’int nemert avel.

12 Mes az pez sonj euz da Grouer enpad deiziou da iaouankiz, araog ma teuio an deiziou fall, araog ma eruo ar bloaziou a bere e lavari : Na gemeran ket ennhei a blijadur ; 2 araog ma teuo an heol, at sklerijen, al loar hag ar steed da devalaat, ha ma teuo ar goabrennou goude ar glao ; 3 pa greno gwarded an ti ; pa blego an dud krenv ; pa baouezo ar re a val, dre ma vefont nebeuteet ; pa vezo tevaleet ar re a zell dre ar prenestou ; 4 ha pa vezo daou du an nor zerret var ar ru ; pa izelaio trouz ar vilin ; pa savfer da gân al lapous, ha pa vezo holl verc’hed ar gân diskaret ; 5 ha ma vezo aoun rag ar pez a zo zavet ; pa vezo spount o vale ; pa fleurio an alamandezen ; pa zeuo ar c’hileien-raden poezuz, ha ma vanko an naon ; rag an den a ia da gaout he choumach peur-baduz, hag ar re a wel a raio tro ar ruou ; 6 araog ma teuo ar gorden arc’hant da derri, ar besel aour da frika, ar brok da derri var ar feunteun, hag ar rod da derri var ar puns ; 7 araog ma tistroio ar poultr d’an douar, evel ma oa bet, hag ar speored da zistrei da Zoue pehini Hen deuz he roet. 8 Avel an avelou, eme ar Prezeger, pep tra a zo avel.

9 Ouc’hpen, evel ma eo bet fur ar Prezeger, hen deuz ive kelennet ar furnez d’ar bobl. Evesaet hen deuz, furchet hen deuz ha lakeet en urz kalz a zetansou. 10 Ar Prezeger a zo en em lakeat da gaout komzou agreabl. Ar pez a zo bet skrivet a zo skrivet gant eeünder ; komzou int a wirionee.

11 Komzou ar re fur a zo evel broudou, ha dastumet a dokadou, beza int evel tachen plantet. Ar re ma a zo bet roet dre eur pastor hepken. 12 A hend all, va mab, laka evez euz an traou ma. D’ober kalz a levriou, n’euz ket a fin, ha kement a studi n’eo nemert skwisder evit at c’horf.

13 Selaouomp ar gentel euz an holl brezegen ma : Douj Doue, ha mir he c’hourc’hemennou ; rag hennez eo holl dever an den. 14 Rag Doue a lakao da zont en barnedigez pep labour, gant kement a zo kuzet, pe vad, pe fall.


————