Mont d’an endalc’had

Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897/Levr Ose

Eus Wikimammenn
troet gant Gwilh ar C’hoad.
Grapho Press, 1897  (p. 781-789)
◄  Daniel. Ose. Joel.  ►




LEVR OSE.


1 KOMZ an Aotrou pehini a oa diskleriet da Ose, mab Beeri, en amzer Ozias, Jotham, Akaz, Ezekiaz, rouane Juda, hag en amzer Jeroboam, mab Joaz, roue Israel.

2 PA en em lekeaz an Aotrou da gomz dre Ose, an Aotrou a lavaraz da Ose : Kea, kemer eur vreg loudouren ha bugale loudouret ; rag ar vro ne ra nemert en em loudouri pell euz an Aotrou.

3 Mont a reaz eta hag he kemeraz Gomer, merc’h Diblaim. Konsev a reaz, hag he c’hanaz eur mab dezhan. 4 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Galv anezhan Jizreel ; rag c’hoaz eun nebeut a amzer, hag he kastiin ti Jehu evit ar goad skuliet en Jizreel, hag he lakain da baouez ren ti Israel. 5 Hag he c’hoarvezo penaoz en deiz se me a dorro gwarek Israel en traounien Jizreel.

6 Konsev a reaz c’hoaz, hag he c’hanaz eur verc’h, hag an Aotrou a lavaraz da Ose : Galv anezhi Lo-Rukama ; rag na zalc’hin ken da gaout truez euz ti Israel evit pardouni holl dezhei. 7 Mes truez em bezo euz ti Juda ; ho zavetaat a rin dre an Aotrou ho Doue, ha na zavetain ket anezhei na dre ar warek, na dre ar c’hleze, na dre ar brezellou, na dre ar c’hezek, na dre ar gavalierien.

8 Goude, ma he doe dizounet Lo-Rukama, he konsevaz hag he c’hanaz eur mab. 9 Hag an Aotrou a lavaraz : Galv anezhan Lo-Ammi ; rag n’hoc’h ket va fobl, ha n’oun ket ho Toue. 10 Koulskoude niver bugale Israel a vezo evel sabren ar mor, pehini ne hell ket en em vuzuri, nag en em niveri ; hag e c’hoarvezo penaoz el lec’h ma eo lavaret dezhei : N’hoc’h ket va fobl, he vezo lavaret dezhei : Bugale an Doue beo ! 11 Ha bugale Juda ha bugale Israel en em unano asamblez hag en em lakeo eur chef, hag he c’hadpinfont euz ar vro ; rag deiz Jizreel a vezo braz.


2 Lavarit d’ho preudeur : Ammi ! ha d’ho c’hoarezed : Rukama !

2 Pledet a enep ho mam, pledet ! Rag n’eo ket va greg, ha n’hen d’oun ket he fried. Ra lamo he gadelezou euz he bisach hag he avoultrerezou euz he bruched ; 3 gant aoun n’he diwiskfen en noaz, ha ne lakafen anezhi evel deiz he ginivelez, he na lakafen anezhi henvel euz eun distro hag eun douar sec’h, ha ne rafen dezhi mervel gant ar sec’hed ; 4 ha ma n’em befe ket a druez euz he bugale, abalamour ma int bugale ar c’hadelez. 5 Rag ho mam a zo en em loudouret, ar re ho deuz ho c’honsevet a zo en em dizenoret ; rag lavaret he deuz : Mont a rin varlerc’h va minioned, pere a ro d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eol ha va evach. 6 Dre ze, setu, ez an da zerri da hent gant drein. Sevel a rin eur voger, kement ken ne gavo ken he henchou. 7 Redek a raio he minioned, ha ne dapo ket anezhei ; ho c’hlask a raio, mes n’ho c’havo ket. Goude he lavaro : Mont a rin, hag he tistroin da gaout va ozac’h kenta ; rag neuze he oan gwelloc’h evit n’ez oun brema.

8 Ha n’he deuz ket anavezet he oa me eo a roe ar gwiniz dezhi, hag ar gwin, hag an eol, ha pehini a greske dezhi an arc’hant hag an aour, a behini he reent eur Baal. 9 Dre ze hec’h adkemerin va gwiniz en he amzer, ha va gwin en he goulz, hag he tapin kwit va gloan ha va lin pere a c’holoe he noazder. 10 Hag he tizoloin brema he mezegez dirag daoulagad he minioned, ha nikun na zelivro anezhi euz va daouarn. 11 Lakaat a rin he holl joa da baouez, he gweliou, he loariou nevez, he deiziou sabbat, hag he holl lidou. 12 Distruja a rin he gwiniennou hag he gwez fiez, a bere he deuz lavaret : Ar re ze eo va gobrou, pere ho deuz roet va c’harantezou d’in. 12 Me a droio anezhei en koadou, ha loened ar meazou ho devoro. 13 Ha me he c’hastio evit an deiziou en pehini he kinnige ar parfumou da Vaal, euz en em wiska euz he gwalinier hag he c’helc’hiou, ha ma ez ea varlerc’h he c’harantezou, hag ec’h ankoueze ac’hanoun, a lavar an Aotrou.

14 Abalamour da ze, setu, he tennin anezhi, hag he lakain anezhi da vont d’al lec’h distro, hag e komzin d’he c’haloun. 15 Hag ac’hane he roin he gwiniennou dezhi, ha traounien Akor, evel eun digor a esperans ; hag he kano eno evel en amzer he iaouankiz, evel en deiz ma piniaz euz an Ejipt.

16 Hag he c’hoarvezo en deiz se, a lavar an Aotrou, ma c’halvi ac’hanoun : Va Irish ; ha ne c’halvi ken ac’hanoun : Va Baal. 17 Hag he lamin euz he c’henou hanoiou Baals ; ha ne vezo groet ken mennek ebet euz ho hano. 18 En deiz se, me a raio evithei eur gonvenans gant loened ar parkeier, gant lapoused an envou hag amprevaned an douar ; bruzuni a rin, lemel a rin ar gwarek euz ar vro, ar c’hleze hag ar brezel, hag he lakein anezhei er zurded. 19 Hag he timezin d’id evit biken ; dimezi a rin d’id dre eur gonvenans a reizder hag a eeünder, a vadelez hag a druez. 20 Da zimezi a rin gant lealded hag he c’hanavezi an Aotrou. 21 En amzer ze me a respounto, a lavar an Aotrou, me a respounto d’an envou, hag int a respounto d’an douar, 22 hag an douar a respounto d’ar gwiniz, d’ar gwin ha d’an eol, hag int a respounto da Jizreel. 23 Ha me a hado anezhi evidoun en douar, hag he rin trugarez da Lo-Rukama ; hag he lavarin da Lo-Ammi : Te eo va fobl ! hag hi a lavaro d’in : Va Doue !


3 HAG an Aotrou a lavaraz d’in ; Kea c’hoaz, kar eur vreg karet gant eur minion, hag avoultr, evel ma kar an Aotrou bugale Israel, pere en em dro entrezeg doueou all, ha pere a gar ar gwastellou rezin.

2 Hag he preniz ar vreg ze evit pemzeg pez arc’hant, hag eun homer hanter a heiz. 3 Hag he lavariz dezhi ; Va gortoz a ri enpad kalz a zeiziou ; n’en em c’hastaoui ket, ha ne vezi da zen ; ha me a raio memeuz tra evidout. 4 Rag bugale Israel a c’hortozo enpad kalz a zeiziou, hep roue hag hep prins, hep sakrifis hag hep statu, hep efod hag hep terafim. 5 Goude ze, bugale Israel a zistroio, hag hec’h adklaskfont an Aotrou ho Doue, ha David, ho roue. Hag he teufont gant doujans da gaout an Aotrou ha d’he vadelez, en deiziou diveza.


4 SELAOUET gir an Aotrou, bugale Israel !
Rag an Aotrou hen deuz eur prosez gant tud ar vro,
Abalamour ma n’hen deuz ket na gwirione,
Na madelez, nag anaoudegez Doue er vro.
2 N’en deuz ennhan nemert drouk pedennou ha gevier ;
Lazerezou, laeronsiou hag avoultriezou ;
Ober a reer violans, hag eul laz a stok eul laz all.
3 Dre ze ar vro a vezo en kanvou,
Hag he holl dud en languiz,
Gant loened ar parkeier hag evned an envou ;
Pesked ar mor zoken a varvo.
4 Mes ra na stourmo den ha na grosmolo den !
Rag da bobl a zo evel an hini en em disput gant ar sakrifier.
5 Kweza a ri en deiz ;
Ar profed ive a gwezo ganez en noz ;
Ha me a zistrujo da vam.
6 Va fobl a zo distrujet, dre vank a anaoudegez.
Pa hec’h euz-te taolet kwit an anaoudegez,
Me az taolo ive kwit, evit ma na ri ken ar velegiach dirazoun ;
Pa hec’h euz ankwezet lezen da Zoue,
Me ive a ankouezo da vugale.
7 Mui int en em gresket, mui ho deuz pec’het em enep ;
Trok a rin ho gloar en dismegans !
8 En em veva a reont euz pec’hejou va fobl ;
C’hoantek int euz he fallentezou.
9 Evel se he vezo euz ar sakrifier evel euz ar bobl ;
He gastia a rin hervez he henchou,
Hag he rentin dezhan hervez he œuvrou.
10 Dibri a rafont, ha ne vefont ket leuniet ;
En em loudouri a rafont, ha ne greskfont ket.
Rag dilezet ho deuz an Aotrou, evit tremen hep miret he lezen.
11 Ar c’hadelez, ar gwin, hag ar vezventi a lam kwit pep klevidigez.
12 Va fobl a guzul he goad,
Hag he vaz a brofetiz dezhi ;
Rag ar spered a c’hadelez a goll,
Hag int en em loudouret en founusder d’ho Doue.
13 Sakrifia a reont var lein ar meneziou ;
Var ar c’hrec’hiennou, lakaat a reont ar parfum da zivogedi ;
Dindan an derven, ar pupli, an teremantin,
A behini ar skeud a zo deread.
Dre ze, ho merc’hed en em c’hastaoua,
Hag ho merc’hed-kaer a ra avoultriach.

14 Na gastiin ket ho merc’hed abalamour ma en em loudouront,
Nag ho merc’hed-kaer abalamour ma rafont avoultri.
Rag int ho unan en em denn gant gisti,
Hag a sakrifi gant ar merc’hed er em roet d’ar fall ;
Hag ar bobl hep skiant a red d’he zistruj.
15 Mar en em loudourez, Israel,
Ra n’en em lakao ket Juda koupabl !
N’az it ket da C’hilgal ! Ha na biniet ket da Beth Aven !
Ha na douet ket : An Aotrou a zo beo !
16 Abalamour ma eo bet Israel dizent evel eun ouner gouez,
Brema an Aotrou he lakao da beuri
Evel eun oan el lec’hiou frank.
17 Efraim a zo en em roet d’an idolou ; dilez anezhan !
18 Achu ho deuz da eva,
Setu emaint er c’hadelez.
Chefou Israel ne geront nemert an dismegans.
An avel a stago anezhei d’he eskel,
Hag ho devezo mez euz ho sakrifisou.



5 Selaouet kement ma, sakrifierien,
Ha c’hwi ti Israel, bezit eveziek ;
Ti ar roue, prestit ar skouarn !
Rag ar varnedigez a zeu d’ho kaout ;
Abalamour ma hoc’h bet eur pech en Mitspa,
Hag eur roued stiniet var an Thabor,
2 Dre ho sakrifisou he reont dounoc’h ho dizentidigezou ;
Mes me ho c’hastio holl.
3 Anaout a ran Efraim,
Hag Israel n’eo ket kuzet ouzin.
Rag brema, Efraim, te a zo en em c’hastaouet,
Hag Israel a zo en em zouliet,
4 Na lez ket ho oberiou anezhei da zistrei d’ho Doue ;
Rag ar spered a lousdoni a zo en ho zouez,
Ha ma na anavezont ket an Aotrou.
5 Ha raogentez Israel a ro testeni var he visach.
Israel hag Efraim a gwezo dre ho fallentez ;
Juda ive a gwezo ganthei,
6 Mont a rafont gant ho denved hag ho ijened da glask an Aotrou,
Mes na gavfont ket anezhan ;
Pelleet eo outhei.
7 Bet int fall en kenver an Aotrou :
Rag ganet ho deuz bugale diaveziad ;
Brema, eur mis ho devoro gant ho madou !
8 Sonet gant ar c’horn en Guibea,
Gant an droumpil en Rama !
Losket kriadennou en Bath-Aven !
En dreg out-te, Benjamin !
9 Efraim a vezo lekeat en glac’har en deiz ar gastiz ;
Diskleria a ran da bobladou Israel eun dra wir.
10 Mestrou Juda a zo evel ar re a ziblas ar bornou ;
Skulia a rin varnezhei va c’holer evel eun dour-red.
11 Efraim a zo gwasket, bec’hiet hep reizder ;
Rag a volonte eo he c’heul gourc’hemennou an den.
12 Me vezo eta evel an tign evit Efraim,
Evel ar poultr prenved evit ti Juda.
13 Efraim hen deuz gwelet he glenved, ha Juda he c’houli.
Efraim a ia entrezeg Asur, hag he kaser entrezeg roue Jareb ;
Mes na hello nag ho iac’haat,
Nag ho telivra euz ho kouli.
14 Me a vezo evel eul leon evit Efraim,
Hag evel eul leonik evit ti Juda :
15 Me, me, a rogo ! Mont a rin,
Dizougen a rin hep ma vezo den da zelivra !
Mont a rin, hag he tistroin d’am lec’h ;
Bete ma en em anavefont koupabl ha ma klaskfont va fas.
En ho zristidigez, e klaskfont ac’hanoun gant pres.



6 Deuet, distroomp d’an Aotrou !
Rag roget Hen deuz, mes iac’haat a raio ac’hanomp ;
Skoet hen deuz, mes paka a raio hon gouliou.
2 Rei a raio deomp ar vuez en daou devez,
An drede deiz hec’h adsavo ac’hanomp,
Ha ni a vevo dirazhan.
3 Hag hec’h anavefomp an Aotrou, en em lakaat a refomp d’hen anavezout.
He zav en em gempen evel hini ar goulou deiz,
Ha dont a raio d’hon c’haout evel ar glao,
Evel glao an diskar amzer, pehini a zoura an douar.

4 Petra a rin-me d’id, Efraim ?
Petra a rin-me d’id, Juda ?
Ho piete a zo evel goabren ar beure ;
Evel ar c’hlizen taolet pell gant ar mintin.
5 Abalamour da ze e skoan anezhe dre ar brofeded,
Laza a ran anezhei gant komzou va genou,
Ha va barnedigezou a lugerno evel ar goulou.
6 Rag ar biete eo a garan ha nan ar sakrifis,
Hag anaoudegez Doue muoc’h evit sakrifisou-losk.
7 Mes evel Adam ho deuz torret va c’honvenans ;
Eno ho deuz groet fall em enep.
8 Galaad a oa eur gear a oberourien drougiez,
Leun a verkou goad.
9 Ha banden ar sakrifierien a zo evel ar vandennou pere a spi an dud,
Hag a laz var hent Sichem ;
Rag ober a reont an torfed.
10 En ti Israel, em euz gwelet eun dra euzuz :
Eno ema gadelez Efraim ; eno Israel en em hudur !
11 Evidout te ive, Juda, a zo eun eost diwallet,
Pa zistroin esklaved va fobl.



7 Pa felle d’in iac’haat Israel,
Drouk Efraim ha fallentez Samari a zo en em diskleriet ;
Rag groet ho deuz ar faosentez ;
Hag enpad ma eo al laer en em lekeat ebarz, ar vanden he deuz laeret er meaz.
Ha n’en em lavaront ket, en ho c’halounou,
Ma em befe sonj euz ho hol droug.
2 Brema ho fallentez a dro anezhei ;
Dirag va fas emaint.
3 Laoueni a reont ar roue dre ho drougiez,
Hag ar chefou dre ho gevier.
4 Holl int avoultrierien,
Henvel euz eur forn tomet gant ar baraer,
Pehini na baouez da etevi an tân
Adaleg ma hen deve distrempet an toaz bete ma hen deve gôet.
5 En deiz hon roue,
Ar chefou a vez klanv dre dân ar gwin ;
Ar roue a asten he zorn d’ar oaperien.
6 Pa stiniont pechou, ho c’haloun a zo eur forn ;
Enpad an noz he kousk ho baraer ;
Euz ar mintin eo eun tân pehini a losk flamou.
7 Holl int ardant evel eun forn,
Hag he tevoront ho barnerien.
Ho holl rouane a gouez,
Hag hini anezhei na gri entrezeg ennoun !
8 Efraim, hen, en em vesk gant ar boblou.
Efraim, a zo eur wastel pehini n’eo ket bet troet.
9 An diavezidi ho deuz devoret he nerz,
N’en deuz ket santet ;
He benn a zo hadet a vleo gwen,
Ha n’hen deuz ket he welet.
10 Hag ourgouil Israel a ro testeni var he visach :
N’int ket distroet d’an Aotrou ho Doue ;
N’ho deuz ket he glasket, en despet da gement se holl.
11 Efraim a zo evel eur goulm zod, hep skiant.
Gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gaout an Asirianed.
12 Enpad m’az efont, hec’h astennin varnezhei va roued ;
Ho diskar a rin evel lapoused an envou,
Ho c’hastia a rin, evel ma ho deuz klevet en ho asambleou.
13 Gwal-heur dezhei ! rag pellaat a reont ouzin.
Distruj varnezhei ! rag en em zevel a reont em enep.
Me, ho daspreno ;
Mes lavaret a reont gevier em enep.
14 Na griont ket a galoun d’in,
Pa iudont var ho gweleou.
En em nec’hi a reont gant ar gwiniz hag ar gwin ;
En em distrei a reont ouzin.
15 Ho c’hastiet em euz ; nerzet em euz ho divrec’h ;
Mes sonjal a reont droug a enep d’in.
16 Distrei a reont, mes nan d’ar Souveren ;
Beza int evel eur gwarek troumpluz.
Ho chefou a gwezo gant ar c’hleze,
A balamour da zroug ho zeod.
Kement se a droio dezhei en goaperez en bro an Ejipt.



8 KEMER an droumpil !
An enebour a gouez evel eun egl var di an Aotrou,

Abalamour ma ho deuz torret va c’honvenans
Ha pec’het a enep va lezen.
2 Krial a refont d’in :
Ma Doue ! ni hon euz da anavezet, ni, Israel !--
3 Israel Hen deuz taolet kwit ar pez a zo mad ;
An enebour a genredo anezhan.
4 Groet ho deuz rouane, mes nan euz va feurz ;
Chefou, mes hep gouzout d’in.
Groet ho deuz doueou euz ho arc’hant hag euz ho aour ;
Abalamour da ze eo he vefont lamet kwit !
5 Da loe, o Samari, a zo taolet kwit !
Va c’holer a zo en em dânet a enej dezhei !
Bete pegeit he vefont int dic’hallout a zinamded ?
6 Rag dont a ra a Israel, eun oberer eo hen deuz hen groet,
Ha n’eo ket Doue.
Dre ze loe Samari a vezo lakeat a dammou !
7 Abalamour ma hadont an avel, he vedfont an tempest.
N’ho devezo ket a ed en ho za ;
Ar pez a vout na roio ket a vleud ;
Ha marteze ma ro, an diavezidi a zevoro anezhan.
8 Israel a zo devoret.
Beza emaint brema entouez ar boblou
Evel eur besel kaseet.
9 Rag piniet int entrezeg Asur,
Evel eun azen gouez pehini en em dalc’h a du.
Efraim hen deuz groet profou evit kaout minioned.
10 Ha dre ma reont profou entouez ar broadou,
Ez an brema d’ho dastum,
Hag en em lekeont da vihanat dindan bec’h roue ar brinsed,
11 Abalamour ma hen deuz Efraim kresket an aoterou evit pec’hi,
An aoteriou ze a droio en pechou dezhan.
12 Ma kreskin dezhan va c’helennadurez dre skrid,
Sellet int evel eun dra diaveziad.
13 Er zakrifisou pere a zo kinniget d’in e sakrifiont kig
Hag he tebront anezhan ;
Mes an Aotrou na gar ket anezhei.
Brema he teu sonj dezhan euz ho fallentez,
Hag he kastio ho fec’hed ;
Distrei a refont en Ejipt !
14 Israel hen deuz ankouezet an hini hen deuz he grouet,
Hag he deuz savet palezou,
Ha Juda hen deuz kresket he geariou krenv ;
Mes me a gaso en keariou hema eun tân
Pehini a zevoro palezou hennez.



9 Israel, n’en em laouena ket, ha na vez ket karget a joa evel ar boblou,
O veza ma out en em loudouret en eur dilezel da Zoue !
Karet hec’h euz gobr ar c’hadelez var an holl leuriou gwiniz,
2 Al leur hag al louar n’ho adbevfont ken,
Hag ar gwin dous a vanko dezhei.
3 Na choumfont ket en douar an Aotrou ;
Efraim a zistroio en Ejipt,
Hag he tebrfont en Asiri eur boued souliet.
4 Ne rafont ket a skuliadurez gwin d’an Aotrou,
Hag ho zakrifisou na blijfont ket dezhan.
Kement se a vezo dezhei evel bara ar c’hanvou ;
Ar re holl a zebro a vezo souliet.
Rag ho bara ne vezo nemert evithei ho unan ;
N’ez aio ket en ti an Aotrou.
5 Petra a refet-hu en deiziou solennel,
En deiziou gwel an Aotrou ?
6 Rag setu, mont a reont kwit abalamour d’ar glac’har.
An Ejipt ho dastumo ;
Memfiz ho sebelio.
Al lined a berc’henno ho c’helc’hiou arc’hant ;
An drein a gresko en ho zantennou.
7 Dont a reont, an deiziou a gastiz !
Dont a reont, an deiziou a bea !
Israel a anavezo kement se !
Ar profed a zo zot ;
An den spereded a zo diskiant,
Abalamour da vraster da fallentez ha da vraster da zirolded !
8 Gward Efraim a zo gant va Doue ;
Mes ar profed a zo eul las a lapouseter var he holl henchou,
Eun enebour en ti he Zoue.
9 En em huduret int holl, evel en deiziou Guibea.
An Aotrou Hen devezo sonj euz ho fallentez ;
Kastia a raio ho fec’hejou !

10 KAVET em euz Israel evel bodou rezin en distro ;</poem>

Gwelet em euz ho tadou evel ar c’henta frouez euz a gwez fiziez pere a gommans.
Mes eet int da gaout Baal-Peor ;
En em genzagret ho deuz eun dra euzuz,
Deuet int da veza euzuz evel ar pez ho deuz karet.
11 Gloar Efraim a nijo evel eun evn :
Ginivelez ebet, brazegez ebet, konsevedigez ebet !
12 Mar zevont ho bugale,
Me a brivo anezhei araog an oad a zen.
Rag gwal-eur dezhei ive, pa en em dennin outhei.
13 Efraim, dre holl ma sellan entrezeg Tyr,
A zo plantet en eul lec’h kaer ;
Mes Efraim a gaso he vibien d’an hini ho lazo.
O Aotrou ! ro dezhei. ...
14 Petra a roi-te dezhei ? ...
Ro dezhei ar c’hov a ziforc’h, hag ar bronou zec’h !
15 Ho holl droug a zo en Gilgal ;
Eno eo he kasean anezhei.
Abalamour da zroug ho oberiou,
Me ho c’haso kwit euz va zi ;
Na gendalc’hin ken d’ho c’harout ;
Ho holl vestrou a zo dizent.
16 Efraim a zo skoet, he grizien a zo deuet da veza goullou ;
Na zoukfont ken a frouez ;
Ha mar ho deve bugale,
Me a lakao da vervel frouez prisiuz ho c’hov.
17 Va Doue ho zaolo pell outhan, dre ma n’ho deuz ket he zelaouet,
Hag he vefont reduz entouez ar broadou.



10 ISRAEL a zo eur winien gaer,
Pehini a zoug kalz a frouez.
Mui eo founuz he frouez, mui he kresk he aoteriou.
Mui eo kaer he douar, mui he kaera he statuou.
2 Ho c’haloun a zo lodennet : ez eont da veza diskleriet koupabl.
Diskar a raio ho aoteriou ; distruja a raio ho statuou.
3 Rag prest e leverfont : N’hon deuz roue ebet,
Rag n’hon deuz ket doujet an Aotrou ;
Ha petra a rafe eur roue deomp ?
4 Diskleria a reont giriou, hag ho touont en faoz,
Pa reont konvenansou ;
Evel se ar varn a ziouano, evel ar sigu
Var irvi ar parkeier.
5 Tud Samari a zo spouronet abalamour da loueou Beth-Aven :
Rag ar bobl a zougo kanv var he idol
Hag he veleien a gren evit he c’hloar
Pehini a ia da dec’hel euz ho c’hreiz.
6 Kaset he vezo zoken en Asiri
Hag e vezo roet en prof da roue Jareb.
Efraim hen devezo mez,
Hag Israel a vezo mezek en he c’hoantou.
7 Roue Samari a dec’h
Evel an eon divar an doureier.
8 Ha lec’hiou huel Aven, pec’hed Israel, a vezo distrujet ;
Ar spern hag an askol a gresko var an aoteriou ;
Hag e leverfont d’ar meneziou : Goloet ac’hanomp !
Ha d’ar c’hrec’hiennou : Kwezet varnomp !
9 Adaleg deiziou Guibea hec’h euz pec’het, Israel !
En em dalc’het int eno ;
Ar brezel a enep ar re fall n’hen deuz ket ho zapet en Guibea.
10 Kastia a rin anezhei evel ma fello d’in,
Hag ar boblou en em dastumo a enep dezhei,
Pa vefont staget euz ho daou fallentez.
11 Efraim a zo eun ouner donet, hag a gar dorna ar greun ;
Mes tostaat a rin euz he gouzouk reud :
Staga a rin Efraim, Juda a labouro, Jakob a stlejo ar frez.
12 Hadet evit ar reizder ; medet evit an drugarez ;
Difreuzet douarou nevez !
Rag poent eo adklask an Aotrou,
Bete ma teuo ha ma lakao ar reizder da c’hlaoia varnoc’h.
13 Labouret hoc’h euz an drougiez, medet ar fall,
Debret frouez ar gaou ;
Rag en em fiziet out ez hent,
En niver euz da dud nerzuz.
14 Abalamour da ze eur gemesk a zavo entouez da bobl,
Hag he tistrujfer da holl grenvou,
Evel ma hen deuz Shalman distrujet Beth-Arbel
En deiz ar gann
Ma oa ar vam bruzunet gant ar vugale.
15 Bethel a raio er memeuz tra deoc’h,
Abalamour d’ho fallentez vraz.



11 Pa oe Israel iaouank, me a garie anezhan,
Hag he c’halviz va mab euz an Ejipt.
2 Pa int bet galvet ac’hane, int en em laeret.,
Ho deuz sakrifiet da Vaal
Ha kinniget ezans d’an idolou.
3 Me eo a rene kamejou Efraim,
O kemer anezhan dre an divrec’h.
Mes n’ho deuz ket anavezet he wellaen anezhei.
4 Ho zennet em euz gant kerden douz, gant ereou a garantez.
Bet oun evithei evel an hini pehini hen dije savet ar brid euz ho janved,
Hag em euz kinniget boued dezhei.
5 Na zistrofont ket da vro an Ejipt,
Mes ho roue a vezo Asur,
Dre ma ne fell ket dezhei en em distrei.
6 Ar c’hleze a gwezo var ho c’heariou,
Hag a guzumo ho difennerien, hag a zevoro anezhei
Abalamour d’ho c’hoantou.
7 Ha va fobl a zo stag euz he dirolded a enep d’in ;
He adgervel a reer d’ar Souveren,
Mes nikun n’hen kavo.
8 Penaoz he tilezin ac’hanout, Efraim ?
Livra a rin-me d’id, Israel ?
Da dreti a rin evel Adma,
Da lakaat a rin evel Tseboim ?
Va c’haloun a lam em c’hreiz ;
Va holl druezou a zo mantret.
9 Na rin ket tân a va c’holer,
Ha na zistroin ket da zistruja Efraim ;
Rag Doue oun ha nan eun den ;
Me eo ar Zant en da greiz ;
Na zistroin ket gant fulor.
10 Bale a refont varlerc’h an Aotrou, pehini a iudo evel eul leon.
Rag iudal a raio, hag ar vugale a ziredo gant hast euz ar c’husheol.
Redeg a rafont euz an Ejipt, evel eul lapous,
11 Hag euz bro an Asiri, evel eur goulm,
Ha me ho lakao da choum en ho ziez, a lavar an Aotrou.



12 EFRAIM hen deuz troiet ac’hanoun a c’hevier,
Ha ti Israel a droumplerez ;
Ha Juda a zo c’hoaz dizalc’huz gant Doue,
Gant ar Zant, ar Gwirion.
2 Efraim a beur avel, hag a red varlerc’h avel ar savheol.
Bemdez he kresk ar gaou hag ar violans ;
Ober a ra konvenans gant Asur,
Hag he touger an eol d’an Ejipt.
3 An Aotrou Hen deuz ive prosez gant Juda,
Hag he kastio Jakob abalamour d’he henchou ;
Rei a raio dezhan hervez he oberiou.
4 Adaleg kov he vam he troumplaz he vreur,
Hag en he nerz he c’hourenaz gant Doue.
5 Gouren a reaz gant an êl, hag he oe ar c’hrenva ;
Gwela a reaz, hag he c’houlennaz trugarez.
En Bethel he kavaz anezhan
Hag eno eo he komzaz Doue ouzomp.
6 An Aotrou co Doue an armeou ;
He hano eo an Aotrou.
7 Te eta, distro d’az Toue ;
Mir an drugarez hag ar reizder ;
Hag esper dalc’hmad en da Zoue.
8 Efraim a zo eur marc’hadour, pehini hen deuz balansou faoz en he zaouarn ;
Karout a ra troumpla.
9 Hag Efraim a lavar : la, deuet oun da veza pinvidik ;
Prenet em euz pinvidigezou.
Em holl labour ne vezo kavet direizter ebet,
Netra hag a vefe eur pec’hed.
10 Ha me, me eo an Aotrou da Zoue adaleg bro an Ejipt.
Me a lakao ac’hanout c’hoaz da choum dindan tantennou, evel en deiziou gwel.
11 Komzet em euz d’ar brofeded,
Hag em euz kresket ar gwelidigezou,
Ha dre ar brofeded em euz kinniget henvelidigezou.
12 Ma n’hen d’eo Galaad nemert fallentez, a-dra-zur he vezo kaset da netra.
Sakrifiet ho deuz ijened en Gilgal :
Dre ze ho aoteriou a zo evel berniou mein
Var irvi ar parkeier.
13 Jakob a dec’haz euz bro ar Siri,
Hag Israel a zervichaz evit eur vreg,
Hag evit eur vreg he vesaez al loened.
14 Ha dre eur profed an Aotrou a lakeaz Israel da biniet euz an Ejipt ;
Ha gant eur profed he oe diwallet Israel.

15 Efraim hen deuz kaset da eur c’hwervder vras ;
Dre ze, he lazo he Aotrou da boueza varnezhan ar goad hen deuz skuliet,
Hag he roio dezhan he zisprizansou.



13 ADALEG ma komze Efraim, he krenet.
En em zavet he oa en Israel.
Mes en em rentet eo koupabl gant Baal, hag eo maro.
2 Ha brema he kendalc’hont da bec’hi ;
Gant ho arc’hant he reont imachou teuzet,
Idolou euz ho invanterez ;
Ha n’int nemert labouriou tud.
Divar ho fenn he leveront :
Ma poko ar re a zakrifi d’al loueou !
3 Dre ze he vefont evel goabrennou ar beure,
Evel glizen ar mintin pehini a dec’h,
Evel ar bellen kaset gant an avel euz al leur,
Evel ar vogeden pehini a dec’h euz eur prenest !
Mes me eo an Aotrou da Zoue adaleg bro an Ejipt.
4 Ha ne anavezez doue all ebet nemert oun ;
Ha n’euz salver ebet nemert oun ;
5 Da anavezet em euz en distro,
En eun douar sec’h.
6 Leuniet int bet en ho feuriou ;
Gwalc’het int bet, hag ho c’haloun a zo zavet ;
Dre ze ho deuz va ankwezet.
7 Me a vezo eta evithei evel eul leon ;
Evel eul leopard, he spien ho hent ;
8 Ho diaraogi a rin evel eun ourzez da behini eo lamet he re vihan.
Hag he freuzin golo ho c’haloun,
Me ho devoro eno evel eul leonez ;
Al loen gwez ho lakao a damou.
9 Ar pez hen deuz kollet ac’hanout, o Israel,
Eo beza a enep d’in, a enep an hini eo da zikour.
10 Pelec’h eta ema da roue ?
Ma telivro ac’hanout he c’holl geariou ?
Pelec’h ema da varnerien, divar ben pere he lavaraz :
Ro d’in eur roue ha prinsed ?
11 Roet em euz eur roue d’id em c’holer,
Hag he lemel a rin kwit em fulor.
12 Fallentez Efraim a zo ereet,
Hag he bec’hed a zo diwallet.
13 Poaniou an hini a willoud a deuo varnezhan.
Eur bugel eo hep furnez ;
Rag, en amzer c’hoanteet, n’en em gav ket evit gwelet an deiz.
14 Daspren a rin anezhei euz gallout ar bez ;
Ho diwall a rin euz ar maro.
O maro ! me a vezo da vosen.
O bez ! me a vezo da zistruj.
Ar c’heûz a guz euz va daoulagad !
15 Petra benag ma hen deuz roet frouez entouez he vreudeur,
Avel ar savheol a zeuo, avel an Aotrou a binio euz an distro,
Disec’ha a raio he mammennou hag e sec’ho he feunteuniou.
Laeret he vezo an tenzor euz he holl draou prisiuz.
16 Samari a vezo kastiet, rag dizent eo euz he Doue.
Kweza a rafont dre ar c’hleze ;
Ho bugale vihan a vezo friket,
Ha faoutet he vezo kov ar gragez dougerezed.



14 ISRAEL, distro d’an Aotrou da Zoue,
Rag kwezet out dre da fallentez.
2 Digaset ganeoc’h komzou,
Ha distroet d’an Aotrou.
Livirit dezhan : Pardoun pep drougiez,
Hag hen digemer mad,
Ha ni a ginnigo d’id evit sakrifisou meulodi hon muzellou.
3 Asur na zelivro ket ac’hanomp ; na binfomp ken var gezeg,
Ha na lavarfomp ken da labour hon daouarn : C’hwi eo hon doueou !
Rag ennout te eo he kav an emzivad trugarez.
4 Iac’haat a rin ho direizted ;
Karout a rin anezhei a galoun vad ;
Rag va c’holer a zo en em distroet outhei.
5 Evel eur c’hlizen he vezin evit Israel.
Bleuia a raio evel lili,
Hag he taolo griziou evel al Liban.
6 He vrankou en em astenno ;
He gaerder a vezo hini an olivezen,
Ha beza hen devezo parfum al Liban,
7 Dont a raint da azeza euz he skeud ;
Lakaat a refont ar gwiniz da rei freuz ;
Evel ar winien he vleuifont,
Hag ho brud vad a vezo evel hini gwin al Liban.

8 Efraim, petra em euz d’ober c’hoaz gant an idolou ?—
Selaou a rin anezhan, sellet a rin outhan ;
Me a vezo evithan evel eur wezen sipre atao glaz.
Ac’hanoun me, eo e teui da frouez.
9 Piou a zo fur ? ma kompreno an traou ze !
Piou a zo skiantek ? ma c’hanavezo anezhei !
Rag henchou an Aotrou a zo eeün ;
Ar re wirion a valeo ennhei,
Mes ar re dizent a gwezo ebarz.


————