Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Ruth

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 233-236)



LEVR RUTH.


1 C’HOARVEZOUT a reaz, en deiziou renadurez ar varnerien, ma oe eur gernes er vro, hag eun den a Vethlehem Juda a ieaz da choum en meaziou Moab, hen, he vreg, hag he zaou vab. 2 Hano an den ze a oa Elimelek, hag hano he vreg Naomi, hag hanoiou he zaou vab Maklon ha Kiljon ; Efrasianed e oant, a Vethlehem Juda, hag e teujont en meaziou Moab, hag e choumjont eno. 3 Hag, Elimelek, pried Naomi, a varvaz, hag hi a choumaz gant he daou vab. 4 Ar re ma a zimezaz da c’hragez Moabited, a bere unan a oa hanvet Orpa, hag eben Ruth ; hag e choumjont eno vardro dek vloaz. 5 Neuze, Maklon ha Kiljon o veza maro ive, ar vreg ma a choumaze he unan, privet euz he daou vab hag euz he fried. 6 Neuze e savaz gant he merc’hed-kaer, evit distrei euz meaziou Moab ; rag anavezet e doa penaoz Hen doa an Aotrou gwelet he bobl, en eur rei dezhan bara. 7 Mont a reaz eta kwit euz al leac’h ma choume, hag he diou verc’h-kaer ganthi ; hag en em lekejont en hent evit distrei da vro Juda. 8 Ha Naomi a lavaraz d’he diou verc’h-kaer : It, distroit pep hini ac’hanoc’h da di he mam. An Aotrou a vezo trugarezuz en ho kenver, evel ma oc’h euz groet d’ar re pere a zo maro, ha d’in me ! 9 Ra raio an Aotrou deoc’h kaout diskwiz pep hini ac’hanoc’h en ti eur pried ! Hag e pokaz dezhei. Mes int a savaz ho mouez hag a welaz, hag e leverjont dezhi : 10 Ni a zistroio ganez var zu da bobl. 11 Mes Naomi a respountaz : Distroit, va merc’hed ; perag e teufac’h-hu ganen-me ? Beza em euz c’hoaz em bruched mibien pere helfe dont da veza hoc’h ezac’h ? 12 Distroit, va merc’hed, it. Re oajet oun evit ad-dimezi ; ha pa lavarfen : Esperans em euz ; ha pa vefen en noz ma zoken gant eur pried, ha pa c’hanfen mibien, 13 gortoz a rafeac’h-hu bete ma vefent bras ? Choum a rafeac’h-hu a du hep ad-dimezi ? Nan, va merc’hed ; rag me a zo en brasoc’h c’hwervder evidoc’h, abalamour ma eo dorn an Aotrou pouezet varnoun. 14 Neuze e savchont ho mouez hag e weljont c’hoaz. Hag Orpa a bokaz d’he mam-gaer ; mes Ruth en em begaz outhi. 15 Neuze Naomi a lavaraz : Setu, da c’hoar-gaer a zo eet var zu he fobl ha var zu he doueou ; distro varlerc’h da c’hoar-gaer. 16 Mes Ruth a respountaz : Na wask ket ac’hanoun d’az lezel, evit pellaat ouzit ; rag el leac’h ma zi me a ielo, hag el leac’h ma choumi me a choumo ; da bobl a vezo ma fobl, ha da Zoue a vezo ma Doue ; 17 el leac’h ma varvi me a varvo, hag e vezin beziet eno. Ra raio an Aotrou d’in hervez ar ruster vrasa, mar deu tra all ebet nemert ar maro d’am lemel diganez ! 18 Naomi, o welet e oa resolvet da vont ganthi, a baouezaz da gomz outhi a gement se. 19 Hag e valejont ho diou bete ma en em gavchont en Bethlehem. Hag evel ma ez eent en Bethlehem, an holl gear a oe mantret abalamour dezhei, hag ar gragez a lavare : 20 N’eo ket Naomi ? Hag hi a respountaz dezhei : N’am galvet ket Naomi, ma galvet Mara ; rag an Holl-C’halloudek Hen deuz ma leuniet a c’hwervder. 21 Eat e oan kwit el leunder, hag an Aotrou am distro goullo. Perag em galvfeac’h-me Naomi, pa Hen deuz an Aotrou ma diskaret, ha ma Hen deuz an Holl-C’halloudek ma glac’haret ? 22 Evel se eo e tistroaz Naomi gant Ruth, ar Voabitez, he merc’h-kaer, pehini a oa deuet euz veaziou Moab. Hag ez ejont en Bethlehem, en amzer ar vederez heiz.


2 Ha pried Naomi hen doa eur c’har-tost pehini a oa den galloudek ha pinvidik, euz famil Elimelek ; he hano a oa Booz. 2 Ha Ruth, ar Voabitez, a lavaraz da Naomi : Lez ac’hanoun da vont d’ar parkeier, ha da zastum tamoez en kichen an hini dirag daoulagad pehini em euz kavet trugarez. Hag hi a respountaz : Kea, va merc’h. 3 Mont a reaz eta, hag e teuaz da damoesa en eur park, en drek ar vederien. Hag e c’hoarvezaz ma oa en eul loden euz a bark Booz, a famil Elimelek. 4 Ha setu, Booz a zeuaz euz Bethlehem, hag a lavaraz d’ar vederien : Ra vezo an Aotrou ganeoc’h ! Hag int a respountaz dezhan : Ra vennigo an Aotrou ac’hanout. Neuze Booz a lavaraz d’he zervicher, mestr ar vederien : 5 Da biou eo ar plac’h iaouank ze ? 6 Hag ar zervicher, mestr ar vederien, a respountaz hag a lavaraz : Eur vreg iaouank Moabitez eo, pehini a zo distroet gant Naomi euz a veaziou Moab ; hag e deuz lavaret deomp : 7 Ma lezit da damoesa, me o ped ; ma tastumin tamoez entouez ar fagodenou en drek ar vederien. Hag eo deuet, hag eo bet en he za abaoe ar beure bete vrema, ha ne deuz diskwizet nemert eur pennad en ti. 8 Neuze Booz a lavaraz da Ruth ; Selaou, va merc’h, ne za ket da damoesa en eur park all ; ha ne za ket zoken ac’han, ha choum gant va mitizien ; 9 sell euz ar park a vedfeer, ha kea var ho lerc’h. Setu, em euz difennet euz va mevelien stoka ennout. Ha mar pe sec’hed, ez i da eva d’ar brok, euz ar pez o devezo ar mevelien tennet. 10 Neuze en em dolaz var he fas, en em stouaz d’an douar, hag e lavaraz dezhan : Penaoz em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ma c’hanavezez ac’hanoun, me pehini a zo estranjourez ? 11 Booz a respountaz, hag a lavaraz dezhi : Kement ec’h euz groet d’az mam-gaer, abaoe maro da bried, a zo bet holl lavaret d’in, penaoz ec’h euz lezet da dad, ha da vam, ha bro da c’hanedigez, ha penaoz out deuet var zu eur bobl pehini ne anavezez ket deac’h, nag araog ? 12 Ra roio an Aotrou d’id ar pez ec’h euz groet ! ha ma vezo da c’hobr leun abeurz an Aotrou, Doue Israel, dindan askellou pehini out deuet d’en em lakaat ! 13 Hag hi a lavaraz : Va Aotrou, me a gav trugarez dirag da zaoulagad ; rag dic’hlac’haret ec’h euz ac’hanoun, hag ec’h euz komzet hervez kaloun da zervicherez, petra benag ma n’hen d’oun ket evel unan euz da zervicherezed. 14 Booz a lavaraz dezhi c’hoaz, en amzer ar pred : Tosta ama, ha debr bara, ha trempa da dam er gwinegr. Azeza a reaz eta en kichen ar vederien, hag e roaz dezhi greun rostet, hag e tebraz outhei, hag e oe leuniet, hag e viraz eun nemorant. 15 Neuze e savaz da damoesa. Ha Booz a roaz an urz ma d’he vevelien : Ra damoeso entre ar fagot zoken, ha na rit ket a vez dezhi ; 16 ha memeuz, e tenfet evithi euz ar fagot eun nebeut tamoez pere a lezfet ganthi da dapout, ha na c’hourdrouzfet ket anezhi. 17 Tamoesa a reaz eta er park bete an abardaez ; hag e tornaz ar pez he doa dastumet, hag e oe anezhei vardro eun efa heiz. 18 Hag e kasaz anezhei ganthi, hag e teuaz en kear ; hag he mam-gaer a welaz ar pez e doa tamoeseet. Tenna a reaz ive ar pez e doa miret a zemorant, goude beza bet he gwalc’h, hag e roaz anezhan dezhi. 19 Neuze he mam-gaer a lavaraz dezhi : Peleac’h ec’h euz tamoeseet hirie, ha peleac’h ec’h euz-te labouret ? Benniget ra vezo an hini en deuz da anavezet ! Hag e lavaraz d’he mam-gaer en ti biou e doa labouret, hag e lavaraz dezhi : An den en ti pehini em euz labouret hirie a zo hanvet Booz. 20 Ha Naomi a lavaraz d’he merc’h-kaer : Ra vezo benniget gant an Aotrou, pa hen deuz ar memeuz madelez evit ar re veo evel evit ar re varo ! Ha Naomi a lavaraz dezhi : An den ze a zo kar deomp, hag euz ar re ho deuz varnomp an droet a adpren. 21 Neuze Ruth, ar Voabitez, a lavaraz : Lavaret hen deuz ive d’in : Choum gant va mevelien, bete ma vezo achu va holl eost. 22 Ha Naomi a lavaraz da Ruth, he merc’h-kaer : Va merc’h, mad eo d’id mont er meaz gant he vitizien, ha ma na vezi ket kavet en eur park all. 23 En em lakaat a reaz eta gant mitizien Booz, da damoesa bete fin eost an heiz hag eost ar gwinizou ; hag e choume gant he mam-gaer.


3 Ha Naomi, he mam-kaer, a lavaraz dezhi : Va merc’h, ha na glaskfen ket d’id eul leac’h, evit ma vefez euruz ? 2 Ha brema, Booz, gant mitizien pehini out bet, ha n’eo ket euz hon c’herent ? Setu, e wento en noz ma an heiz a zo en he leur ? 3 En em walc’h, hag en em eol, ha laka varnout da vantel, ha disken el leur ; mes ne n’em ro ket da anaout d’an den ze, ken hen devezo achuet da zibri ha da eva. 4 Ha pa gousko, anavez al leac’h en pehini e c’hourve, neuze kea, ha dizolo he dreid, hag en em c’hourve ; neuze e lavaro d’id ar pez az pezo da ober. 5 Hag hi a respountaz dezhi : Me a raio kement a leverez d’in. 6 Disken a reaz eta el leur, hag e reaz kement hen doa he mam-gaer gourc’hemennet dezhi. 7 Ha Booz a zebraz hag a evaz, hag he galoun a oe euruz, hag e teuaz d’en em c’hourve euz penn ar bern fagod. Neuze e teuaz goustadik, hag e tizoloaz he dreid, hag en em c’hourvezaz. 8 Hag en kreiz an noz, an den ma en doe aoun ; en em blegaz, ha setu, e oa eur vreg gourvezet euz he dreit. 9 Neuze e lavaraz dezhi : Piou out-te? Hag hi a respountaz : Me eo Ruth, da zervicherez. Asten, bord da roben var da zervicherez ; rag droet a adpren ec’h euz. 10 Hag e lavaraz : Va merc’h, ra vennigo an Aotrou ac’hanout ! Ar vadelez diveza ze a desteniez d’in a zo brasoc’h evit ar genta, da dremen hep beza eet varlerc’h an dud iaouank, paour pe binvidik. 11 Brema eta, va merc’h, n’az pez ket a aoun, me a raio evidout kement a lavari d’in ; rag holl dor ma fobl a oar out eur vreg vertuzuz. 12 Ha brema, eo gwir mad em euz droet a adpren ; mes beza e zo unan all, pehini a zo tostoc’h evidoun me. 13 Tremen aman an nozvez ma ; hag, euz ar beure, mar fell d’an den ze usa euz an droet a adpren ez kenver, e vezo mad, ra raio ; mes ma ne blij ket ganthan da adprena, me a adpreno ac’hanout ; an Aotrou a zo beo ! Choum gourvezet aze beteg ar mintin. 14 Choum a reaz eta gourvezet euz he dreid, beteg ar beure ; hag e savaz araog ma hellet en em anaout an eil egile. Ha Booz a lavaraz : Ra na vezo ket anavezet e zo deuet eur vreg el leur. l5 Hag e lavaraz c’hoaz : Ro d’in ar vantel a zo varnout, ha dalc’h anezhan. Hag hi hen dalc’haz, hag e vuzuraz c’hwec’h muzur heiz, pere a lekeaz varnezhi ; goude ez eaz en kear. 16 Neuze Ruth a zistroaz da di he mam-gaer pehini a lavaraz dezhi : Piou out-te, va merc’h ? Hag hi a ziskleriaz kement hen doa an den ze groet evithi. 17 Hag e lavaraz : Roet hen deuz d’in ar c’hwec’h muzur heiz ze ; rag lavaret hen deuz d’in : Na zistroi ket en goullo da gaout da vam-gaer. 18 Ha Naomi a lavaraz : Va merc’h, choum ama ken a anavezi penaoz e troio an traou ; rag an den ze na gemero ket a ziskwiz ken hen devezo hirie achuet an affer ze.


4 Booz a biniaz eta da zor kear, hag a azezaz eno ; ha setu, an hini hen doa an droet a adpren, a behini hen doa Booz komzet, a zeuaz da dremen ; ha Booz a lavaraz dezhan : Te, hen-a¬hen, distro, hag azez ama. Hag e tistroaz, hag ec’h azezaz. 2 Neuze e kemeraz dek den, a douez re ansien kear, hag e lavaraz dezhei : Azezit ama ; hag ec’h azejont. 3 Neuze e lavaraz d’an hini hen doa an droet a adpren : Naomi, pehini a zo addeuet euz a vro Moab, he deuz gwerzet, loden eur park pehini a oa da Elimelek hon breur. 4 Ha me em euz lavaret : Fellout a ra d’in rei da anaout kement se d’id, ha lavaret d’id : Pren anezhan, dirag tud ha re ansien ma fobl ; ma fell d’id e frena, pren anezhi ; ha ma na fell ket d’id e frena, diskleri kement se ama d’in, evit ma hen anavezin ; rag n’euz ket reou all araog d’in hag ho defe an droet a adpren, ha me em euz anezhan en da c’houde. Hen a respountaz : Me e breno. 5 Neuze Booz a lavaraz dezhan : En deiz ma preni ar park, euz a zorn Naomi hag euz hini Ruth, ar Voabitez, greg an hini maro, e preni ive Ruth, evit miret hano an hini maro en he heritach. 6 Hag an hini hen doa an droet a adpren a lavaraz : Me na hellan ket adprena, gant aoun na golfen ma heritach ; te, kemer evid-out ma droet a adpren ; rag me ne hellan ket adprena. 7 (Ha, gwech all en Israel, en kaz a adpren pe a adkemeridigez, evit suraat an dra, an den a lame he voutez ler hag e roe d’e gar nesa ; kement se a serviche da desteni en Israel.) 8 An hini hen doa an droet a adpren a lavaraz eta da Vooz : Pren anezhan evidout! hag e lamaz he voutez. 9 Neuze Booz a lavaraz d’ar re ansien ha d’an holl bobl : C’hwi a zo testou hirie penaoz em euz prenet digant dorn Naomi kement a oa da Elimelek, ha kement a oa da Giljon ha da Vaklon ; 10 ha penaoz em euz ive prenet evit greg Ruth, ar Voabitez, greg Maklon, evit miret hano an hini maro en he heritach, evit ma na vezo ket hano an hini maro lamet a douez he vreudeur, hag euz dor he gear ; c’hwi a zo testou a gement se hirie. Hag an holl bobl pere a oa euz an nor, hag ar re ansien, lavaraz : Ni a zo testou a gement se ! Ra lakaio an Aotrou ar vreg a ia ez ti, henvel euz Rachel hag euz Lea, pere ho diou o deus savet ti Israel ! Diskwez da nerz en Efrat, ha gra d’id eun hano en Bethlehem ! 12 Ra vezo al lignez a roio an Aotrou d’id dre ar vreg iaouank se, da renta da di henvel euz ti Farets, pehini a c’hanaz Tamar da Juda. 13 Evel se Booz a gemeraz Ruth hag e oe he vreg ; hag ez eaz de c’haout, hag an Aotrou a roaz dezhi ar c’hraz da gonsev hag hi a c’hanaz eur mab ; hag ar gragez a lavaraz da Naomi : 14 Benniget ra vezo an Aotrou, pehini n’Hen deuz ket da lezet da vankout hirie euz a eun den pehini hen doe an droet a adpren ; ra vezo he hano miret en Israel ! 15 Ra gonsolo da ine, ha ra vezo ar souten euz da gozni ; rag da verc’h-kaer, pehini a gar ac’hanout, e deus ganet, hag eo welloc’h d’id evit seiz mab. 16 Neuze Naomi a gemeraz ar bugel, hag e lekeas anezhan en he bruched, hag e talc’haz leac’h a vagerez dezhan. 17 Hag an amezegezed a roaz dezhan eun hano, hag a lavaraz : Eur mab a zo ganet da Naomi ; hag e c’halvjont anezban Obed ; hen oe tad Isai, tad David.

18 Ha, setu ama lignezou Farets : 19 Farets a oe tad da Hetsron ; Hetsron a oe tad da Ram ; Ram a oe tad da Amminadab ; Amminadab a oe tad da Nahasshon ; 20 Nahasshon a oe tad da Salmon ; Salmon a oe tad da Vooz ; 21 Booz a oe tad da Obed ; Obed 22 a oe tad da Isai, hag Isai a oe tad da Zavid.


————